velet donedigez hor Zalver, ar Verc’hez Vari e devoa kalz muioc’h c’hoaz, dreist holl abaoue m’oa Mab Doue en em c’hreat den enn he c’horf sakr dre c’halloud ar Spered-Santel. Kounta a rea ar miziou, ar sizuniou, ann deiziou e devoa da vont c’hoaz abarz guelet he mab ha gellout he vriata, ha dre ma tostea he zermen, he c’haloun a zride gant ar joa.
Mad, ann Iliz a ra hirio eur gouel hag eunn offis evit henori ar Verc’hez epad m’edo evelse var nez genel he mab, ha diskouez ar perz a gemer enn he mall hag enn he joa. Dre ar gouel hag ann offis a ra hirio, ann Iliz a lavar ive d’ann holl dud fidel : « — En em laouenait asambles gant Mari, mamm Doue. A benn eiz dez ama, ema ann deiz braz evithi hag evidhoc’h ; a benn eiz dez ama, ema deiz ginivelez Jezuz, deiz ginivelez ar Zalver m’edo ann holl boblou euz ar bed var c’hed anezhan, deiz ginivelez ann hini a zo deuet evit rei gloar da Zoue e barr ann envou ha digas ar peoc’h var ann douar d’ann dud a volontez vad. En em lakit eta da zelebri egiz ma’z eo dleet ann deiz kaer ha santel-ze. »
Ar gouel-ma a zo bet great da genta e Spagn, dre urs ann dekved konsil a Doled, hag eno e pad ato eiz dez penn da benn. A hed ann eiz dez-se, e vez bemdez eunn offerenn var gan dioc’h ar mintin, mintin mad, hag ar gragez a zo o tougen frouez a ia holl d’ann offerenn-ze pa c’hellont, evit goulenn sikour digant ar Verc’hez. Heb dale e oue great ive er broiou all gant aotre ar pab ; mes er broiou all avad ne vez nemed eunn offerenn blean, ha d’ann trivac’h euz ar miz hebken.
Ma karfemp sonjal e pe stad oue lakeat ann den dre bec’hed Adam hag Eva ; ha ma komprenfemp, er memez amzer, n’euz nemed Jezuz-Krist hag a ve goest da derri hor chadennou, neuze ne vemp tamm souezet evit klevet ar Batriarched hag ar Bropheted oc’h huanadi varlerc’h ar Mesias. Kemeret a rafemp perz er gouel hirio a zigas sonj euz he zonedigez, ha da zeiz Nedelek e ve mall ganeomp hen digemeret enn hor c’haloun.
Guech all, ann Iliz a ordrene d’ann holl gristenien kommunia da zeiz Nedelek. Hirio ne ordren mui ; goulskoude ar re o deuz eunn tam-