Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/811

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
30 a viz Du
803
sant andre, abostol

me aoun razho, p’e guir hi a gren dirak eur c’hristen ? »

Beleien ann idolou a ieaz kement a zrouk ennho o klevet ar c’homzou-ze ma stagchont Saturnin var bouez he dreid oc’h lost ann taro o doa sonj da laza, ha goudeze e laoskchont hema da redet. Ann taro pennfollet a dreinaz ar Zant a dreuz ar ruiou betek eunn dachenn a ioa er meaz euz a gear. Korf ar merzer a oue dispennet-holl abarz erruout eno, hag he ene a ioa dija nijet d’ar baradoz. Diou gristenez kalounek a zastumaz he relegou, a ioa tamm ama tamm ahont, hag ho c’huzaz ouz ar baianed. Mes divezatoc’h e ouent lakeat enn eunn iliz gaer a oue savet e Toulouz enn henor d’ar Zant, hag enn iliz-ma ho mirer c’hoaz hirio gant kalz a respet.


SONJIT ERVAD

Beleien ann idolou a anzave oa Saturnin treac’h d’ho doueou p’e guir e lavarent n’oa ken kaoz nemethan mar d-oant deuet da veza mud. Rak-se eta ive, ma vijent bet fur ha tud a skiant, e tlijent beza dioc’htu troet kein d’ann doueou-ze evit selaou ar Zant. Mes nann, dallet oant, hag abalamour da ze e oue guell gantho lakaat Saturnin d’ar maro eget dilezel servich ho idolou. Nag a gristenien a zo hirio siouaz ! hag a ra bepred ar skouarn vouzar oc’h mouez ann Aotrou Doue, oc’h mouez ho c’houstians ha zoken oc’h mouez ar rezoun, dallet ma’z int ive gant ho zechou fall ! Ah ! beillit ha pedit gant aoun na gouezfac’h hoc’h-unan enn eunn hevelep dallentez.




ann tregontved devez a viz du


SANT ANDRE, ABOSTOL
————



Ar zant-ma a ioa ginidik euz ar Galilee ha breur da zant Per. Bez’e oue da genta diskib da zant Iann-Vadezour ; mes, eunn devez, o veza klevet hema o lavaret enn eur ziskouez hor Zalver : « — Setu aze Oan Doue, » e kuiteaz anezhan dioc’htu evit heul Jezuz. Hor Zalver a c’houlennaz outhan : « — Petra glaskit ? » « — Mestr, eme Andre, e pe leac’h emaoc’h o chom ? » « — Deuit, hag