pe ar mitizien a ioa bet roet d’ezhi gant he mamm. Hogen, ann dra-ma a reaz kement a boan da Franseza ma kouezaz klanv ha ma oue dare d’ezhi mervel.
Neuze Per a anavezaz erfin he faot, ha setu hen ha mont d’en em strinka d’ann daoulin dirak guele he bried enn eur c’houlenn pardoun. Franseza a zridaz he c’haloun oc’h he velet, hag a vriataz anezhan gant karantez enn eur lavaret : « — Bezit sur, va mignoun, n’em euz biskoaz great netra hag a c’hellfe rei leac’h d’ehoc’h da gaout drouk ouzinn. »
Per a zirollaz da vouela o klevet ar c’homzou-ze, hag hiviziken e kemeraz skouer dioc’h he bried hag ec’h en em daolaz holl eveldhi d’ann oberiou a binijenn, a zevosion hag a drugarez. Evelse ne oue mui trouz ebed entrezho, hag ar palez o devoa e Guengamp a deuaz da veza henvel ouz eur gouent.
Etre daou e varvaz ann duk Fransez, ha Per a ioa galvet da zelc’her he blas var dron Breiz. Franseza a oue kurunet e Roazon asambles gant he fried ; mes ar renk huel a zukez ne zervichaz nemed da rei c’hoaz muioc’h a sked d’he vertuziou.
Bez’e oue ato humbl ha modest evel diagent, ha difenn a eure enn he falez ann holl ebatou a zoug d’ar pec’hed pe a zistro dioc’h servich ann Aotrou Doue. Evithi a dremene ouspenn ann hanter euz ann deiz o pedi hag o vizita ann dud paour, dreist holl ar beorien mezuz. Kastiza a rea ive he c’horf dre ar iun hag a bep seurt pinijennou. Kement a horrol e devoa ouz braoigou ar bed ma c’houlennaz kounje digant he fried da zougen dillad dister, hag ar skouer vad a roaz var ar poent-ma a oue heuliet gant noblans ar vro. A hent all, e veze ato var evez gant aoun na vije re veac’hiet ar bobl, ha setu perak ar bobl a garie anezhi evel he vamm hag he vadoberourez.
Mes ann dra-ze ne badaz ket pell. Doue a c’halvaz ann duk Per davethan, ha Franseza e devoue adarre kalz da c’houzanv euz a berz he c’herent tosta, hag euz a berz Loiz XI, roue Frans. Ar re-ma a felle d’ezho a-grenn e raje eunn eil dimezi. Mes hi e devoa roet he ger d’he