poaniou-ze e skoaz ar re a virit eur pec’hed marvel hebken ? Lakit eta oc’h holl zoursi epad ar vuez-ma d’en em ziouall dioc’h ar pec’hed marvel ma ne fell ket d’ehoc’h gouzanv da viken enn ifern poaniou kalz goasoc’h eget re ar Verzerien.
emdez, epad ar bloaz, hor mamm zantel ann Iliz a ra
memor euz a eur zant bennag, a ginnig d’eomp eur
zant bennag da henori. Mes petra eo niver ar zent-se e
skoaz niver ar re n’int ket anavezet ? Nag a dud a zo brema
ho eneou er baradoz, tud a bep oad hag a bep stad, goazed
ha merc’hed, ha ne c’houezer nag ho hano, nag e pe
vro, nag e pe amzer o deuz bevet ! Lod anezho a zo tremenet
dre ar bed-ma heb beza remerket gant den, ker
paour ha ker kuzet oa ho buez ; lod all a zo bet remerket,
hag istim a zo bet evitho zoken abalamour d’ho
vertuziou ; mes goude ho maro int bet ankounac’heat
buhan, ha pell zo ne zonjer mui ennho.
Goulskoude Doue n’en deuz ket great evel ann dud ; he lagad a zo bet ato o para var ar zent hag ar zentezed-se ; digemeret en deuz ho eneou enn he varadoz, ha da zeiz ar varn ziveza e tiskouezo ho gloar d’ar bed holl. Mes, da c’hortoz, daoust ha n’e ket deread e teufemp, ni ive, d’ho henori var ann douar ? Hi n’o deuz ket brasoc’h ioul eget d’hor guelet oc’h erruout d’hon tro el leac’h m’int erruet dija ho-unan ; goulenn a reont evidomp ar grasou m’on euz ezomm anezho, ha prest int bepred d’hor zikour dre ho fedennou. Hon dever eo eta merka hon anaoudegez vad d'ezho holl guitibunan, ha setu aze, da genta, perak e deuz ann iliz gourc’hemennet ober ar gouel-ma.
Hor mamm zantel ann Iliz e deuz gourc’hemennet ober ar gouel-ma, d’ann eil, evit rei kaloun d’eomp da gerzet var roudou ar zent hag ar zentezed a zo bet enn