ant Raphael, arc’heal, eo prins ann Troned, ann trede
keur elez euz ar baradoz, evel ma’z eo sant Gabriel
prins ar Cherubined, ha sant Mikeal prins ar Seraphined.
He hano a zinifi Medisin ann Aotrou Doue, hag
abalamour da ze ann Iliz her ped da barea ann holl dud
klanv, koulz ar re a zo klanv a spered evel ar re a zo
klanv a gorf.
Sant Raphael a oue karget guech all da ober koumpagnunez da vab Tobias, pa oue kaset hema gant he dad da gear Rajes, da c’houlenn eur guchenn arc’hant a ioa bet prestet gant Tobias koz da eunn den euz ar gear-ze. Mab Tobias ne c’houie ket ann hent da vont di ; mes ann arc’heal Raphael, o veza kemeret furm eur beachour, en em ginnigaz d’hen diskouez d’ezhan, hag a lavaraz d’he dad : « — Bezit dinec’h divar benn ho mab ; me her c’haso da Rajes, hag hen digaso d’ar gear enn dro heb na c’hoarvezo drouk ebed ganthan. » « — Mad, eme Dobias, it eta ho taou enn hent, ha beach vad d’ehoc’h ! Doue hag he elez ra vezint ganehoc’h bepred ! »
Da fin ann daou zevez kenta, ann daou veachour a erruaz gant eur ster vraz. Mab Tobias a c’hoanteaz goalc’hi he dreid er ster-ze, ha kerkent setu eur pikol pesk o tilammet varnhan egiz p’en devije c’hoant d’he lonka. Tobias a oue spountet ; mes ann eal a lavaraz d’ezhan : « — Krogit e diouskouarn ar pesk, ha chachit-hen varzu enn-hoc’h. » Tobias a zentas, ha neuze ann eal a lavaraz d’ezhan adarre : « — Digorit ha goullonderit ar pesk ; mes diouallit avad da deuler kuit ar galoun, ar vestl hag ann evu ; rak ann traou-ze a zo mad da ober louzou. » Tobias a heuliaz ann ali a roet d’ezhan, ha gou-