Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/720

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
712
21 a Here
santez ursula, guerc’hez ha merzerez


SONJIT ERVAD

Ar zant-ma, epad m’edo o rejanti, ne glaske ket hebken ober tud habil euz he skolaerien ; mes klask a rea dreist peb tra ober anezho tud vertuzuz ha kristenien vad. Setu aze ive, tadou ha mammou, pe seurt mistri a dleit da joaz ato evit ho pugale. Ne c’houzanvit morse e ve roet d’ezho eunn deskadurez ha ne ve ket diazezet var ar relijion ; rak eunn hevelep deskadurez a ve eunn ampoezoun evit ho ene. Livirit ive bepred, enn eur drei eunn tammik komz mamm sant Loiz guech all : « — Guell eo ganen guelet va bugale maro eged ho guelet o vont da baianed. »



ann unan var ’nn ugent a viz here


SANTEZ URSULA, GUERC’HEZ HA MERZEREZ
————


Ursula a ioa ganet e Bro-Zaoz d’ar mare ma’z oa c’hoaz hanvet ar vro-ze Breiz pe Vreiz Vraz, abalamour n’ez oa c’hoaz ennhi nemed Bretoned. He zad a ioa roue, ha ne espernaz netra evit he zevel e doujans Doue hag he skolia hervez he renk. Ar brinsez iaouank e devoa eur spered lemm, hag a deuaz heb dale da veza habil var ar skianchou ; mes he deskadurez ne oa netra e skoaz he vertuz hag he furnez.

Bro-Zaoz pe Vreiz Vraz a ioa d’ann ampoent dindan galloud impalaer Rom, hag ann impalaer-ma a zalc’he eno eunn arme evit miret ouz ar vro d’en em zevel enn he enep. Enn amzer ann impalaer Grasian, jeneral ann arme-ze oa Maksim, hag hema a lakeaz enn he benn didroni Grasian evit beza impalaer enn he blas. Ann arme a goummande e Bro-Zaoz pe e Breiz Vraz a droaz holl ganthan, ha setu hen ha treuzi ar mor gant ann arme-ze evit dont da Frans, el leac’h m’en doa Grasian eunn arme all. Maksim a drec’haz pe a c’hounezaz ive ann arme all-ma, ha raktal e oue anavezet evit impalaer e Frans evel ma’z oa dija e Bro-Zaoz.

Neuze e falvezaz d’ezhan rekoumpansi ar Vretouned a ioa deuet ganthan euz ann tu all d’ar mor evit he zikour