Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/881

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
28 a Gerzu
873
gouel ann innosanted santel

ann Aotrou Doue, hag ar gourc’hemenn-ze a zo aoualc’h mar bez heuliet mad. » Mervel a eure e peoc’h er bloaz 100 goude donedigez hor Zalver, hag he gorf a oue enterret var eur menez e kichen kear Ephez.


SONJIT ERVAD

Sant Iann en devoue ann eur da harpa he benn var boull galoun Jezuz epad ar goan diveza a reaz hor Zalver gant he ebestel. C’houi a c’hell, pa girit, ha pa ve bemdez e ve, lakaat Jezuz da ziskenn enn ho kaloun dre ar gommunion ; rak-se, pa girit, c’houi a c’hell beza eurusoc’h c’hoaz eged ann abostol sant Iann.




ann eizved var ’nn ugent a viz kerzu


GOUEL ANN INNOSANTED SANTEL
————


Goude m’oa ganet hor Zalver Jezuz-Krist e Bethleem, enn amzer ar roue Herodes, prinsed euz a gostez ar Zao-Heol a erruaz eunn devez e Jerusalem enn eur lavaret : « — E pe leac’h ema ar roue a zo nevez ganet d’ar Iuzevien ? Rak guelet on euz he steredenn e kostez ar Zao-Heol, ha raktal oump deuet d’he adori. »

O veza klevet menek a gement-se, ar roue Herodes a oue nec’het-braz : aoun en doa na vije diskaret divar he dron gant ar roue nevez ganet a ioa hano anezhan, ha kerkent e sonjaz en em zizober euz ar c’hrouadur-ze. Goulskoude ne ziskouezaz da zen ar pez a ioa enn he spered. Er c’hountrol eo, ober a reaz ann neuz da gaout c’hoant da vont ive da adori ar bugel a glaske ar brinsed divroad. Kas a eure eta dre guz kemennadurez d’ar re-ma da zont d’he balez, ha neuze e lavaraz d’ezho : « — It ha klaskit mad ar bugel-ze, ha p’o pezo he gavet, digasit kelou d’inn evit ma’z inn ive d’he adori. » Mes, goude beza adoret ar Mabik Jezuz e Bethleem, ann tri roue euz ar Zao-Heol a zistroaz d’ar gear dre eunn hent all ; rak difenn o doa bet, a berz Doue, da vont mui da gaout Herodes.