Guinal, erruet dija enn huela pazenn euz ar zantelez, a fell d’ezhan tizout hueloc’h c’hoaz. Setu aze penaoz e vez ato ar Zent : morse ne gav d’ezho e vent c’hoaz santel aoualc’h. Hag, evit guir, e servich Doue chom heb mont araok a zo dont adren. Pa ne vez mui a dan er galoun, ar skorn n’ema ket pell : eunn ene ha ne nij mui etrezek ann env var diouaskell ar garantez a ziruill buhan d’ann traon, hag a zo d’ar red pladet oc’h ann douar. Labouromp eta bepred ha bizomp huel, enn aoun ne c’helfemp ket tizout rouantelez ann env.
r zant-ma a ioa ganet e Milan a dud a lignez huel, ha
Doue a roaz da anaout petra vije eunn deiz enn eur
lakaat eur sklerijenn gaer da bara azioc’h ti he vamm
enn noz ma teuaz er bed. Evit guir, bez’e oue dija enn
he vugaleach hag enn he iaouankiz eur skouer a bep
seurt vertuziou. Epad m’edo o studia al lezennou e Pavii,
tud libertin a gasaz eunn devez d’he gambr eur
plac’h fall evit he denti. Mes Charles a ioa aketuz d’ar
bedenn ; boaz oa da dostaat aliez ouz ar zakramanchou
hag eunn devosion dener en doa ive evit ar Verc’hez
Vari : n’en devoue ket a boan eta o veza treac’h d’ar pez
divezet-se.
D’ann oad a zaou vloaz var’nn ugent e oue galvet da Rom gant ar pab Pi IV, he eontr. Hema her greaz kardinal, ha goudeze e oue hanvet da arc’heskop e Milan. Hogen, eskopti Milan a ioa neuze enn eur stad truezuz meurbed. Rouez oa ennhan ann dud a anaie mad ho relijion ; ne velet mui kouls lavaret den o vont da govez ha da gommunia ; ne oa tamm respet ebed evit ann ilizou ; peb hini a veve enn he roll heb na vije klasket miret outhan, hag ar c’houenchou zoken a oa eat var ho c’hement all. Mes ann traou a jenchaz doare pa erruaz sant Charles eno.