Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/745

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
1 a viz Du
737
gouel ann holl zent

hon raok var ann douar. Etouez ar zent hag ar zentezed-se ez euz meur a hini hag o deuz bevet er stad m’emaomp hon-unan, meur a hini hag o deuz labouret var ar vicher ma labouromp hon-unan ; perak eta ne c’hellfemp-ni ket ober ar pez o deuz-hi great, da lavaret eo, en em zantifia ha gounit ar baradoz eveldho o veva er stad m’o deuz bevet, o labourat var ar vicher m’o deuz labouret ?

Nag a dadou hag a vammou, nag a vistri hag a vestrezed a zo brema euruz gant Doue, hag o deuz bet muioc’h a dregas eget n’oc’h euz-hu gant ho ziegez, ho bugale hag ho zervicherien ! Nag a vugale hag a zervicherien, hag o deuz bet muioc’h a boan gant ho zadou hag ho mammou, gant ho mistri pe ho mestrezed ! Nag a dud iaouank, potred ha merc’hed, hag a ioa krevoc’h ho zechou fall eget na d-eo ho re-c’houi, hag a zo bet tentet goasoc’h eged hoc’h-hu gant ar bed hag ann drouk-pered ! Nag a brinsed hag a brinsezed, nag a offiserien hag a zoudarded, nag a varc’hadourien hag a hostizien, nag a dud all a bep seurt micher, hag a ioa diesoc’h d’ezho ober ho zilvidigez eget n’az eo d’ehoc’h-hu ! Nag a bec’herien erfin, hag o deuz great marteze muioc’h a bec’hejou ha brasoc’h pec’hejou eget n’hoc’h euz-hu great ! Ann dud-se holl a zo en em zantifiet enn despet d’ho zechou fall, enn despet da dentasionou ar bed hag ann drouk-spered, enn despet d’ann holl diezamanchou a gavent enn ho stad, enn despet d’ho fec’hejou zoken : perak eta, eur vech c’hoaz, ne c’hellit-hu ket ober ar pez o deuz-hi great ? Gras Doue n’e ket bet manket d’ezho, ha ne vanko ket d’ehoc’h ken nebeut mar bezit fidel d’he goulenn gant humilite hag heb paouez.

Selaouit petra lavar d’ehoc’h var gement-se ar Zent ho-unan : « — Goad Adam a rede enn hor goazied evel ma red enn ho re-c’houi, ha setu perak oamp sempl eveldhoc’h dre natur ; mes kavet on euz nerz er bedenn hag er zakramanchou. Ann darn vuia ac’hanomp n’o deuz ket great a draou braz, a draou burzuduz epad ho buez ; mes aketuz oump bet holl da ginnig da Zoue hon labour pemdeziek ; klasket on euz plijout d'ezhan e peb tra ; var evez e vezemp ato evit en em