Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/747

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
2 a viz Du
739
gouel ann anaoun

doare enn he offisou, ha setu ar c’hleier ho-unan ne c’houzont mui nemed klemm ha goulenn sikour gant eur vouez truezuz. Ar c’han ne laosk mui nemed huanadennou a c’hlac’har, hag ann aoteriou hag ann ornamanchou sakr zoken o deuz kemeret eul liou a ganv hag a dristidigez. Hirio, kement tra a velomp ha kement tra a glevomp a lavar d’eomp var eunn ton hirvouduz : « — Kristenien, a zo c’hoaz var ann douar, o pet sonj euz a anaoun paour ar purkator ! Kristenien, a zo c’hoaz var ann douar, pedit, pedit evit anaoun paour ar purkator ! »

Ar feiz a zesk d’eomp n’e ket aoualc’h mervel e stad a c’hras evit mont var ehun d’ar baradoz. Red eo, ouspenn, kaout ar goustians neat dioc’h peb pec’hed veniel ha beza dizle a-grenn dirak justis Doue. Ar re eta o defe c’hoaz eur pec’hed veniel bennag var ho choustians, pe n’o defe ket paet da justis Doue ann holl boan dleet d’ho fec’hejou tremenet, ar re-ze n’ez ai ket ho eneou var ehun d’ar baradoz ; mes dalc’het e vezint enn eur plas, hanvet ar purkator, ha chom a raint eno da ober pinijenn epad ann amzer merket gant justis Doue.

Hogen, ho finijenn a zo skrijuz meurbed da zonjal. Selaouit-hi o lavaret d’ehoc’h :

Allaz ! na c’houfe den koumpren
Pegen estlamm eo hon anken.
. . . . . . . . . . . . . . .
A bep tu d’eomp n’euz nemed tan,
Tan var c’horre ha tan dindan.

Goulskoude n’e ket ann tan eo a ra ho brasa poan. Muioc’h a boan o deuz c’hoaz, ha kalz muioc’h, abalamour m’emaint pell dioc’h Doue, abalamour ne c’hellont ket guelet Doue, ann Doue-ze, a garont hag a gar anezho ive. Gouzout a reont int sur da vont d’ar baradoz ; mes gortoz a renkont c’hoaz, hag evit ann ene, eur vech dispartiet dioc’h ar c’horf, chom keit-se da c’hortoz guelet Doue a zo ker goaz ha beza enn ifern pa n’efe ann esperans.

Hag eneou keiz ar purkator ne c’hellont ket en em zikour ho-unan :

Ni n’hellomp dre hor pedennou
Distan na berraat hor poaniou.