Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/815

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
1 a Gerzu
807
sant tugdual, eskop


Hogen, ar misionou-ze a zougaz kement a frouez m’o devoa holl barreziou Leon ha Treger, hed-a-hed ann Arvor, c’hoant da glevet ar Zant pe unan bennag euz he ziskibien. A bep tu e teuet ive da ginnig plasou d’ezhan da zevel kouenchou nevez. Ar vrudeta euz ar re-ma a oue ann hini a zavaz e traonienn Trekor, el leac’h m’ema brema kear Landreger.

Prest goude, Tugdual a oue hanvet da eskop er vro-ze, kaer en devoue klask miret. Mes ar re a ioa bet leun a istim evithan, d’ann ampoent ne rea nemed prezeg ha rei misionou, a droaz enn he enep pa her gueljont oc’h en em zervichout euz he c’halloud a eskop evit diarbenn ho dizursiou ha lamet ar giziou fall euz ho zouez. Ober a rejont d’ezhan goasa a c’helljont, hag evit kaout peoc’h dioutho, ar Zant en em dennaz eur pennad e kouent Trebabu pe e kouent he choar Seva.

Lod a lavar zoken ez eaz neuze da Rom da vizita beziou ann ebestel sant Per ha sant Paol. Ar pez zo sur eo e oue daou vloaz er meaz euz ar gear. Mes, epad ann amzer-ze, he enebourien a oue skoet gant dorn Doue dre ar gernez hag ar vosenn, ha pa zistroaz Tugdual d’he eskopti, ec’h anavezchont ho faot, hag e ouent adarre leun a garantez hag a zoujans enn he genver.

Ar Zant a gendalc’haz da labourat evit ho zilvidigez, ha da ziskouez d’ezho hent ar baradoz, ken dre he gomzou, ken dre he oberiou, keit ha ma oue ennhan eur c’houezadenn vuez. Mes pell a ioa en doa gounezet he gurunenn, ha mervel a eure erfin, brudet dre he viraklou, d’ann deiz diveza a viz du euz ar bloaz 564. He gorf a oue enterret e kouent Trekor, hag eur maread miraklou nevez a c’hoarvezaz var he vez.


SONJIT ERVAD

Sant Tugdual hag eleiz a zent all o deuz kastizet ho c’horf dre ar binijenn, petra bennag ma’z oant bet ato pur ha chast. Ha ni, goude beza bet saotret dre gen aliez a bec’hed ha dre bec’hejou ker braz, ne glaskomp nemed ober stad euz hon hini. Ann distera diezamant a erru ganthan hon laka d’en em jala. Petra zo enn hor penn-ni eta ? Ha kredi a reomp-ni eo bet faziet ar Zent ? Allaz ! anzavomp eo ni hon-unan a fazi, o kaout kement-se a aoun rak ar boan hag ar binijenn.