Mont d’an endalc’had

Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/805

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
27 a viz Du
797
sant didas, euz a urs sant fransez

da jom gant eur belek santel, a ioa oc’h ober he ermitach e kichen he gear, hag eno ec’h en em voazaz abred da iun ha da gastiza he gorf dre ar binijenn. Ann darn vrasa euz he amzer a dremene o pedi hag o vedita. Goulskoude labourat a rea ive ; mes he labour zoken a ioa eur bedenn ; rak enn eur labourat ne golle morse ar zonj euz a Zoue. Ober a rea paneriou brouan, hag ar paneriou-ze a roe evit netra d’ar re her mage hag her guiske dre ho aluzennou. He galoun a ioa ken distag dioc’h traou ann douar ma ne brijaz ket dastum eur ialc’had arc’hant a gavaz eunn deiz var he hent.

Abarz ar fin e savaz c’hoant ganthan da vont da vanac’h hag e c’houlennaz beza resevet enn eur gouent euz a Urs sant Fransez. Resevet e oue etouez ar Frered a ioa o servicha ann Tadou, hag heb dale e teuaz da veza evit ar venac’h all eur skouer a bep seurt vertuziou, ha dreist holl eur skouer a humilite hag a zentidigez.

Didas n’oa ket bet var ar studi ; mes Doue en doa roet d’he spered eur sklerijenn dreist-natur, hag eunn dudi oa he glevet o komz euz a draou ann env. Abalamour da ze e oue hanvet da zuperior enn eur gouent euz a enezennou Kanarii, petra bennag ne oa nemed Frer. Hogen, enn enezennou-ze ez oa c’hoaz kalz paianed d’ann ampoent ; mes ar Zant a gemeraz kement a boan evit ho gounit d’ar feiz ma lakeaz eur maread anezho da drei kein d’ho idolou.

Er bloaz 1450 ez eaz da Rom, el leac’h ma’z oa eur gouent euz he Urs leun a venac’h klanv. Didas a oue karget da entent ouz ar re-ma, hag he aked da bourvei d’ho holl ezommou a oue ken ijinuz ma ne vankaz netra d’ezho petra bennag ma’z oa neuze eur gernez vraz e kear.

O veza distro d’ar Spagn, e kendalc’haz da veva evel eunn den hag a zo maro d’ar bed ha d’ezhan he-unan. N’en em blije nemed dirak he grusifi, pe eharz ann tabernakl, pe dirak imach ar Verc’hez, hag eno e veze bepred a spered hag a galoun pa ne c’helle ket beza a gorf.

Var fin he vuez, en devoue kalz poan gant eur gor a ioa savet enn he vreac’h ; mes ann dra-ze ne vire ket