Mont d’an endalc’had

Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/750

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
742
3 a viz Du
sant guinal, abad

doz. Evidon-me n’em euz ket a geuz d’ar pez am euz lavaret, ha netra ne viro ouzinn da zelc’her d’am ger. »

Sant Guennole a oue souezetoc’h eget biskoaz o velet pegen habil oa dija ar paotrik var ann Aviel. Goulenn a reaz eta konje digant he dad hag he vamm d’her c’has ganthan da Landevennek, hag he dad hag he vamm a asantaz var ann heur.

E kouent Landevennek Guinal en em roaz holl d’ar studi ha d’ar bedenn. P’edo o ren he zek vloaz, e oue guisket d’ezhan sae ar venac’h, hag heb dale, enn despet d’he oad tener, e oue remerket etouez ar re all dre he humilite hag he basianted, dre he garantez evit Doue hag evit he nesa, ha dre he aked da viret reolenn he Urs.

Poania a rea dreist peb tra da vouga enn he galoun tan ar goall ioulou ; evit kement-se e tiskenne bemnoz er ster, hanv-goanv, pa veze kousket ar venac’h all, hag e chome enn dour betek he gazeliou, n’euz fors peger ien e vije ann amzer ha nemed he borpant reun ganthan, keit ha ma veze o lavaret ar zeiz salm a binijenn evithan he-unan hag evit ann holl dud fidel.

Sant Guennole o veza prest da vervel a joazaz anezhan evit delc’her he blas var he lerc’h, hag ar choaz-se a oue kavet mad gant ann holl venac’h all nemed gant Guinal. Hema a argilaz kement ha ma c’hellaz, hag a benn seiz vloaz goude e roaz ann dilez euz he garg.

Petra bennag m’oa erruet dija enn huela pazenn euz ar zantelez, e felle d’ezhan tizout hueloc’h c’hoaz. O veza eta lakeat henvel eunn abad all enn he leac’h, e treuzaz ar mor evit mont d’ann Irland ha da Vro-Zaoz, enn esper deski gant diskibien sant Patris ar feson d’en em zantifia muioc’h-mui.

Pevar bloaz e oue oc’h ober he dro, hag epad an amzer-ze e c’hounezaz eur maread paianet da feiz Jezuz-Krist hag e reaz eunn niver braz a viraklou. Pa oue distro da Vreiz-Izel, e savaz teir gouent nevez var douar Kerne, ha goudeze ec’h en em dennaz e kostez Guened. Eno e varvaz leun a veritou, d’ann 3 a viz du euz ar bloaz 518, oajet a bevar bloaz ha tri-ugent. E kathedral Guened e virer c’hoaz darn euz he relegou.