Ar roue-ma a ioa eur prins kriz ha dinatur mar d-euz bet biskoaz. Dija en doa lazet pe lakeat laza he c’hreg, ann daou grouadur en doa bet anezhi, hag he vella mignouned. O velet eta ne reseve kelou ebed digant ann tri roue euz ar Zao-Heol, ez eaz enn egar hag e roaz urs da lakaat d’ar maro ann holl vugale vihan a ioa e Bethleem ha tro var dro betek ann oad a zaou vloaz. Kredi a rea oa sur evelse da lamet he vuez digant ar Mabik Jezuz.
Mes eunn eal a deuaz da gaout Joseph, hag a lavaraz d’ezhan dre he gousk : « — Savit, kemerit ar bugel hag he vamm, tec’hit gantho d’ann Ejipt, ha chomit eno ken na livirinn d’ehoc’h. » Joseph a zentaz heb lavaret ger : kemeret a reaz ar Mabik Jezuz hag he vamm fenoz, ha raktal e tec’haz gantho d’ann Ejipt. Kerkent ec’h erruaz bourrevien Herodes e Bethleern, hag ar vourrevien-ze a ziframme ar vugaligou vihan euz a dre zaouarn ho mammou, hag ho laze holl heb damant ebed d’ho oad. E kement korn a ioa er vro ne glevet nemed hirvoud ha goelvan : ar vugaligou geiz a lenve hag ar mammou a grie fors.
« — Perak, a lavare unan, e lamit-hu diganen ann hini m’emaoun o paouez genel ? Nag a evez n’em euz-me ket lakeat epad m’edon oc’h he zougen gant aoun ne erruje drouk ganthan, ha brema c’houi a flastr he benn oc’h ann douar ? » « — Perak, eme eunn all, n’e ket ouzinn-me eo ec’h en em gemerit ? Ganen-me eo ema ar faot mar d-euz faot, ha ma n’euz faot ebed, tennit ar vamm a boan enn eur laza anezhi asambles gant he c’hrouadur. » Eunn all a lavare c’hoaz : « — Ne glaskit nemed unan, hag evit kaout hennez e lazit eur maread. Mad, kaer o pezo, ne gavot ket ann hini a glaskit. » Eunn all a lavare erfin : « — Deuit, Salver ar bed, hag hastit affo ; c’houi n’oc’h euz aoun rak den ; en em ziskouezit eta d’ar vourrevien evit ma lezint ganeomp hor bugaligou. »
Lod euz ar mammou a glaske kuzat ho bugale ; mes allaz ! ar vugaligou baour en em ziskuille ho-unan dre ho lenv. Lod all a zifenne ho re guella ma c’hellent, hag