Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/861

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
20 a Gerzu
853
sant dominik silos

hanter-kant vloaz. He gorf a oue enterret er vered en doa lakeat ober, ha var he vez e oue savet eunn iliz enn henor d’ar Verc’hez. Ann iliz-se a oue hanvet iliz ann Introun-Varia-Baour, abalamour m’oa savet e guered ar beorien ; mes divezatoc’h e oue hanvet iliz ann Introun-Varia-Binvidik abalamour ma viret ennhi korf ar Zant. Goulskoude, enn amzer sant Martin, relegou Gasian a oue digaset ac’hano da iliz katedral Tour, hag abaoue ar bloaz 1350 pe var dro ann iliz-ma a zo hanvet iliz Sant-Gasian.


SONJIT ERVAD

Sant Gasian a boanie da skleraat a nebeudou sperejou ar baianed, ha ne gomze ket d’ezho dioc’htu euz ann holl guirioneziou euz ar feiz. Setu aze ive penaoz e tleer deski ho fedennou hag ho c’hatekiz d’ar vugale. Arabad eo klask lakaat re a draou asambles enn ho spered ; mes red eo gortoz ma c’houezint eur bedenn pe eur gentel difazi abarz mont da eunn all. Pa veler eo poent mont da eur bedenn pe da eur gentel all, e renker c’hoaz ober d’ezho lavaret adarre da genta ann hini pe ar re a c’houzont dija difazi ; evelse, ar pedennou hag ar c’henteliou-ze a ziskenno doun enn ho memor hag a jomo eno renket sklear, e leac’h ne lakafent nemed rouestl enn ho spered ma ve klasket ho deski dezho holl enn eunn taol pe eur maread asambles.




ann ugentved devez a viz kerzu


SANT DOMINIK SILOS, ABAD
————


Ar zant-ma a ioa ganet e Spagn, hag a dremenaz he vugaleach o tiouall ann denved. Evelse ec’h en em voazaz da veva he-unan, ha pa oue deuet da veza braz e savaz c’hoant ganthan da vont da ober he ermitach enn eur plas distro. Mes kaout a reaz d’ezhan n’oa ket dizanjer aoualc’h al leac’h m’en doa choazet, hag e c’houlennaz beza resevet enn eur gouent euz a Urs sant Beneat. Resevet e oue, hag er gouent-se e oue lakeat var ar studi.

O veza m’en doa eur spered lemm ha digor, e teske hag e koumprene buhan peb tra, hag e teuaz e berr am-