Ma beaj Jeruzalem/a-bezh

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
R. Prud’homme, 1903  (p. v-380)



Ma Beaj


Jeruzalem


SKRIVET GANT
AN AU. L.LE CLERC
(KLOAREK AR WERN)
BELEK, AUTREEK EN LIZERADUR (LICENCIÉ ÈS LETTRES)
KELENNER EN KELENDI AN ITRON-VARIA WENGAMP
————


MARELLET GANT AN AU. TH. BUSNEL
Mestr-Mareller en Roazon




MOULET GANT AN AU. R. PRUD’HOMME
MOULER EN SANT-BRIEK
1903

ÉVÉCHÉ
DE
Saint Brieuc et Tréguier
————
Saint-Brieuc, le 21 Septembre 1903.


Cher Monsieur Le Clerc,


Mon Intention était de ne lire, faute de loisir, que quatre ou cinq pages de votre Voyage de Jerusalem, « Ma Beaj Jeruzalem », soumis a mon humble appréciation, et de juger ainsi de tout l’ouvrage par un examen sommaire d’une toute petite partie des épreuves. Je n’avais en cela aucun scrupule ; car je connaissais assez votre orthodoxie pour pouvoir vous donner de confiance, au nom de Monseigneur, l’Imprimatur demandé.

Mais, vous l’avouerai-je ? les titres mis par vous en tête de chaque nouveau chapitre ont tellement piqué ma curiosité, tenue en éveil par la lecture du précédent, que je me suis laissé, toute autre occupation cessante, entraîner à votre suite, du commencement à la fin.

A votre style, on reconnaît en vous, à la fois, le prêtre, le professeur et le Breton, très pieux et très instruits : soit que vous parliez de vos stations saintes, depuis la première jusqu’à la dernière, qui eurent lieu aux pieds de Notre-Dame de Bon-Secours ; soit que vous rappeliez à propos, en passant, Alésia et Vercingétorix ; soit que vous fassiez savourer, en quelque sorte, à votre premier lecteur je ne sais quel goût des lucets (luz) jadis cueillis par lui dans les bois, non de Lanrodec, mais du Faoudel[1]. On dirait qu’à Jérusalem même vous n’aviez pas quitté notre chère Bretagne : mens nequibat avelli.

Chacun de vos heureux compagnons de pèlerinage, dont les portraits alternent, dans le texte de vos récits, avec d’autres gravures très fines representant la Terre et la Ville Saintes, vous rendra témoignage, j’en suis sûr, en disant a vos futurs lecteurs :


…« j’etais là ; telle chose m’advint :
Vous y croirez être vous-mêmes, »


Et il aura raison. C’est le meilleur éloge que je puisse faire de votre livre.

Continuez, cher Confrère, à enrichir ainsi notre littérature bretonne, de plus en plus appréciée, au grand profit de la piété et du pays natal, et croyez-moi toujours,

Votre affectueusement dévoue en N. S.,
M. LE PROVOST,
Vic. Gen., Archid. de Trég.


à Monsieur l’abbé Le Clerc, licencié ès lettres, professeur à l’Institution Notre-Dame de Guingamp.


*KINNIG


————


D’an Autro FALLIÈRES, eskop Sant-Briek ha Landreger ;
D’an Autro DUBOURG, eskop Moulins ;
D’an Autro LATIEULE, eskop Gwened ;
D’an Autro DUBILLARD, eskop Kemper ha Leon ;
D’an Autro LOTH, dean Skol-veur al Lizeradur, en Roazon ;
D’an Autro AR PROVOST, vikel-vraz an Au. ’n eskop Fallières ;
D’an Tad BAILLY, rener pelerinajo ar Binijen ;
D’an Autro GUYOMARD, rener Kelendi an Itron-Varia Wengamp ;
D’an Autro ERNAULT, kelenner en Skol-veur al Lizeradur, en Poitiers ;
D’an Autro KERJEAN, person Sant-Marzin Montroulez ;
D’an Autro BULEON, person-dean Bignan (eskopti Gwened);
D’an Autro VALLÉE, rener Kroaz ar Vretoned ;
D’an Autrone beleien a ra skol en Kelendi Gwengamp ;
D’am c’henvroiz Lanrodek ha d’o beleien ;
D’ar studierien yaouank a heuilh ar skol vrezonek en Kelendi Gwengamp ;

D’am Breudeur, d’am C’hoarezed ha d’am holl gerent veo ;
D’am anaono, ha dreist-holl d’ineo ma Zad ha ma Mamm

e kinnigan al lever-man.


An *Auzer,
L. LE CLERC, belek.
(KLOAREK AR WERN).


————


LIZER PAERONIAJ


SKRIVET D’AN AOZER GANT AN AO. KERJEAN


Person Sant-Marzin Montroulez


————


Va Mignon ker,


Ama, ganeomp-ni, Leonis, ema ar c’his gant ar vugale da vont var an hent, eur pennad eus ar ger, da c’houlen lodik eus ar pardon digant ar re a vez bet o pardona. Gweach ma tapont eun aval pe eur beren, gweach eur vetalen pe eun dizenez[2]. Gant an dra-ze e ve kement a lorc’h enno, pe dost, evel ma vichent bet o-unan o pardona.

Eur galon vad a Vreizad, evel maz eo hoc’h hini, n’helle ket mankout da zonjal en ho kenvrois ; hag, o vont da bardona el lec’h santella a zo var an douar-ma, c’hui a zonje digas lodik eus ar pardon d’ar vignoned a oa chomet er ger.

Ho sonj genta a zo bet ranna ar vad ho poa dastumet en ho peach santel en eur gazetennik goant hanvet Kroaz ar Vretoned, Ar vignoned a gave eno eur begadik bep sizun da zuna, Mes ar begadou-ze n’oant ket founnus avoalc’h da derri naoun o c’halon gristen ha breizad. Goulennet o deus diganeoc’h histor Ma Beach Jeruzalem, n’eo ket tam ha tam, mes en he fez, en eul levr. Hag e kinniget d’ezo hirio eul levr kaer, skrivet gant ho pluen drant ha skanv, en ho yes karet, marellet gant skeudennou koant.

Me ’zonj o devezo joa, goalc’h o c’halon.

Ober a reot, ouspen, eur vad dispar d’ezo.

Eun dra vraz a vanke da gals a Juzevien a veve en amzer Hor Zalver Jesus-Krist : ne gredent ket ’oa Doue an den-ze a velent dalc’h mad dirak o daoulagad, o ren eur vues santel, hag oc’h ober miraklou a ziskueze ervad goulskoude ’oa Mab Doue, Doue evel e Dad a zo en nenv.

Ni, kristenien katolik, a gred stard hag a gompren mad Hon Zalver benniget a oa Doue. Mes na gomprenomp ket kouls ’oa den ives, hag en deus bevet bues an dud, hor bues-ni, en eur c’horn douar a zo pell dious hon hini ha dishenvel dioutan.

Kredi e reomp a dra-zur ’oa den eveldomp ; mes ne gomprenomp ket avoalc’h peseurt mad den ’oa ha pe doare en doa da veva. Gouzout an traou-ze a zo c’huek d’an oll.

C’hui, va mignon, ho peus guelet doare an dud du-ont hag o gisiou. Eno, ar c’his a jench nebeutoc’h eget en hor bro-ni, Breizis. Ar merc’hed a zo goloet ha paket o fenn hag o bleo hirio ken deread hag en amzer ar Verc’hes Vari. Ar zae a zo endro d’ar voazed a zo kel ledan ha ken modest hag an hini a c’holoe Hor Zalver. Meur a veach, marvad, o velet ar vugale gant o zammik sae hag o bleo rodellet, ho peus gwelet en ho sonj ar Mabik Jesus.

An douar dreist-oll na jench ket… hag an douar-ze ho peus breset eo an hini en deus harpet izili tener ar Mabik Jesus e Bethleem.

Bethleem, Jerusalem hag ar c’heariou-all a zo atao, var nebeut avoalc’h a dra, ar pez ma oant en amzer Jesus. Ar menesiou, an traoiennou, ar parkeier a zo ar memez tra, nemet n’int ket goloet gant ar guez glaz hag an drevajou drus, n’int ket marellet gant ar bleuniou koant evel ma oant d’ar mare-ze. Bro Jerusalem n’eo mui hirio ar vro venniget ha pinvidik a rede enni al leas hag ar mel ; milliget eo bet gant justis Doue abalamour d’ar goad a zo kuezet varni. Mes ar fount, ar vein, an douar a zo eno c’hoas, ha warno Jesus a zo tremenet gant e dreid noas. Ar c’horn ze euz bolz an nenv, digoc’hen epad an deis, steredennet epad an noz, eo al leac’h ma save Jesus, noz deis, e zaoulagad krouet war zu e Dad a zo en nenv, du-ont dreist an oabl glas.

Eas eo d’eoc’h brema, pa lennit an Aviel pe ar Skritur Zakr, kompren ha guelet freaz dirazoc’h an Den en deus bevet epad tri bloas ha tregont er c’horn douar-ze evit ho savetei ha savetei an oll dud. Eas eo d’eoc’h beva e sonjou ar feis gristen.

En ho levr « Ma Beach Jerusalem », c’hui a skriv ker piz ha ker sklear kement kamed ho peus great, kement tra ho peus guellet ha kement sonj a zo deuet en ho speret, ma c’hell ho lenner guelet ker sklear ha c’hui ar Vro Zantel.

Konta a rit d’eomp en ho levr pegen koant eo tremen var vor etre an Itali hag enezen vraz ar « Sicile ». En eur vont, o velet taol tagad dudius kear a « Messine » gant an touriou tan hag ar goulaou skedus a lugerne var ribl troidellus ar mor sioul, eur belek eus eskopti Roazon a lavare d’in : « Oh ! peger kaer eo ar veach-ma ! Me a lavaro d’am zud lakat arc’hant a gostes da zont ama. — Va mignon, eme dezan, petra a leveroc’h ’ta pa vezo an Douar Santel dindan ho treid, pa c’hello ho taoulagad para var ar c’hraou m ’eo ganel hor Zalver, var ar bez m’eo bet lakeat e gorf maro, pa c’hello ho muzellou staga var mein Gethsemani ha karrek ar C’halvar !!! — ’Meus aoun, c’hui, emezan, a zo o tizrei evit an eil gweach d’an Douar Santel, — Ya. — Mad, emezan, me ’zonj e rin eveldoc’h ; ha n’am ezo ket avoalc’h gant eun dro da velet traou ker kaer ha ker c’huek. »

« Ma Beach Jerusalem » a zo great ker koant ganeoc’h ma savo c’hoant gant meur a hini eus ho lennerien da vont du-ze. Ar re n’hellint ket ober an dispign pe gouzanv ar skuisder a gompreno (da vihana) skleroc’h iviziken doare ar beg-douar a zo bet test eus bues ha maro Hor Zalver.

Evidomp-ni, va mignon ker, hag ar re a ielo var ho lerc’h d’an Douar Santel, a lavaro a-unan ganeoc’h a greis kalon : « Unan eus ar grasou kaera a c’helle Doue ober d’in, ’oa guelet ti ha bro an Ao. Doue. Kentoc’h mervel, eget ankounac’hat ac’hanoc’h, Bro Zantel Jerusalem ! »

Ra guezo varneoc’h ha var ho levr bennoz an Ao. Doue.

D’eoc’h a greis kalon,


KERJEAN,
person[3].


Lampaul-Guimiliau an 8ed a viz Mae 1903.


————


ALIO D’AL LENNER


————


Al lever-man a zo bet skrivet ar peurliesan herve doare komz Bro-Dreger. Koulskoude eo bet auzet ennan pep tra en *hevelep doare ma c’hello bean lennet hep poan gant Leoniz ha gant Kerneiz. Gant ar Wenedourien, avad, na laran ket : re dishanval eo o *yezik diouz an tri yezik all.

Evit dont a-benn euz e daul an euz bet impliet an auzer eun doare skrivan a ziskoeo anat da bep lenner penauz e tleo lenn, herve giz e vro, an *iskisan euz al lizerenno.

w a ve lennet : en treger ou ; — en Leon hag en Kerne u warlerc’h g ha k ; e-læc’h all v.

æ a ve lennet é pe gentoc’h ê en Treger hag en Kerne ; — ea, ae en Leon.

au a ve lennet ô en Treger hag en Kerne ; — ao en Leon.

’N eur skrivan er c’his-se e kemeran skouer diwar an autro Emile Ernault, kelenner a lizeradur geltik, en skol-veur Poitiers, eun den a ouiziegez, mar zo, ’vit ’pez a zell ouz ar brezonek.

E lever divezan, Gwerziou Barz ar Gouet[4], a zo skrivet er c’his-se. N’am euz ket ezom da laret e zo ennan treo brao ha brezonek c’houek.

Eun draik bennak c’hoaz diwarbenn an doare da lenn.

g hag s na vent nepred laret evel j ha z. Koulskoude Tregeriz ha Kerneiz, pa gavfont er penn kentan euz eur gir al lizeren s hag ar *vogalen d’he heul, a c’hello laret ’nei z. Evit skouer : Douar Santel a vo lennet gantê Douar Zantel.

Ar verb mont a skrivan ’nean a-wejo herve doare komz Tregeriz : me ac’h a, me ac’h ei ; — gwejo-all, herve hini Leoniz : me a ya, me a yelo.

Memez tra ’vit ar verb bean, beza : aliez e skrivan ec’h omp, e ver, elæc’h emomp, emeur, ’vel ma lavar Leoniz.

’Vit Leoniz em euz laket eun tokig(^) war d’ê hag anê. An ê-ze a dalve d’ê neuze ezo pe eze.

’Vel ma weler, Tregeriz ha Kerneiz a blij d’ê berraat ar zonio ’n eur strizan ’nê. Ze ’vad n’eo ket da damall d’ê ’vel eur rebech. kenkouls e komzont ha Leoniz[5].

Kalz a dreo a c’hellje c’hoaz bean laket aman ’vit sklerât an doare da lenn.

Mes pep lenner, e kredan, a oaro ’n em diluian e-unan-penn.

Mar zo girienno ha n’int ket anaveet, e vo kavet petra a dalveont en eur *geriadur a zo laket da glozan al lever. Eur steredennig (*) a ziskoe ar re eman eno en gwel o zalvoudegez.

Pa valeo al lenner dre Jeruzalem pe endro d’ar gær, e vo mad d’ean ober eur zell gwech ha gwech war ar garten a gavo daoubleget en lost al lever : ezetoc’h e c’hallo dibab e hent.


AN *AUZER.

EUR GIR A-RAUK


————


Euz a Wengamp da Jeruzalem e c’hell bean eun unek kant leo bennag. Gwech-all, (komz a ran euz an amzer ma save ar gristeniez a-bez, eur groaz en eun dorn hag eur c’hleve en dorn-all, evit mont da argas ar Vuzulmaned a oa etre o daouarn be hon Zalver), gwech-all ’ta e vije laket, d’an nebeutan, tri pe bevar miz evit ober ar veaj-ze ; ha c’hoaz na gontan ket an amzer a vije red kaout evit distrei d’ar gær, Ha pebez poan ! War varc’h pe war droad e vije red mont ! Da zispign ive e vije kalz, nemed bevan ’ræ an nen diwar an aluzen evel meur a belerin.

Breman, en eur zunvez, e c’heller mont euz a Bariz da Jeruzalem ; evit tapout Pariz, dre an hent-houarn, ec’h eo traoalc’h nao pe deg heur.

Setu perag, goude bean kwitaet Gwengamp al lun, ar 26ed a viz Est 1901, ha bean tremenet eun nozvez hag eun hanter devez en Pariz, ec’h arruen ar merc’her ar 6ed a Wengolo, da greiste, en Jeruzalem.

An dispign n’eo ket kennebeud euz ar brasan. Evit 100 skouet e ver douget ha bevet etre Marseilh ha Jeruzalem, mont ha dont, Gant 70 lur ec’h er euz a Wengamp da Varseilh, mont ha dont ive ; lakit eun draig-all bennag, ken nebeut hag a garfet, ’vit ho tispigno-all, ha setu c’hwi græt ho peaj evit 400 lur, Eun tamm muioc’h a binijen ho po græt ’vit ma pije kemeret an eil klas pe ar c’hlas kentan, mes muioc’h talvouduz a ze e vo ho pelerinaj dirag an An. Doue.

Hep poan ive, kouls laret, e ra an nen breman e dro. Douget e ver penn-da-benn betek Marseilh war an hent-houarn, adaleg Marseilh bete Jaffa, war al lestr, hag adaleg Jaffa bete Jeruzalem, adarre war an hent-houarn. Skwiz e ver eun tammik, dreist-holl mar digoue d’ar mor bean rust : mes petra eo ze e kichen ar bec’h a boan a vije da dougen gwech-all ? Ha neuze, mad eo d’ar c’horf, ’vit ar yec’hed, bean kastiet amzer hag amzer.

Evidon, gallout a ran hen laret dioustu, n’he deuz græt ar veaj nemet hadneveât ma goad ha kreski ma nerz.

Mes marteze e skwizan ma lenner o kontan d’ean treo hag a gav divlaz : hast an euz, marvad, da glevet penn-da-benn doare ma felerinaj.

Ec’h an ’ta breman da glask terri e c’hoant, o lakat dirak e zaoulagad, de-ha-de, ’pez a zo digoueet ganin.


————


PENNAD KENTAN


————


EUZ A WENGAMP DA VARSEILH


————


I


Doue hag ar Werc’hez arauk, ha me warlerc’h ! Gant piou e pelerinan.


D’al lun, ar 26 a viz Est. — N’euz forz piou a fell d’ean ober eur veaj hir, mar geo c’hoaz beo e vamm, ec’h ei d’he c’hât hag e roo d’ei eur pok kalonek ’n eur laret d’ei : « Kenavo ! » Nag a dreo ’barz ar gir-ze ! ’Vidon-me, ’pez a zo ennan da gentan eo ar *mennoz-man : « N’ankouait ket ac’hanon ! »

Hag an Itron Varia Wir-Zikour eta, daoust hag heñ n’eo ket Mamm da holl Wengampiz ? Setu perak, ’rauk en em lakat en hent evit Jeruzalem, e kemeran hent hec’h iliz. Goude bean oferennet ha pedet he Map, ec’h an d’he forched, hag eno, daoulinet dirak he skeuden vinniget, e oestlan d’ei ma felerinaj. Seblantout a ra d’in e silaou ma feden hag e lavar d’in : « Bez dinec’h, ma bugel ; n’ankouain ket anout. Me as tioallo a bep drouk. »

Ha me, leun a fianz, o tistrei neuze d’ar Golaj, evit *danzen samman.

Da 9 heur ec’h on er gar o c’hortoz an tren ac’h a war groec’h d’ar c’houlz-se. Mes an Au. Louis Neumager, an hini am euz ’n em glevet gantan evit beaji a-gevred, na ’man ket ganin. Renket ’neuz ’n em lakat en hent en em rauk : ’benn breman, sur mad, a dle bean en Paray-ar-Monial.

Lausket ’ta ganin ma fautr-a-rauk, e klaskan en tren Pariz pelerined all euz ma anaoudegez a dle dont gantan. Setu aman daou anê : an autro C’hwerou-Kerizel, person Plounerin, hag an autro Albert Chareton, eur pautr yaouank euz Lannuon, a zo c’hoaz o studian en skol-veur katolik Lill-en-Flandr, evit bean den a lezen. Eun all c’hoaz a oan en sonj da gaout wardro gante : an autro Desire an Normand, euz Lannuon. Mes heman ive an euz kemeret e lans. Kaout ’refomp ’nean war hon hent.

Hon zriik eta en em zikourfomp an eil egile da lac’han hon amzer bete Pariz.

Fe vad, n’hon deuz ket bet kalz da boanian evit se : ken berr he deuz padet ar veaj ! Mann nemet nao heur : nijal a remp, n’eo ket kerzet ; trei a ræ ar rojo gant an ahel ’vel eur ganel gant ar werzid.

’N eur arruout en Pariz, kentan hini a welomp war gæ ar gar Meneparnas, eo an Au. Normand.

« Kenavo arc’hoaz ! » a lavar neuze an daou velek da bautred Lannuon. Ha ni da glask hon lojeiz evit tremen an noz.


————


II


Goude Pariz : diou vro fonnuz, unan da rei ed, eben da rei gwin.


D’ar meurz, ar 27 a Est. — D’unek heur, en em gav bodet eur c’hant bennag a belerined en gar Pariz-Lyon-*Kreisdouarek, pep-hini o klask hag o kemer al læc’h a zo bet miret evitan gant Tado an « Assomption ». Ar re-man eman war o c’hont urzan pep tra, hag hen ober a reont mad-tre.

Digoueout a ra d’in kaout a-dal d’in, en em *c’hombot, medisin ar Pelerinaj, an autro Fauvel, euz an Havr : berr ’kavin an amzer gantan, rak plijout ’ra d’ean delc’hel kauz ganimp : e gomzo a zo deread, ha birvi a ra gant ar c’hoant da deski e-unan eur bern treo.

E-kreiz mac’h omp oc’h ober anaoudegez etrezomp, setu eun taul c’houitel, ha ni o tilæc’han. Heb dale eo kollet ganimp ar wel euz Pariz, hag e teu ær vad ar mæzio da laouenaat hon c’halon.

Eur blenen ledan-ledan a dreuzomp da gentan, plenen ar Bri : ken fonnuz eo da rei ed, ken ec’h eo hanvet, ’vel ar Bos[6] , unan euz grignolio Frans.

En he goude e teu eun terouer digompez a rer anean ar Bourgogn. Gwin ’ve græt dre-aman ’vel a ve græt jistr en hon bro Breiz. Koulskoude na goue ket c’hoaz dindan hon daoulagad kalz a *winienno : ni a hed ster ar Yon hag hi na blij ket d’ê bean tost d’an dour : red eo d’ê kaout douar gre evit dont ervad. An heol ive a blij d’ê : setu perak, bep ma tostaer d’ar c’hreiste, e kav an nen anê stankoc’h. Mes arabad eo kredi e vent henvel ouz ar re a welomp en hon bro, harpet ouz eur voger bennag ha kemeret gante a-wejo hed eur voger hir. Aman ec’h int regennet e-kreiz an douar labour, ha harpet ouz peulio koat berr-berr : na zavont ket e-tuont da dri droatad. Pep-hini anê a ra ’vel eur bodadik koat : ar barr koz, pe ar skod-gwini, a zo er c’hreiz, ha dioutan, ’vel diouz eur vammen, e sav ar barroigo a dle dougen ar c’hropado rezin. Ar re-man a zo breman o tarevi, ha krog e ver d’o dastum evit ober gwin. Meur a labourer a welomp o pleal gant se.

Amzer aoalc’h hon deuz da zellet anê : rak hon c’herzet ac’h a war *c’horrekaat. Epad ma hedomp ar Yon hag, en he goude, sterio all bihanoc’h, eman an hent-houarn war zav, ha sevel a rei c’hoaz mui-ouz-mui bep ma tostafomp da veneio ar Gost-Aour.


————



III


Alezia : Eur gentel roet gant Verkingetorix d’ar Fransizien ha, dreist-holl, d’ar Vretoned.


Dre gichen meur a gær e tremenan, mes na dalv ket a-boan komz dioute da lennerien euz Breiz. Red eo d’imp, avad, ober eur poz gante en plenen Al Laum.

Ac’han e welomp ’uz d’imp war an dorn deo, eun dosen hag a dleomp saludi, tosen Alezia. War he c’hriben, en em diskoue sonn en he zav, dindani eur jijen vein, skeuden *arem Verkingetorix : pouezan ’ra dek milher, ha gant he jijen, he deuz daou-ugent troatad a uhelder. Savet eo bet, breman ’zo c’houæc’h vla ha tregont, evit digas ar zonj d’ar C’hallaoued dimeuz ar brezeller ijinuz ha kalonek a oa bet trec’het eno gant Jul Kesar hag ar Romaned, goude bean stourmet oute ha flastret anê aliez epad meur a vlavezio. Ma vije bet Bro-C’hall da vean savetaet gant eun dorn bennag, e vije bet gant hini Verkingetorix ! N’eo ket deut a-benn d’hen ober. Da vihanan, deski a ra d’an holl dud a Vro-C’hall stourm ive gant o holl nerz evit difenn o Bro.

Mes ar gentel-ze a ro, dreist-holl, da Vreiziz, a red muioc’h gwerc’h en o goazio ar goad a rede en e re hag en re ar Geltied koz. Hon brezonek ive a deu, ar peurvuian, euz ar yez a gomze heñ, ha n’eo ket euz al latin, evel ar gallek. Dalc’homp ’ta da gomz anean divez, hag enebomp euz hon gwellan ouz ar re a glask hen mougan. C’hoaz eur wech, eun enor eo d’imp, tud a Vreiz-Izel, komz memez tra, pe dost, evel ma komze Verkingetorix, unan euz ar re o deuz græt ar muian a enor da Vro-C’hall.

O welet e skeuden, du-hont, war veg ar mene, e sonjan kement-se en em c’hreiz. M’am ije laket ar memez sonj en spered hag en kalon ma lennerien, ha ma teufe da dremen euz o re ’barz re an holl Vreiziz, n’am ije ket a geu da vean græt eur poz ken hir dirag Alezia.


————


IV


War zav bepred : bec’h d’ei — Kein Frans. Disken d’ar Pimperlamp.


Koulskoude ma speret hepken an euz græt ar poz-ze. Ma c’horf an euz dalc’het da vont war-rauk, jechet gant ar marc’h-tan. Ar paour kæz marc’h ! Krog on breman da gaout true outan. Dic’houean ’ra ’vel pa ’n ije ar berr-alan.

Setu, ’vit-se, epad eman oc’h ehanan en eur garik, sklerijen ar golo o kouean warnomp euz kroec’h. Ha nan eo ket noz c’hoaz koulskoude. Daoust ’ta petra a zo ? Na vin ket pell hep hen gout. Kazi dioustu goude, e tevala an treo endro d’imp evel pa vije noz du-dall ; eun drouz spontuz a ra ar rojo, ha moged, eur moged fleriuz, a deuje da gargan hon *c’hombot, panevert e serromp kloz ar prenestro gwer.

Ec’h omp ’barz eun toull hir, bolzet euz kroec’h, a zo bet kleuzet dindan mene ar Gost-Aour, evit lakat an hent-houarn d’hen treuzi. Tunnel Blaisy a ve græt euz heman en gallek, abalamour d’ar gærik vihan a zo war lein an toull. Eul leo a hed an euz. Er c’hreiz en em gav ar c’hein a ra an dispari etre an dour a red ’trezek mor ar Manch, dre ster ar Sên, hag an dour ac’h a da gouean er mor Kreizdouarek dre ster ar Rhon. Santout a reomp pegoulz eo krog an disken : kalz primoc’h e tro ar rojo, hag eur wech hadkavet ganimp ar sklerijen, e welomp o tremen dirag hon daoulagad, gant *herr al luc’hed, rec’hel garo euz eun tu ha toullo don-don euz an tu-all. Nijal a reomp, koulz laret, a-uz da draouien an Ouch. Amzer hag amzer, ’vel eur go du a vefe tro-ha-tro lonket ha dislonket gant e doull, hon marc’h du, ha ni d’e heul, a zeblant ive bean lonket ha dislonket gant an tunnelo e tremen enne. Poncho doug-hent, uhel spontuz, a dreuzomp ive eleiz, Ha gant eun drouz, ma Doue ! eun drouz kurun ! Evel bouzaret omp ha ’vel mezevennet epad eun hanter heur, ken o teu an tren da gaout skoilh en gar Dijon.


————



V


Dijon. — En kalon ar Gost-Aour. — Lyon. ’Hed ar Rhon.


Dijon eo kær-benn departamant ar Gost-Aour. Enor dister eviti, goude bean bet gwech-all kær-benn an duked a Vourgogn !

Hirie c’hoaz koulskoude e zo enni kalz a vue hag a finv : mentek eo a damdost evel Roaon.

Na ’m euz ket amzer, ’vit-se, dont d’he gwelet. A-boan eo d’in kaout amzer da gemer eun tamm boed en ti-debr ar gar. Eur bern beajourien en em doug eno. N’euz forz ! Ken akwit eo ar vevelien ma teuont a-benn da zerviji an holl war eun dro. Peurbrejet hon deuz ’benn e teuer da huchal d’imp : « Hip ! hip ! en goetur, mar plij ! »

Adarre pep-hini a gemer e blas ’barz ar bagonio, hag en hent !

Æt eo an heol da guzan, hag an noz, a-van da-van, a goue war ar mæzio. Keu braz am euz, rak plijadur a raje d’in sellet piz ouz ar *gwinienno ec’h eo goloet gante an douar. Ma vije aoalc’h a sklerijen, e welfen e-pign oute kropado freuz, hag i melen ’vel an aour. I o deuz roet e hano da vene ar Gost-Aour, eur mene a doug, war e du a zell ouz an heol o sevel, gwinienno hag a zo brudet mad en pevar c’horn ar bed.

Mes n’on ket ’vit o gwelet gant an devalijen a ren e-mæz. Petra vo græt eta breman, nemet kousket, pe, da vihanan, klask ar c’housket ?

A drugare Doue, me a deu a-benn d’hen kaout. Emichans e tigoue d’in dihuni gwech ha gwech, ’vel en Chalon hag en Macon ; mes hadvenel a ran, ha souezet on, pa digoran da vad ma daoulagad en gar Lyon, o welet eo dare noade[sic] vraz an horloj da verkan hanter-noz.

E-kreiz mac’h on, war gæ an ti-gar, o tihourdan ma diouhar hag o lonkan eur bannac’hik ær fresk, setu an Au. Neumager o tont da gâd anon. Græt gantan e dro Paray-ar-Monial, ec’h eo deut aman da gemer hon zren.

Prestik goude ec’h omp en hent adarre, Mes nan omp ket ’vit pell. Na bozomp nemet en Vienn, en Valans, en Avignon hag en Taraskon. Er gar-man e tihunan da vad hag e roan o frankiz d’am daoulagad da zellet ha d’am speret da redek. ’Vit ar wech kentan e taulan ple d’ar Rhon, a hedomp pemp heur ’zo : eur ster ledan, a red an dour anei ken buhan, ken e larfe ’n nen e ve konnaret.

C’hoaz e hedomp anei betek Arlez, kaeran kær o defoa gwech all ar Romaned en Bro-Brovans. Mogerio uhel, ha n’int ket c’hoaz peurdispennet, a welomp enni euz an hent-houarn.


————


VI


Tu gin ar Brovans : plenen veinek ar C’hrau. — Ar Mistral o choari e bautr.


Adalek Arlez, e tistagomp diouz ar Rhôn. Heñ a gas e zour ’trezek ar mor, war du ar c’hreiste, kemeret gantan stum eur forc’h daouvizek ; rak daou wele an euz breman, a hanver anê ar Rhôn beo hag ar Rhôn maro.

Ni a dro ’trezek ar zav-heol evit tapout Marseilh dre an hent-houarn. Mes da c’hortoz, pebez bro, ma Jezuz ! Biskoaz ken trist n’em euz gwelet ! Plad-plad eo, ha goloet a vein bihan, a zo bet digaset aboue pell amzer gant ar Rhôn hag an Durans (ar ster-man hon deuz treuzet goude Avignon). Ar vein munud-se a ra aman d’an douar ’vel eur gwiskad, an euz d’an neubeutan tregont troatad a donder. Na ver ket ’vit hen labourat, nemet ’læc’h e ve douraet gant dour ar sterio. E læc’h all, na vout netra nemet eur yeoten dister a ve peuret er goanv gant bagado denved. Na n’euz ket zoken eur boked bruk pe eur bod lan, ’vel en lanneier Breiz-Izel, evit laouennat an daoulagad gant o bleunio. Gween ebed na weler, nemet en daou du d’an hent-houarn. Eno e sav, n’eo ket spern pe akasia, ’vit harz al loened hag an dud da dreuzan al linen, mes gwe sipre a zo uhel ha stank-stank, evit harz ar Mistral da helpenn an trenio.

Souezet oc’h, marvad, o klevet kement-se ; rak, marvad, n’ouzoc’h ket piou eo ar Mistral. An autro-ze ’zo eun avel-yud, a c’houe aliez war douaro Frans a zo tost d’ar mor Kreisdouarek. Dont a ra euz an tu a zo etre an hanter-noz hag ar c’huz-heol, ’vel an avel goalarn a c’houe war Vreiz-Izel, ha henvel aoalc’h eo outi, nemet ec’h eo sec’h ha lemm. Pa ve konnaret, e tifoeltr kement tra a gav war e hent, lojeiz ha gwe.

Tevel a ra breman, a drugare Doue. Sioul eo an amzer ’pez a hall bean, ha brema zouden, pa hon devo peurdreuzed ar maread-man a zouaro noaz ha paour, e lezo anomp da welet pegen skeduz ha pegen pinvik eo Bro-Brovans, pa ve sellet war he zu mad. Plenen ar C’hrau, ec’h omp breman enni, ec’h eo, koulz laret, he zu gin.


————


VII


Tu mad ar Brovans : ar gwe oliv. — Eur mor bihan : stang Berr ; ar mor braz.


A dammigo bihan e tro ar Brovans a du diragomp, ’Pez a welomp a vrao da gentan, eo war hon dorn mad, stang Berr, a zo braz ’vel hon Morbihan, hag ec’h eo sall he dour ’vel hini ar mor : poullo-holen a zo endro d’ei, ha bago pesketaerien eleiz warni.

A du gant an douar, ne weler ken eur bleuen veinek evel kent. Mein a zo c’hoaz, mes mein braz, liou loued d’ê, ha harpet warne tosenno hag a ya war uhelaat an eil a-uz d’eben. Etreze hag an hent-houarn, douar labour *grouanek ha digompez, mes mad d’ar gwe oliv.

Ar gwe-man a zo berr a gorf ha skoulmek ; henvel aoalc’h int ouz gwe halek gwenn, mes o delio na goueont ket gant an diskar-amzer. Euz o freuz, a zo mentek ’vel piz-moc’h, gant eur men en diabarz, e vo tennet an eoul.

Seul-vui e tostaomp da Varseilh, seul-vui ec’h eo stankoc’h ar gwe ha neveoc’h evidomp : darn anê ’vel ar gwe *aouraval, ’zo gwe ha na deuont en douar beo nemet er broio tom : ac’hanta, aman, e teuont erfad ; avalo neve-grouet a weler enne, hag i glaz-dour.

Ar mor braz ive, ec’h omp aman en e gichen. Evel eur melezour glaz-du en em diskoue d’imp. Na n’euz ket ennan, evit terri ar goagenno, hag o lakat d’eoni, ken ’liez a c’harrek ’vel en dourio Breiz-Izel. Arabad eo ive klask aman aucho plen ha hir, douz ar c’herzet war o zræz, a ve goloet ha dizoloet tro-ha-tro gant al lano. Nan, ar mor Kreizdouarek na zav na na zisken ’vel a ra hon Manch hag hon Osean.

Æzetoc’h a ze eo d’al listri dont ’barz ar porzio-mor ; dour ’ve enne e peb mare.

Hini Marseilh n’eman ken pell diouzimp.


————



VIII


Ar Felibred o rei skouer ha harp da Vreiziz.


Da c’hortoz digoueout en Marseilh, e zo stad ennon o sonjal ho deuz ar Brovans peadra da blijout meurbed d’an dud a zo ganet hag a zo o chom enni. An nenv ’uz d’o fenn a ve kazi dalc’hmad digoumoul ha splan ; an douar a zo fonnuz da rei bep seurt freuz, ar mor a zo ’vite eur vammen a binvidigez. O yez ive a zo c’houek meurbet, c’houekoc’h evit ar gallek.

O c’homz a zo ’vel eur c’han, hag ouz o c’hlevet e seblant d’in klevet mouez ar skrilh pa gan war hon douaro tommet gant heol kreiste. En provansek ’ta e komzont bepred etreze, En o zouez na ve ket a vez, ’vel ma ve siouaz ! en Breiz-Izel, da gomz eur *yez ha nan eo ket ar gallek. An dud ar muian disket a blij d’ê komz, ha kanan ’vel e komz hag e kan an dud a renk izel. Skrivan a reont en yez o bro, dreist-holl ’boue hanter kant vla zo.

Wardro ar blavez 1850, tri anê, Roumanilh, Frederik Mistral hag Aubanel, droug enne o welet e teue o c’henvroiz da vean fæuz e-kenver yez koz o zado, en em glevaz evit labourad e-gevred d’hen hadzevel. En em lakat a rejont da brezeg, da skrivan danve-kan, ha da ganan i o-unan, *herr da m’hallent, ha dont a rejont a-benn deuz o zaul.

Goneet gante ar bobl, e weljont abred o tont davete kement den yaouank a oa ’n o bro, goest da delc’hen eur bluen ha da riman. An holl dud a zoare zoken a yeaz a-du gante, hag a roaz dorn d’ê, da vihanan gant o yalc’h, pep-hini herve e c’halloud.

Hag an tri varz dioustu da zevel etreze eun unvaniez a rer anei ar felibrij, abalamour e ro Provansiz d’o barzed an hano a felibr, da laret eo, « kelenner ».

Hirie c’hoaz eo bev mad ha krenv o breuriez. Ha n’eo ket traoalc’h ’vite bean roet da yez ha da c’hizio ar Brovans an enor o devoa kollet : fellout a ra d’ê c’hoaz rei kalon d’an holl dud a volante vad a glask ober kement-all en peb korn euz bro Frans. Ha dre garante ’vit o Mamm-Vro e reont ze. Larout a reont, (ha me nan in ket eneb d’ê), larout a reont ec’h eo græt nerz Frans gant nerz an holl vroio bihan a zo breman enni. Mes ’pez an euz laket peb-hini ’nê da vean krenv, daoust ha n’eo ket doare bevan ar re a veve enni gwech-all ? O gizio hag o yez a zo da viret, daoust ha na vefent ket dre-holl ar memez re. Lakat an holl Fransizien da vean henvel-tre, a vefe o dinerzan.

Abalamour da ze, pa ’n em glevaz Ar Goffic, Ar Braz, Kloarek ha Vallee, er blavez 1898, ’vit sevel Kevredigez Vreiz, eun unvaniez henvel ouz ar Felibrij, e kasaz Frederik Mistral d’hon fevar fautr-arauk eul lizer kalonek, evid o meuli ha lakat ar fians da greski enne.

Setu penauz ar Brovans ha Breiz a ro dorn an eil d’eben evit ober ar memez labour : mirout ’pez an euz græt o nerz gwech-all, evit krenvaat i o unan ha ’vit nerzan Frans, o Mamm-Vro vinniget.


————




IX


Penauz ha perak eo nijet ma fantazi ’tresek Breiz-Izel.

Ha breman, pa zonjan pegen pell eo bet distroet ma speret diwar hent Jeruzalem, e teu aon d’in na c’houlfe hini ’bed eus ma lennerien heuilh ac’hanon *hiviziken.

Mes distro ec’h on d’ar gær, hadkavet ganin ma hent : kredi a ran e vo pardonet d’ar beajour dianket, vel e pardonaz e dad d’ar bugel prodig.

Petra bennag (eur gir, mar plij, ’vid ’n em dizamman), n’eo ket a-*ratoz-kaer ec’h on chomet aman da droieta elæc’h delc’hen da vont war rauk.

Pa ve divroet eur Breizad, e fantazi a gav en disteran tra eun digare evit kemer an tec’h ha distroi d’ar gær. Ha ’n despet d’ean, c’hwi ’oar.

Mar na gredet ket anon, eo ’balamour n’oc’h ket bet c’hwi hoc’h unan divroet.

Mar na gredet ket anon, o kredfet marteze eur skrivagner a Vreiz-Uhel, Theodor Botrel, an euz bet savet eur zon c’hallek ’n eur dremen dre ar Brovans, ’vel e tremenan me hirie, Evit ho tic’haouan euz ar boan a gemeret d’am heuilh, am euz troet en brezonek, gwellaik ma hallen, pevar boz euz ar zon-ze.

C’hwel ’nê aman :


Warnon ’r Brovans ’led hec’h oabl glaz :
N’euz forz, o Breiz, ma bro garet,
’N em speret out, hag e vi c’hoaz.
Warnon ’r Brovans ’led hec’h oabl glaz ;
N’euz forz, me ’zonj ’n es oabl loued.

Dirak ar mor Kreizdouarek,
Sioul ’vel lagad eur bugel,
Me ’zonj en es mor goagennek.
Dirak ar mor Kreizdouarek,
Me ’wel da vor rust o sevel.

Dirak ar roz, ar mimozan,
A ve ’hed ar bla enne bleun,
En treo disteroc’h e sonjan…
Dirak ar roz, ar mimozan,
Me ’wel ennout lann war ar c’hleun.


Arvor ! seul-vui ’c’h an pell diouzid,
Seul-vui ganid ’chom ma c’halon ;
Eun test euz ze a zo ’n em skrid.
Arvor ! seul-vui ’c’h an pell diouzid,
Seul-vui ’tostaes davedon.


Traoalc’h eo evel-se, kwita ? ha re ive, marvad. ’C’hanta, me na skwizan ket o komz euz Breiz, ha penevert na houlan ket koll ho kradvad, e kavfen c’hoaz en Bro-Brovans peadra da veuli Breiz ha da veuli he bugale. Mont a rafen ganac’h a speret bete Toulon, eur porz-brezel he deuz Frans war ar mor Kreizdouarek. Nag a Vretoned a zo eno war al listri, hag i martoloded euz an dibab !

Mes en Marseilh ive o deuz breudeur, ar gwellan ive marteze euz ar voraerien a zo impliet war al listri konverz.

Mad ! setu ma speret distroet d’ar gær, da laret eo, da Varseilh, elæc’h mac’h on arru.


————


EIL PENNAD


————


EUZ A VARSEILH DA JAFFA


————


I


Marseilh : ar porz-mor. — Lestr an Itron-Varia-Zilvidigez. — Eur zell war ma c’hamprik.


Da 6 heur e laran kenavo d’an tren ’vid eun nebeut deio, hag a greiz-kalon. Ken skwiz ec’h on ebarz ! Ha kement a hast am euz da welet Marseilh !

Fe vad, ’pez a welan enni da gentan n’eo ket eun dra bennag a gaer. Ar oetur am euz kemeret en porz ar gar evit dougen anon ha ma fakad betek ar mor, a ra d’in tremen dre hencho meinet fall, goloet a boultr, ha skoaselio enne. Pell-pell avad en em asten kær ’hed ar mor, war du ar c’huz-heol : kaer hon deuz tremen dirak stanko ar Porz Neve, pe ar Goantigen (Joliette), n’arruomp ket dirag an hini eman enni ma lestr : an Itron Varia Zilvidigez.

’Benn eun hanter heur memez tra, e kavan ’nean. Pegen koant eo gant eun drapo braz a dri liou, hag an drapoio bihan a bep sort liou a zo stignet ouz e gerden, hag a c’houe an avel enne. Chom a reont tenn, hag eun dudi eo gwelet ’nê o finval skanv, hag o c’hlevet o trouzan seder. Ar siminal ive a weler e-touez ar gwernio, hag heñ gwenn-sign, nemet eur groaz a zo livet en ru tost d’ar bek, Hir ha ledan e seblant bean ar vatimant ; mes n’am euz ket amzer breman da zellet piz ouz he ment.

Wardro ganin e zo arru eur c’hant bennag a belerined, hast gante ’vel ganin da vean dizammet da vad euz o fakajo ha da lakat ’nê war al lestr. Hag hon lojeiz ’ta, daoust pelæc’h eman, pegen braz, pe gentoc’h, pegen bihan eo ? *Heligentan ’zo etrezomp evit kemer ar paper bihan ec’h eo merket warnan numero hon gwele : en em vodan ’reomp ’vit se endro d’an Tad Atanaz, Tad *danzeer ar pelerinaj. Tapet ganin ma 56, e tiskennan dioustu, hag e kavan ’vit ma digemer eun tamm kamprik moan hag izel ; koulskoude ’zo enni pevar gwele, daou anê a bep tu, an eil a-uz d’egile. Goude ’ve red kavout eur skeul da bignal er gweleo kroec’h, koulskoude e ve muioc’h a glask warne : rak freskoc’h eo kousket enne, o vean ma tremen eno muioc’h a ær. Euz an tu diavez e teu an ær hag ar sklerijen dre eun toull *kelc’hek ha mentek ’vel eun tok : an hublot a rer euz an toull-ze en gallek. Euz an tu diabarz e sko ma lojennik war eur zal vraz ma teu enni neb a gar da skrivan ; ’vit am dispartian diouti e zo eur speuren greet gant laondenno koat tanau, a lez eur bannac’hik avel-zil da dremen etreze.

En tu-ze en em gav ma gweleik, a-uz d’eur gwele-all, Lakat a ran warnan ’pes am euz kaset ganin ha me d’an nec’h dioustu.


————



II


A-dreuz da Varseilh : an Iliz-veur ; ru ar Gannabek. Penauz e saver d’an Itron Varia Gard.


Kentan hini euz ma c’henvroiz a gavan war bont al lestr, eo an Au. C’hwerou : gantan eo ec’h an en kær, ha gantan ’trezek iliz an Itron Varia Gard. Ouspenn eul leo a zo d’ober evit mont di : ha 7 h. eo, hag an oferen a zo eno ’vid ar belerined da 8 h. Evit erruout en koulz e kemeromp eur oetur, ha setu læc’h d’imp da welet eul loden vraz euz kær heb kaout poan.

Hedan ’reomp kæ ar Porz Neve, a zo warnan regennado hir spontuz a lojeiz evit lakat marc’hadourez. Tremen a reomp ive a-biou d’an Iliz-veur, eun iliz neve-flamm, a zo warni eur bern tourelo rond henvel ouz bolzio forn : an doare-ze da zevel ilizo a oa gwech-all doare Byzans pe Gonstantinopl. E-kichen an Iliz-veur eman ar Porz-Koz, ma teu ennan al listri a gerz dre lien elæc’h kerzet dre dan.

Setu breman ru ar Gannabek (Cannebière), kaeran hini ’zo en Marseilh. Mar kredomp ’pez a lar pautred ar C’hreiste, nan euz neblæc’h, nag en Pariz zoken, ru ebed hag a vefe par da homan : mes tremen a reont ’vit bean poufferien.

Prest goude ec’h eomp ’barz ar gær goz ma zo enni ruio kamm, moan ha war zav.

Græt eur bern troio ganimp, e pozomp ouz troad ar funiculer, da laret eo ar « zaverez dre gerden ». Ar mekanik-man a zavo anomp d’Iliz an Itron Varia. ’Vit se e kemeromp plas ’barz unan euz e banero : rak diou baner vraz an euz, stag en daou benn euz eur gorden deo græt gant neud orjal : mont ha dont a reont etre an traou hag ar kroec’h[sic] evel an daou gelorn a weler stag a-wejo ouz an daou benn euz chaden eur puns : pa ve unan o sevel e ve egile o tisken.

’Benn daou vunud goude bean bet *dibradet diouz an douar ec’h omp e kroec’h. N’omp ket arru c’hoaz ’rez an iliz. O vean en em gav war veg eur mene uhel, e zo c’hoaz da zevel eur pennadik. Mes petra eo eur *vinz pe diou ’vit hon diouhar, e-kichen an hent o dije bet d’ober ma vijemp deud war droad penn-da-benn ? Pignal a reomp ’ta seder, en eur drei hon fenn gwech ha gwech ’trezek kær a zo ’vel ledet dindan hon zreid. Euz eun tu e ra ar mor d’ei ’vel eur gouriz glaz-du, hag euz an tu-all e zo en dro d’ei, ’vel eur gouriz glaz-gwer, eur regennad runio gweennek. Na gav ket d’in am be gwelet netra a gaeroc’h en em bue.


————



III


’Barz iliz an Itron Varia Gard. — Eur brezegen. Kroajo mezer ru.


Koulz, ha tremen koulz, eo mont d’an oferen. Neve grog e ver ganti pan arruomp.

N’eo ket eun oferen war gan a larer. Mes kanan a rer memez tra, ha kanan kaer. Ec’h omp eno tremen 250 pautr ha pep-hini a lausk warni gwellan ma hell. Eun dudi eo dreist-holl kanan ha silaou kanan ar Gredo.

Tevel a reomp goude an aviel evit lezel ar belek a zo ouz an auter, d’ober d’imp eur brezegen. An Au, Kastelan, a gav d’in, ec’h eo e hano, ha bean eo unan deus vikeled vraz Au. ’n Eskop neve Marseilh, a dle erruout arc’hoaz en e gær. Komz a ra d’imp euz hon beaj zantel : « Eun enor braz, emean, eo d’ac’h mont da Jeruzalem ; eun dra meurbed talvouduz ive, hag evidoc’h, hag evit Frans ho Pro garet. Eviti e kinnigfet da Zoue an darn vuian deus ho pinijenno ha deus ho pedenno. » ’N eur gomz evel-se an euz kavet hent hon c’halono ha bevoc’h, tommoc’h eo breman hon fe ’vit heuilh ar rest deuz an oferen.

Pac’h eo diskennet deuz an auter, en em lak da vinnigan ar c’hroajo mezer ru a dleomp stagan war hon *asgre evit bean henvel ouz hon zud koz a gemeraz gwech-all bep a groaz ’vit mont d’ober brezel da Vahometiz, a oaske an Douar Santel. Binnigan ’ra ive anomp hon-unan gant ar Zakramant, ha goude e tostaomp d’ean evit digemer beb a groaz ru.

Eur gir a lavar d’imp d’e dro an Tad Leopold, rey a ra d’imp da c’houd ec’h arruo an Tad Bailly, rener ar Pelerinaj, ’rauk kreiste, ha neuze e lavar dimp mont bep-hini war e du bete div heur : « Meren, emean, a vo war an Itron-Varia-Zilvidigez. »

Arauk mont e-mæz deuz an iliz, e ran d’ei eur zell. Kempennet eo deuz ar c’haeran : bean eo eun desteni euz an devosion o deuz tud Marseilh ’vit an Itron Varia. Seblantout a reont kaout enni kement a fianz ’vel o deuz tud Lyon en o Gwerc’hez a Fourvier.


————


IV


Itron Varia Gard, pedet ’vit kloareg Runan.


Eur bedennik ive a ran d’ar Virerez c’hallouduz-man, evit ma plijo d’ei mirout an Au. abad Marion, eur c’hloarek yaouank euz a Runan[7], a zo goall dalc’hed gant ar c’hleñved ; hen parean pe hen zikour epad e dremenvan, setu petra a c’houlennan diganti.

Ennan c’hoaz e sonjan pa deuan e-mæz euz an Iliz ha kas a ran d’ean eur garten-bost, warni skeuden an ltron Varia Gard gant eun nebeut girio. Ober kement-man ’zo eun dever evidon : diskoeet an euz d’in kement a anaoudegez vad ’vit bean zikouret da zioan ha da zevel ar c’hreunen barz a oa bet hadet ennan gant e Grouer ! Fe vad, laboured mad he deuz ar blanten ’boue mac’h eo bet distroadet eus skol-vrezonek kolaj Gwengamp : deut eo da vean eur ween ha douget he deuz freuz : nag a zon a ’zo bet savet gant Herbot ha Zantik, hanoio-barz Alexandr Marion !

Marteze na welin ket ’nean ken en bue. Ze a zonjen neuze, hag aboue, siouaz ! am euz gwelet e sonjen ar wirione.

Da nebeut amzer goude bean bet ha lennet gant levenez ma c’harten, e varve goustadik, leun a fians en madelez an Au. Doue hag an Itron Varia. Ha n’eo ket hep gwir : karout a reaz anê dreist pep tra en e vue. En o goude, avad, e karas, a greiz kalon, e vro Breiz, gant he yez, ar brezonek. Diskleriet eo ze er girio-man a lenner war e vin-be en bered Runan : « Doue ha ma Bro ! »


————



V


Distro d’al lestr. — Ouz taul : ma amezeien. — An Au. Neumager. — An Au. Kerjan. — An Tad Beneat. — An Dr Fauvel.


Koulskoude war dosen an Itron Varia Gard, na c’hell ket e zonj chom pell en em speret. Ac’hane e weler kement a dreo kaer, ken ec’h eo ’vel chadenned oute an daoulagad.

Eur zell divezan a roomp d’ê, an Au. C’hwerou ha me, ha neuze ec’h eomp d’an traou gant ar mekanik a zo ’vidomp breman eun « diskennerez ».

Eur oetur a gemeromp c’hoaz evid gonid amzer : Iliz koz kouent Sant-Viktor, eman enni be sant Lazar, eskop kentan Marseilh, a welomp ’n eur dremen. Neuze ec’h eomp da di daou pe dri varc’hadour ’vit prenan ’pez hon deuz ezom : gant poan e treuzomp kreiz kær, læc’h ma kaver dre-holl tud ha kirri e-leiz. Koulskoude ’benn unek heur, koulz meren, ec’h omp adarre war lestr ar Zilvidigez.

Eun taul kloc’h, eun eil taul kloc’h, ha ni d’ar pred. Mes n’hellomp ket en em heuilh : me, c’hoant ganin da vean gant an Au. Neumager, a zo deuz Gwengamp eveldon, a zisken da zal ar c’hlas kentan. E-tal d’ean en em lakan ’vit ma c’hellin sellet e zremm bepred seder ha klevet e gomzo c’houek. Mar digoue d’in bean klanv eun dro bennag gant ar velkoni, e vo traoalc’h d’in hen sellet hag hen selaou evit dont dioustu da laouennaat ha da yac’haat.

E-tal d’in c’hoaz e zo eur belek breton euz a Vro-Leon, an Au. Kerjan, person Lampaul-Gwimilio, eur gavaden evidon hag a dalv aour ! Rag an autro-man a gomz reiz evel eun doktor ha, ’pez ’zo gwelloc’h c’hoaz, bean ’nevo evidon dalc’h-mad eur galon a dad.

En tu kle d’in ive, ’vel dre chans, e zo eun den-all a galon aour, an Tad Beneat, euz a urz sant Beneat, hag a ren, aboue eun nebeut blavezio, kouent Kerbeneat, a zo tost da Landivizio. Eur zant a den eo heman : e zell a zo *kunv gant a vad eo e galon, hag e lagad lemm, koulskoude, gant a wiek eo e spered : pa gomz, e koue euz e vuzello furnez ha skiant, mes komz ne ra nemet goulennet e ve eun dra bennag dlgantan ; ne glask nemet en em izelaat.

Renerien vraz e urz, int, a oar aoalc’h e zo eun den a-bouez ’barz an Tad an euz bet savet ha dalc’het sonn en e zav manati Kerbeneat. Setu perag o deuz karget anean da vont d’an Douar Santel evit sevel, tost da Jeruzalem, en keriaden Abou-Gosch, eur manati-all. Ha taulet ple, en eur dremen, eo ar gouarnamant a c’halv eno menec’h sant Beneat. Evit se an euz roet d’ê eno eun iliz hanter-dispennet, kos tier hag eul liorz. Kaer an euz kaout kasoni ouz ar relijiuzed betek argas anê er-mæz a Frans, koulskoude e c’houl digante o zikour pa fell d’ean ober eun dra bennag a vad en broio divalo evel ar Palestin. Ober ’ra en ze ’pez na brizfe birviken ober eun den a zoare.

Pa laran ze aman, ne ran nemet adlaret ar pez a lare ma amezeien ha me pac’h omp deut da anaout doare an Tad Beneat.

Oh ! adalek breman e welomp na chomo ket hon zeodo hag hon muzello da verglan epad ar prejo. Ouspenn m’eo mad ar bevanz, e kavfomp bepred eun dra bennag da laret etrezomp. Pa ne vo digoueet netra a neve war al lestr, e vo komzet euz Breiz-Izel : meur a wech zoken e vo laret eur gir brezonek bennag : ne vo ket, avad, laret nemeur, rag ze vije ober dismeganz d’hon amezeien, na anaveont ket hon *yez kaer.

En em c’hichen e zo tri den yaouank euz koste Pariz ha nan eo ket c’hoaz peurc’hraet gante o studi. Stummet int euz ar gwellan ha plijout a ra d’in a-wejo kauzeal gant ma amezek deo. Mes a-wejo ive e vemp dispartiet gant an doktor Fauvel. Heman eo medesin ar *bourz, am euz beajet gantan etre Pariz ha Marseilh. Eun den a zoare hag a galon vad, mes ec’h eo kuriuzer eston : c’hoant gouzout an holl doareo an euz. Gwech e weler anean en eur penn euz an daul da dibri, gwech e weler anean er penn-all. N’onn ket petra a harz anon da c’houl gant ma c’henvroiz en brezonek : « Daoust ’ta petra ’n euz heman, pa na hell ket chom azeet pelloc’h er memez læc’h ? »

’C’hanta ! stad vraz a ve ennon pa deu an Au. Fauvel da zibri ’n em c’hichen. Komz a ra neuze d’in euz e diegez ha rei a ra d’in da c’hout e toug eur garante vraz da bep-hini euz ar re an euz lezet er gær. Fentuz eo gwelet anean, goude pep pred, o tapout diwar an daul eur paper livet ha skeudennet kaer a ve skrivet warnan hanoio ar meujo a dle bean servijet d’imp, hag o klenkan anean en e c’hodel : « Ma zud, emean, a roo ar paper-man d’ê ar brasan plijadur ; ma bugale a gavo ennan peadra da zellet ha ma gwreg peadra da ziski evit urzan ervad he frejo. »


————



VI


Ar prosision kentan war ar vatimant.


Goude meren, da div heur, ec’h er d’ar chapel a zo ’uz da leur-dre ar vatimant, hag ac’hane e tiskenner en prosision ha ’n eur ganan. Ober a rer eur wech tro al leur ha ’n em vodan ’rer war al leur-greiz, evit klevet eur brezegen a ra d’imp eil vikel-vraz autro ’n Eskop Marseilh kent binnigan kroajo koat ar pelerinaj. Intanet eo e gomzo : ouz o c’hlevet, e tom a neve hon c’halono, hag e kresk ennomp ar volante da c’houzanv hep ’n em glemm, dre garante ’vid hon Zalver, ’pez a hallfe digoueout ganimp a boaniuz epad hon beaj.

Pa ’c’h eo paouzet ar prezeger da gomz, e skuilh dour binniget war ar groaz a zo ’n he zav en e gichen, stag ouz unan eus ar gwernio. Neuze en em hadlakomp da gerzet war diou regen, hag e pozomp dirag an eil kroaz a zo harpet ouz an eil wern : binnigan ’rer homan d’he zro.

Setu an enor kentan groet d’hon c’hroajo : mes n’eo ket an divezan, nag ar c’haeran : douget e vefont war skoaio ar belerined dre ruio Jeruzalem.


————



VII


Piou eo an Tad Bailly.


Pa na n’euz ken a bedenno *liduz da laret, e roer d’imp eun all bennag gant an Tad Bailly, penn-rener ar pelerinaj, a zo ’paouez arruout euz a Bariz.

Komzet d’in eus heman, pa po c’hoant da gomz d’in euz eun den. Da gentan, en e yaouankiz, e fellaz d’ean bean eun den a vrezel, ha, fe vad, daoust pegement a oa da ziskrapan, na c’hwitaz ket war skol ar Mil Micher[8]. Serviji ’reaz goude an impalaer Napoleon ’ve eun offiser leal ha gwiziek. Mes c’hoant d’ean da zerviji eur mestr brasoc’h c’hoaz, an Autro Doue, en em oestlaz d’ean, ’vel manac’h, ’barz Urz an Assomption, a oa neuze neve zavet. Hag aboue nan euz ket kollet e amzer. Heñ ’zo bet ambrouger evit kas beb bla euz Frans da Jeruzalem pelerined dre gantcho ha bete dre viliero ; ouspenn ugent gwech eo bet wardro gante.

Heñ ive an euz bet ar boan hag an enor da zevel gazeten Ar Groaz, he deuz graet beteg-hen kement a vad e-touez ar Fransizien, hag a dalc’h c’hoaz d’ober d’ê kalz a vad, goude koulskoude na ’man ken etre e zaouarn. Goasket hep gwir gant ar gouarnamant, marvad ’balamour d’an droug a ræ d’ar Franmasouned, an euz renket, tremen eur bla zo, leuskel e Groaz, e verc’h karet. A drugare Doue, koueet eo etre daouarn tud a benn hag a galon, a oar delc’hen enni bue ha nerz : bemde zoken ec’h a war greski.

Dinec’h ’ta eo an Tad Bailly, — da vihanan, evit ’pez a zell e Groaz ; rag bec’hiet eo e galon o sonjal penauz ’benn an de kentan a viz here, e renko, ’vit harz da vean chadennet ’vel eun den fallagr, kwitaat douar Frans e vro, gant e relijiused.

Da c’hortoz, e ple ganimp ’vel eun tad gant e vugale. Meur a wech hon defo da welet penauz ec’h eo eun den a bouez, ’pez na vir ket outan da vean dalc’hmad seder hag enebour d’ar velkoni. Pa dremen ’n hon mesk, bepred diskabel, e varo gwenn hir hijet gant an avel, e koue warnomp euz e zaoulagad glaz sello eün hag *hegarad, a lak anomp holl da vean *futet.


————


VIII


Eun tamm jabadao. — An dilæc’h


Breman ’vad n’eo ket dare ar velkoni da grigi ennomp. Birvi ’ra an dud war ar pont : ar vartoloded ac’h a hag a deu, an *dreizerien ive da vihanan, darn anê. Darn-all a zo harpet war ar gleud a ra an dro d’al lestr, dirake peadra d’en em diduan : ouspenn ugent Italian, pautred ha plac’hed, koz ha yaouank, a zo o son war ar c’hæ gant bep sort benvio muzik. Gwech ha gwech e ve taulet d’ê gwenneien : « heligrap a dap ! » Ar re vihan a lamp warne ’vit o zapout epad ma talc’h ar re vraz da c’hoari. Tud-all zo o klask gwerzan d’imp bep sort treo, a c’hellfemp kaout ezom anê, war ar vatimant : ’vel plegio lien d’azean, boto lien, freuz, ha me oar petra c’hoaz ? Tostaat a ra koulskoude da daer heur, da goulz an dilæc’h : a-wejo e c’houitel ar siren evit laret d’an dilerc’herien hastan.

« Jechet an dremenerez ! » eme ar c’homandant. Ha dioustu pevar pe bemp pautr a zo war ar c’hæ, a denn davede ar pontik plenken a gerzer drezan ’vit sevel war ar vatimant.

Er memes amzer e trouz ar chadenno, a deu d’en em bakan war eun traouilh houarn a zo kaset endro gant ar vapeur : int eo a zav d’ar kroec’h[sic] an *heor a oa piket e zant en *goeled ar mor evit harz al lestr da vont kwit.

Ekeit-se en em stag ouz hon batimant diou vatimant-all a ve græt anê « *jecherezed », ha setu ni o tistagan a dammigo bihan deuz ar c’hæ.


————


IX


Pedomp ! Kenavo !


Eur galonad a zantan er mare-ze : rag da c’hout eo d’in ’benn pegoulz e vin distro, da c’hout zoken ha biken e hadgwelin douar Frans. C’hoant am be da laret, war bouez nebeud a dra, ’pez a lar ar bageer breton pa dremen beg ar Raz, ha d’ober ar beden-man :


« Ma Doue, græt ma rin ma beaj hir hep noaz,
Rag ma lestr ’zo bihan, hag ar mor a zo braz. »


Mes elæc’h goulen e zikour digant an Au. Doue e-unan, e savan ma mouez, wardro gant hini ar re-all, ’tresek an Itron Varia, a rer anei « Stereden ar Mor. » Kemer a ran lod en kan an Ave Maris Stella. Ha gant pebez dudi ! Na oufer klevet netra a gaeroc’h evit 300 pautr o kanan ar memez tra, dreist-holl pa ganont a greiz-kalon eveldomp, ha pa jechont warni bep-hini gwellan ma hall.

Achu ganimp hon c’hantik, e kimiadomp d’an dud a zo deut d’ambrouk ac’hanomp beteg al lestr, hag a zo chomet war ar c’hæ. « Kenavo ! Kenavo ! » a huchomp d’ê a-bouez hon fenn, ’n eur hijan hon zoko pe hon mouchouero-godel. Hag i d’o zro a lavar d’imp a vouez uhel : « Beaj vad ! Kenavo ! » ha mouchouero ive pe doko o finval ’n o daouarn.

Hon lestr, heñ, a dalc’h bepred da vont, jeched gant ar « jecherezed » a-dreuz d’ar Goantigen. Pac’h eo d’ean da vont e-mæz, ec’h eo lausket da vont e-unan-penn. Eun taul c’houitel neuze da drouzan spontuz, hag heñ war rauk. Mes setu aman eun drouz hag a zo c’hoaz spontusoc’h : leuskel a ra hon lestr eun tenn-kanol pa dremen dirag iliz an Itron Varia Gard, evit he zaludi, ha hi dioustu a respont d’ean gant mouez he c’hloc’h braz.

A gle d’imp e lezomp Kastel-If gant e dourio krenv, hag a zeo, enezen Frioul gant hec’h hospital, savet eno ’vit digemer epad eun nebeud deio an dud a deu dre vor eus broio hag a ve enne kleñvejo staguz : al Lazaret a rer anean en gallek.

Kaer hon deuz mont buhan, koulskoude ’vefomp pell hep koll an douar a wel. Ha mad eo ze : rag dindan an heol a bar warni arauk mont da guzan, ec’h eo henvel Bro-Brovans ouz eur rouanez a vefe ganti eur gwiskamant alaouret.


————



X


Hinienno klanv. — Ar chapel. — An nozvez kentan


Mes dija eo 5 heur hanter, da laret eo, kouls koan. Diskenn a reomp ’ta d’ar zal-da-zibri : mes na ziskennomp ket holl : meur a hini a zant adalek breman an droug-mor : n’eo ket c’hoant dibri o deuz, mes kentoc’h c’hoant teurel ’pez o deuz debret d’o meren.

Ar re-ze eo gwell gante chom war leur al lestr da lonkan ær.

Euz ma *strollad avad na vank hini ’bed ouz taul. Ha me ’lar d’ac’h eo digor hon c’halono ; war vor, pa ’ver yac’h, e ve dalc’hmad muioc’h a naon ’vid war zouar. Ha goude ar pred, braoat eo bean war al leur, o tiviz gant heman ha henont, hag o sellet an heol o vont d’en em veui ’barz ar mor !

Wardro seiz heur hanter, salud ar zakramant, a roer d’imp ’barz ar chapel a zo pignet a-uz d’al leur, er penn-a-dre euz ar vatimant. Toet eo gant pejo lien stignet, ha tro-a-zro d’ei, kazi dre-holl, lien ive. An auter vraz, hi, a zo en eur gamprik plenken. Ken sklær eo ar chapel ’vel pa vije de, dre mac’h eo sklerijennet gant an elektrisite.

Goude ar pedenno, e klever eun ali bennag digant an Tad Bailly, ha neuze, ’c’h er da gousket. Mes bean ’zo kalz ha n’eont ket da glask o gwele. Re dom, re enk e kavont o c’habinen, hag ar c’houez a zantont enni, c’houez ponner, a zo peadra da rei d’ê eur zav-kalon.

Gwell eo gante tremen o nozvez war ar pont, paket en eur vantel pe en eur c’holoen c’hloan, hag astennet war eur gador hir pe zoken gourveet war ar plenken. Me na gredan ket ober ’velte, na kennebeut an daou velek a zo roet d’in da gamaraded kambr, au Au. Grenier, euz a Baris, hag an Au. Dutilleul, euz Eskopti Kambre.

Hon zri ’ta en em dennomp en hon c’habinen. Pep-hini en em glenk, ar gwellikan ma hall, ’barz an toullik a zo bet roet d’ean ’vit gwele, hag, heb dale, e teu da venel kousket : ken skwiz ec’h omp euz an daou devez divezan !


————


XI


Re nebeut ha re a dour. — Ugent auter


D’ar yaou, an 29 a Est. — ’Benn 2 h. 1/2 ec’h on dihun, ha goude, gant an domder hag ar c’houezour, n’on ken ’vit kousket. Re hir e kavan ’n amzer ; ha me e-traou wardro peder heur hanter. Kazi taken dour ebed ’barz ar pod-goalc’h. Mont a ran ’ta da glask pautr an dour, ha pa ’m eus kavet ’nean, e tistroan d’am c’hamprik. « Hola, Herri ! emeon. Dour aoalc’h, ar wech-man ! ha re a dour ! N’eo ket hepken da gargan ar pod a dour dous am euz ezom euz ar mevel, mes dreist-holl, da skarzan an dour sall a c’holo breman leur ar gambr. »

’Toue, sur, eves-man eo bet kont. Al lukanik hon doa lezet anean digor epad an noz evit kaout eun tammik ær fresk : mes wardro pemp heur, ’vel ma rer bep beure, e oa bet goalc’het ha skubet ar pont gand dour mor hag o doa redet bannac’ho mad en hon c’habinen dre doull al lukan.

Kentan a ran, eo lemel euz an dour ar pakajo, ar boto hag an treo-all evit o harz da vean re c’hlebiet, ha, goude, e c’hortozan ken an nefo achuet ar mevel da skarzan an dour ha da dizec’han leur ar gambr. Neuze ec’h achuan me ive d’en em gempenn, hag e tec’han a-kwit evit lezel plas gant an daou all da zevel d’o zro, d’en em oalc’hi ha d’en em wiskan ; ken enk eo al leur ken nan hell ket daou ober ze war eun dro.

D’ar chapel e pignan dioustu, ha goude bean servijet an oferen d’eur belek, e savan me ma-hunan ouz an auter. Ugent auter vihan a zo fichet ouz ar gleud a ra an dro d’ar vatimant, ha bep-hini he stern ganti : rak-se, daoust d’imp da vean 130 belek ’barz ar pelerinaj, ec’h helfomp holl oferennan aboue 4 heur beteg 8 heur. Ya, nemet an deio e vo re rust ar mor hag e vranskello re ar vatimant ; ya c’hoaz, nemet an deio e vefer klanv, ’pez a digoueo gant meur a hini.

Hirio da vihanan, pac’h on-me yac’h-pesk ha pa na n’euz riskl ebed evidon da vean distroaded, e c’hellan, gant eur galon dinec’h, kinnig d’an Au. Doue kentan sakrifis a zo digoueet d’in kinnig d’ean war ar mor.

’Benn ’zo fin d’am oferen e ver krog gant an oferen a ve laret bep beure da 6 h. 1/2 ouz an auter-vraz dirag ar belerined ; na ’man ket war gan, mes ’keit ’ma pad, e ve kanet eun dra bennag. Da harpan ar mouejo, a zo eun harmonium, hag unan kre, barrek da vougan trouz ar mor.


————


XII


Eur begad. — Pell deuz an douar.


Lein a ve pa garer. Servijet e vo ennan kafe, the pe chokola, ha tammigo bara tanau ’vel bara mamm-gaer, ha ledan ’vel eur pez ugent real, Pemp munuten a zo traoalc’h evit lipat ar predik-man : petra-bennag na ve gwech ebed re dom an treo : aliesoc’h o vent klouar evit na vent tom.

’Vit laret ar wirione, n’eo ket prejan a reomp breman, mes dibri eur begad da c’hortoz meren, a ve, d’an ordinal, da 10 heur hanter,

Hirie en-deün e vo eun hanter heur abretoc’h, en askont d’enezen Kors a welfomp hep dale hag a hedfomp al lost anei eur pennadig, adaleg kær Bonifasio beteg ar *raz a doug hec’h hano.

Da c’hortoz meren petra ’ta ’refomp pa na n’euz tamm douar ebed en gwel ? Endro d’imp, netra nemet ar mor, gantan liou glaz-du, troc’het duman ha duhont gant linenno eon gwenn. ’Uz d’imp an oabl ha d’ean eul liou glaz war wenn. Ha dindanomp ? Eun donder spontus a dour : etre tri ha pemp kant troatad. Peadra d’hon lonkan chouk, chouk, kwita ?

Mes n’hon deuz ket amzer da zonjal en ze. Da nav eur e vo eur Chapeled, gant eur brezegen evit peb degen. Ha neuze, anoudegez hon deuz d’ober an eil gant egile, ha gant hon batimant.


————


XIII


Piou ’zo war ar vatimant. — Ar belerined : pautred hepken. — Breiziz. — An dud a boan. — Kors en gwel


Ar belerined a zo anê daou c’hant ha pevar-ugent. Pautred holl avad, ’pez na n’euz ket bet gwelet c’hoaz bete vreman. Kement *strollad o deus kaset Tado an Assomption d’an Douar Santel aboue ugent ’la zo, e vije enne kalz a verc’hed. Mes, ar wech-man, an eus fellet d’ê kemer pautred hepken, o vean m’o doa c’hoant da oestlan Franz da Galon Jezus ’vid au ugentved kantved. Stad-vraz ’zo en hon renerien o welet pegen æzet ec’h omp da gas ha pegen braz eo hon devosion : setu perag e laront dija na vo ket heman, mar be bolante Doue, an divezan deuz ar pelerinajo pautred.

Gwir eo e sentomp evel deñved, hag e pedomp gant fe ar gristenien gentan. Evel ar re-man ive e vevomp evel breudeur an eil gant egile. N’euz forz gant piou e tigoue d’in kauzeal, e santan dioustu e ro d’in e galon hag e roan d’ean ma hini.

Emichans, ar re ’zo deuz ar memez bro en em glask da gentan. Breman hepken e teuan da c’houd ec’h omp war ar vatimant ouspenn pemp deus Kost-an-Nord : unan ’zo ha n’am eus ket c’hoaz komzet dioutan : an Au. Jan Voris, deus Loudeak.

Eus departamant ar Finister, e kavan ive unan-bennag a ro d’in hanoio ar re-all. Deut ec’h int nao belek : An Autrone Corre, kure en Sant-Lois, Brest ; Danielou, kure an Itron-Varia-Rekouvrans, Brest ive ; Fagot, euz Kastel-Paul ; Gevel, kure en Ploumoger ; Herry, kelenner en kolaj Kastel-Paul ; Kerjean, person Lampaul ; Ar Jollek, kure en Rekouvrans, ha Penven, kure en Sant-Melen Montroulez. An Au. Lamour, person Konk, a dleje bean bet hanvet da gentan, pac’h eo heñ dean ar belerined vreton. Mes bean ’m euz, siouaz ! da laret an euz græt dija ar belek santel-man pelerinaj ar bed-all. Maro eo aboue miz kerdu 1901. Mar n’eman ket c’hoaz e ine e Jeruzalem an neñvo, ra vo kaset di gant hon fedenno !

Euz ar Morbihan den e-bed.

Euz Il-ha-Vilen, c’houæc’h belek ; mes, o vean n’ouzont ket a vrezonok ha n’hellfont ket lenn ’pez a skrivan aman, na dalv ket ar boan d’in laket aman o hanoio.

P’am o laret e zo ganimp eur pelerin hepken euz eskopti Naonet, am o roet da c’hout d’am lennerien ped ec’h omp euz Breiz ; Pevarzek euz Breiz-Izel hag eiz euz Breiz-Uhel. ’Vel ma weler, eman adarre al lore gant an hini gentan.

Ya, mar na ve *niveret nemet ar belerined, hag aman e tleomp dreist-holl sellet ouz ze.

Mes bean ’zo war an Itron-Varia-Zilvidigez Bretoned-all a zo bet gopraet gant Tado an Asomption evit labourat warni, evel bageerien ; c’houæc’h pe zeiz emeint hag holl euz Breiz-Uhel. Ar c’hommandant, an Au. Pillart, a zo euz Sant-Jakut-ar-Mor, hag ar re-all, martoloded pe voused, a zo euz bro Sant-Malo pe euz koste Naoned.

An darn-vuian euz ar re ’zo implied war al lestr, merdeidi, tommerien, mekanisianed, keginerien, micherourien a bep sort, a zo ouz ar C’hreiste : gellout a ra bean anê eun tri-ugent bennag.

Kalz a dud, kwita ? Pa vo laket war-dro gante ar belerined, e vo peadra d’ober eur barrouz : tost da bevar c’hant ine, hag ineo pautred.

C’hoaz, koulskoude, na gargont ket ar vatimant ; gellout aoalc’h a raje kemer, en tu-hont d’ê meur a gant *treizer. Ar bla-man (1903), he deuz kaset d’an Douar-Neve 1200 pesketaer war eun dro.

N’am euz ket ezom dre-ze da laret d’ac’h ec’h eo al lestr hir ha ledan. Seiz metr ha kant an euz a hed ha pevarzek a ledander. Wardro pemp leo dre heur ac’h a gantan. Ar « vapeur » a gas anean war-rauk, a zav euz eur gauter-vraz a zo pemp forn o tomman anei, ha, ’vit ober tan e pep-hini anê, e zo pevar pe bemp tommer, a dle en em eilan de ha noz, Micher boaniuz mar zo ; panevet e zo tuelenno da digas d’ê avel fresk, e vougfe an dud paour-ze ouz toull o forn. Hag eun domder ! Eur boac’hidigez, ’vit laret ar wirione.

Gwech ha gwech, kemeret gante eur roched hag eur porpant, e teuont war c’horre da dennan o halan, mes n’eo ket evit pell, gant aoun e teufent da yenaat re vuhan.

O c’houlen euz o doare, o vale euz an eil penn d’egile war ar pont, o sellet endro d’in, e tremen buhan al loden gentan euz ma beurevez.

Ar chapeled ive, da nav eur, a gemer eur pennad amzer, ha setu deut dizeblant dek heur, da laret eo koulz meren, a zo hirie eun lammik abretoc’h evit an ordinal.

Ha c’hoaz vo arabad d’imp chom pell da brejan ; eman dija enezen Kors en gwel ha tostaat a reomp da Vonifasio.

Ober reomp diouz ze hag eur pennad brao ’raug unek heur, eman an holl *dreizerien war ar pont, o daoulagad troet etrezek an douar, hag, a-wejo zoken, sikouret gand lunedo a wel-hir ; c’hoant ’zo da zizolo kement tra ’zo war an aud, war ar c’herrek, ha, du-hont pelloc’h, war an tosenno a zeblant dioan an eil euz eben ; ar re-man ’zo koataet mad hag ar re bellan a larfe an nen o defe o c’hriben goloet a erc’h gwenn.

Ribl ar mor, avad, a zo e-noaz. Netra nemet rec’hel garo, warne banno touskan louet.

Netra, na keriaden, na ti, da rei da c’hout nan eo ket ar C’hors eur vro we.

Koulskoude, setu eun tour-tan ’kichen eun troc’h græt e-barz ar gouriz-mein. Sur mad, an troc’h-ze, ec’h a dour mor ennan, a dle bean an toull-dor da dremen en eur porz bennag, kleuzet a-dre d’ar c’herrek.


————


XIV


Bonifasio. — ’Læc’h en em gollaz ar « Semillante ».


Ze ’lakan ’n em spered, ha hepdale e c’houzon ec’h eo gwir. C’hwel du-hont, pignet war veg ar rec’hel, tier hir hag a zeblant bean uhel iskiz : raz emeint da ribl ar mor, ha laret a rafe an nen e servijfe ar rec’hel d’ê da vogerio. Estlammet e choman o sellet kement-se pa glevan laret endro d’in : « Bonifasio, Bonifasio ! » Ha kenkent e teuan da c’hout ec’h eo eur c’hazern ar regennad tier a welan aze, hag ec’h eo risklet da gouean er mor, ’vel ma zo c’hoarveet, siouaz ! gant meur a di euz ar gær-ze. Kouac’het ’n euz an douar dindane, eun de bennag, hag e traou !

Euz an tu-man ne c’hall Bonifasio nemet bihanaat : mes na welomp nemet he c’hein ; sellet a ra etrezek an douar ha ’n em astenn a ra, ’n eur ziskenn, beteg he forz-mor, ec’h eo sioul an dour ennan evel ’barz eul lenn, goasket ha diriskl ar batimancho.

War-dro pevar mil den he deuz hag ober ’ra kalz a gonverz gant enezen italian ar Sardegn a zo en he c’hichen.

Na zo etreze nemet eur oazien dour n’he deuz ket en tu-hont da ziou leo a ledander. Ha c’hoaz eo moanoc’h an hent a dle al listri heuilh evit tremen ; eul leo hepken.

Ma c’houe warne ar mistral, eun avel konnaret a deu euz an hanter-noz, o de poan o tapout an toull : meur a hini o deuz en em gollet aman, bet stlapet war ar c’herrek a zav o fri hag a diskoe o dent a bep tu.

Goasan darvoud a zo c’hoarveet aman er stum-ze eo hini ar Semillante. Evit delc’hen envor anean, e zo bet savet war eur roc’hel a dremenomp diraki, eur min sonn, ledan euz traou hag a ya war voanaat. Skritur ’zo war e bevar goste ha tro-ha-zro d’ean eur voger izel.

Ar Semillante ’oa eul lestr braz a gase eiz kant soudard da Zebastopol er blavez triouæc’h kant pemp ha hanter-kant. Ar bemzekved a viz c’houevrer e oa warnan da dremen dre doull Bonifasio, pa deuaz, dre oall-amzer, da vean taulet war ar c’herrek, drailhet ha lonket chouk gant ar mor. Den e-bed, na martolod na soudard, na deuaz a-benn d’en em zavetei. Esaet, koulskoude, o devoa, rag, pac’h eo bet kavet o c’horfo, e oant e-noaz, ’pez a diskoe o devoa diwisket o dilhad evit nanvial æzetoc’h.

Daou, koulskoude, a oa dilhad warne : ar c’hommandant, a douge c’hoaz e wiskamant a vestr, hag an aluzenner a douge war e zoutanen eur sourpilis hag eur stolen, kemeret emichans evit rei an absolven d’an dud paour a wele endro d’ean en pred ar maro.

Ar c’hommandant a oa kazi en gortoz a gement-man. Pa oa d’ean da gwitât porz Toulon, na c’houle ket, dre ma oa re rust ar mor, mes dont a reaz d’ean euz a Bariz urz da zevel dioustu an heor, Hag heñ da zenti ha da gemer ar mor, daoust d’ean da vean konnaret. Graet an euz heñ e zever : ar gouarnamant, avad, na laran ket.

Peadra a zo aze da spontan neb a fell d’ean tremen dre oazien Bonifasio.

A drugare Doue, an amzer a zo brao breman hag ar mor sioul. Mont a ra hon lestr ’barz ar raz ken æzet ’vel ma ya eun ibilh en eun toull a ve dioutan.


————



XV


En dour an Itali. — Eur gauzeaden diwar-benn ar C’hors : ar vendetta. — Eun *didu


Na reomp nemet tremen. Lezel a reomp war hon lerc’h an diou enezen ha n’eo ket hep eur galonad e welomp Bro-Gors o pellaat diouzimp mui-ouz-mui, Eul lost divezan ec’h eo euz Frans, hon bro garet, euz ar vro elæc’h ma lezomp ’pez a garomp ar muian. Betek-hen, koulz laret, en em gavemp enni : al loden deuz ar mor Kreizdouarek hon deuz treuzet aboue Marseilh a zo enni dour Frans. Mes breman e fell d’imp laret kenavo d’hon bro ha saludi an Itali. D’ei eo enezen Sardegn a lezomp a zeo ha d’ei ive, kouls laret, ar mor hon deuz da dreuzi epad tri de.

Stag eo c’hoaz hon daoulagad ouz ar C’hors pa zon ar c’hloc’h da eun heur hanter ’vit gelvel anomp d’eur brezegen pe eun displegaden a dleer ober d’imp diwar-benn an enezen-ze.

En em dastum a reomp evit se e-kreiz ar vatimant : disheoliet omp gant eun doen lien hag eur pez lien all a zo bet stignet en tu araug da viret ouz an avel-benn da c’houean warnomp ha da harz mouez ar prezeger d’en em goll.

Heman ’zo hirie an Tad Leopold, eun den gouiziek hag a gomz reiz, mar zo. Pignet eo en eul læc’h uhel hag azeet ouz eun daul vihan ; an Tad Bailly, ar penn-rener, hag ar c’homandant Pillart a zo en e gichen, unan a bep tu. Ac’hane e komz d’ar belerined a zo dirakan, darn en o c’hoaze, darn en o zav, pep-hini gwellan ma c’hall. Den e-bed, koulskoude, na skwiz ouz e selaou : larout a ra treo ken brao da glevet !

Evidon n’ankouain ket, dreist-holl, ’pez an euz displeget diwar-benn eun tech fall ec’h eo touellet gantan ar C’horsed hag a reont anean en italiek (rag en o zouez e komzer ar yez-ze) vendetta, da laret eo ar venjans. Pa zav kasoni etre daou diegez, e klaskont noazout an eil ouz egile, n’euz fors e pe stum : Skei ha lac’han a zo neuze eur c’hoari evit ar C’horsed, hag, o vean mac’h int tær, e teu aliez goad tud da ruilh. Ha ne ver ket evit harz kement-se. An hini an nefe græt eun taul fall bennag, en em denn e-kreiz ar maki : an hano-ze a rer euz ar *stroez a c’holo an darn-vuian euz an enezen. N’euz eno nemet drez, spern ha gwe-all dreinek, skoulmet ha gwiet war eun dro kazi ’vel eur guden luiet.

Penauz e c’hallfe an archerien mont da dinezan ar vuntrerien a zo æt eno da guz, gante peadra d’en em vagan ?

Goude bean klevet an tad Leopold o komz d’imp euz kement-man hag euz kalz a dreo-all a ro d’imp gwelloc’h anaoudegez euz ar C’horsed, e kemeromp eun tammik amzer da ziviz war ar pont, ha neuze, da daer heur, e savomp d’ar chapel evit ober hent ar Groaz ; pevarzek poz a zo ennan ha pevarzek prezegen a glevomp.

Da bemp heur hanter, koan, hag, euz c’houæc’h heur hanter da eiz heur, bodadek evit en em didui : kanan ’ra ar belerined o deuz ar mouejo bravan, ha son ha komz a ra ar fonograf, o tisrevel ar pez a zo bet kanet ha komzet outan ha skrivet war e duelenno koar.

A greiz-holl setu ni ’barz an devalijen : a *ratoz-kaer eo bet lac’het ar goloio, rag c’hoant ’zo da ziskoel d’imp taulenno a zo skæraet ha brasaet gant eul letern majik, hag a daul o skeud war eul lien gwenn, a rer anean *skramm : ken skær ha ken distag e teu pep taulen ken e sonjfe gant an nen gwelet gwir dier, gwir dud ha gwir we : tier, tud ha gwe enezen Kors.

Salud ar Zakramant a deu adarre da glozan hon devez ha, goude, ec’h er da gousket pe da esât kousket.


————


XVI


E læc’h kousket, e saver eur werz : gwerz ar C’horsik


D’ar gwener, an dregontved a viz est. — Eun hun a ran bete diou pe daer heur ; goude n’on ken evit advenel gant an derzien a lak ma goad da virvi. Birvi ive ’ra ma spered ha birvi ma fantazi : ha me ’en em lakat da zevel eur werz diwar-benn enezen Kors am euz gwelet dec’h hag am euz klevet komz anei ken aliez.

Ma fe ! æzet aoalc’h e teu ganin pep poz, ha na choman ket re bell da glask girio mad da glotan an eil gand egile, Mar he dije koustet muioc’h a boan d’in, he dije bet, marvad, muioc’h a dalvoudegez.

Goude holl, ’pez a dalv a dalv, Setu hi aman ’vel ma skriviz anei tom-ha-tom, ar beure goude ma lein.

Mad eo da ganan war don Fransoazik ha Pierik, eun ton hag a zo anaveet breman dre-holl, aboue m’eo bet kanet gant Marc’harit Fulup en Gwengamp, er blavez 1900. Peder rimadel a zo en pep poz. An eil a vo dalc’hmad : « Korsik bihan, ma mignon », pa gomzo al lestr, ha dalc’hmad « Lestr an Itron-Varia » pa gomzo ar C’horsik. D’an daerved e ve adlaret a-bez an hini gentan. Evel-se, e pep poz, n’euz nemet diou rimadel, an hini gentan hag an hini divezan, a ve enne danve neve : an diou-ze hepken a zo skrivet aman war-lerc’h.

DIVIZ ETRE AR C’HORSIK HA LESTR AN ITRON-VARIA-ZILVIDIGEZ


————


war don : Fransoazik ha Pierik.



\version "2.16.2"
\header {
  tagline = ##f
}
\score {
  \new Staff {
    \relative c'{
      \clef treble
      \autoBeamOff
      \key d \major
      \time 2/4
      \partial 4*1
      \set melismaBusyProperties = #'()
      \stemUp d8 [ fis16 g] | a8 a b [cis16 (b)] | a8_\fermata [a] \stemNeutral d4 | \break
      \stemUp cis8. [b16 a8] b | a4^\fermata d,8 [ fis16 g] | a8 [a] b [b] | \break
      a [a16 (g)] fis8 [fis] | d [fis] a [a] | d,4 \bar "|." 
    }
    \addlyrics{
      La -- ret c’hwi d’in -- me plac’h iaou -- _ ank,
      Fran -- soa -- zig, ma Fran -- soa -- zig_;
      La -- ret c’hwi d’in -- me plac’h iaou -- ank,
      da _ bi -- ni_’nn tri -- ze hoc’h euz c’hoant_?
        }}
  \layout { 
    indent = #00
       line-width = #140
    %  ragged-last = ##t
  }
  \midi {
    \context {
      \Score
      tempoWholesPerMinute = #(ly:make-moment 80 4)
    }
  }
}


Ar C’horsik

C’hwi ’dremen aze ken faro,
Lestr an Itron Varia,
C’hwi ’dremen aze ken faro,
Perag e touget ho hano ?

Al lestr

Da Vari ec’h on bet goestlet,
Korsik bihan, ma mignon,
Da Vari ec’h on bet goestlet,
Evit dougen pelerined.


Ar C’horsik

Me ’wel ganac’h tud a beden :
Na pelæc’h it-hu d’o dougen ?

Al lestr

Da Jeruzalem o c’hasan,
D’eun douar euz ar zantelan.

Ar C’horsik

Pe sort mouez ’zo deut d’o gervel,
Pa fell d’ê mont warnoc’h ken pell ?

Al lestr

Mouez Frans, o mam-vro vinniget ;
Ar vouez-ze he deuz o gelvet.

Ar C’horsik

’Viti petra ’deuz da c’houlen,
Pa vefont du-hont, ’n o feden ?

Al lestr

Goulen ’reint ma vo frealzet,
Rag gant ar boan ec’h eo bec’hiet.

Ar C’horsik

Mar ’n em gav Frans, ma mamm, en poan,
Me ’zo glac’haret ma-unan.

Al lestr

Goasket eo : gwelet ’m euz enni
He c’halon goasket gand tud kri.


Ar C’horsik

Piou eo ’n dud kri-ze m’o lazin :
Krog eo ma goad Kors da virvin.

Al lestr

An dud-ze ’zo tud dizoue,
A glask lazan enni ar fe.

Ar C’horsik

Doue a drec’ho warne holl :
Nan ey ket ma bro ger da goll.

Al lestr

’Vit trec’hi hec’h enebourien,
E fell d’ei dreist-holl ar beden.

Ar C’horsik

Nij neuze, gant da iskili,
Ha kas tud du-hont da bedi.

Al lestr

Ped wardro gante a galon,
A spered heuilh lestr da Itron.



Skrivet ganin ma gwerz, e c’houvean ’nei rez-mad dre envor ha ma flijadur eo mouskanan ’nei war ar pont. E skeud-ze da vihanan, e tremen buhan ar beurevez evidon. A-hent-all netra da welet ; tamm douar e-bed diragomp nag a-dost nag a-bell ; netra da glevet, nemet ar prezegenno hag ar chapelet.


————


XVII


Mene-tanek ar Stromboli gwelet euz a-bell hag euz a-dost


Da eun heur, ’velkent, e roer d’imp peadra d’en em didui : an Tad Bailly a ra neuze eur brezegen diwar-benn an enezenno Lipari hag ar Sisil, a dleomp gwelet a-rauk noz.

Fe vad, war-dro div heur, e lavar d’imp pautred al lunedo hir-gwel, e welont du-hont pell-pell, beuet ’barz ar vougen, enezen Stromboli, unan euz ar seiz Lipari, e zo enni eur mene tanek.

Me n’eo ket lemm aoalc’h ma daoulagad evit he gwelet c’hoaz, mes war-dro taer heur hanter, ’benn eo achu hent ar Groaz, n’eo ken kuzet evidon. Eun dosen uhel, d’ei eur beg moanoc’h hanter-guzet en eur vogeden wenn : setu ’pez a diskoueer d’in evel ar Stromboli. Ouz e zellet e teu sonj d’in euz unan euz ar poullado glaou am euz gwelet o vogedi en Koat Malane[9]. A-wejo zoken e me c’hoant da welet ennan eur peulvan dioanet e-kreiz ar mor, krog da vevan… ha da vutunad. Penauz ive harz ma spered da ziskenn, dre siminal ar mene, bete *goeled an douar ha da gavout eno… Petra ? Eur forn leun a dan, hag o c’hori anei… Piou ? An diaoul e-unan. Da c’hout eo d’imp ha bean ’man an ifern e-kreiz an douar ; mes, a dra-sur, bean ’zo eno tan braz. Ar meneio a daul tan du-man ha du-hont, a zo evel siminalo, lezet distouf gant an Au. Doue, p’an euz yenaet hon flaneden, evit ma hellje dont er-mæz dre eno flamm, moged, soufr berv ha bep sort treo *teuzet ; anez-ze e vije ar c’hreno-douar kalz stankoc’h evit nan int.

En Bro-C’hall na n’euz mene-tan e-bed hag a ve beo ; mes bet ’zo meur a hini, gwech-all goz, ’barz an Alvern. Breman int maro ha stoufet o zoullo.

En Itali e zo c’hoaz tri o teul tan : ar Vezuv, tost da Napl, an Etna, ’barz ar Sisil, hag ar Stromboli.

’Kichen heman e zo bet eur wech bennag eun all, ’barz eun enezen vihan a hanver hirie Vulkano. Forn heman, herve kreden ar baganed, a dalvee da govel da Vulkan, eur fals-doue hag a dremene evit labourat an houarn : heñ, endeün, an euz roet e hano, an hano a volkan, d’an holl veneio tanek.

Pemp enezen-all a ra gant an diou-man, Stromboli ha Vulkano, *stroll al Lipari : hadet int ouz aud hanter-noz ar Sisil ’vel stroll hon Seiz-Enezen a-dal da gerrek Perroz ha Tregastel.

Gellout a reomp *niveri anê o seiz : unan hepken, avad, a welomp a-dost, an hini a daul tan.

Gwir eo, er mare-man, etre pemp ha seiz heur (koan a zo bet dilerc’het hirie evit ober plijadur d’ar zellerien), er mare-man na zav euz forn ar Stromboli na tan na fulen ; teul a ra hepken moged gwenn-kan, a chom pell da zac’han a-uz d’ar mene, hag a ra d’ean ’vel eur pikol pez koeff. Ken e vefomp o hadtremen, ’n eur zistrei d’ar gær, ne welfomp ket anean o flaminan.

Koulskoude na skwizomp ket o sellet ’trezek d’ean. Dre ma tostaomp, e taulomp ple d’eun dra bennag a neve. N’eo ket koadek an enezen : koulskoude e larfe an nen e vefe warni eur gwisk glazur. Du-hont, dreist-holl, war-du ar c’huz-heol, eo goloet an douar a we bihan hag a zo, marvad, gwe freuz. Eur bodad tier gwenn, eman an heol o paran warnean, a zav seder en o c’hreiz ; me ’gred eo homan kæriaden Sant-Bartolo.

Pegen dishenvel euz an tu-ze eo tu an hanter-noz, da vihanan eul loden anean ! Noaz-pilh ec’h eo ! Koulskoude, biskoaz tra na weliz da dalvout muioc’h ar boan da vean sellet. Heman eo tu toull-diskarg ar mene-tan. Euz ribl ar mor e sav sonn eun dachen douar ; *tizout a ra bete geno ar forn, a zo war veg ar mene, tost da bemp kant metr a-uz d’an dour. Gellout a ra kaout kement-all a ledander. Ancho e-leiz, darn moan, darn ledan ha don, a disken an eil a-genver egile : henvel int ouz ar re e ve troc’het gante an aud, pa ve æt ar mor en traou.

N’eo ket dour an euz kleuzet ar re-man. ’Pez a red enne eo eur oazad treo *teuzet, a ve enni mein, houarn ha dreist-holl gwer ; teuzet int bet gant nerz an tan e-kreiz an douar, hag ober a reont eno eur stank tan a blij d’ei, gwech ha gwech, teul he dour bervet dre c’heno ar mene-tan.

Pa deu an treo teuzet-ze da yenaat, neuze ne redont ken ; kaletaat a reont hag i neuze da c’holo krab ar mene ’vel gant eur greunen koc’h-houarn.

Wardro gante ive e ve dislonket ludu ha boulo tanet, a ruilh beteg ar mor hag a goll eno o zanijen ’n eur ober trouz ha ’n eur leuskel moged evel an houarn ru pa ve trempet en dour.

Ni na digoue ket d’imp gwelet ze hirie ; keu braz hon deuz, rak eun didu ouspenn o dije bet hon daoulagad, evel o deuz bet re galz a belerined. Gellout a reomp da vihanan gwelet piz petra a lez war e lerc’h an *deuri gwer teuzet, ha ludu tanet, ha ze a lak stad vraz ennomp.


————


XVIII


*Helebini etre tud al lestr ha tud ar Stromboli ; korn ; youc’hadenno ; kanol ; kleier ; tantad. — Doue da bardoni d’an anaon !


Poan hon deuz o tistagan hon daoulagad euz ar mene tanek, ha, koulskoude, e zo treo all dirake ha treo euz ar bravan.

Da gentan, ar semafor, da laret eo eur wern ha d’ei barrenno ’vit ober sino ’vel gant divræc’h. Pignet eo uhel war eur beg-douar, hag heñ livet, n’eo ket en gwenn hepken ’vel re Vreiz, mes en gwenn hag en du. Mar zo roet d’ean al liou kaon, n’eo ket hep *abek ; rei a ra da c’hout da neb hen gwel o deuz tud an enezen eun devosion vraz ’vit an anaon. Aboue an amzer goz eman en o zouez, ha bepred e chom beo : ar vroik-man, o vean m’eo distag euz an Itali hag euz ar Sisil, a vir æzetoc’h an doareo koz ha na digor ket frank an nor d’an doareo neve. Ha gwell a ze eviti ! muioc’h a evurusted a zo enni ’vit e læc’h-all.

Evel-se e lerer, ha me hen kredfe aoalc’h, ken kalonek eo an digemer a ra d’imp tud an enez pa deuont da ouzout ec’h omp o tremen. Adalek m’eo bet savet ar banniel a dri liou war hon lestr, dioustu mirer ar semafor an euz anveet anomp ha foet da c’hout d’ar re-all e oa an Itron-Varia-Zilvidigez o tostaat. Kenkent e teu war draou gant ar run, en eur redek a-dreuz d’an douar *gwiniek, pautred ha plac’hed, dilezet gante o labour dre m’o deuz c’hoant d’ober d’imp o gourc’hemenno. Euz e du, ar mirer a gemer eur c’horn doug-mouez hag a lausk ennan komzo hag a deu bete d’imp, daoust pegen pell eman diouzimp. Setu aman diou euz ar re a glevan-me distag : « Veni Creator ! — Buena Sera (nozvez vad) ! » Bean ’zo pelerined hag a heuilh penn-da-benn ’pez a lar. Evidon-me, me ’zo, ’benn neuze, gant eun dra-all.

Tremenet gant hon lestr ar beg-douar, e tizoloan eur gærik koant, koantan hini am euz gwelet biskoaz. Harpet eo ouz ar mene, he zreid damdost er mor ; he fenn a zav, eur penn gwenn ha sard etre *gwiniennou ra d’ean ’vel eur gurunen c’hlaz. Petra bennak, al liou gwenn a zo war he c’horf penn-da-benn : gwenn eo he zier, ha gwenn hec’h iliz. Eun iliz neve he deuz, d’ei eun tour uhel, savet e læc’h eun all bet diskaret gant eur c’hren-douar. Enni ’man lorc’h tud Inostro (an hano-ze a doug ar gærik), Mes n’ankouaont ket ec’h int bet sikouret d’he sevel gant arc’hant pelerined ar binijen. Evit o zrugarekât e teuont hirie, ’vel ma teuont bep gwech, da zaludi anê en o zremen.

Gwel a reomp anê harpet ouz ar prenecho pe vodet ’raug o zier. Youc’hal a reont a bouez penn ha hijan mouchouero, dreist-holl pa glevont an tenn kanol a lausk d’ê hon lestr evit o zaludi. Ha setu, ’vit respont d’imp, eur vouez o sevel hag a voug o hini : mouez kleier hag a vranskel herr da m’hellont, eur vouez skintin, eur vouez beo, a zeblant bean enni kalon holl dud ar barrouz. Ha du-hont ’ta, a-us d’ar gær, daoust perag e weler tan o krigi ? ’Barz an devalijen a led serr-noz war an douar, e welomp flamino o krenan. Tridal zoken a reont, ’vel pa o defe c’hoant, int ive, da laret d’imp : « Trugare ha beaj vad ! » Ha ze n’eo nemet ar wirione : al leanezed, sonj d’ê euz ar vad græt d’ê gant pelerined an Itron-Varia-Zilvidigez, o deuz *enaouet an tantad-ze, evit diskouel d’ê pegen evuruz ec’h int ouz o gwelet c’hoaz eur wech.

Gellout ’rer eta laret na espern netra tud ar Stromboli evit ober d’imp plijadur, Ni ive, euz hon zu, a ra kement-all en o c’heñver. Goude bean tennet hon c’hanol, e kanomp war eun dro an De profundis. Hon mouez, a dra sur, ac’h a betek d’ê, hag i a lak o hini da asanti ganimp. Ha setu eun aluzen dalvouduz græt d’an anaon paour !

Kement-man a lak eun dra ’n em spered : pegen evuruz eo bean bugel d’an Iliz katolik ! Ze, ha ze hepken, an euz talveet d’imp ha da dud Stromboli an evurusted dispar ec’h omp o paouez tanva. Dizanav ec’h omp an eil evit egile ha, koulskoude, hon deuz en em zellet evel breudeur. Hag evit petra ? Atoue sur, bugale omp d’an hevelep mamm, an Iliz Zantel. Unanet eo hon sperejo gant an *hevelep fe, hag entanet hon c’halono gant an hevelep karante : karante evit an Au. Doue, karante evit hon nesan, dreist-holl pa ve muioc’h ezomek, ’vel ar paour kæz anaon.

Oh ! an abardevez-man, na ankouain ’nei biken !


————


XIX


*Helebini etre heol ha loar — Etre toull ha roc’h, — *Raz Messina


O sonjal er Stromboli e santan c’hoaz eul levenez vraz en em c’hreiz. Ha, koulskoude, n’eo homan nemet eun divlaz euz an hini a zanten neuze. Petra bennag, pa oa tremenet an enezen ha tavet ar mouejo, e teuaz eun dra all d’am laouenaat c’hoaz muioc’h. Teul a riz ple d’al loar a oa o sevel euz ar mor, *kelc’hek ha ru-tan : ’n eur drei d’ei ma c’hein, ’vit-se, e weliz an heol, ru-tan heñ ive, o vont da gousket pe gentoc’h d’en em veuian en *goeled ar mor. Mes sklerijen al loar a deue d’imp a-dreuz d’an oabl teñval, hag, o tansal war c’houre an dour lugernuz, e seblante heuilh eur wenojen arc’hant gwenn, Ar c’huz-heol heñ a oa tanet gant ar sklerijen : alaouret an oabl, alaouret ar mor a du gantan.

Chom a riz sebezet dirag kement-se, mes na chomiz ket pell, rak kloc’h koan a zonaz raktal, ha ne oa ket re abred ’vit kof ; seiz heur e oa, ha ’boue unek heur an nevoa bet amzer ar paour kæz da vean kleuzet.

Prejan ’reomp eta gant kalon digor, ha gant hast ive. C’hoant ’zo gant pep-hini da distrei adarre war ar pont evit gwelet striz-mor Mesina.

Ober ’ran dious tapout eur plas mad tost da rauk ar vatimant, hag eno, harpet war ar gleud-tro, en em lakan gant ar re-all da *niveri an tanio a lugern a lajado war aud ar Sisil.

’Trezek hini Faro e kerz ar vatimant. Dre ma tosta d’ean, e tro diwarnan eun nebeudig ha, pac’h eo arru a-geñver d’ean, e tro krenn war *dribourz, da laret eo war an tu deo : eman o vont er oazien en em gav enni a-gevred daou dour, dour ar mor Tyrenien ha dour ar mor Yonien. He geno, emomp ennan, n’an euz ket eul leo a ledander. Ouspenn ze, souezuz eo krenv aman red an dour ; en tu deo zoken, a du gant ar Sisil, e zo eur poull-tro, a dro ennan an dour, hag a jech ennan al listri. Brudet ha goall-vrudet eo aboue pell ’zo. Piou n’an euz, gwech pe wech, klevet komz euz Karibd ? — « Ha Silla ’ta ! a zeblant d’in klevet ma lenner o c’houlen diganin, ha Silla ’ta, pelæc’h eman, penegwir, herve eur c’hrenn-lavar koz, pa bellaer re euz Karibd e koueer war Silla ? » Silla ’zo war hon dorn kle, a du gant an Itali. E læc’h bean eun toull, eur roc’hel eo, eur roc’hel heuzuz, hanval aoalc’h ouz Roc’h-Allaz, a zo du-hont, en Breiz-Izel, ’kichen al Leo-Dræz[10]. Ma vije komzet brezonek en Itali, e vije bet hanvet ive Silla Roc’h-Allaz, rag talveet ’n euz o maro da galz a dud, da vihanan herve lavar ar re goz.

Hon lestr-ni, a drugare Doue, henched mad gant ar c’hommandant Pillart e-unan, a dro diwarnan hep tostaat re da Garibd hag evel-se e tremen æzed ha dizrouk.

Setu ni breman dinec’h aoalc’h evit ’n em didui o sellet ’pez a diskoe d’imp ar Sisil. Adalek tour-tan Faro bete Mesina, war hed diou leo, e zo eur chapeledad goloio. Herve ’seblant, e zo eno tier penn-da-benn ha tier euz ar c’haeran a dremen dirake eun hent braz, dalc’hmad goloet a valeerien. Hent-houarn a zo ive, rag digoueout a ra d’imp gwelet ha klevet eun tren o tremen.

C’hoant an euz ar c’hommandant da dostaat d’an douar war an tu-ze evit hon lakat da welet Mesina a-dost ; mes eur vatimant vraz, na ro ket kaer da c’hout pe war raug pe war dre e fell d’ei mont, a harz anomp da delc’hen gant an hent hon deuz kemeret. N’eo ket hep keu evidomp, rag ’oamp en gortoz da welet a-uz da gær, sklerijennet gant eur bern goloio, ar C’hampo santo, da laret eo ar Park santel pe ar vered ; bean eo homan unan euz ar re gaeran euz an Itali. Darn euz ar beio a zo mentek evel palezio, ha warne skritur ken braz ken e c’heller lenn al lizerenno a ziwar al listri a dremen dre ar *raz.

Siouaz ! noz eo ; na welomp netra nemet eur *strollad goloio a diskoe d’imp pelæc’h eman kær.

Ha neuze pellaat a reomp diouti mui-ouz-mui ; bremazon e lezfomp war an tu dorn kle kær Reggio a zo bet ken aliez distrujet gant ar c’hreno douar.

Mes me n’he gwelan ket : ’benn e tremenomp diraki ec’h on æt da gludan ’barz ma c’hamprik.


————


XX


Eur goall devez ; an drouk-mor o c’hoari e bautr. — ’Vel ’barz eun hospital


D’ar zadorn an 31 a viz est. — Nozvez mad aoalc’h, mes an devez a vo divalo ! Konnaret eo ar mor : hen santout a ran a-rauk sevel euz ma gwele ; luskellet on ’vel eur bugel ’n e gavel. Ze n’eo ket da zisplijout d’in ha chom aoalc’h a rafen eur pennadik muioc’h ’n em c’hlud panevet am euz c’hoant d’oferennan.

Digludan a ran eta herve ma c’hustum war-dro pemp heur. Mes poan am euz o chom ’n em zav hep en em harpan. — « N’euz forz ! a laran ennon ma-unan, bepred e fell d’in esaat oferennan. » Pignal a ran ’ta d’ar chapel ; nebeud a veleien a zo ouz an auterio, ha c’hoaz eo red d’ê dalc’h-mad bean harpet ; na glaskont ket trei kein d’an auter ’vit laret an Dominus vobiscum, ha mad a reont. Anez-ze e c’halljent bean distroadet ha kouean. Koulskoude daoust d’an avel da c’houean kre, e chom ar goloio beo, o vean ma zo gwer endro d’ê. An hosti na nij ket kennebeut, dalc’het mac’h eo gant eur groazik kouevr a zo o pouezan warni.

Evel-se, gant dioall, e c’heller oferennan heb nec’hamant. Da c’hortoz sevel me ma-unan ouz an auter, e servijan e oferen d’eur belek a zervijo d’in goude ma hini.

Setu deut ma zro d’en em wiskan. Koulskoude ar mor ac’h a war rustaat ; kostean ’ra al lestr euz an eil tu d’egile. *Kertri am euz da gemer ar gwiskamancho sakr. — « Ba ! emon-me, ze marteze a dremeno. Demp bepred ! » Ha me da gemer al lien-chouk, ar zæ-wenn, ar gorden. Æt eo ma daou dorn da stardan homan pa zantan eur vranskelladen oasoc’h evit ar re-all. Prestik aoalc’h e kollfen troad : — « Ma, emeon, n’in ket pelloc’h ! » Ha me, dioustu, d’en em diwiskan.

Na zav ken belek ebed ouz an auterio. Diskenn avad a welan unan oc’h ober, goude ma oa krog gant e oferen. Red eo plegan d’ar goall-amzer.

Bean ’zo beleien hag a zouz, n’eo ket abalamour d’an avel gre, mes abalamour d’ar c’hleñved. Ya ! dija kalz anê a zo klanv gant an drouk-mor.

Me, bete vreman, na zantan ket ma c’halon o sevel. Mont a ran eta ’vel an ordinal da gemer evit ma lein daou pe dri vegad bara hag aman gant eur bannac’h kafe-læz. Ha dioustu war leur ar vatimant !

Ma fe, ’n em delc’hel mad aoalc’h a ran da gentan. Evit laret ar wirione penn-da-benn, lorc’h a zo ennon oc’h en em zantout me ma-unan yac’h aoalc’h, goude ’zo kement a dud klanv endro d’in.

Mes pæan ’ran ze, hag hep dale. A-boan eo d’in bean græt eun dro war ar pont ma sav ma c’halon a-bez. Ha me d’ar gleud raktal ha da deurel ma lein d’ar pesked. Poan e-bed, avad, na zantan goude ; e-læc’h meur a glanvour, daoust d’ê da vean goullonteret poull o c’halon, a zant bepred evel eun ezom da zislonkan. Pebez pred o defe neuze ! Da glemm meurbed emeint, herve a larer ha herve a weler. Nag a hini eo skrivet o foan war o *dremm ! Kollet-kloz eo gante o liou. ’Vit harz o drouk da vean ken tær, en em astennont ’n o gourve, unan bennag war gadorio lien hir, an darnvuian war blad al leur.

Ha me ’ta daoust petra a rin ’vit pellaat diouzin da vad ar zav-kalon ? N’ouzonn ket kaer pelæc’h e vin ar gwellan. Da gentan e tiskennan d’am c’hambrik evit gourven war ma gwele. Mes a-boan eo d’in bean æt e-barz, ma adstag warnon ar c’hoant da zislonkan. Hen ober a ran, heb poan adarre, ha me war ar pont c’hoaz eur wech, da c’hout ha na gavin ket en ær fresk ha beo peadra d’am farean. Kemer a ran kador hir an Au. Neumager, an euz renket, heñ ive, plegan d’an drouk ha mont da diskwizan war e wele. Heñ a chom eno ’pad an de hag, evelse, ’pad an de ive, e c’hellan-me chom war ar pont, astennet war e gador.

Poan e-bed na zantan ha me ’gav d’in, war-dro deg heur hanter, e c’hellin kemer ha miret eun tamm boed bennag. Diskenn a ran ’ta evit meren hag e kemeran, buhan ha buhan, eur begad bara ha fourmaj. Ha me e-kroec’h dioustu ; rag poull ma c’halon a dalc’h d’ober e benn fall. ’Dal mac’h on arru war ar pont : « Er-mæz, emean, bara ha fourmaj, er-mæz ha prim ! » Fe ! senti a reont outan hag i d’an dour da glask gwelloc’h digemer en kof ar pesked.

Tammo dioute, koulskoude, na gemeront ket euz-eün hent an dour. Mes na chomfont ket pell dindan ma daoulagad. Setu kazi dioustu o kouean warne eur skubelen zikouret d’ober hec’h labour gant eur bannac’hik dour. Nag a labour he deuz hirie, ar skubelen baour ! Aboue ar beure na baouez eur mousik da gas ’nei en-dro : ’benn noz, sur mad, na vo ket enni bleo evit skuban, mes dent evit rac’han.

Kement gwech e tremen a-biou d’in, am me fent hag e krog ennon c’hoant da c’hoarzin.

Goall-glanv ’ta nan on ket, hag hen santout a ran mui-ouz-mui, War-dro div heur hanter, e chakan eun tamm bara am euz laket ’n em godel pan on diskennet d’ar zal-da-dibri evit esaat mernian. Mad-mad hen kavan hag hen miret a ran ar wech-man.

War-dro peder heur, c’hoaz eun tamm all : « Mad adarre, mar chom ! » e sonjan, Fe vad ! chom a ra.

Kriski a ra ma hardians ha, da bemp heur hanter, e lonkan ar skudellad souben dom a zigas d’in eur plac’h, eur vatez eman war he c’harg ar re glanv.

Eur goan skanv, kwita ? N’euz forz, mar he miran, e vo stad ennon. Evit ober d’ei ’n em blijout muioc’h en em c’hreiz, en em lakan da chutelat eur bolotennik berlingo a zo neve roet d’in gant unan euz an Tado. Herve ’seblant eo mad ar berlingo ouz kleñved an droug-mor. ’C’h æn d’ankouat laret am oa bet, da hanter inderv, digant an autro Chareton, eun hanter sitrons a reaz d’in ive kalz a vad ; da vihanan, pa oan o chutelat anean, e kaven berroc’h an amzer.

Pehini euz al louzo-ze an euz digaset anon e-barz ? N’oufen ket laret. Marteze zoken hini ’bed anê. Me ’gred eo æt ar c’hleñved en-dro e-unan, eur wech græt gantan e reuz.

’Benn serr-noz, en em zantan den aoalc’h adarre. Mont a ran d’ar zalud ha goude e silaouan an Tad Bailly a lavar d’imp kinnigan pep-hini e boan d’an Autro Doue evit ma talveo eur binijen. Lavarout a ra d’imp zoken (kaout ’ra dalc’h-mad an tu da zederaat anomp), lavarout a ra d’imp eun dra fentuz : « ’Vit bean, emean, eur pelerin ’vel eo dleed, eo red kaout an drouk-mor ; anez n’heller ket bean en gwirione eur pelerin a binijen. »

Ouz e glevet en em zantan *futetaet. War ma zu mad eta ec’h an da gousket.


————


XXI


Sulvez gant oferen bred, hep gouspero, avad. — A-biou da Gret. — Violanso war an daul.


D’ar zul, ar c’hentan a Wengolo. — War ma zu mad ive e savan ’vit ar beure. Sioul eo ar mor : na zav ken a oagenno warnan, hag ar belerined, holl pe gazi-holl, na zantont ket o c’halono o sevel en o c’hreiz. Leun eo ar chapel ’vit an oferen-bred evel nan eo bet gwech e-bed. Eman enni war eun dro an *dreizerien hag ar *verdeidi. Ar re-man zoken a dalc’h al læc’hio a enor, ar re dostan d’an auter-veur. Ya, ha delc’hel ’reont anê ’vel eo dleet : ofiserien, martoloded ha moused, holl e tiskoeont bean kristenien vad hag e fell d’ê heuilh gant aked o oferen. Evit kriski c’hoaz o fe, e rer d’ê, goude an Aviel, eur gaer a brezegen gant eur belek a zo aluzenner en ti Breudeur Marseilh. Eun dra, dreist-holl, a ra d’ê plijadur : gwelet tri velek ouz an auter war eun dro ; sonjit eta : « Eun oferen a daer wern ! » evel ma leront. Honnez eo an hini a *zere oute.

Goude meren e hadkrog ar mor da finval hag al lestr da zansal. Koulskoude, en despet da drouz an avel, na c’houit ket an Tad Leopold war ar brezegen ec’h omp ’boue ar beure en gortoz da gaout diwar-benn enezen Kret. Tostaat a reomp d’ei ha hast hon deuz d’he gwelet, rag an dud a vor hag an Tado a lar d’imp e harzo hi an avel hanter-noz da c’houean warnomp. Epad tost d’eun heur e komz d’imp diouti ar prezeger : ’pez eo bet ’barz an amzer goz ha ’pez eo breman. Gwechall e oa eur vro binvik ha brudet : unan euz he meneio, ar mene Ida, herve kreden ar baganed, e oa ganet warnan Jupiter, mestr ar fals-doueo. Eno ive e renaz Minoz, eur roue euz ar furan. Abred e teuaz Kret da anvout al lezen gristen hag he mirout a reaz betek ar c’houezekved kantved. D’ar c’houlz-ze, an Turked he flastraz hag a labouraz da vougan enni ar gwir fe. Aboue neuze ive e tigoueaz d’he c’honverz kouean hag he zud ac’h eaz da baour. Paour int c’hoaz hirie ha goall-eüruz, pac’h int goasket bepred gant an Turked. Koulskoude, aboue pemp bla ’zo, e zo roet d’ê eur rener kristen, ar prins Jorj a C’hres. Hep dale e kreder e voint distaget a-grenn deuz an Turki ha staget ouz ar Gres, ’vel m’o deuz c’hoant.

Meur a dra-all a lavar d’imp an Tad Leopold : mes n’eo ket hep poan. Re grenv eo red d’ean komz, p’an euz da drec’hi war vouez an avel.

Ha homan ac’h a bepred war grenvaat.

Dre ze na vo ket a c’houspero. D’ober petra ? N’hallfe ket an holl mont d’ê, penegwir eo krog adarre an drouk-mor d’ober e reuz.

War-dro pemp heur, evelkent, en em dres an amzer ; ec’h omp adaleg breman er goasked, o vean mac’h omp o paouez lakat enezen Kret etre an hanter-noz ha ni. Rei a reomp d’ei hon grad vad abalamour da ze. A-hent-all he deuz nebeut a dra evit plijout d’imp. Na diskoe d’imp nemet kerrek a goue a-blomm ’barz ar mor ha tosenno uhel a zav an eil war eben, Na dalv ket a boan, en gwirione, dilerc’han, ’vit he sellet, kouls koan, ha da bemp heur hanter e tiskennomp d’ar zal-da-dibri.

Eun dra iskiz a gavomp eno. War an daul, penn-da-benn e zo laket kareo koat, unan dirag pep debrer hag en pep-hini anê ar pez hon deuz ezom evit dibri : ar plajo, al loaio hag an treo-all : ar boutailho a zo en o gourve, skoliet a bep tu gant eur spoue. Evel-se na vo taulet na distaulet netra, daoust d’an daul da vranskellat gant al lestr.

Mes na dalvee ket ar boan kempenn an daul evel-se. Deut eo, ’n eun taul, an amzer da *habaskaat ha breman na zanter ket, koulz laret, a finvadenno. Lemel a rer eta ar violanso (evel-se a hanver ar stern a zo war an daul), ha prejan a reomp evel ar gwecho-all.

Goude koan e choman pell war ar pont, ’vel kalz a re-all, da zellet al loar o sevel a-uz da Gret : ru-tan eo, nemet eo sautret gant tammo melg, hag he *c’helc’h a zo reiz, nemet eo troc’het eun nebeudig war an tu deo tost d’ar kroec’h[sic], ’vel eun dorz vara voulc’het. ’Benn arc’hoaz ne vo ken ennan troc’h e-bed, rag arc’hoaz en em gav an daouzekved. Biskoaz na zo digoueet ganin gwelet al loar o sevel ken kaer, nemet digwener divezan. He sklerijen a zo distaulet gant ar mor ’vel gant eur mezelour : ken sioul eo an dour ha ken plen !

Nebeutoc’h c’hoaz evit an nozio-all e skwizan fenoz war ar pont. Pegement e vo kerse ganin brema-zouden santout tomder ar gabinen ! Koulskoude e tiskennan enni d’ar c’houlz ordinal ha tremen a ran enni eun nozvez vad.


————


XXII


Servij ’vit an anaon. — Tri dreizer bet kemeret war ar marc’had


D’al lun an eil a Wengolo. — N’hon deuz ket da glemm ar beure-man diwar doare ar mor. Gellout a reomp holl en em gavout er chapel ’benn 8 h. : eur zervij a ganer neuze ’vit an anaon ha, dreist-holl, evit ar belerined a zo digoueet d’ê, aboue ugent ’la zo, mervel war vor pe en Douar-Santel. N’euz ket savet a varc’h-kaon evit al libera. Mes achu gantan e oferen, ec’h a an Tad Bailly da lost ar vatimant hag e chom eno epad kan al libera, troet ’trezek ar mor ’vel ’trezek eur vered : kement hini a deu da vervel war al listri a ve taulet o c’horfo er mor.

D’ean eta e ro an Tad dour binniget ha moged ezanz evit e vinnigan ha, goude, en em denn, o lezel pep-hini ac’hanomp da ziskenn ennan e-unan ha da zonjal e c’hallfe marteze e gorf paour bean moret e læc’h bean douaret. Goude holl, forz ’zo pelæc’h ec’h ey hon c’horf da c’hortoz adkrigi da vevan, de ar varn divezan, betek mac’h ey hon ine dirag an Autro Doue ?

’N eur vont, n’hon deuz ket ken kalz aoun da vervel war vor, rag, an de war-lerc’h arc’hoaz, e tleomp bean en Jaffa.

Eur pelerin hepken, Jozef Holvecq, euz al Lorrenn, an euz kleñved : aboue Marseilh eo bet skoet gant an drouk-izili hag, aboue, ’man war e wele en hospital. Na ra ket gwell kalz, ha, ’met eur chanz braz an nefe, e renko chom en Jaffa da wellaat, e læc’h mont bete Jeruzalem.

Ar belerined o defoa an drouk-mor a zo pareet holl abenn breman, Gellout a ra an nen breman bale war al leur hep kaout da dioall euz e dreid, hep bean risklet da gerzet war gorfo astennet du-man ha du-hont, liou ar maro war o *dremm.

War raug ar vatimant, avad, e kavan hirie, ’vel an deio-all, daou den lived fall, azeed war gadorio. O vean na valeent gwech e-bed, me ’gave d’in e oant pelerined klanv gant an drouk-mor. Mes hirie on difaziet.

Goude meren, e c’houlan gant Yan Voris (eur pelerin euz Loudeak) hag heñ ec’h anve an daou den-ze. — « Ya vad, emean ; n’int ket pelerined, mes Arabed bet oc’h ober konvers en Amerik : emaint o tistrei d’o bro. Meur a wech am euz kauzeet gante ; mar keret, e lakin anoc’h d’ober anaoudegez gante. » — « Ya, aoalc’h ! » emon-me, ha setu ni o vont d’o c’haout.

O bonjouri a ran ha kentan gir a glevan digant unan anê ec’h eo « katolik ! » Komz a reont ar gallek rez aoalc’h evit bean intentet ganin hag, evel-se, e teuan da c’hout ec’h int daou varc’hadour euz Betleem, æt da Vale bro ’vit gonid o bara. Seiz ’la ’zo, e oant o chom en Porz-ar-Prinz, unan ouz kærio enezen vraz Haiti. Ar vro-ze, ec’h a, bep pla, kalz a visionerien yaouank euz Breiz da labourat enni, goude ma vent bet stummet en kloerdi Sant-Jakez[11]. Nan eo ket yac’huz, hag hon daou Vetleemad, goall-gaset gante o yec’hed, a oa poent d’ê dont d’ober eun dro d’o bro evit adneveaat o goad. Deut int, eta, da Vro-C’hall, ha prenet o deuz en Pariz, ’n eur dremen, eur bern marc’hadourez a gasfont gante pa distrofont d’Haiti ’benn seiz pe eiz miz. Da c’hortoz, o deuz kemeret o zro euz beaj an Itron-Varia-Zilvidigez evit dont da welet o mamm-vro, wardro ganimp.

E-kreiz mac’h on oc’h ober kauz gante, e teu davedomp eun autro-all hag a zeblant bean eur mignon d’ê ha pleustri anê kazi dalc’h-mad. Hag, evit gwir, bean eo unan euz o c’henvroiz. Arab eo evelte, pac’h eo ganet en Jeruzalem. Eur pennadik ’zo, eman o chom en Lourd e læc’h e talc’h eur stal hag eun hostaleri gant eur breur d’ean ; Jozef Marroum eo e hano. Stad vraz ’zo ennan o tiviz ganimp. Rag setu digare d’ean da bedi anomp da zisken en e di pac’h efomp da Lourd, ha da vont d’ober ive hon frenao ’ti eur breur-all d’ean a dalc’h eur stal en Jeruzalem, ’kichen ’ti Itron Varia Frans, ’læc’h e tleomp disken. Hag heñ o kontan d’in gant plijadur piv eo e vreur Franses, pesort den a zoare eo en Jeruzalem, penauz eo bet kemeret a neve zo da rener gant Breuriez sant Visant a Baul ar Be-Santel, ha me oar petra c’hoaz ? Red eo d’in hen ansav breman : na blije ket kaer d’in neuze e stumm da veuli kement-se e dreo, e vreudeur, ha treo e vreudeur.

Aboue, e zo digoueet d’in gwelet, me ma-unan, na lare nemet ar wirione, da vihanan diwar-benn e vreur Franses. Bean eo heman eur c’hristen euz an dibab. ’Læc’h ’mo da laret divezatoc’h ar vad a ra en Jeruzalem.


————



XXIII


Eur gauzeaden diwar-benn skol-veur Loven[12]. — Itron Varia Lourd, pedit evidomp !


Breman, ’vit na dalein ket pelloc’h, am euz da laret penauz eo impliet ganimp war al lestr hon abardevez.

Da eun heur e klevomp eur brezegen greet d’imp gant an Au. Thierry, eur belek disket braz euz a Vro-Velg, a zo kelenner en Skol-Veur Loven : « Ouspenn mil den yaouank, emean, a zo o studian er skol-ze dindan kant mestr a ro d’ê kentelio a bep sort skiant. Ha na goust ket eur gwennek d’ar gouarnamant : ar pemp eskop a Vro-Velg en em zikour evit dastum ar pemp kant mil lur a ve ezom bep pla evit delc’hel an ti.

Na oufe den gouzout ar vad a ra ar skol-ze en dro d’ei. Mar eo ken brao bevan breman en Bro-Velg, mar ren eno a-gevred, hep noazout an eil d’eben, ar fe gatolik har ar gwir frankiz, ec’h haller laret d’ei trugare : ar bautred yaouank a ve kelennet ganti a ra dioute tud a spered, tud a galon ha tud a benn, barrek da urzan peb tra evit brasan mad an holl. »

— « Oh ! ma vije kont evel-se en Bro-C’hall ! » setu ’pez a laromp an eil d’egile goude bean klevet eur brezegen ken kaer !

Da daer heur, eur brezegen gaer all, pe gentoc’h pevarzek prezegen gaer : evit skrivan donoc’h en hon c’halon ar gentel drist mes talvouduz o deuz roet d’imp ’vit ar beure ar pedenno ’vit an anaon, en em laka an Tad Prunier, rener kouent an Itron Varia Delivrans (tost da gær Caen), da gomz d’imp euz ar maro, ’n eur displegan d’imp ar pevarzek poz euz hent ar groaz.

Koulskoude, ne chomo ket hon spered en kaon dindan sonj ar maro, bete fin an de. Eul *lid kaer ’zo da vean hag ac’h a da zederaat anomp : eur prosision en enor d’an Itron Varia Lourd.

Goude koan e roer d’imp bep a c’holoen hag en em lakomp en urz evit ober diou wech an dro d’ar vatimant. Ober ’reomp eur poz er penn arauk ’læc’h e zo savet eur roc’hel, eur c’hao enni, evel en Lourd, hag er c’hao-ze skeuden wenn ar Werc’hez dinam.

’Uz d’ean, e-pign ouz kerden al lestr hag ouz pondale ar c’hommandant, e zo leternio paper a bep sort liou, sklerijennet a-ziabarz gant golo ha hijet gant an avel. Ha n’eo ket an Tado hag ar veleien o deuz kempennet an treo ken brao en-dro d’ar Werc’hez, an ofiserien hag ar vartoloded eo.

Ar wech-man e welan gant ma daoulagad pegen braz, pegen tener eo karante ar verdeidi evit an hini a rer anei Stereden Vor. Ar c’hommandant ive ha pevar pe bemp oflser a zo en renk ganimp, en o dorn bep a gantoul-c’holo. Kanan a reont eveldomp a greiz kalon. Beteg ’barz ar c’hegino, pa dremener dirake, e klever pautred o kanan : Ora pro nobis ! Ar re-man n’o deuz ket gallet dont da gemer renk ’barz ar prosision ; lod a gemeront, avad, en enor a reomp d’an Itron Varia.

Goude an dro gentan en em vodomp holl gwellan m’hellomp en dro d’ar roc’hel gleuz hag e selaouomp eur gir bennag, girio tanek, a lar d’imp an Tad Leopold. Etouez e gomzo, e virin da viken envor euz ar re-man : « Epad mac’h omp aman, emean, kollet war ar mor braz, oc’h enori ar Werc’hez dinam hag o pedi ’nei ’vit hon bro, du-hont war douar Bro-c’hall, e-harz ar meneio Pirene, e sav mouezio-all, mouezio breudeur bodet a villiero ’vit meuli ha pedi mamm ha rouanez hon bro, ’Pez a reont du-hont, ’pez a reomp aman, ar stered a lugern ’uz d’hon fenn en bolz an nenvo, a c’hell hen gwelet hag, a dra zur, sello hon Mamm Zantel a goue warnomp euz an nenvo hag he diouskouarn a selaou hon feden. Pedomp eta, ma breudeur, ha pedomp gant fianz. »

Achu ar brezegen, e kroger gant ar Magnificat (war don Ar Roc’h[13], mar plij), ha kerkent an treo da strakal ha da luc’han : Diwar pontik ar c’hommandant e tenner eun tan artifis. Pa zav a-bik uhel-uhel, ’vel eur c’hlasten voan, peb lostennad poultr tanet, e seblant kas d’an neñvo pep-hini euz pozo hon c’han. Pebez dudi ’vit hon daoulagad ha ’vit hon c’halon !

Ober ’reomp c’hoaz en eur ganan hag hep skwizan eun dro d’ar pont gant ar prosision ha neuze ’c’h eomp d’ar chapel da digemer bennoz ar Zakramant.

Ha setu klozet eun devez talvouduz meurbed evit hon ine : adneveaet hon deuz diou zevosion ha n’heller ket bean hepe eur gwir gristen : hini an anaon ha hini ar Werc’hez gloriuz Vari.


————



XXIV


’Rauk arruout en Douar Santel. — Kont a Biellat hag e alio. — Terzien ar pako


D’ar meurs, an dried a wengolo. — Adalek mac’h on dihun, da laret eo war-dro peder heur, ec’h an da *gibellat en eur gabinen a zo auzet evit se. Netra æzetoc’h : n’euz d’ober nemet trei ibilh-stouf eun duelen ha, dioustu, e koue diouti, en eur flistran, dour mor hag a garg en berr amzer eul louer varbr wenn. *Peuzklouar eo an dour : ken tommet e ve, epad an de, gant an heol ! Pa ’pe en em em oalc’het ennan, e lausket anean da redek en eur jechan war eur chadennik : distoufet ’peuz eun toull a zo e fonz al louer ha, ’n eun taul, ho peuz hi goullonteret.

Oh ! nag a vad a ra ar goalc’h-man d’in ’vit ar beure o sevel euz ma gwele ! distanan ’ra ma c’horf, dic’hourdan ’ra ma izili ; laouenaat ’ra ma c’halon ! Mar ’mije gouveet arauk dec’h e c’helle an *dreizerien *kibellat, pep-hini herve e c’hoant, a dra zur, n’am mije ket gortozet hirie ’vit kemer ma c’hibelladur kentan. Epad an distro, me anve unan hag a oaro ’n em digoll war ar poent-man !

Goude bean oferniet ha leinet, e lennan eun dra bennag diwar-benn an Douar-Santel, rag tostaat a reomp d’ean.

Arc’hoaz ar beure, mar he bolante Doue, e vefomp dirakan.

Arauk beaji ennan, e fell d’in anveout eun tammik e zoare. Bete vreman, n’am euz græt kazi netra evit se, da vihanan aboue ’c’hon war vor, abalamour, — piou am c’hredo ? — abalamour n’am euz ket bet amzer. An Tado renerien o deuz urzet pep mare euz amzer an dreizerien gant kement a ijin, ken n’o deuz ket amzer da goll, mar reont pep tra ’vel eo dleet, dreist-holl mar plij d’ê, evel d’in, skrivan eun draik bennak bemde, evit delc’hel sonj euz ’pez a ve c’hoarveet.

Kauzeaden eun heur, hirie, a zo græt gant an autro kont a Biellat, eun autro bet gwech-all pinvik braz, an euz laket e holl danve en obero mad a ra en Jeruzalem aboue pemzek vla ’zo, Eur glac’har dispar en doa bet o koll e wreg hag, o vean n’an evoa ket a vugale, en em oestlaz heñ e-unan, hag e oestlaz e vado d’al læc’hio santel.

An autro kont a Biellat ’n euz savet, dreist-holl, eur c’hlanvdi, hini sant Louiz, unan euz ar re gaeran a zo bet savet en Jeruzalem gant Europeiz. Bean hon defo da gomz c’hoaz dioutan, pa ’man ’stok da di Itron Varia Frans. Eno o chom ive an autro Piellat, a dremen an darnvuian euz e amzer en Douar-Santel.

Gwech ha gwech e ra beaj Bro-C’hall evit pleal gwelloc’h gant e obero madelezuz ha setu petra a dalve d’imp hirie an evurusted da gaout anean d’ober d’imp hon displegaden pemdeziek.

Ya, eur gwir evurusted : rag anvout a ra an Douar-Santel ken rez hag a anveomp eur vro, hon deuz chomet pell enni. Barrek eo eta da rei, diwar-benn e vro neve, alio ha poell enne : Petra a zo yac’huz d’ober ha petra nan eo ket, penauz pleustran an Arabed, tud trubard na glaskont nemet *touellan Europeiz, o laerez ha bevan diwar o c’houst.

« Pa vo d’ac’h, emean, da diskenn euz al lestr, taulet ple d’ho pakajo, Mar gint fetiz, staget oute eur paper a vo roet d’ac’h gant an Tad danzeer : heñ ’rey marc’had evit dougen anê euz al lestr betek ti-gar Jaffa. Ar pakajo skanv, avad, eo gwell d’ac’h dougen anê en ho torn : anez-ze e vefent risklet da vean laket a goste ha laeret gant an dougerien. Mar keret c’hoaz, e rofet anê da dougen d’eur pautrik bennag, gant ma tivisfet a-rauk e heuilho bepred anoc’h. Mar na ve ket dalc’h-mad ho lagad o paran warnan, e kemero an tec’h gant ho tra ha setu c’hwi tapet. Pa vefet arru en ti-gar, mes kammed araug, roet d’ean eur « bakchich » da laret eo eun tamm gwerz butun. « Bakchich ! » ar gir-ze a vo torret ho penn gantan. *Hogen n’it ket da digeri ho yalc’h nemet græt e ve bet d’ac’h eur vad bennag, Neuze ’rofet d’ho Turk (na laran ket pe d’ho Turkez, rag an Turkezed a zo nebeud anê war ar bale ha n’efont d’ho kæ), neuze ’ta rofet d’ho Turk eur pezik gwenn a dalvoudegez pevar pe dek gwennek. Mar keret, ive, e rofet d’ean monei turk ; unan pe daou pe dri vetallik. Pep-hini anê a dalv war-dro eur gwennek hag eur c’hartouron. Gwell eo gant an Turked, avad, hon fezio arc’hant, dreist-holl ar re eman warne skeuden Napoleon. Aour n’ho po da zispign nemet ’ti ar varc’hadourien. Mar dispennet eur pez melen bennag, taulet evez ma vo roet d’ac’h en arc’hant eun dra bennag e tu-hont d’e dalvoudegez ; rag aour Bro-C’hall an euz er vro-ze eun dalvoudegez dreist.

« Evit ’pez a zell ouz ho yec’hed, dioallet ervad da vont e-mæz, — na war greiz an de : risklet ’vefec’h da vean skoet gant eun taul-heol, — na goude serr-noz : tapout a rafec’h buhan arouez ha terzien da heuilh an arouez. An derzien, setu ar c’hleñved ho peuz, dreist-holl, da zioall outan.

« Arabad e vo d’ac’h mont e-mæz hep kaout war ho tok hag e-pign outan eur ouelik lien pe goton pe « vouselin » gwenn, a diskenno war chouk ho kil evit hen disheolian. An domder n’eo ket ponner *iskiz hag an amzer n’eo ket goall-zec’heduz : rak Jeruzalem a zo war an uhel (700 metr a-uz d’ar mor) ha santout a rer bepred eno eur bannac’h avel e-kreiz an domder. Koulskoude, sur mad, e santfet sec’h aliez ho korzailhen. N’it ket neuze da evan dour rig. Dour ar vro nan eo ket yac’huz d’evan. N’eo ket dour andon, dour glao eo, bet miret pell amzer en punso ledan kleuzet dindan an tier e-barz ar roc’h, ha gwisket a ziabarz gant simant. Yen-skorn eo ive ar seurt dour. Evit hen evan e fell troc’han ’nean gant douren sitrons pe gant eun daken sirop.

« Gwelloc’h c’hoaz e vo d’ac’h, pa vefet en Jeruzalem, mont da gaout C’hoar Josefina, eman war he c’hont apotikeri klanvdi sant Louiz ; en he stal e kavfet, e pep mare, dour tomm bet bervet ennan eul louzaouen hanvet tro-heol. Netra a welloc’h da derri ar zec’hed. Na gousto d’ac’h mann ebed. E tu-hont da ze, evit lemel an divlaz anean, mar keret, ec’h evfet c’hoaz eur bannac’hik likeur græt gant al leanez, peadra da adnerzan neb a zo digalon. Evit netra c’hoaz ! Gwir eo, mar peuz c’hoant da dic’haouan al leanez euz ar boan a gemer da ober d’ac’h vad ha plijadur, e hellfet prenan en eur stal-all, a zo ’kichen an apotikeri, an treo ho po da gas ganac’h d’ar gær evit kaout *koun euz ho peaj, e læc’h mont da brenan ’nê e stalio kær.

« C’hoar Tro-heol[14] » (rag al lez-hano-ze a roer d’ei gant an holl) a zo ’kichen hostaleri Itron Varia Frans : eun nor da zigeri, eur gammad pe diou d’ober, ha setu c’hwi dirag ar gauter vraz, eman enni al louzaouen vurzuduz o virvi.

« Evet euz an dour-ze pa ’po sec’hed, ha n’ho po ket a geu. »

Setu aze darn deuz an alio a ro d’imp an Au. kont a Biellat. Pegen gwir ec’h int, gwelet e vo ze hepdale.

Senti ’rey ar belerined oute, ha gwell en em gavfont a ze.

Da c’hortoz, e krog en holl terzien ar pako, eun derzien, me ’lar d’ac’h, hag a lak o goad da virvi.

Dioustu goude ar gauzeaden en em lakont da bakan o stal, an eil goude egile, avad, en pep kamprik ; rag n’heller ket kaer labourat enni daou war eun dro ; ken enk ec’h eo !

Da daer heur, eun taul kloc’h, hag an holl raktal d’ar chapel evel an deio-all evit hent ar groaz. Biskoaz kement-all ’nefoa gwelet an Tad Bailly : « Ar gwecho-all e lavaraz d’imp goude ar pedenno, eur wech krog da reizan pep tra ’vit an disken, na gave ket an hanter euz ar belerined amzer da zont d’ar pedenno divezan, Hirie eo kement ho podadek hag an deio-all : æzet eo gout na n’euz ket a verc’hed ar wech-man etouez ar belerined, Ar bautred na ve gwech ebet gante kement a chare. »

C’hoarzin a reomp eun nebeudik o klevet an Tad Rener, ha ze ’digoue ganimp aliez : eur fentigel bennag en deuz ar peurliesan da laret d’imp hag evit gouzout an tu d’he distagan n’en deuz ket e bar.

Da c’hortoz koan, e peureünomp pep tra en hon zeier hag en hon c’houfro ha, goude koan, evit didui anomp, e zo eun diskoue taulenno skeudek diwar-benn kærio ar Sisil.

Goude ar zalud, ec’h on o tanzen mont da glask ma loch, pa digoue d’in gwelet eun dra fentuz.

Aboue an abarde, eo bet distaget bagik ar c’hommandant euz ar c’hrog a oa en-pign outan hag izelaet da vean a-rez gant ar pont : evel-se e vo prest da gemer ar mor arc’hoaz ar beure, beure mad. Na n’euz breman nemet eur c’haolad d’ober hag e ver enni. Ac’hanta ! unan euz ar belerined n’hell ket harz da lampat ebarz goude ar pedenno. Eman en sell, marvad, da gousket eno ’vel en eur c’havel, Mes eun ofiser da deul ple d’ean : « Hop, ma den mad, e-mæz, mar plich, e-mæz ! » Finvaden e-bed ! Eun tamm hij græt d’ean a deu a-benn d’hen dihuni ha neuze e tistro davedomp, *anoaz ha drouk ennan evit bean bet tennet euz e nez.

Me ’c’h a d’am hini dioustu, rag arc’hoaz e vo red diblouzan abred, ha c’hoaz e vo d’en em diluian evit auzan pep tra ’benn koulz an disken.


————


XXV


Dirak Jaffa : an Angelus. — Eur skrilh. — An disken


D’ar merc’her, ar bevared a Wengolo. — *Streuvel vraz adalek taer heur. Eun tenn kanol, lausket gant hon lestr evid saludi an Douar Santel, an euz dihunet an holl hag ar veleien o deuz savet prest goude evit ofernian. Me ’lar ma oferen war-dro peder heur hanter. Ec’h on o laret, en ho goude, ma feden a drugare, pa glevan o son eur c’hloc’hik a sko tri daul sklintin hag e santan aoalc’h nan eo ket kloc’h ar *bourz, Pebez levenez a ya neuze ’n em c’halon o sonjal penauz, dre-holl er bed katolik, en Azi koulz hag en Europ, en Jaffa koulz hag en Gwengamp, e ve saludet an Itron Varia d’an *hevelep heur gant kloc’h an Anjelus ! Gwir eo pemp heur Jaffa n’eo ket pemp heur Gwengamp : en Breiz n’eo ket breman en tu-hont da div heur hanter.

Kement-man a digas d’in envor euz eun dra hag a dlejen bean bet komzet anean pell ’zo. Bemde e chanje an heur war al lestr dre ma kerzemp bemde war du Sav-heol.

Eur pennad goude meren, e ræ ar c’houitel-vapeur eur skrijaden ’vit rei da c’hout d’imp pegoulz e vije kreiste d’an heol. Neb a felle d’ean lakat e vontr da heuilh an heol a renke neuze boutan an noade[sic] vihan war rauk eun dek pe daouzek munuten bennag.

Breman ’ta eo pemp heur en Jaffa ha war-dro c’houæc’h heur e tle bean an disken. Amzer am euz d’ober ma fedenno war o hed. Poan, avad, an euz ma spered da asanti gant ma geno ar beure-man. Bremazonn trouz kloc’hik Jaffa a lake ’nean da redek ; setu c’hoaz eun drouz-all hag ec’h eo c’hoaz eun dudi hen klevet : mouezik flour eur skrilh a deu bete ma diskouarn. Aboue on war al lestr, n’eo ket digoueet ze ganin. Daoust perag e kan evidon loenik Doue hirie ’vit ar wech kentan ? Me ’gred e sant heñ ive an douar hag e trid evit se e dammik kalon. Ma ! lakat ’ra e gan ma hini da dridal ive.

Ya, stad vraz a zo ennon o sonjal ec’h an da gwitaat evit eur pennadik al lestr-man, ec’h on krog da skwizan warnan. Bremazonn e lakin ma zroad war an douar stard hag an douar-ze eo an Douar Santel. Evit kerzet warnan ec’h on deut ; rei a ra Doue d’in ma mennad ; trugare d’ean !

Ha setu distro ma spered d’ar gær, e-unan penn, ha deut da gemer lod en peden ma muzello, rag daoulinet on er chapel ’vit trugarekaat an Au. Doue goude ma oferen.

Leinan a ran breman hag en eun doare fetisoc’h evid ar beureo-all : na vo ket meren hirie ac’han da eun heur, pa vefer arru en Jeruzalem. Da c’hortoz, begad e-bed nemet eun tamm kreun ’barz an tren da goulz adlein.

’Benn ec’h on distro war ar *bourz, e kavan ’nean henvel ouz eur vodennad merien : martoloded ha *treizerien a ya hag a deu, prez gante. *Dremmo neve ive a welan : pemp pe c’houæc’h Arab o deuz kavet, a-benn breman, an tu da dont war al lestr hag a zo krog da chouketa sammo ponner. Setu ive bagik vihan ar c’hommandant o tont da gas d’imp, eun drapo a dri liou stignet a-uz d’ei.

Bet eo laket er mor ar beure-man, dal m’eo bet taulet an heor, hag æt eo bet enni ar c’hommandant ha medesin al lestr ’vit mont da gerc’hat medesin an Turked : ken ’nefo gwelet heman ha bean ’zo kleñved staguz e-bed war al lestr, n’hellfomp ket disken.

Setu ’nean o tostaat d’imp war ar vagik. Tremen a ra etre ar bago a zo en-dro d’hon lestr, o c’hortoz kemer ac’hanomp, ha neuze e sav war ar *bourz : eun droik hepken a ra, ha dioustu goude, e kroger gant an disken.

O vean ma ’n em gavan ’kichen an toull a droc’h kleud-tro al lestr e keñver ar *vinz, e c’hellan kavout plas ’barz ar vagik kentan, Eun tregont bennag ec’h azeomp enni gwellan m’hellomp ha diou roenv da skei an dour raktal ha war eun dro. Evit en em glevet, e lausk ar bautred a zo krog enne, hopadenno spontuz. Ha, mar geo mad o c’horzailhen, e tle bean mad ive o bruched hag o divræc’h. Jechan ’reont war o benvek bete c’houezan brein. Eur c’hart leo pe dost a zo da dreuzan ; ’c’hanta, bageal a reont ken buhan ken na lakomp ket kalz en tu-all da bemp munut evit tapout ar *ribl.

’C’h æn d’ankouaat laret perag nan eo ket deut hon lestr da digas ac’hanomp beteg an douar. Na oa ket evit hen ober. Na zo en Jaffa porz e-bed ; eur regennad gorrek a zo a-hed an aud hag a harz al listri braz da dostaat. Eun toull hepken, eun toull moan a zo ’barz ar gouriz mein hag a c’hell ar bago bihan hepken tremen drezan. Me ’oar ervad e vije gallet, ouz ar red, lemel ar c’herrek alese gant tenno poultr ; mes an Turked n’o deuz nag arc’hant, nag ijin aoalc’h d’ober ze.

Da c’hortoz ken e vo græt eur porz-mor en Jaffa, e zo eno kalz a vageerien hag a c’hone o bue o tremen hag o tistremen tud ha marc’hadourez etre an douar hag al listri braz.

Ni a bæ hon re gant eun tamm paper an euz koustet d’imp dek kwennek war al lestr. Int-i, gant diskouel o fapero, a vo pæet diouz ze. Evel-se int harzet da laerez ac’hanomp war ar priz.

Pa o deuz laket o bagik ’stok d’ar *vinz-vein, e tremenont o daouarn dindan hon c’hazel hag e skoaziont ac’hanomp da vont e-mæz. Ha setu ni war an Douar Santel !


————


TRIED PENNAD


————


EUZ A JAFFA DA JERUZALEM


I


Pok d’an Douar Santel. — Eur « voskeen » dister


D’ar merc’her ar bevared a Wengolo. — Kentan tra a ran, eur wech kemeret troad ganin war an Douar Santel, eo poket d’ean. An holl belerined a ra ze, ha gant pebez kalonad en o c’hreiz ! Tremen a ra dre o spered an holl c’hraso an euz skuilhet an Autro Doue war ar vro-man epad pevar mil ’la, aboue krouidigez ar bed bete donedigez hon Zalver : aman e vevaz pobl Israel, ar bobl na oa nemetan d’ansav, d’*azeuli ha da zerviji ar gwir Doue, ar bobl a dlee dont dioutan an Hini a lakje ar peuc’h etre Doue hag an den, hon Zalver Jezus-Krist, gwir Doue ha gwir den war eun dro. Aman e vevaz hag e varvaz Jezus dre garante ’vidomp ! Aman e hadaz greunen an Aviel, deut aboue da zevel ha da vean eur ween vraz a danver breman he freuz binniget en kement læc’h a zo dindan an heol. An douar-man, an euz bet redet warnan ive, e mare ar c’hroazadeier, goad hon zud koz, deut d’hen difenn eneb an Turked dife ha digar, ar goad a red en hon goazio-ni.

Setu petra a zonjomp holl o poket da gæ Jaffa, ha meur a hini ac’hanomp n’int ket ’vit harz da c’hlebian ’nean gant o daelo.

A-boan eo bet d’in bean savet ha bean ’n em laket da gerzet, ma santan an douar o krenan ha, koulz laret, o kouac’han hag o tec’hel dindan ma zreid evel pa vijen c’hoaz o kerzet war leur al lestr : peadra da rei da gredi d’ar re am gwele o kerzet e oan mezevennet.

Ze, avad, na bad ket pell : adkustumi a ra buhan ma zreid pouezan war an douar. En em stardan ’reont war an hent meinet fall a zav euz ar mor da greiz kær. Poultr e-leiz a c’holo ’nean. Ha pegen moan ! ha pegen kamm ! En daou du, tier vil, tier paour, a-wejo enne stalio louz. War hon dorn mad e kavomp eun nor goz, *kelc’het euz kroec’h, ha ni da dremen dindani ha da ziskenn en eun ti a gavan henvel aoalc’h ouz diabarz eur forn ; ar magorio ’zo e noaz. — « Daoust petra eo an toull-man ? » a laromp an eil d’egile. — « Aman, eme hon fautr a-raug (unan euz an Tado yaouank deut euz a Jeruzalem da benn-hent d’imp), aman en em gavomp en eur « voskeen » da laret eo, en eur sort iliz goestlet, gant an dud divade, da Vahomet o falz profet. En homan, dre mac’h eo bihan ha paour, hon deuz gallet dont hep lemel hon boto ; red e vo d’imp, avad, hen ober kent mont en moskeenno meur Jeruzalem.

Mar gomp deut da welet homan, eo ’vit kerzet, ni hon-unan, e læc’h ma kerzaz, ’læc’h ma kouskaz gwech-all sant Per ha læc’h e welaz, dre e gousk, treo burzuduz. Deuet e oa, galvet gant ar Spered-Santel, da welet Simon ar c’hivijer a oa o chom aman. »

Poan hon deuz o kredi e c’hell ar Vuzulmaded (diskibled Mahomet) sellet an toull vil-man evel ti Doue.


————



II


Jaffaiz : piou ec’h int ; penauz int gwisket


Koulskoude, pa daulomp ple, goude bean æt e-mæz euz ar voskeen, d’ar re a ya da bedi enni, e kavomp eo kaer aoalc’h evite. Daoust d’ê da vean korfet brao, an neuz an nen ’vel heug ha rukun o sellet ouz meur a hini anê gant a louz ec’h int, gant a vil ec’h int gwisket.

Na damallan ket ze d’an doare o deuz d’en em wiskan, Darn anê, sonn a-benn, ha d’ê eur c’haer a varo du, o deuz neu da dougen war o fenn an « tarbouch » eun tok mezer ru, moanoc’h euz kroec’h evit euz traou, pe an « turban », eur sort lien pleget a lakont d’ober diou dro d’eur bonnet plad. Gant neu ive e tougont eur zæ lausk a disken d’ê betek o zreid, starded a-geñver o c’hof gant eur gouriz ler : war o zæ eur vantel hir a c’holo d’ê o chouk hag o diskoa. Darn-all, e læc’h ar zæ hag ar vantel, o deuz eur gwiskamant henvel ouz hini ar « zouaved », da vihanan ’vit ’pez a zell ouz ar gwiskamant dindan : eur roched hir-hir tronset izeloc’h ’vit o daoulin e stum eur brago ledan ; warni eun tamm sæ skanv ha moan, faoutet a bep tu a-geñver an daoulin, evel losten eur roched. Dont a ra breman zoken ar re ’zo gwisket er stum-ze da gemer war o zæ skanv eur porpant hir, ar porpant a douger en Europ.

Neuze, avad, ec’h int dizneu, dreist-holl pa ve gwelet en o c’hichen pautred ar zæ ledan hag ar vantel hir. N’oufet gwelet neb læc’h tud kaeroc’h gwisket evit ar re-man, ma na vije ket war o c’hein, ar peurvuian, driulho louz ha hanter vrein. Komz a ran, dreist-holl, euz ar Fellahed, da laret eo euz ar vicherourien hag euz an dud diwar ar mæz.

Ar re-man a gavomp kalz anê war hon hent, pa hon deuz tapet eur ru neve, eur ru ledan a gas da leur ar marc’had. Euz ar mæzio e teuont hag emaint o vont da glask gwerz da bep seurt tammo treo ; freuz dreist-holl a welan gante ha koat gwriennek ; ar freuz e-barz manio hag ar c’hoad e-barz seier pe rouejo. Karr e-bed, avad, evit dougen o marc’hadourez ! sammet o deuz anei war gein *kanvaled pe ezen. Darn a zo hag a doug anei war o chouk pe war o fenn.

Gwelet e ve liesoc’h a blac’h evit a bautr sammet : er vro-man, ar goasan d’ober a ve dalc’h-mad evit ar merc’hed. Hag arabad eo d’ê c’hoaz en em glemm… pe anez ! Emeint, koulz laret, dindan dreid ar bautred.

Gwisket paour ec’h int, Ha, koulskoude, reud o gouk ha sonn o fenn dindan o zamm freuz, o deuz a-wejo kalz a neu gant ar ouel wenn ha hir a disken war o chouk : eur gwiskamant ’vel an hini e ve roet d’ar Werc’hez Vari en he skeudenno.

Evel-se eo gwisked ar fellahezed, da laret eo ar merc’hed a renk izel.

Ar re-all, da vihanan ar re vuzulmad hag ar re gristen, n’eont gwech e-bed e-mæz euz o zi hep bean ’vel paket a-bez en eur vantel wenn a goue, euz araug hag euz adre, adalek o fenn betek o zreid. Eun tammik mouselin pe lien tanau-tanau o deuz zoken dirag o *dremm evit he c’huzan.

An holl verc’hed yuzev a ve dispak gante o dremm ; evel-se int æzet da anveout e-touez ar merc’hed-all a renk uhel.

Ar bautred yuzev a vije diæz aoalc’h d’anaveout etouez ar Vuzulmaded hag ar Gristenien, panevet o deuz eur fri hir ha kamm, hag, a bep tu, eur guchennad vleo a disken ’hed o *ividik. A hent-all, evit o dilhad, e heuilhont giz ar vro. D’ar gouelio, koulskoude, ec’h int kempennet kaeroc’h : bean o deve neuze eur porpant hir græt gant voulous luc’h ha, war o fenn, eur bonnet kroc’hen blevek, an eil hag egile treo a dalvoudegez vraz. Æzet eo gout n’eo ket arc’hant a vank d’ar re o doug.

En Jaffa ’vel e læc’h all, ec’h eo ar Judevien ar pinvidikan. Al loden vraz euz ar c’honverz a zo etre o daouarn. Na n’euz ket, avad, kement anê hag a Vuzulmiz, na tost : ar re-man a c’hell bean anê eun daouzek mil bennag, war-dro an hanter euz tud kær. A geñver d’ê e zo pemp mil Yuzev ha c’houæc’h mil kristen. Arabek a gomzont holl, nemet eun Turk bennak a gomz evel ma komzer en Konstantinopl ha, c’hoaz, o *yez n’eo ket goall dishanval deuz hini an Arabed.


————



III


Skolio kristen Bro Siri. — Klanvdi Sant-Louiz.


E skolio ar « breudeur » hag ar « c’hoarezed » e tisker d’ar vugale lenn ha skrivan, hag ive komz gallek, An emzivaded hag ar re a ve bet dilezet gant o zud a ve disket d’ê ive al lezen gristen. Ar re-all, na glasker, e nep giz, pa ’c’h int c’hoaz bihan, o distagan euz o fals-kreden, daoust d’o zud.

Roet e ve ar skol evit mann. Peadra, kwita ? da lakat anoc’h souezet, lennerien ger ! Daoust penauz e c’hall neuze o mestro hag o mestrezed bevan ? Ma fe vad, gant an aluzenno a ro d’ê Breuriez ar Fe hag ar gristenien vad, ha gant eun tammik arc’hant an euz roet d’ê, bep pla, gouarnamant Frans, bete vreman : marteze, eur bilhet a vil lur da bep ti-skol…

Skrivet am euz « bete vreman » ; rag er Senat hag er Gampr ec’h eneber breman kement eneb hon relijion, ken am euz aoun na rofe ken Frans gwennek e-bed *hiviziken da skolio kristen ar Zav-heol, war digare ec’h int dalc’het gant leaned ha leanezed.

N’hello ket ar skolio-man neuze, a dra zur, chom en o zav, nemet dont a rafe d’ê skoazel euz a læc’h-all. Bro-C’hall n’he deuz aman skol-all e-bed ; ar mestro hag ar mestrezed skol laik a gav re boaniuz pleal aman gant o micher, hag ec’h eo gwelloc’h gante chom en o bro. N’euz ket læc’h da c’hourdrouz anê ’vit se. Petra bennak n’int ket, ar peurvuian anê, euz an dud n’o deuz na bugel nag *ursel : dimezet int ha dre-ze na ve ket mad d’ê mont da dismantr yec’hed ha bue en broio ha nan int ket goall yac’huz. Mes, da vihanan, pa gaver leaned ha leanezed a volante vad da derc’hel o læc’h, petra a virfe da rei skoazel d’ê ?

Ouspenn o zi skol, o deuz leanezed sant Josef eun hospital a doug hano sant Louiz. Eun hano binniget aman gant an holl ! N’ankouaer ket ar vad a reaz ar roue santel, er vro-man, dreist-holl en Jaffa, pa deuaz di da goulz e groazadek kentan (1253). Neve zavet eo ar c’hlanvdi-man ha, koulskoude, e zo ebarz klanvourien e-leiz. Aman e lezfomp an Autr. Jozef Holvek, ar pelerin a zo bet klanv war al lestr ha nan eo ket c’hoaz yac’haet.

Ni, a drugare Doue, a zo yac’h ha diskwiz ; ha dioustu hon deuz da dic’hourdan hon diouhar. Ober ’rer d’imp pignal war leur-doen ar c’hlanvdi. Ya, er vro-man, an tier, e læc’h bean goloet gant mein glaz pe deol, e zo warne eul leur simant. Homan, gwelloc’h evit eun doen, a harz an domder da vean santet en tier. E tu-hont da ze, an dour glao a goue warni, a roer tu d’ean da zisken en eur seurt puns hanvet « sitern », don ha ledan, a zo bet kleuzet dindan an ti hag a ve miret ennan dour.

An dour-man a ver rekouret gantan, en *damani n’eo ket stank dre aman an andonio nag ar goajo glao.

Euz leur-doen ar c’hlanvdi e welomp kaer Jaffa a-bez, al liorzo brudet hon devo da gomz anê heb dale, hag ar mor Kreizdouarek a zo du-hont, sioul ha glaz-du, o luskellat hon lestr, an Itron-Varia-Zilvidigez. Gant e vanniel ru-gwenn-glaz hag ar groaz ru a zo war e siminal gwenn, eo æzet e anaout e-touez ar pemp pe c’houæc’h batimant a zo en haor. Ha neuze, hiroc’h eo evit ar re-all.

Ec’h a da diskwizan enon fete, hag, adalek arc’hoaz, e *heor e kroec’h adarre ! ha ’trezek Beyrouth, da gas ha da gerc’hat marc’hadourez. ’Benn hon distro, e vo adarre en haor, prest d’hon adkemer ; græt an evo, evel-se, daou daul gant eur men.

War-du ar zav-heol e tiskoueer d’imp evel eur *zeien wenn en em led a-dreuz d’ar gompezen hag a zav etrezek meneio Moab : hent Jeruzalem eo hennez ; an hent hon dije renket heuilh war varc’h, pe war azen, mar ’hon dije græt hon beaj breman ’zo dek ’la. Hennez a ve heuilhet c’hoaz hirie gant an Arabed, ’balamour na blij ket d’ê bean douget nag ober dougen o zreo gant an hent houarn.

Ni, avad, a gemero bremazouden an tren hag ar c’houlz a zo deut evidomp da vont d’an ti-gar evit hen kemer : tostaat a ra da eiz heur.


————



IV


Ar c’hezeg arab. — Mevelien ar Sultan. Gar Jaffa.


Peurober a reomp ’ta hon gweladen d’ar c’hlanvdi ha ni da vont gant ledanan ha kaeran ru ’zo en Jaffa ; n’euz ket pell eo bet digoret.

Dre ma kerzomp divalo evit sellet en-dro d’imp, ec’h omp tremenet gant ar goeturio a gas d’ar gar ar belerined o deuz bet *kertri da gerzet. Ya, goeturio ! ha peder rod d’ê, mar plij. Hanval-tre int ouz ar re a ruilh war baveo Marseilh hag a rer anê fiakred. Ken hanval int ken ec’h int ar memes re. Ac’hane e teuont. ’Boue daou pe dri bla ’zo, e werzer marc’had mad goeturio koz Marseilh da varc’hadourien a deu aman da hagwerzan ’nê

Evit Arabed ar Syri n’int ket re goz na re vil.

Biskoaz zoken marvad, n’o deuz ruilhet gwelloc’h evit na ruilhont aman : rag biskoaz n’euz bet staget oute kenkoulz kezek. Hon *joed Kerne, daoust d’ê da vean a *ouenn vad, n’o deuz ket kement a oad, a nerz hag a dan hag o deuz ar c’hezek arab. Bihan eo ar re-man ; danve, avad, a zo en o bruched ha dalc’h en o diouhar. Menel na fell d’ê gwech ebed ober : kentoc’h mervel !

Oh ! aman, en ru vraz Jaffa, eo brav d’ê jechan. Red eo zoken d’ar bautred-karr delc’hel anê, evit o harz da vont re vuhan. Rag tud a zo e-leiz o vont hag o tont, dreist-holl war leur ar marc’had a zo da dreuzan war he hed.

Tremen a reomp ive a-biou da balez rener kær ; heman ’zo karget gant Sultan Constantinopl d’urzan pep tra en kær hag er vro stag outi. Na laran ket, avad, ec’h eünfe an treo herve ar *gwir hag evit brasan mad an Arabed. Na glask ket zoken hen ober, nag heñ nag an Turked-all a zo pæet gant ar « Padishah » (pe « Sultan ») da bleal gant e zujidi, Pa laran « pæet », na laran ket marteze ar wirione, rag a-wejo eo re baour ar mestr ’vit rei o fæ d’e vevelien. Petra ’ra ar re-man neuze, renerien vraz ha renerien vihan, maltouterien ha soudarded ? Petra ? Netra, nemet kemer ar pez a blij d’ê e læc’h m’hen kavont ha bevan diwar goust ar re-all.

Setu perak, ar peurvuian, eo kazet an Turked gant tud ar vro-man.

Prest goude bean gwelet ti ar « pacha » (an hano-ze a roer da rener kær) e kavomp ar gar.

Oh ! gar Jaffa, n’eo ket, eun dra kaer ha *mistr, hag ar bagonio ac’h a d’hon digemer n’int ket bravoc’h. ’Vel emaint, emaint. Re evuruz omp o kaout anê ’vit drouk-komz dioute.

Daou dren a gaso anomp da Jeruzalem hag a gwitao, unan anê d’eiz heur hanter hag egile da nav heur. Staget int bet evidomp a-*ratoz-kaer, rag da c’houæc’h heur euz ar beure ha da div heur euz an enderv eman koulz an dilæc’h evit an daou dren a zav bemde da Jeruzalem.

Me ’zo da vont en-dro gant ar *strollad kentan. Dre-ze e kemeran ma læc’h abred. A-boan eo bet d’in bean azeet ennan, ma teu eun Arab da lakat dindan ma fri, dre ar prenestr, eur banerik hir ha moan, leun a rezin melen. Fe vad, hep chom d’ober ardo, e kemeran ’nei dioustu hag e roan ’viti ar pez a dek kwennek a c’houler diganin.

Ha, sur mad, n’am euz ket d’en em glemm ; pemp pe c’houæc’h pikol kropad ’zo er baner, braz pep-hini anê ’vel daou pe dri euz re hon bro. Ha c’hoaz int nebeut a dra e-skoa ar re a vije gwelet aman gwechall. En amzer Moizez en em lakent daou den a-wejo evit dougen eur c’hropad hepken.

Eur zell ive, ’rauk diskoilhan, war bautred an hent-houarn. Gwisked int, war bouez nebeud a dra, ’vel tud an Europ, nemet o deuz war o fenn eur bonned mezer ru. Arabed int, ha, koulskoude, ar gompagnunez ec’h eo d’ei an hent-houarn, n’euz enni nemet Gallaoued. Gant arc’hant ar re-man eo bet græt an hent-houarn.

Ha nebeud a c’honeer gantan bete vreman : ken diæz eo d’an Arabed *divoazan deuz an doare da vevan ha da veaji a oa, breman ’zo mil ’la, hag ouspenn, hini o zado koz !


————



V


En eur garrigel. — Liorzo Jaffa. — Gwe oliv ha kaktus. — Ed ha hei.


Tri garrad tud hepken an euz hon marc’h du da jechan war e lerc’h, ha c’hoaz an nevo traoalc’h d’ober. N’eo ket krenvoc’h evit ar re a stager war drenio Pempoul ha trenio Kerahez, hag an hent a zo war zav penn-da-benn pe dost.

Divalo ’ta eo e gerzet. Gwell a ze, ’n eun doare : muioc’h amzer hon defo da zellet ouz eur vro a zo neve ’vit an darnvuian ac’hanomp.

Kentan tra a vrao a welomp eo liorzo Jaffa. Golo ’reont ouspenn kant devez arat douar ha bean ’zo enne gwe *aouraval, gwe sitrons, gwe mouar, gwe palmez hag all. Kaer war gaeroc’h ec’h int ha glaz gwer en despet d’an heol a dom aman da boac’hat trevajo an douar. Mes al liorzo-man a ve douraet kazi bemde evel e ve douraet ar prajo en hon bro Breiz-Izel, ha gwelloc’h. Bean ’zo aman ruzulenno da gas dour ouz troad pep planten ha gwelout a reomp an dour o redek enne.

Daoust euz a belæc’h e teu an dour-man, pan eo gwir em euz laret eo diandon ar vro, koulz laret ?… Punso a zo bet toullet don-don du-man ha du-hont, mekaniko en o c’hichen ’vit tennan an dour dioute. Ar seurt punso a ve græt anê punso arteziad : en Bro Artes[15], war a lerer, ec’h int bet kleuzet da gentan.

’Boue e ver krog da douraat er stum-ze an douaro a zo tost da Jaffa, ec’h int deut da vean talvouduz meurbed. Danve mad a zo enne ha ’pez ken diskoue eo ar *gwinienno a deu mad-tre en douar træzek a zo ’hed ar mor, goude koulskoude e pleer nebeut gante. Ar boan a ve kemeret breman gant pep loden euz liorzo Jaffa a dalv aour d’he ferc’hen.

Ar blenen a dreuzer en o goude a zo enni ive trevajo a dalvoudegez : gwe oliv a welomp da gentan, eun tammik stankoc’h evit ar gwe avalo en hon beurjeo. Æzet eo gout nan int ket d’an *hevelep hini : evit dispartian al lodenno, e zo girzier kaktuz. Ar blanten-man na deu en douar beo nemet er broio tom : delio teo ha dru he deuz ha goloet a biko bihan. Ar piko-ze a dalv d’ei bean laket d’ober aman ’pez a ra ar spern hag al lan en hon bro, d’ober girzier.

An oliv a ro eoul euz ar gwellan. Mes *truajo ponner a bouez war ar gwe a doug anê. Setu perak na ve ken plantet kalz euz ar gwe-ze ha perak ive eo deut ar vro-man da vean ken digoadek.

Muioc’h a c’honeer o tastum gwiniz ha hei, evel ma rer e plenen Saron. E ver breman o tornan ’nê… ’kreiz an dachen, n’euz forz pelæc’h eo bet moustret an douar. War al leur-ze e ve astenned an ed. Neuze, e læc’h fustan ’nean gant gwalinier freilh, evit hen dihadan, e laker zaout da gerzet warnan. O vean ma ve kraz an ed, na ve ket goall bell treid al loened o c’houllonteri an toc’had.

Ar plouz a vo drailhet ’benn neuze ; mad e vo, koulskoude, da vean debret. Ar *c’hanvaled, dreist-holl, a rey o bleud gantan. Pac’h efont en tu-bennag gant eur zamm, e vo laket war c’horre eur zac’had pailhur. Digoueet koulz an dibri, e kluchont war an douar, hag e laker gouk ar zac’h tost d’o geno ; d’ê breman da jechan war ar pez a zo ebarz ’vel ma karfont. ’Deuz ket ezom da c’hortoz kerc’h pe foenn evel hon autrone a gezek. Dour zoken na vo ket. Gwir eo nan int ket sec’hedik ha mad eo ze ’vite, rag neblæc’h, koulz laret, na gavfent er vro-man peadra da derri o zec’hed. An Autro Doue, a ra mad kement a ra, an euz laket da vevan en pep bro al loened a *zere outi.

Eur gir breman war gompezen Saron emomp o treuzan breman. Fonnuz eo da rei ed ha hei. Hag a viskoaz eo bet mad da ze. Eur blavez, avad (gallout ’ra bean a ze tri vil vla bennag), na renkaz ket al labourerien kemer kalz a boan ha ’n em drailhan ’vit dastum o ed : toc’haden e-bed da dic’hreunian na zoken plouzen e-bed da droc’han. An tan, eur skubelen garo mar ’zo, an nefoa skubet an ed pa oa o vont da darevi.

Na vefet ket souezet a ze p’am mo laret d’ac’h e oa ar blenen-man neuze d’ar Filistined hag e veve d’ar c’houlz-ze tost d’ê Samzon, o enebour.

Breman, sur mad, e teu envor d’ac’h euz an troio kamm a reaz d’ê meur a wech. An hini vilan anê a oa devi d’ê o ed. Ha c’hoaz hen reaz en eun doare fentuz : stagan ouz losto tri c’hant louarn *torchado tanet, ha rousin enne, ha leuskel ’nê a-dreuz da dachenno ed ar Filistined.

Ar Filistined a reaz brezel aliez d’an Hebreed, da laret eo da bopl ar gwir Doue, a oa perc’hen da Jeruzalem ha d’ar vro tro war dro.

Neb an euz c’hoant da c’hout dre belæc’h ec’h ænt di, nan euz nemet hon heuilh ; mont a reomp dre ar memez hent hag i.


————


VI


Bered Ramleh. — Traouien an Ouad-Sari.


Tremenet ganimp kær Lydda, e kavomp unan vrasoc’h : Ramleh. Rei a rer amzer d’imp (5 munut) da vont da welet he bered a zo ’stok d’ar gar hag a zo enni mein-be evel ’n hon re-ni, nemet war an daou benn e zo, ’n o zav, daou venik moan. Digas a ra ar re-man sonj an nefoa an den maro daou æl, eun æl mad hag eun æl fall ; an dra-ze e tle eur Muzulman mad hen kredi.

Goude Ramleh n’eo ket ken kompez ar vro ha ma oa arauk. War zav ec’h a muioc’h an hent ; tosenno a welomp en daou du d’imp, pell-pell.

En hon c’hichen, war hon dorn kle, eo troc’het ar blenen gant gwele goullou eur *froud. Da vare ar glaveier, e ve karget a zour, mes, pell ’zo, eo dizec’het. Ar vein a ruilhe a zo berniet digompez du-man ha du-hont, hag, en o zouez, e vout louzo ha yeotenno treut treut a ve peuret gant ar *chatal.

Deñved du ha zaout a welomp a vagado braz, ha seblantout a reont kaout da beuri o goalc’h ; koulskoude, da wir, na dle ket bean dru ar boed na hir ar jech evite. Na vefomp ket souezet, pa vo roet d’imp deuz o c’hik da zibri, mar ve sec’h, lerek ha diæz da chakat.

Da c’hortoz tanva kik ar vro-mam, e tebromp war-dro deg heur hon hadlein : eur c’hropad rezin, eur begad bara ha, ’vit hen sikour da zisken, eur bannac’h gwin. Daou pe dri euz ar belerined yaouank a dremen en hon zouez evit hon serviji : æzet eo d’ê mont euz an eil bagon d’eben, rag bean ’zo eur pont etreze.

Breman, pan eo hadnerzet hon c’halon, e kanomp gant levenez an Ave Maris Stella.

’Benn eo achu, e seblant hon zren bean æt chouk en eun toull don. E bep tu d’imp, eun dosen a zav a-bik betek pevar pe bemp kant metr : an hent-houarn nan eo nemet eun troc’h græt ’barz koste unan anê. En traou, dindanomp, e teu o zreid da stokan ouz gwele goullou an Ouad-Sary, a hedomp ’boue plenen Saron.

Breman n’euz ket ennan eul lommik dour, mes tremenet ’neuz drezan *livadenno spontuz o deuz helpennet ar vein an eil war egile. Treo-all n’o devoa ket da helpenn, o vean n’euz aman na ti na gween. Mein, avad, a zo e-leiz ; na wel an nen nemete, mein ouz troad pep tosen, mein en he c’hrab, mein war he c’hriben. Kaout a rey c’hoaz an Ouad-Sary peadra da ruilhal epad kalz a vlavejo.

Fe, beteg-hen an euz bet labouret aoalc’h : heñ an euz bet kleuzet an draouien striz-man. Hag, en e gonnar, n’an euz ket gouveet digori, en e rauk, eun hent eün : ’vit heman bepred, a zo ennan meur a gildroen.

Marvad ive, n’an euz ket bet da dibab : pa gave ar roc’h kalet dirakan, e troe diwarnan hag o klaske eul læc’h goakoc’h evit tremen. Deut eo a-benn da doullan an dosen hag eul loden euz ar blenen. Mez n’an euz ket gallet kleuzan e wele betek ar mor. Goude bean bet trec’h war ar vein ar c’haletan, eo bet trec’het, heñ e-unan, gant an træz a ra eur gouriz ledan d’ar mor, tost da Jaffa. Eno eo bet lonket bep pla bete breman, hag eno e talc’ho da vean lonket. En em zilan ’ra neuze a-dreuz d’an træz, kement ha ken bihan ma teu da gouean er mor Kreizdouarek.


————



VII


Eur garavanen. — Ouigel a ouigel !… — Gar Bittir.


An dour-ze na deu ket euz Jeruzalem, a zo war *zinaou ’trezek ar mor Maro, ha, koulskoude, e tiskenn euz an tu-ze ; an draouien an euz kleuzet a gas eün d’ar Gær Zantel (El-Kods). Hi a heuilhomp hag a heuilfomp dam-dost bete penn hon beaj.

Drezi e tremen ive beajourien hag a ya war droad. Gant sellet piz, e welomp, o hedan gwele ar *froud, eur wenojen hanval ouz eul linen gamm ha digompez. Pleustret eo, n’eo ket gant tud hepken, gant loened eo ive. Digoueout a ra d’imp gwelet o tremen drezi eun harnezik hep karr. Larout a ran eun harnezik, rag n’euz enni nemet daou *ganval : a-wejo e vent dek pe daouzek, staget gant eur gabestren an eil ouz lost egile, o fri gante en ær, o c’herzet disneu ha divalo dindan ar zamm a zo fichet etre o daou dort ; ’raug an hini kentan e ve an toucher pe war e gein. Lakait, mar keret, eun nebeut Arabed da heuilh al lostennad ha neuze ho po eur « garavanen », ’vel m’eo dleet. Gwelet a refomp ouspenn unan a sort ganti war hencho Jeruzalem.

Homan, hi, a zo bihan bihan ; ha koulskoude, e talv ar boan he sellet. An daou ganval a zo gante bep a zamm koat sec’h ; ’rauk pep-hini anê e kerz eur pautr hag, er c’hreiz etreze, eun all, ha gantan, war e skoa, eur fuzuilh : ’michanz, o deuz da zifenn o zreo hag o bue enep ar Vedouined. Bean ’ve kalz euz ar re-man o c’hedal ar veajourien a dremen dre ar vro didud ec’h omp enni breman. En *hevelep broio hepken e kaver anê : eno ec’h hellont laerez ha lac’han hep bean nec’het. Anveet aoalc’h int gant ar Fransizien o deuz bet bevet eur pennadik en *deun an Aljeri.

Eun enebour a zo c’hoaz a fell d’hon zri Arab dioall dioutan : ar zec’hed. Setu perak, war-lerc’h ar c’hanval divezan (rak tud ha loened a dle kerzet an eil war roudo egile), e welomp eur c’hrennard a doug war e benn eur podad dour ; tost aoalc’h eman evit diskouel d’imp an euz e bod pri eur c’hof ledan hag eur c’houk ken hir ’vel m’eo striz. Peadra ’zo ennan da derri sec’hed an dud.

Ar c’hanvaled, int, n’o deuz ket kalz ezom d’evan ; an dud paour, avad, a dle o c’horzailhen bean devet. Banno an heol a goue varne a-blomm ; ha bannac’h ær fresk e-bed en *deun an draouien evit o distanan !

Hon marc’h-tan ive a dom d’ean, a dra zur. O vean eman an hent war zav, mui ouz mui an euz poan o stlejal anomp war e lerc’h : dic’houean ’ra, ha rojo ar c’hirri a ouigour hag a skrij da vreuzan hon diouskouarn. Menel, koulskoude, na reomp ket. A dammigo e savomp ha dre ma savomp e teu an draouien d’en em zigeri hag e krog ar gwe oliv d’en em ziskouel. Daou pe dri vagad gevr du a gavomp ive ha meingleunio bihan a-leiz : ’pez a diskoue nan eo ken didud ar vro. War-dro unek heur hanter, e welomp ar runio (rak kouac’het o deuz an tosenno) o c’hlasaat hag en em *gelc’han en-dro d’imp evit hon lakat evel ’barz eur *foulin. Eur oazik ive a welomp o redek : eun dudi evidomp ! Setu aman eun dra-all a lak muioc’h c’hoaz a stad ennomp. Euz eul liorzik e klevomp o sevel hopadenno hag a zo, a dra zur, evidomp, rag an daou c’hir-man a zo enne : « Bevet Frans ! » Ha, pa zellomp war an tu-ze, e welomp eur c’hropad pautred vihan ha pautred krenn bodet en disheol hag o hijan bonedo ha mouchouero. Hini ’bed ac’hanomp na oar piou ec’h int. Eun nebeudik goude e poz an tren hag e larer d’imp gant unan euz an Tado eman ar vugale-ze er skol ’ti Breudeur ar Skolio kristen en Jerusalem ; deut int aman hirie d’ober eun diskwizaden.

Ar gar a skoilhomp enni breman a doug hano koant eur geriaden a zo ive euz ar c’hoantan, an hano a Vittir. Kement e plijont d’an autro ’Normand, ma lavar d’e genvroiz Breiz, dre fent, e fell d’ean dont da vean mestr war ar gar-man.

N’eo ket kollet e gomz evidomp : meur a wech e kasfomp sonj d’ean euz Bittir ha ken liez gwech o talveo ar gir-ze d’imp ha d’ean eur c’hoarzaden kalonek.

Mar geo brav ar gar, eo bravoc’h c’hoaz an draouien a hedomp goude. Kement a roz a weler en he liorzo mac’h eo hanvet traouien ar roz.


————


PEVARED PENNAD


————


EN JERUZALEM : KENTAN DEVEZ


————


AR BE SANTEL. — AR C’HALVAR


————


I


’N eur arruout en Jerusalem : luiasen kirri ; redadek


Na chom ket pell traouien ar roz dindan hon daoulagad. Setu ni adkrog da dreuzan eur vro noaz ha meinek. Mont a ra bepred war blenaat hag an hent houarn n’eman ken war zav ; emichanz, ec’h omp tost da Jeruzalem. Epad ma klaskomp gwelet he magorio uhel, e taulomp ple d’eun drapo braz a dri liou, stignet war veg eun tour plad : « Itron Varia Frans ! » eme unan. — « Jeruzalem ! » eme eun all. Hag eur c’haner, kenkent, da stagan gant ar psalm Lætatus sum. A greiz-kalon hen kanomp, o vean ma *tere ouzimp e gomzo, dreist-holl ar re gentan ! « ’N em roet em euz d’al *levenez o klevet ec’h æmp da vont ’barz ti an Autro Doue. Setu, o Jeruzalem, eman hon zreid war ho treujo. »

Lammet a ra hon c’halon en hon c’hreiz bep ma tostaomp da El-Kods (ar gær zantel), ha pac’h eo pozet an tren, pa ’c’h omp diskennet dioutan, e stouomp adarre d’an douar hag e pokomp d’ean, daelo en hon daoulagad. Daelo a levenez avad ec’h int. Ha, mar lakomp anê da redek, n’eo ket hepken dre ma c’houzomp ec’h eo santel an douar-man, mes ive dre ma kavomp da danva aman ’vel eur vlaz euz hon bro : kentan tra a glevomp eo ar « Marseillaise ». Oh ! n’eo ket he c’homzo a ganer en enor d’imp ; ar c’homzo-ze, ’vit laret d’ac’h ar wirione, na blijont ket holl d’in-me. Displijout a ra d’in, dreist-holl, klevet yudal « sang impur » ; ton ar c’han a gavan brao, avad. ’Hanta ? an ton-ze eman muzik Bethleem o c’hoari ’nean e-barz ar gar, pa diskennomp ! N’am euz ket ezom da laret eo renet ar zonerien gant leaned : n’euz nemete dre aman hag a c’hellfe diskouel d’imp o c’harante er stum-ze. An dek pautr yaouank a zo breman o c’hoari en hon enor a zo savet en ti beleien Dom Bosko, en Betleem, e læc’h ma tiskont al lezen gristen hag eur vicher. N’euz muzik e-bed en Bethleem nemet o hini, En Jeruzalem ive a zo daou vuzik hepken, hini an Tado Gwenn, a glevfomp unan euz an deio-man, ha hini skol-vicherio Sant-Per.

Hon daouarn a stlapomp and a-greiz kalon an eil ouz egile, ha kargan ’reomp anê da laret d’ar c’hoarierien yaouank evidomp : « Brao ! brao ! Trugare ! »

Koulskoude, eo arabad d’hon daouarn ’n em ankouaat da stlepel re bell ; eul labour-all o deuz d’ober : delc’hel mad d’hon fako evit mirout na vefent kemeret gant an Arabed a zo leiz anê war ar c’hæ hag a fell d’ê o dougen betek hon goetur, Mes na gavont kammed d’en em implian. Neuze e welan daou grennard, o lampet en hon bagonio hag oc’h ober eun dro da welet ha lezet hon deuz enne eun dra bennag. Siouaz evite ! netra, netra nemet restajo bara ha panero bihan goullou, panero ar rezin. Dastum a reont ar bara ’n eur baner, ha setu stad vraz enne : danve eur pred, ha danzeet hep poan : al labour hag an Arabed n’int ket mignoned.

Koulskoude, en porz ar gar, a zo pautred-karr ha pautred-all, ha n’o deuz ket aon rag o foan. Meskan ’reont evel diaoulo evit tapout ar belerined bep-hini en e oetur. Emaint eno eun tregont bennag ha *helibini ’zo gante da c’hout piou a dapo e lod da gentan, Biskoaz luiasen n’am euz gwelet evel homan. Hopal a ra an doucherien en eur wignal d’imp mont davete. *Bragal, tripan ’ra ar c’hezek, ha gante bout ha jech ; ’n em stokan ’ra ar moello-kirri an eil ouz egile. N’eo ket æzet d’ar belerined en em dibab euz eun *hevelep reuz : koulskoude, n’euz bet na skoa dilec’het, na troad friket. ’Vidon-me, n’am euz ket amzer da chom pell nec’het. Diou vræc’h kigennet a dap ac’hanon, hep gout d’in, dre dindan ma c’hazel, hag a zav anon, ma fako d’am heuilh, e-barz unan euz ar goeturio a oa da beurgargan. An diouvræc’h-ze a oa re eun Arab a dlee bean karget gant an toucher da duta evitan. Hag, dioustu, en eul lamp, eo æt d’azean en e gichen.

Ha breman war rauk ken a yudo. Red mad eo mont buhan, rak eun hanter leo ’zo d’ober evit kas anomp d’hostaliri Itron Varia Frans, ha c’hoant ’zo gant hon Arabed da zistrei d’ar gar evit hadkargan : ’benn eun hanter heur aman ec’h erruo an eil tren gant ar peurrest euz ar belerined.

Da zisken a zo da gentan, da zevel goude, n’euz forz ! Bepred ec’h eomp d’ar pevar lamm ru, daoust d’an hent da vean digompez. Goaz d’an toucher na dec’ho ket ’n hon rauk. Linket ’vo e gezek, linket ’vo heñ e-unan gant begen ar skourje, hag, evel-se, e tremenfomp anean evit tapout ha tremen eun all.

Poultr a zav d’ober eur voren en-dro d’imp. Memez tra, na guz ket ouzimp mogerio kær, a hedomp penn-da-benn en tu ar c’huz-heol. Eul loden euz ar gær neve a dreuzomp, hep mont kammed ’barz ar gær goz, a zo diabarz ar mogerio.


————



II


Ti-disken Itron-Varia-Frans. — Ouz taul.


Kouent Itron-Varia-Frans a zo e-mæz ar gær gloz, etre an hanter-noz hag ar c’huz-heol ; eno ’tleomp bean digemeret.

Eur gouent-all a zo c’hoaz en Jeruzalem, ec’h hall ar belerined disken enni evel en eun hostaliri : Kasa Nova, da laret eo « ti neve », en italianek ; dalc’het eo gant menec’h sant Fransez.

Aboue dek ’la zo m’eo digor hini Tado an « Assomption », e plij muioc’h d’ar Fransizien en em dennan enni, en *damani m’eo an Tado-ze euz Bro-C’hall i o-unan. Sant-Franseziz, int, a zo, ar peurvuian, euz an Itali, ’pez na vir ket oute d’ober digemer mad da gatoliked ar broio-all.

Tost da dri c’hant ec’h omp ha, koulskoude, e zo en hon hostaliri lojeiz frank evidomp holl ; ha lojeiz kaer ! Mein menerez a liou gwenn a zo oc’h ober anei, hag i labouret gant *aked. Savet eo e giz an Europ, nemet e zo warni eul leur doen evit dastum an dour glao.

N’eo ket c’hoaz peurachuet : gortoz a rer evit se ma teuio aluzenno a-beurz ar belerined ’vel e zo deut evit sevel ar pez a zo græt.

Da vihanan, gellout a rer laret eo bet impliet mad o arc’hant.

E tu-hont d’ar c’hamcho ha d’ar zalio braz ac’h er enne ’vit dibri, pe ’vit skrivan, pe ’vit ober eun diskwiz, e zo aman eur chapel vraz hag eur chapel vihan : homan ’zo savet enni eur vreuriez a neve zo ’vit diboanian an anaon : enni, dreist-holl, e plijo d’imp mont da gauzeal gant an Aut. Doue.

Kentan læc’h en em gavomp holl unaned ennan eo ar zal da dibri : eno eo servijet meren d’imp war-dro eun heur.

Komzet d’in euz eur pred ’vel heman ha ’vel ar re hon deuz da gemer aman. Nan eo ket avad ar meujo a ro d’ean e dalvoudegez : daoust d’ar c’hig da vean auzet gant gouiziegez, koulskoude e stourm a-wejo ouz ar c’hos dent, gant a zech ec’h eo. Ha neuze, d’ar c’houlz-man euz ar bla, na ve ket kavet aman a gik loue ; bevin ha maout bep pred. *Dam c’hoant am euz da laret an euz greet an Tad pourveer ’vel eur burzud p’an neuz gellet danzen da dri c’hant pautr, epad dek de, peadra da dibri e giz an Europ. Nebeutoc’h a reuz an nije bet, mar hon dije debret e giz ar Siri : aman e tebrer nebeud a gig. Freuz, treo bleudennek ha bara a ve a-wejo savet heb goell ha poac’het dindan al ludu, setu bevanz tud ar vro-man ! Ar gwin ’zo difennet d’ar re a heuilh lezen Mahomet. Ha, koulskoude, e rer gwin dre aman. An hini a evomp a zo euz Bethleem, gwin hag a zav d’ar penn. — « Gwin treitour, eme an tad Bailly ; dioallet dioutan, laket dour ennan ; pe anez o c’hoario d’ac’h ouspenn eun dro. »

Ya ! danve ’zo ennan ’vel na gaver ket er gwin a evomp en Breiz ; mes, c’hoaz eur wech, n’eo ket an evaj nag an debraj a lak stad ennomp pa vemp aman ouz taul. Kement-man eo : epad ar prejo, ar re a zo ouz ar memez bro en em gav unanet evel breudeur ; rak na n’euz nemet eur bevanz evit an holl ha bep-hini en em lak ouz taul ’læc’h ma kar. Eun dudi ’vo evidomp kauzeal etrezomp Breiziz euz ’pez hon devo gwelet pe glevet ’raug ar pred. Nag a wech ive, o Breiz karet, o tigoueo d’imp komz neuze ac’hanoc’h hag euz ho pugale, dreist-holl euz ar re a dougomp e kreiz hon c’halon hag hon deuz lezet er gær ! Gwengamp, Lannuon, Plounerin ha Lanrodek, ho hanoio, ouspenn eur wech, an euz bet nijet a-uz da daul Itron-Varia-Frans !

’Pez c’hoaz hag a lak anomp da gavout gwelloc’h hon fred eo gwelet penauz e servijer anean. Pemzek pe c’hwezek kloarek yaouank, enne danve leaned, a zo karget euz ze : o zello *aketuz a goue dre holl, ’vit na vanko netra en læc’h e-bed.

Bepred int seder : mar gint skwiz, ober ’reont diouz hen koach. Ha skwiz, a dra zur, e tleont bean a-wejo ; rak int ive, da vihanan darn dioute, a dle ambroug ar belerined du-man ha du-hont, bep-hini gant e strollad, ’vel eur pautr araug, ha displegan d’imp doare pep tra. Daou pe dri anê war ar marc’had, a gavo c’hoaz amzer aoalc’h evit skrivan eur zon bennak a vo kanet d’imp bep noz, goude koan.

Hini ’bed anê, siouaz ! na oar hon brezonek. N’int ket evit lenn ’pez a skrivan aman. Koulskoude e vefen diannaoudek mar na gouefe ket aman evite euz ma fluen ar gir « trugare ! »


————



III


War eun dro ’trezek ar Be Santel. — Banniel Gwengamp. — *Kannad Frans.


Goude meren n’hon deuz netra d’ober nemet diskwizan betek peder heur hanter. Neuze en em lakomp war diou regen, unan a bep tu d’an hent hag ec’h eomp ’trezek ar Be Santel. Oh ! gant pebez levenez ! ’Vit tanva ’nei hon deuz græt eur veaj ken hir ! Hast am euz da vont ’barz ar Gær Zantel ’vel ’n euz da zistrei d’ar gær eur Breizad a vo bet eur pennad divroet. Petra bennag Jeruzalem en em zant an holl gristenien enni ’vel er gær. Pep-hini ac’hanomp a hell laret : « Aman an euz bet skuilhet Mab Doue e oad evit am frenan : bean ’m euz eta ma lod ’barz an douar a zo bet santelaet ha goestlet da Zoue gant ar goad-ze ! »

Kristenien Frans, dreist-holl, o deuz *gwirio war ar gær-man, rag i, muioc’h evit ar re-all, ec’h eo bet ruziet Jeruzalem gant ar goad a red en o goazio : nag a hini euz o zado koz o deuz kollet enni o bue ’vit he difenn !

Ni na deuomp ket aman da ober brezel evelte na da lemel be Hon Zalver digant an dud dife.

Nan ! n’hon deuz d’ober nemet eun dra : pedi ! Pedi evidomp hon-unan, pedi evit hon c’herent, hon mignoned hag hon madoberourien, pedi, dreist-holl, evit Frans, hon Bro garet. Euz he feurz ec’h omp deut aman ’vit goulen digant an Au. Doue ma vo græt e *youl santel penn-da-benn gant hec’h holl bugale.

Fe, pedi ’reomp euz hon gwellan, ’n eur dostaat da dor kær : pedi a-spered hag a galon. A c’heno ive : rak kanan ’reomp holl war eun dro.

Hon daoulagad zoken hon zikour da bedi, rag gwelet a reont a uz d’imp seiz pe eiz banniel a digas sonj da bep-hini euz ar gær, euz e iliz pe euz e vreuriez. An hini a ra ar muian a vad d’in sellet outi eo hini an Itron Varia Wir Zikour, patronez kær Wengamp. Neve-flamm eo, bet græt n’euz ket c’hoaz daou viz, evit bean douget ha binniget en Jeruzalem : Eur gavaden adarre græt gant an Au. Louiz Neumager. Pa deue heñ di da belerinan, e felle d’ean kas di eun dra bennag evit enori an Itron Varia, e vamm. Dalc’h-mad e ve o klask an tu d’ober ze, daoust pegement a hallfe ze koustout d’e yalc’h. Breman ’zo daou ’la, e ræ lakat war dal uhel chapel neve kolaj Gwengamp eur pikol skeuden botin a weler a-bell o lugerni gant he gwiskamant gwenn, skeuden ar Werc’hez dinam. Ar bla-man, ’vit e dro Jeruzalem, en deuz græt gwean eur banniel sei wenn, d’ean eur c’hempen deread war an daou du : war eun tu, *ardamez iliz an Itron Varia Wir Zikour, a ro da c’hout ec’h eo breman eun iliz-rouanez ; war an tu-all eun nebeut girio, skrivet gant lizerenno alaouret, a diskoue pe de eo bet stoket ar banniel ouz be hon Zalver.

Dleet oa d’e berc’hen e dougen, mes c’hoant gantan d’ober enor ha plijadur da belerined Lannuon, an Au. Neumager an noa laket ’nean etre o daouarn. Ouz gwelet an Au. Normand hag an An. Chareton o tougen ’nean ’vel daou zoudard kalonek, e seblant d’in gwelet daou euz ar varc’heien goz distroet a-neve war an douar.

Da wir, ’boue amzer ar c’hroazadeier, n’o deuz ket gwelet tud Jeruzalem tri c’hant pautr o tont, war eun dro, en o c’hær gant kement a zevosion. Goude m’ eo pleustret braz ru Jaffa, e tremenomp enni hep kaout skoilh en læc’h ebed, hag ive hep klevet eur harzaden fæuz pe eur gomz direiz. Aman na rer goap gwech ebed ouz ar re a bed ’n eur stum pe stum ha muioc’h a frankiz a ro an Turked d’ar prosisiono ’vit na roer d’ê en meur a gær euz ar broio kristen.

Tremen a reomp a-biou d’eun ti ec’h eo stignet outan an drapo a dri liou : ti « konsul » Frans eo, ti an Au. Auzepy, a zo karget a-beurz ar gouarnamant da rei harp ha skoazel, n’eo ket hepken d’ar Fransizien a zo en Bro-Siri, d’an holl gatoliked eo ive, n’euz forz euz a be vro ec’h int. Eman ouz e brenestr, heñ hag autrone all, o sellet anomp o tremen : bremazonn e teuio davedomp d’iliz-veur ar Be Santel ha na vo ket ’vit ar wech divezan : ’keit ha ma chomfomp en Jeruzalem, e plijo d’ean ’n em gavout aliez en hon zouez.


————



IV


Iliz ar Be Santel ; petra eo ar Be-ze ’vit eur c’hristen.


Setu ni o tremen dindan dor Jaffa, a zo toullet ’kichen tour ar roue David : ec’h omp breman, da wir, en kær Jeruzalem. Diou pe daer ru moan ha kamm, da zisken enne ’vel en eur pazinier, a gavomp da gentan hag, en o goude, eul leur-vein a dreuzer arauk arruout ouz an nor-dal. Eman diragomp breman iliz ar Be Santel, da vihanan eun tu anei, rag n’haller ket he gwelet a-bez, o vean m’eo stag ouz lojeiz-all. Eun ær goz he deuz ha koz eo en gwirione, pan eo bet savet breman zo eiz kant vla gant ar vrezellerien gristen. He diavez ha dreist-holl he diabarz a diskoe he deuz goall ezom da vean dresed ; mes, o vean mac’h eo lod anei d’al Latined (da laret eo d’ar Gatoliked), lod d’ar C’hresianed (kristenien dianket), ha lod d’an Armeniaded (kristenien dianket-all), n’hell ket unan euz an tri berc’hen rei ’neb læc’h eun taul morzol, eun taul hepken, na zoken eun taul skubelen, hep *autreadur an daou-all ; setu perag e chom an treo en iliz er memez doare, « ’vel emaint emaint », herve lavar ar pacha, a displij d’ean lakat an tri berc’hen d’en em glevet.

Pa digoue d’unan lakat e bao war *wirio egile (ar C’hresianed, an drubarded ’zo anê, a zo techet d’hen ober), neuze eun ofiser turk a deu da reizan en treo etreze, C’hwel ’nean aze, ’kichen toull an nor, en diabarz an iliz ha, gantan, tri pe bevar zoudard ; azeet int evel kemenerien war o zorchen, hag i o diviz an eil gant egile, en eur jechan war o « nargile ». An hano-ze a rer euz eur c’horn-butun, ec’h an da esât diskouel ar stum iskiz anean. Græt eo gant eur voutailh, he deuz eur fonz ledan hag eur gouk moan ha hir. Hanter-leun eo a zour, louzo c’houez-vad ennan. War he geno eur fornik, a dev enni taer pe beder c’hlaouen, a dizec’h ar butun bet gleblet hag hen lak da vogedi. Ar moged a ve laket da gouean war an dour hag, ac’hane, e ve jechet dre duelenno hir ha pleguz, a gas anean betek geno ar vutunerien. Gwelet butunat er c’hiz-ze en eul læc’h ken santel a sko eun taul em c’halon.

Mes ar c’hiz a zo ar c’hiz.

Ha neuze buhan ec’h ankouaomp kement-se. Setu dindan hon daoulagad men ar balzamerez : warnan ’oa bet astennet korf hon Zalver, evit rei d’ean eur gwisk eol-balzam hag evit hen lieni. Eur pok a roomp d’ean, ’vel m’eo dleet, ha neuze ec’h eomp eün d’ar Be Santel.

En em vodan ’reomp endro d’ar Be, dindan eur volz, henvel ouz toen eur forn ha sklerijenned deuz kroec’h : ledan eo, penegwir e pouez war ugent pilhier. Er c’hreiz, eur chapelik græt gant marbr moug a c’holo ar be ec’h eo bet ennan korf sakr hon Zalver, lod a dri de. Pevar gantolor uhel-uhel ha d’ê eur palefas a ledander, a diskoue pelæc’h eman an nor da vont ebarz ; ken izel eo ken e renker plegan penn da dremen dindani.

N’efomp ket ebarz dioustu : Pan eo erru ar c’honsul gant e daou « gavas »(daou zoudard turk a digor d’ean an hent gant peb a benn-baz arc’hantet), e selaouomp eur brezegen kalonek a ra d’imp eun Tad euz urz sant Fransez ha genidik euz Bro-C’hall. N’eo ket diæz d’ean kavout hent hon c’halono : peurdeneraat a ra ’nê ha, pac’h eomp goude, hini ha hini, ’barz ar chapelik, evit poket d’ar Be Santel, e tiver an daelo euz hon daoulagad ; daelo a levenez, avad, ec’h int. An daulen-varbr a stokomp outi hon *diweuz, eo harpet warni, ’vel war eur men-korn, fe, spi ha karante ar c’hristen. Warni eo bet astennet korf maro Jezuz, paket en eul linsel, hag, en-dro d’ean, liammo bet soubet en eol c’houez-vad. Penegwir eo deut da hadvevan heñ e-unan, an dried de, ec’h eo trec’h Jezuz d’ar maro, na bleg, koulskoude, ouz den : Mab Doue ’c’h eo ha Doue e-unan, evel ma lare bean, ha gwir eo e lezenn : setu eur harp evit hon fe. Penegwir na reomp gantan, herve e lavar, nemet eur c’horf, evel an izili gant ar penn, e hellomp hen heuilh hag e vefomp adbueet gantan de ar varn divezan, adarre herve e lavar : setu peadra d’azean hon esper. Penegwir en deuz kwitaet ar vue hag adkemeret anei evit talveout d’imp ar vue da viken hag an evurusted peurbaduz, ec’h omp, eta, karet gantan dreist muzul : ha setu peadra d’*enaoui hon c’harante.

O ma Jezuz, græt ma talc’ho ar *mennozio frealzuz-ze da sklerijenni ma spered ha d’intanan ma c’halon a-hed ma bue, evel ma rejont dirak ho Pe santel !

Græt ive ma tremenfont en spered hag en kalon ma lennerien, evit eünan ha nerzan ’nê epad ar vue-man hag o lakat da c’honid ar vue-all. Evel-se bezet græt !

Setu penauz e pedan, daoulinet dirak ar Be Santel ha pleget ganin ma fenn ’uz d’ean. Pan on hadsavet, e lakan ma dorn, dre eun toull bihan, da stokan roc’h beo ar c’hao : eun norik a stouf an toull-ze, eun norik a ve dibrennet gant eur belek gresian.


————


V


War ar mene Kalvar. — Pelæc’h ha penauz eo bet kavet ar Groaz Zantel.


Achu ganin gweladen ar Be Sakr, ec’h an da daoulinan war ar Mene Kalvar. Eman er memez iliz, tost da doull an nor. Etre ar be hag heñ e c’hell bean eun tregont metr bennag. Gwech all goz, amzer hon Zalver, ne oant ket en kær Jeruzalem nag an eil nag egile : ar c’halvar ’oa eun dosennik a bigned warni dioustu pa vije æt an nen e-mæz a gær dre dor ar Justis : eno ’vije lemet o bue digant ar re a vije bet barnet d’ar maro. Setu perak e tigoueaz da groaz Jezus bean plantet eno.

Aboue, eo bet diskaret mogerio koz Jeruzalem ha hadzavet kalz pelloc’h war du ar c’huz-heol ha war du an hanter-noz : gant se, eman breman ar mene Kalvar diabarz kær. Savet ’zo bet, ’uz d’ean ha ’uz d’ar Be Santel, gant hon zado koz, ar c’hroazeged, eun iliz a doug breman hano ar Be hepken, iliz Ar Be Santel.

Miret eo bet enni, avad, al læc’hio sakr evel ma oant amzer hon Zalver. Dre ze, ’vit mont d’ar chapel a zo e læc’h ma oa bet savet e groaz, a renker krapet eur *vinz a zo enni pemzek pe c’hwezek pazen.

N’eo ket hep eur galonad ive en em gavan eno : eur beden a geu hag a dic’haou ’vit ma fec’hejo ha pec’hejo Bro-C’hall, eur beden a garante d’eur Zalver an euz teurveet, gant a vad ec’h eo, skuilh e oad evid hon goalc’hi euz hon fec’hejo hag hon lakaat da blijout adarre d’an Au. Doue, c’hwel aze ar beden a zav neuze euz ma c’halon hag a ya bete ma *diweuz. Oh ! pa vin distro en Breiz, pa dremenin a-biou d’ar c’hroajo a gaver e pep korn euz ma Bro vinniget, gant pebez fe, lemet ganin ma zok ha græt ganin sin ar Groaz, e larin-me ar beden gaer am euz disket a vihanik :

Me ho salud, kroaz vinniget,
Ha kement kroaz a zo er bed,
’Balamour d’hon Zalver binniget,
’Zo bet war ar groaz krusifiet.

Kent disken euz ar c’halvar e lakan ma dorn ’barz ar faout a droc’haz ar roc’hel pa varvaz hon Zalver ha pa grenaz an douar : eun desteni ouspenn evit diskouel eo gwir ’pez a zo skrivet en Aviel.

Seblantout a ra d’in e chomfen aman da bedi ’hed eun heur pe diou hep kaout hir an amzer. Mes eul læc’h santel-all am euz c’hoaz da welet diabarz an iliz : al læc’h m’eo bet kavet ennan kroaz hon Zalver.

A-dre d’ar c’halvar eman, en tu ar c’huz-heol, da laret eo, en tu enep d’ar Be Santel. Da zisken a zo kalz evit hen kaout, o vean ma oa bet douaret ennan kroaz an Autro, gant kroajo an daou laer.

Deut eo da vean eur chapel, a zo goestled da zantez Helenan, mamm an impalaer Konstantin. Hi eo a reaz, ar blavez 326, tri c’hant vla goude maro Jezus, ober eun enklask endro d’ar c’halvar, c’hoant ganti da c’hout ha na vije ket kavet eno e groaz. Fe vad, dizoloan a reaz he zud an taer groaz. Mes netra na diskouee pehini anê ’oa hini Jezus. Petra ’reaz neuze eskop Jeruzalem, sant Maker, nemet stokan ’nê da gorf eur wreg varo, bep-hini d’he zro. Ouz an diou gentan, re al laeron, na reaz ar c’horf van e-bed. Mes an daerved a lakaz ’nean dioustu da hadvevan.

Hep mar e-bed honnez a oa hini Jezus-Krist.

Adalek neuze e tifennaz Konstantin stagan ouz kroajo an dorfetourien kondaonet d’ar maro. Larout a reaz zoken e vije red *hiviziken sellet ar groaz ’vel ar brasan merk a enor, ha hi na oa kent nemet eun dra a boan hag a zismegans.

Ar Groaz zantel a oe bet miret eur pennad en Jeruzalem. Daou c’hant vla goude, ’vit-se, e tigoueaz d’ei bean laeret gant Kosroes, roue Bro-Bers. Setu red ober brezel d’ean, ’vit lemel digantan ar relek sakr. A drugare Doue, trec’hi ’reaz Heraklius warnan.

Mes elæc’h lezel ar Groaz Zantel en Jeruzalem, e tigasaz ’nei da Gonstantinopl, kær-benn e rouantelez. A-c’houdevez eo bet lodennet etre ilizo ar bed katolik.

C’hwel aze ’pez a gonter d’imp e-keit m’ec’h omp en chapel Zantez Helenan.

Mes na daleomp ket pelloc’h enni.


————



VI


Doare Jeruzalem : ar gær gristen hag ar gær digristen. — Ar goan gentan.


Distrei a reomp dioustu d’ar gær dre an hent berran a diskoue d’am bagad unan euz an Tado yaouank. Ar ruio a dremenomp enne a zo ken moan ken eo arabad d’ar *c’hanvaled kerzet enne ; eur vardel houarn, a-dreuz war daou bost, a harz anê da dremen. A-wejo, ’vel en ru Damas, e tremener dindan eur ouel tanau a zo bet stignet etre daou di ’vit disheolian an dud a zo o chom enne. Ruio-all a zo goloet gant lojeiz pe gant leurenno, ’vel leuren ar venec’h gresian. Toullo bihan a ro eun nebeud sklerijen deuz kroec’h ; en daou du e zo stalio a bep sort, ken teñval ha ken louz an eil hag eben. Pautred hebken a weler enne, o vean ma tle ar merc’hed en em diskouel an nebeutan ’ve gallet. Ar c’hiz-ze zo miret aman gant ar gristenien ’vel gant an dud divade.

Ec’h omp aman e kalon ar gær gristen ; al Latined hag ar C’hresianed a zo bodet en dro da daou vanati braz a chom enne o menec’h. N’o deuz beleien nemete.

Ar re a ble gant al Latined, da laret eo gant ar Gatoliked, a zo euz urz Sant Fransez e Aziz : ’boue ar C’hroazadeier emaint aman, karget gant an Tad santel ar Pab da zioall ouz holl læc’hio sakr ar Palestin. Epad eiz kant ’la o deuz græt o *c’hefridi ’vel m’eo dleet ; n’eo ket hep poan, avad. Da stourm o deuz bet, n’eo ket hepken enep d’an dud digristen, mes, dreist-holl, eneb d’o breudeur dianket, da laret eo ar venec’h gresian a glask dalc’h-mad laerez d’ê o *gwirio, Meur a wech zoken o deuz bet stourmet beteg ar goad : n’euz forz ! kentoc’h e varvfent evit fazian.

O c’houent a zo braz souezuz, o vean ma zo enni, en tu-hont da lojeiz ar *gloer, skolio ’vit diski d’ar bautred lenn, skrivan ha labourat war bep sort micherio. N’euz nemet eur voullerez en Jeruzalem hag ec’h eo o hini.

En o c’houent eman ive iliz Sant-Salver, eun iliz gaer, neve zavet, a dalve d’iliz-parrouz d’ar gatoliked. Bean ’zo anê war-dro daou vil pemp kant. Hanvet int latined dre ma reont impli euz al latin en ofiso. Eun hano all a ro d’ê ar Vuzulmaned hag ar C’hresianed : an hano a Franked. Setu peadra, ma na vije ket treo all, da harz ankouaat aman o deuz renet tado koz ar Fransizien war ar gær-man ha hadzavet ’nei a-bez : nebeut he deuz chenchet aboue.

E tu-hont d’iliz Sant-Salver, o deuz al Latined aman eun iliz vraz all : hini ar Patriarch (an hano-ze a roer d’arc’heskop Jeruzalem). N’eman ket pell euz eben.

E-barz ar c’harter kristen, e mesk al Latined, e chom ive ar C’hresianed ; eur pemp mil bennag emaint.

Muzulmiz, a zo seiz mil anê, a gaver en eur c’horn all euz kær, war-du ar zav heol. Al loden vrasan anei, en tu ar c’hreiste, n’euz enni nemet Judevien : pemp ha daou-ugent mil, pa gonter ar re a chom e-mæz euz ar mogerio, ’barz ar c’harter neve.

Er c’harter-man e zo bet savet leiz a dier gante ha gant diavezidi : Fransizien, Saozon ha, dreist-holl, Russianed hag Alemaned. Ennan en em gav an darnvuian euz skolio hag hospitalio an Europeaned. Deut eo da vean ken braz ken an euz *autreet impalaer Konstantinopl toullan en mogerio Jeruzalem eun nor neve ’vit espern d’an dud a zo o chom ennan ar boan da glask an dro dre dor Jaffa (tu ar c’huz-heol) pe dre dor Damaz (tu an hanter-noz) evit monet en kær.

Ouz an nor-ze e tigoue d’imp arruout goude bean treuzet ar c’harter kristen, ’n eur distrei euz ar Be Santel d’Itron-Varia-Frans.

A dal d’an Nor Neve, en tu-all d’an hent, eman hon zi-disken. Izelaat a ra an heol hag aman e koue an noz en eun taul, N’am euz, eta, nemet eun dra d’ober : mont d’am c’hambr ha klozan ar prenestr evit na deuio ket ar reo da skornan ’nei ha da hadan enni greun terzien. Arabad eo d’in ankouaat ar pez ec’h omp bet aliet d’ober gant an Au. de Piellat ha gant an Tado.

Ar re all a ra eveldon ive ha neuze ec’h eomp da goan.

Sklerijennet eo ar zal da dibri, ’vel pa vije de, gant ar golo elektrik : eun dra ha na ve kavet neb læc’h en Jeruzalem nemet aman. An Tado o deuz eun « dinamo » pe eur mekanik da gaout ar sort sklerijen-ze. Dre dan e ve kaset en-dro pa ve arru serr-noz. Na chom ket, avad, da ziskwizan war an de, rag neuze ’ve laket da drei eur valerez-vein a ro ar *grouan a ve laket d’ober pri-ra. Ar bleud-mein a dalv evit ar vasounerien træz-mor Jaffa, a goust ker ’benn e ve arru en Jeruzalem.

Evel-se ’c’hall an Tado, gant nebeutoc’h a goust, delc’hel d’ober labourad a-dammigo war o zi ken e vo peurc’hræt.

Evel-se, ive, pa o defe da digemer bagado tud evel hon hini, o deuz da rei d’ê eur sklerijen euz ar c’haeran.

Goude koan, e klevomp an Tad Bailly o rei alio ha Tado yaouank o kanan sonio savet gante evidomp. Neuze ec’h eomp d’ar chapel vraz evit kaout bennoz ar Zakramant. Da gousket breman ! O gant pegement a hast ! diskwizan ’barz eur gwele mad, en eur gambr mentek brao, pebez dudi ’vidomp goude bean bet epad eiz de *peuz-digousk !


————


PEMPED PENNAD


————


EN JERUZALEM : EIL DEVEZ


————


DA VETLEEM


————


I


En hent ’vit Betleem. — Perak ec’h er di : noz an Nedelek.


D’ar yao, ar bemped a Wengolo. — N’am euz ket ezom da laret ec’h eo bet mad ma nozvez. C’hoant aoalc’h am ije ’vit ar beure d’he hiraat, ’vit ’n em digoll. Da Vetleem, ’vit-se, e fell d’in mont hirie d’ofernian : eno ’reomp hirie gouel an Nedelek.

Da beder heur hanter, dihunet gant son ar c’hloc’h, e teuan d’an traou. Kaout ’ra d’in da gentan na n’on ket dihun mad. ’Dalek ’m euz laket ma zreid war leur ar gambr, e santan ’nei o kouac’han dindane. Daoust hag e vefen c’hoaz war ar vatimant ? Tremen a ra ze d’in ’benn eur pennadik ha na zantan ken netra pa diskennan ’vit kemer ma læc’h ’barz unan euz ar goeturio a dle dougen anomp da Vetleem.

Darn all a ya di war droad, darn all war varc’h pe war azen, darn all zoken, ar re yaouankan, war gezek houarn : an Dr Fauvel, hon medesin, an euz kemeret eun azen, ha stad vraz a zo ennan. Mes ober ’rey al loen e benn fall : n’ei ket war rauk ha mont a rei kentoc’h e-souz, nemet pa vo skoet warnan a daulio baz gant ar « moukr », da laret eo gant an toucher : an dibr zoken a zo lausk ha bosenned. ’Benn ec’h arruo an Doktor er gær, e vo eun true hen gwelet : ’n em gignet en evo hag ar goad an evo treuzet e vrago lien gwenn.

Ni a ra buhanoc’h ha diboan en hon goetur an diou leo a zo etre Jeruzalem ha Betleem.

War hon hent e kavomp kalz a dud a zo o tont d’ar marc’had, *kanvaled gant an darnvuian anê : unan euz al loened a doug etre e diou dorten eur men hir kompouezet en hevelep doare ma na gouezo na war eun tu na war egile. An Arabed a ra holl eun diskwiz e-kichen kouent gresian Sant-Eli : rag eno ’zo eur feunteun a gemeront dour diouti gant eur grogilhen a zo stag ouz eur chadennik.

Ac’hane e welomp Betleem azeet en krab eur run, e kreiz liorzo goloet a *winienno hag a we figez.

Eur gærik eo, kalz bihanoc’h evit Gwengamp, ha kazi kement a dud enni ; n’eo ket eta frank gante al lojeiz. A-viskoaz eo bet eur gær dister, ha, koulskoude, eur gær vrudet a viskoaz, da vihanan ’boue ar roue David. Enni e chome Izaï, e dad, ha tost d’ei e oa oc’h evesaat deñved pac’h eaz ar profet Samuel d’hen kaout ha da skuilh warnan oleo sakr ar rouane : kement-ze ’roe d’ean da c’hout e oa dibabet evit bean roue war Israel, pobl an Autro Doue.

Da vil hanter kant vla goude, e kreiz ar goanv, pa oa an noz o kouean war Vetleem, ec’h errue enni daou veajour, eur pautr hag eur plac’h, o zeblante bean daou bried.

Goulen a rejont lojan evel diavezourien, hag i, koulskoude, euz kær David : dont a rænt evit rei o hano d’an hini a rene Betleem a-beurz August, impalaer ar Romaned. Heman, a felle d’ean gouzout ar bla-ze ped a dud a zente outan, an evoa gourc’hemennet da bep-hini euz e zujidi mont d’ar gær a oa e dado o chom enni ha lakat eno e hano.

Hon daou ziavezour a deue euz a Nazaret. Marvad eo o stum a reaz d’ê bean digemeret fall ebarz an hoslalerio a c’houljont digor enne ; dre-holl e vije laret d’ê na oa ket a blas, petra bennag e weled e tlee ar wreg hep dale genel eur bugelik.

Glac’haret braz e oant ha skorn a ræ hag erc’h a gouee.

Red mad e oa d’ê, eta, en em dennan en eul læc’h goasked bennag, daoust pegen dister e vije. Mont a rejont, gant-se, en eun toull kleuzet dindan eur roc’hel, tost d’eun hostaleri : ar gleuzen-ze a dalvee da graou ’vit al loened digased gant an dremenidi. Etre eun azen hag eun ejen en em lak, gwellikan ma hellont, Jozef ha Mari, hag eno, da hanter-noz, e teu war an douar ar bugel a oant o c’hortoz.

Gortozet eo ive gant a holl Judevien ha, mar ouije tud Betleem pe sort bugel eo, ec’h ajent d’hen kerc’hat hag hen lakjent ebarz ar c’haeran euz o zier hag en tomman euz o c’havello : neuze e stoujent d’an douar dirakan d’hen *azeuli. Rak ar Mesiaz eo, da laret eo ar Zalver a zo bet prometet d’o zad kentan Adam, adprometet d’o Fatriarc’hed ha *diouganet gant o Frofeted. Mar geo gwir vap da Vari, n’eo ket gwir vab da Josef, o vean mac’h eo Map da Zoue, Doue e-unan, kemeret gantan, nao miz ’zo, eur c’horf evel hon hini, en korf dinam ar Werc’hez Vari.

Mes den e-bed en Betleem na oar ze hag ar bugel-Doue n’an euz evit gwele nemet eun tammik plouz hag evit hen tomman nemet alan al loened mad a zell outan gant daoulagad leun a zousder.

Koulskoude, ’benn eun nebeudik amzer, ec’h erru. en kraou ar mabik Jezuz, mesaerien, war o divræc’h oaned bihan, pe en o daouarn kinnigo a bep sort. Rei a reont d’e dud ar pez o deuz digaset gante ha neuze e taoulinont dirakan evit ansav ec’h eo Heñ o Mestr hag o C’hrouer.

Daoust penauz eo digoueet d’ê gouzout e oa ganet o Mesias ? Evel-hen eo bet kont gante. E oant gant o deñved en eur park a weler en eun draouien, eun hanter-leo euz Betleem, pa glevjont a-greiz an noz eun drouz dudiuz ha pa weljont eur sklerijen gaer o tarzan en dro d’ê. Krenan ’rænt gant an aon. *Hogen, eun æl en em ziskoueaz d’ê hag a lavaraz d’ê a-beurz Doue : « N’ho pezit ket a aon, emean. Rag deut on da zigas d’ac’h eur c’helo a levenez a laouennao ar bobl a-bez, Ganet o zo d’ac’h hirie eur Zalver, ar C’hrist hoc’h Autro, en kær David. Ha setu aman penauz e c’hallfet hen anaout : kaout a refet eur bugel en eur c’hraou, eur vailhuren en dro d’ean. » Ha kerkent en em ziskoueaz en dro d’an æl-man eur bagad æle all a veule Doue hag a gane : « Gloar da Zoue e lein an neñvo ha peuc’h war an douar d’an dud a volonte vad ! »

Pa oe æt an æle e-kwit, e lavaraz ar vesaerien an eil d’egile : « Eomp bete Betleem ha gwelomp petra a dalv ar c’helo a zo bet embannet d’imp a-beurz au Autro. » Mont a rejont dioustu hag e kavjont pep tra ’vel m’an nevoa laret an æl.

Hag int da chom estlammet. Ken braz all e oa estlamm kæriz pa glevchont ar vesaerien o veuli Doue hag oc’h embann ar burzud. ’Pez a lake ’nê, dreist-holl, da vean souezet a oa ar stad izel an nevoa dibabet ar Mesiaz evit dont war an douar ; kaout ’vit mamm eur baourez, genel en eur c’hraou, gelvel, da gentan, pevien evit dont d’hen *azeuli, kement-se ’oa dreist o spered ! Na ouient ket c’hoaz, an dud kæz, e felle d’hon Zalver yac’haat klenvejo hon ine. ’C’hanta ! unan anê hag unan euz ar re oasan, daoust ha n’eo ket ar garante direiz a stag anomp ouz mado an douar ? Setu perak, da c’hortoz meuli ar baourante a galon, en em lak Jezuz, adalek ar mare kentan euz e vue, e-kreiz ar baourante an ezommekan, hag e ped, da gentan, da dont davetan, ar re baouran euz an dud, ar re a blij d’ean ar muian.

O ! læc’h a zo ive en kalon ar Mabik Jezuz evit ar re binvik. Ober a ra ive ar gwellan digemer d’an tri Roue, an deuz galvet deuz bro ar Zav-heol gant eur stereden hag a zo deut d’hen *azeuli. O digemer a ra, n’eo ket ebarz ar marchosi, mes en hostaliri a oa e-kichen : marvad, e oa bet true outan ’benn neuze hag e oa bet kemeret eno gant e vamm hag e dad mager.

Goude bean kinniget d’ean o frofo e tistroaz ar rouane d’ar gær ; n’eo ket, avad, dre an hent a oant deut drezan ; eun æl a laraz d’ê mont dre eun hent all, e-læc’h mont da adkavout Herodez, roue ar Judevien, a felle d’ean, hep gout d’ê, lakat ar Mesiaz d’ar maro.


————



II


Iliz parrouz Santez-Katel. — Kleuzen sant Jerom.


Ni a ra breman an hent a reaz ar Rouane ’n eur vont da Vetleem. Gant nebeutoc’h a boan avad ; rag an hent braz n’eo digor nemet aboue daou ’la ’zo, aboue m’eo bet Gwilherm an Eil, impalaer an Alemagn, oc’h ober e belerinaj.

N’hon deuz ket, ’vel nevoa ar Rouane, eur stereden da ziskouel d’imp en pe læc’h, en kærik Vetleem, e oe ganet ar Mabik Jezuz. Mes n’omp ket nec’het evit se : al læc’h-ze eo kalon ha bue ar gærik ; kement den a ziavez a ya di, ec’h eo evit hen gwelet.

Rener hon goetur hen goar rez mad. Setu perak, goude bean tremenet eur ru enk ha digompez, ha treuzet leur ar marc’had, e lak anomp da zisken ouz dor iliz Santez-Katel. Savet eo ho-man e-kichen iliz-veur ar C’hinivelez. Hi a dalv da iliz parrouz d’al Latined, o vean na n’eo ket d’ê an Iliz-Veur, Gwir eo na n’eo ket d’ar C’hresianed kennebeut : d’an Turked eo, a lez anei evel m’eman, da laret eo, en dishirit. N’eo ket enni, eta, e c’hellin ofernian. N’am euz ket ezom, kennebeut da vont da Gleuzen ar C’hinivelez da glask eun auter ; eman ive etre daouarn ar C’hresianed.

Chom a ran, eta, en iliz Santez-Katel a zo dalc’het gant Sant-Franseziz. Unan euz ar re-man a ra d’in disken ’barz eur gleuzen an euz bevet enni gwech-all sant Jerom, hag eno e laran ma oferen. Ha n’am euz ket a boan o telc’hel ma spered a-gær gant ma c’halon. *Koun a deu d’in, da vare ar goureo, ec’h adran ar pez a reaz an Itron Varia, damdost d’al læc’h-man, breman ’zo naontek kant ’la : lakat Mab Doue da dont war an douar ! Hag, a-greiz kalon, pa dalc’han Anean etre ma daouarn, e laran trugare d’ean da vean roet d’an disteran euz e zervijerien eur galloud ken enoruz.

Laret ganin ma oferen, e leinan evel ar belerined all e ti Sant-Franseziz ha, dioustu goude, d’an oferen bred. An oferen hanter-noz a ganer, evel noz an Nedelek, ha war an ton braz, gant *avieler hag *abostoler : gant eur brezegen ive. An darn-vuian ac’hanomp a renk chom ’n o zav, o vean n’eo ket frank aoalc’h al læc’h war ar skaonio bet digaset evidomp en Iliz ; rak, dre aman, n’euz na kador na skabel en ilizo ; pa ve skwiz au dud war o daoulin pe en o zav, e kluchont war ar pave.

Ar bautred a ve en eun tu, hag ar merc’hed en tu-all evel ma welomp breman, e traou an iliz, bugale Breudeur ar Skolio Kristen ha bugale C’hoarezed a Garante. N’am euz ket ezom da laret ec’h unan ar re-man o mouezik fresk gant hon hini pa ganomp kantiko : gout ouzont ar gallek.


————



III


Iliz-veur ar C’hinivelez : sizailh ; skubelen ; goad ru.


Breman ’n em lodennomp etre hon ambrougerien *hegarad evit mont da Gleuzen ar C’hinivelez.

N’ankouain biken ar pez a gleviz hon hini o laret d’imp pa dremenjomp dre geur Iliz-Veur ar C’hinivelez. « Bet eo laeret ar c’heur-man gant ar C’hresianed, breman ’zo tri-ugent ’la, hag int o deuz savet evit se ar voger a welet aze. Dre aman, koulskoude, e tle al Latined tremen evit mont euz o iliz-parrouz d’ar Gleuzen zantel. Evit o harz da dremen, na gredaz ket al laeron stoufan an nor ; ledan ’rejont diraki, avad, eur *balen vraz a c’holoe al leur a-bez. Herve doare ober ar vro-man, ze ’oa laret d’al Latined : « Aman eo d’in hepken ! » Er Siri, neb a c’hall golo eul læc’h bennak, pe rei d’ean eun taul skubelen, a dremen ’vit bean perc’hen d’al læc’h-ze. Petra ’reaz neuze menec’h Sant-Fransez ? Gant sizailho e teujont, an noz war-lerc’h, da grennan ar balen, kement ha digeri eun hent. Pa daulaz ple ar C’hresianed, e savaz drouk enne. Petra, ’vit-se, o dije græt ? Ar *gwir a oa eneb d’ê. Na larjont netra, hag aboue o deuz lezet ganimp frankiz da dremen aman. » Setu petra a laraz d’imp an Tad Fransezad. »

Poan ’moa neuze o kredi ze : ken iskiz hen kaven ! Ar pez ’zo c’hoarveet aboue, ar bevared a viz du 1901, war leur-rauk iliz ar Be Santel, en Jeruzalem, a diskoue d’in na gleven nemet ar wirione. Pevarzek manac’h euz a urz Sant-Fransez a zo bet brevet ha gouliet an de-ze, ’vel oaned heb difenn, gant mein braz a daule warne ar venec’h c’hresian. Hag abalamour da betra ? Dre m’an nevoa unan anê, herve ar c’hiz bet a-viskoaz, skubet ar *vinz a gas, a ziavez d’an iliz, da chapel ar Franked. Ar beure-ze e fellaz d’ar C’hresianed harz ar skuber d’ober e labour, war digare e skube o zra-i. E vreudeur, ’vit-se, a yeaz d’e zikour hag en em lakaz ’n o zav war ar vinz evit diskoel e oa d’ê. Koustet ’n euz d’ê, eur wech ouspenn, na blegan ket ; ruilhet an euz eur wech ouspenn o goad evit difenn *gwirio ar Gatoliked war al læc’hio santel. Koustet an euz ive d’ar C’hresianed noazout oute : kondaonet int bet gant ar pacha da bæan an digoll ha, da c’hortoz, e zo bet laket meur a hini anê en disheol.

Ar gentel-ze, emichans, na harzo ket anê da hadkrigi gant o zroio disleal ha vil pa gavfont an tu : a-viskoaz ec’h int bet techet d’al laeronsi ha d’an drubarderez.

Ha, dre-holl, ec’h int an hevelep re.

En Betleem o deuz c’hoariet o reuz evel en Jeruzalem, bete ’barz al læc’h m’eo ganet ennan hon Zalver.


————



IV


Kleuzen ar C’hinivelez. — Park ar Bastored. — Be Rachel.


Pan erruomp, goude bean treuzed keur ar C’hresianed, ’barz ar Gleuzen zantel, ec’h omp dirag auter ar C’hinivelez. Dindan an daulen war lein e zo, raz d’an douar, eun daulen varbr a zo en he c’hreiz eun toullik rond a c’heller lakat ennan an dorn, E-kenver an toull-ze eo ganet ar Mabik Jezuz. Hag, evit delc’hel sonj a ze, e stagaz al Latined, bean ’zo meur a gantved, en dro d’an toull, eur stereden arc’hant, skrivet warni en lizerenno latin : « Hic de Virgine Maria Christus natus est », da laret eo : « Aman eo bet ganet ar C’hrist gant ar Werc’hez Vari. »

Ar C’hresianed a zeuaz a-benn, emichans, da lemel auter ar C’hinivelez digant al Latined. Ha petra o deuz i græt, nemet tennan hini ha hini, amzer hag amzer, an tacho a stage ar stereden : lemel anei a-grenn o devoa c’hoant d’ober.

Er blavez triwæc’h kant trizek ha tri-ugent, ’vel kent, e taulaz ple al Latined ne chome ken nemet tri dach. Larout a rejont d’ar C’hresianed paouez ; ar re-man, ’vit-se, drouk enne, a oall-gasaz pemp Tad fransezad.

Mak-Mahon, a oa neuze penn-rener ar Republik, en Bro-C’hall, en em glemmaz d’ar Sultan ; hag, aboue, eur zoudard turk en em dalc’h, noz de, ’barz ar Gleuzen zantel evit evesaat ha harz ar C’hresianed da beurdistagan ar stereden.

Poaniuz eo d’in skrivan ha d’am lennerien lenn treo diboell evelse diwar-benn ar Gleuzen zantel, e-læc’h treo da frealzi ha da zederaat ar galon. A drugare Doue, pa ’ver aman, na chom ket pell ar spered da zonjal er C’hresianed hag en o ardo.

Red eo d’ean mont da heuilh ar galon a zo goneet gant eur zonj all, ar zonj euz ar pez a zo c’hoarveet en Betleem breman ’zo naontek kant vla.

Mar plij kement d’ar Gristenien gouelio an Nedelek a digas d’ê ar zonj euz madelez dispar o Zalver, mar plij kement d’ê, epad an oferen hanter-noz, en em dougen a spered da graouik ar Mabik Jezuz, petra ’ta a dleomp-ni santout en hon c’halon pa welomp gant daoulagad hon c’horf al læc’h m’eo ganet ennan Mab Doue, pa stokomp outan hon daouarn, pa bokomp d’ean gant hon *diweuz ! C’hoant hon defe da laret ’vel sant Per war ar mene Tabor « O ! aman eo brao bean ! »

Petra bennag eo kempennet kaer ar Gleuzen zantel. Bolzet eo deuz kroec’h ha gwisket penn-da-benn gant marbr da gentan, ha, goude, gant eur gwiad amiant an euz roet Mak-Mahon er blavez 1873.

Sklerijen an de na goue ket enni ; *hogen bean ’zo e-pign ugent lamp a zo an hanter anê d’al Latined hag an hanter all d’ar C’hresianed.

D’an daou rumm war eun dro eo ar Gleuzen, nemet n’hall ket al Latined oferenni war an auter-veur. Bean o deuz, avad, tost da homan, eun tamm izeloc’h, diou auter-all. Hanvet eo unan anê auter ar Rouane, dre m’en em gave eno ar Mabik Jezuz, pa deuaz an tri Roue d’e welet.

Daoulinan a reomp, eur pennadik, ouz auter ar Rouane ha goude, ec’h eomp e-mæz da welet euz a belæc’h e oa deut ar vesaerien aman, noz an Nedelek. N’euz ket da gerzet e-tuont da bemp munut evit gallout gwelet an dachen ’læc’h e oant o chom : hanvet eo hirie Bet-Saour. Karout a rajemp mont betek di, evit kanan eno kan an æle, ar « Gloria in excelsis ». N’hon deuz ket amzer, ’vit-se, da disken betek eno. Traoalc’h eo d’imp hen kanan aman, ’læc’h mac’h omp, dindan an heol a goue warnomp a-*zarz.

Tremen deg heur eo. Ar c’houlz da vont kwit a zo deut evidomp. Mar gallan, e tistroin da Vetleem c’hoaz eur wech, unan euz an deio-man da oferenni war auter ar Rouane hag ive da welet ar manatio a zo aman : hini Saleziz, dreist-holl, a dalvo ar boan bean gwelet. Ar bautred yaouank hon deuz klevet o c’hoari muzik en gar Jeruzalem, a zo eno o tiski eur vicher.

Hirie, avad, n’efomp ket, me da vihanan, nag ar re ’zo ganin, da laret d’ê trugare.

Kemer a reomp hon goetur dioustu ha ’trezek ar gær.

War an tu kle e taulan ple, a-benn eur pennadik, ouz eun dra n’am oa ket gwelet en eur dont, ouz be Rachel. Henvel eo ouz eun tiik. Mar komzan dioutan eo ’balamour en em doug eno bemde Judevien ’vit gouelan, ’vit hirvoudi war o stad truezuz. « Deut eo hon Mesiaz, eme-int, deut eo hon Zalver, ha n’hon deuz ket ansavet anean ! » Hag e lennont Hirvoudou ar profet Jeremi, ’n eur hijal o fenn ha ’n eur stokan ’nean ouz ar voger. Na dalv ket ar boan d’imp, avad, mont breman da welet o ardo : en Jeruzalem o reont kement all ha kaeroc’h c’hoaz, bep gwener ha bep sadorn. Eno ’c’h efomp d’o c’hæ, ha beteg en o zouez.


————


V


Bec’h d’an dro-heol ! — Eur beden a zic’haou ’vit Bro-Chall.


Distrei a reomp ’ta, eün d’ar gær.

Sec’hed ’m euz ’n eur arruout. Ha me da glanvdi sant Louiz da c’houlen digant C’hoar Jozefina eur bannac’h dour diwar bleu tro-heol. Gwir mad eo ’pez a lavare d’imp, an de-all, an autro kont a Biellat, Amgraüz eo al leanez hag he louzo mad ouz ar zec’hed.

Ha peadra he deuz da rei d’an holl, goude ’n em douger d’he stal a-vern. Rak eur stal a dalc’h ive, ’læc’h e kaver da brenan kroazio, chapeledo, skeudenno ha bep sort treo all.

O prenan eun dra bennag diganti e tigollomp anei euz ar boan a gemer da *danzen d’imp eun evach ken yec’heduz hag, ouspenn ze, e reomp eun aluzen d’ar bevien glanv pe named a ve prederied oute gant C’hoarezed Sant Jozef. An autro a Biellat an euz savet ar c’hlanvdi-man hag heñ a dalc’h anean en e zav.

D’an abarde, war-dro taer heur, ec’h eomp d’ober eun dro d’iliz ar Be Santel evit gwelet piz ’pez a zo enni hag en-dro d’ei. Da c’houæc’h heur hanter, bennoz ar Zakramant en eur chapel a zo e-kichen hon hostaleri hag eman enni a-wel an Hosti sakr, e pep mare ; *azeulet eo gant leanezed euz a Vro-Velg a zo goestlet da Vari Dic’haouerez ; da laret eo en em unanont a spered gant an Itron Varia evit dic’haoui Jezuz o Zalver deuz an dismeganz a ve græt d’ean en Sakramant an Auter. Evit se, en em eilont, diou ho diou, hag e chomont eun heur da bedi dirak an Hosti santel. Ouz o gwelet gant eur ouel wenn, e larfe an nen daou æl diskennet euz an Neñvo.

Kent kwitaat o chapel e kanomp eur c’hantik savet gant unan anê evidomp. Eur c’han kaer eo, ennan komzo a *zere ouzimp : goulen a reomp digant kalon Jezuz ma telc’ho da garout Frans ha mac’h ankouao ar boan greet d’ean gant he bugale. Me ’gred e vo silaouet hon feden, dreist-holl, ma kemer lod enni an holl Fransizien a vag c’hoaz en o c’hreiz karante ’vit o Doue ha karante ’vit o Mamm-Vro.


————


C’HOUÆC’HVED PENNAD


————


EN JERUZALEM : TRIED DEVEZ


————


HENT AR GROAZ


————


I


Oferen bred war ar Be Santel. — Peul ar skourjeadek.


D’ar Gwener, ar c’houæc’hved a Wengolo. — ’Benn pemp heur ec’h on pignet e-barz ar *c’hlastr a ra an dro da volz ar Be Santel hag eno, war unan euz an auterio vihan savet gant Tado an « Assomption », e laran oferen sul Fask. Evuruz e vijen bet o laret anei war ar Be Santel, mes an evuruzded-ze n’eo roet nemet da dri pe bevar belek hepken ha c’hoaz eo red d’ê bean tremenet ’rauk c’houæc’h heur. Adalek neuze e ve ar C’hresianed oc’h oferenni war ar Be.

Hirie, evelkent, d’eiz heur hanter, eo lausket ar Be ganimp hag e teuomp da ganan warnan an oferen bred. Na welomp ket ar belek hag e daou heulier, pa ’maint dindan ar chapelik a c’holo ar Be. Eur c’hloc’h bihan a ro d’imp da c’hout pegoulz e tleomp stagan ha pegoulz paouez da ganan. Mont kaer ’ra ar c’han en-dro, kaset gant daou euz hon Zado yaouank ha harpet gant ogro Sant Franseziz : leuniet eo an iliz gant hon mouezio, eviti da vean mentek. Ha kement-se a dle bean : tri c’hant mouez pautr ec’h int, c’hoant d’ê da zihuni an iliz goz.

Eur wech peurc’hræt an oferen, e welan lac’han ar goloio gant eun avelouer a c’hiz neve : o vean ma tevont war gantolorio uhel-uhel, ec’h a ar zakrist d’o c’hæ gant eur c’hlasten hir a zo stag ouz he fenn eur blokad ’delio palmez ; pa ra d’ei eun hejaden, e pleg he fenn ’n eur ober avel ha setu ar golo lac’het.

’Rauk dont kwit euz an iliz, e tremenomp dre eur chapelik kloz e ve ar venec’h enni pa laront o ofis hag e pokomp hini a hini d’eur men a zo eun tamm euz pilher ar skourjeadek. Ar pilher-ze a oa en palez Pilat hag a oa bet staget hon Salver outan ’vit bean skoet a daulio skourje gant soudarded. Strinkan ’reaz neuze ar goad divin hag, a dra zur, e vanaz eun daken bennak stag ouz ar men ec’h omp o poked d’ean. Gant pebez doujanz eta e stokomp outan hon muzello hag ive gant pebez karante ’vit hon Salver ha pebez keu d’hon fec’hejo !


————


II


Eur bale ’vit anaveout hent ar Groaz — *Goarek ha kouent an « Ecce Homo ». — Harao da Bilat !


E læc’h distrei d’ar gær ec’h eomp d’ober eur bale en kær ’vit gwelet dre belæc’h e tremenfomp emberr ’n eur ober hent ar groaz. Ar ru ’zo enk ha war disken ; a-wejo zoken e zo enni pazenno ledan. Goude bean græt eur gildroen pe diou, e tremen a-biou d’ar chapel savet war al læc’h e kavaz Jezuz ennan santez Veronikan hag e lezaz anei da dic’houezi e dal gant eul lien. D’ar C’hresianed-unanet eo ar chapel-ze, da laret eo d’ar C’hresianed katolik a zo leun a doujans eveldomp e-keñver an Tad santel ar Pab. O c’hreden a zo henvel-tre ouz hon hini ; o doare da bedi, avad, a zo dishenvel. Ar *yez gresian a impliont e læc’h al latin hag o ofiso a zo hirroc’h ha muioc’h *liduz evit hon re. Leon trizek, ar pab a zo breman o ren[16] , an euz græt kalz evit sikour anê en o faourante ha rei d’ê kalon da labourat evit ar gwir Iliz. O beleien a zo gwisked evel ar veleien c’hresian dizunanet, nemet o bonnet hir ha reut a zo rond, e læc’h kaout pevar gorn ; *peuz-henvel eo ouz hini an dud a lezen en hon bro.

Traouoc’h evit chapel Santez-Veronikan, e kavomp hini ar Zempladen. E keñver da homan e semplaz an Itron Varia pa gavaz he map Jezuz o kerzet gant e groaz ’trezek ar C’halvar. Euz ar paouran eo ha dindan an douar eman, o vean n’euz ket peadra da zevel eur chapel all a-uz d’ei, Dalc’het eo gant beleien an Armeniaded katolik, a zo nebeut anê en Jeruzalem hag a zo sikouret ive gant hon Tad santel ar Pab.

Ac’hane da benn an hent, da laret eo d’al læc’h ma oa palez Pilat, n’euz ket ouspenn pemp munuten kerzet ; mes n’eomp ket betek eno dioustu.

Setu a-uz d’an hent eur *oareg a zav euz an tu deo hag a zeblant rei skoazel d’ar voger uhel en em gav en tu kle. Da wir, treuzi ’ra ar voger ha delc’hel a ra da vont en tu all d’ei war disken. Ar oarek-ze a douge gwech-all eur pondale a dremened warnan ’vit mont euz ti-barn Pilat da gastel Antonia, e kec’h ma chome. Dindan, e oa porz Gabata. læc’h ma halle dont ar Judevien. Evit sevel di e oa eur *vinz varbr, enni eiz warnugent pazen, hag a zo bet kaset da Rom, ’læc’h m’eo miret gant *preder dindan an hano a Scala sancta. Hi he deuz talveet da skouer d’ar vinz zantel a zo bet savet en Santez Anna Wened.

Daoust petra a dalv d’ar vinz-ze tremen ’vit bean eun dra zantel ? — ’Toue sur, dre ar vinz-ze e pignaz Jezuz, de e varo, war-dro dek heur euz ar beure, evit sevel war ar pondale. Pilat ar barner a gerze ’n e gichen. Ar paour kæz Pilat ! Goud a ræ e oa didamall Jezuz ha klask a ræ an tu da dennan anean euz a dre daouarn ar Judevien a c’houlenne ar maro ’vitan. Roet en devoa d’ê da gemer unan a zaou, ’vit rei d’ean ar frankiz : pe Jezuz pe Varabaz, eur muntrer braz. Sonjal a ræ o dije kemeret Jezuz. Poan gollet ! Youc’hal a rejont : Barabaz ! Barabaz !

— « Ha Jezuz, ’ta, eme ar barner, petra refet-hu gantan ? »

— « Ma vo krusifiet ! krusifiet ! »

Goalc’het an nevoa Pilat e zaouarn dirake ’vit diskouel e vije arabad tamall d’ean goad dinoaz ’vel goad Jezuz : poan gollet. — « Ra goueo, eme int, e oad warnomp ha war hon bugale ! »

Lausket en nevoa gante neuze Barabaz hag, en gortoz da zont a-benn da derri o c’honnar, en nevoa græt d’e zoudarded rei taulio skourje da Jezuz.

Ouspenn o *c’hefridi a reaz ar re-man : goude bean gouliet e gorf da Jezuz, en em lakjont da oapaat anean. Stipan ’nean ’vel eur roue a rejont ; ’vit tron eur men euz eur c’hos pilher, ’vit kurunen blincho spern plesennet ha sanket en e benn, ’vit goalen-roue eur gorzen ; ha neuze e stoujont dirakan ’n eur laret : « Salud d’id, roue ar Judevien ! »

’Oant c’hoaz oc’h ober anei gantan pa deuaz Pilat da lemel ’nean euz a dre o daouarn ha da diskouel ’nean d’e enebourien. Kredi a ræ e vije koueet o c’honnar dirak eur c’horf ha na oa ken nemet eur gouli adalek ar penn betek an treid.

Setu perak e welomp breman Jezuz, stipet ’vel eur roue a fent, ha Pilat, e varner, o sevel a-gevred ar *vinz a gas d’ar pondale. Pac’h int en em gavet e kroec’h, e tro Pilat ’trezek ar bobl a oa bodet dindan, en porz Gabata, hag e lavar d’ê : « Ecce homo ! Setu aze ho ten. »

Poan gollet ! Ar bobl, ’læc’h kaout true ouz Jezuz, a respontaz : « Ar groaz evitan ! Ar groaz ! » — « Ma ! staget anean c’hwi hoc’h-unan. » — « D’ar maro, d’ar maro ! rag laret en euz ec’h eo Mab Doue. »

Ha Pilat neuze da zistrei gant Jezuz d’ar gambr-varn. Na oar ket kaer petra ober d’ean, pa lavar d’ean ar Guzulerien : « Ma roet d’ean e frankiz, n’oc’h ket a du gant Kesar, an impalaer : laret an euz Jezus ec’h eo Roue ar Judevien, ha neb a lar ec’h eo roue n’eo ket mignon da Gesar. »

Ar c’homzo-ze a diskar Pilat da vad. Aon gantan da vean flatret d’an impalaer ha da goll e blas, e voug mouez e goustianz hag e ro da Jezuz e varnedigez : « Mont a ri d’ar groaz ! » ha kerkent d’ar gard ! « Gra ober eur groaz evitan ! »

Gallout a ræ neuze bean unek heur.

C’hwel aze a betra ’digas d’imp sonj *goarek an Ecce homo hag ar c’hazern turk a zo pelloc’hik, ’læc’h e oa palez Pons-Pilat hag e gambr-varn en amzer hon Zalver. Mad e oa d’imp adlakat ze en hon spered na pa ne vije ’met ’vit bean kenteliet. ’Pez ’zo digoueet gant Pilat a disk d’imp bean tud d’hon *dlead, tud eün, koustout da goustout. Na oa ket ennan danve fall : na damalle netra da Jezuz ha c’hoant e zavetaat en nevoa ; mes eun den aonik e oa : aon an nevoa da goll e blas. ’Vit mirout mignoniez Kesar en deuz bet kondaonet eun den didamall. Ha setu ’nean deut da vean ’vit an holl eun torfetour, hag eun torfetour kazuz. Mar gwelomp unan bennag hag a zo lausk aoalc’h a galon evit mont eneb d’ar gwir hag eneb d’e goustianz war digare gonid eun dra-bennag, arc’hant pe vignoniez evitan e-unan, e tiskoueomp anean gant ar biz en eur laret « Pons-Pilat » !

’Vit kaout arc’hant ha grad vad Kesar, en deuz gwerzet Pilat Jezuz : Poan gollet ! a larin d’ean c’hoaz eur wech ; dirak Doue, a dra zur ; ha dirak ar bed zoken. Dont a reaz da vean diskuilhet, daoust da ze ; koll a reaz e garg ha red e oe d’ean ’n em divroian : en Bro-C’hall en em dennaz ha mervel a reaz en kær Vienn, war ster ar Rhon, e læc’h ’m euz tremenet gant ma lennerien etre Lyon ha Marseilh.

Mad ! setu me distro a spered d’am bro, goude m’on chomet a gorf ouz toull dor eul leandi a fell d’imp mont ennan. Ober a refomp plijadur ha rei a refomp kalon da leanezed an Itron Varia Sion, a zo o telc’hel anean.

Bean eo unan euz ar re gentan savet en Jeruzalem gant ar Fransizien. E zaver eo an Tad Mari Ratisbon, eur belek katolik a heuilhe, da gentan, kreden ar Judevien hag a zo bet distroet ouz ar wir greden en eun doare burzuduz. C’hoant d’ean da welet e vreudeur o tistrei eveltan, e savaz eun urz leanezed da *brederian gant ze, evit ’pez a zell ar merc’hed yuzev, hag e kasaz ar re gentan da Jeruzalem er blavez 1858. Nag a vugale emzivad o deuz savet aboue ha disket d’ê anaout ha serviji ’vel m’eo dleet an Autro Doue !

O zi ’n em gav war al læc’h a oa goloet gwech-all gant palez ar gouarner Roman ha gant al lojeiz a oa stag outan. En o chapel, a zo neve zavet, e weler eul loden euz ar *oarek hon deuz gwelet al loden-all anei a-uz d’an hent.

Pa disken an nen donoc’h dindan o zi, e kaver mein koz ha braz tennet euz al lithostrotos pe leur-vein. Darn anê ’zo bet græt gante eul leur neve ha daou anê a zo treuzet gant linenno a dalvee d’ar zoudarded Roman ’vit lakaat da vont ha da dont meinigo bihan : eun dra bennag evel an didu-amzer a reomp hirie anean « c’hoari ’r c’hare. »

Eur c’hare ’zo merket war unan euz ar vein hag eur *c’helc’h war egile.


————



III


Be eur Vreizadez : Gabrielan ar Yeodet.


’Keit ec’h omp aman evel sebeliet dindan an douar ha dindan *goarek an Ecce homo, n’eman ket, a dra zur, ma lennerien en gortoz e komzfen d’ê euz o bro Breiz-Izel. Koulskoude n’hallan ket tremen hep hen ober.

Eun nor hepken hon deuz da zigeri ha setu ni dirag be Gabrielan ar Yeodet.

Breman ’zo ugent vla e oa brudet an hano-man en hon bro ha, dreist-holl, en bro Lannuon.

Bean eo hano eur plac’h zantel euz a Verlewene[17], a dremenaz eul loden vraz euz he bue o pelerinan hag a deuaz da vervel, ar bemped a viz gouelen 1881, en leandi an Itron Varia Sion pe an Ecce Homo, en Jeruzalem. Meur a wech e oa bet o welet an Itron Varia Wir Zikour, an Itron Varia Folgoat ha Santez Anna Wened. Bet e oa ive en Lourd, en Ars, en Paray-ar-Monial, en Fourvier-Lyon. Bete Rom e falveaz d’ei mont, ha gwelet a reaz ar Pab santel Pie IX, a roaz d’ei eur vedalen. « E Vreizadez vihan » a ræ anei.

Jeruzalem zoken a gave Gabrielan na oa ket re bell eviti ha, diou wech, e kavaz an tu da vont di. Paour e oa ; mes pedi a reaz kement an Autro Doue, ha kement a fianz he devoa en e vadelez, ma *tanzeaz d’ei, en eun doare burzuduz, ’pez he doa ezom evit heullh he *mennoz santel.

’Pez a reaz d’ei distrei an eil gwech da Jeruzalem eo ar c’hoant da vevan en eul læc’h kloz bennag euz ar Gær Zantel ha da vervel eno.

An tad Ratisbon, saver leandi Sion, a reaz kleuzan ’viti, eur *peniti war Vene ar Gwe Oliv en eul logel douar a oa d’ean, hag ar seiz a viz Mæ 1881, a vinnigaz anean dirag leanezed e leandi hag e verc’hedigo emzivad.

Eno e vevaz adaleg neuze hon c’henvroadez zantel o pedi Doue hag oc’h ober pinijen : ’vit gwele n’he devoa nemet eun arched. Gant ar maro e vije aliez he spered, dre ma wele dalc’h-mad diraki ar berejo a c’holo krab ar mene a du gant traouien Jozafat.

He lojen a oa ken hanval ouz eur be ma tostae d’ei ar bleidi-noz o sonjal kaout enni danve eur pred mad. Eun nozvez bennag, sklær al loar en bolz an nenvo, e kane, a greiz kalon, kantik ar baradoz « Jezuz pegen braz eo », pa daulaz ple d’eur blei a deue d’he c’hæ, daoulagad spontuz en e benn. — « Kæ kwit, blei bihan », a laraz d’ean goustadik ha dispont ; hag al loen gwe o tec’hel dioustu.

Da hanter even ec’h eaz Gabrielan d’ober eun dro bete Betleem. En eur distrei e koueaz klanv en leandi Sion-Jeruzalem ha goall-glanv. Eno e varvaz ’vel eur zantez ar bemped a viz gouelen, d’an noad a daou ’la ha daou-ugent, hag eno, herve he c’hoant, e oe douaret, en eur c’hao a zo dindan goarek an Ecce Homo.

Pan omp breman dirag he be, daoulinomp warnan ha greomp eur beden eviti. C’hoant am be kentoc’h da laret d’ac’h : « Pedomp anei ha goulennomp diganti ma koueo bennoz an Autro Doue war he c’henvroiz a Vreiz-Izel, ma vevfomp holl evelti en e zoujans ha mac’h efomp holl davetan ha daveti en Jeruzalem an Neñvo ! »


————



IV


’Læc’h ma labourer dre finese gant an Turked.


Breman, pa hon deuz gwelet piz ’pez a zo en leandi Sion ha ’pez a zo dindanan, e fell d’imp gwelet ’pez a zo warnan. Dizouaromp eta ha pignomp war al leur-doen. Nag a dreo a welomp ac’han ! Kær Jeruzalem a-bez koulz laret, A-dal d’imp, e lugern moskeen Omar dindan an heol. Tostoc’h d’imp, a-gle d’ar voskeen, eur minaret uhel ha *mistr, hag ouz e droad ar c’hazern turk ec’h efomp emberr ennan d’ober poz kentan hent ar Groaz : aze, pe war dro, e oe bet kondaonet Jezuz gant Pilat. War an tu deo, eun tamm pelloc’h avad, e welomp bolz iliz ar Be Santel.

En hon c’hichen, aman, war leur-doen chapel an Ecce Homo, hon deuz eur groaz hag a gonter diwar he fenn eun dra zouezus.

Aman en em gavomp en kalon karter ar Vahometaned a displij d’ê ar groaz muioc’h evit n’euz forz petra. Ken e oa ar blavez 1882 e oa arabad lakat hini ’bed dindan o daoulagad. Er bla-ze, ’velkent, ec’h *autreaz ar Pacha d’ar gatoliked dougen eur groaz war o skoa evit heuilh hent ar Groaz. Koulskoude leanezed Sion na gredent ket c’hoaz sevel unan war o chapel. Daou pe dri bla goude, o welet en nevoa ’n em douget ar peurvuian euz o amezeien e-mæz a gær evit mont da benn-hent d’unan euz pelerinajo Franz, a deue, ar wech-man, dre ar Samari, e lakjont en o fenn ober, er mare-ze, ar pez a glaskent ober pell a oa : klasket e oe, eta, eur micherour ha plantet ar groaz heb gout da zen. Deut e oa an taul da vad ha chom a reaz ar groaz en he læc’h : aman ar pez a zo græt, ’zo græt.

’N eur distrei d’ar gær, goude bean laret kenavo da C’hoarezed Sion, e klevan c’hoaz an Tad ambrouger o kontan d’in eun histor hag a zo henvel aoalc’h ouz honnez.

Mont a reomp e-mæz ar gær dre dor Damas, unan euz ar re gaeran, ha, goude, e hedomp mogerio-kær a zo uhel-uhel, « ’C’hanta, eme an Tad, daou dour Itron-Varia-Franz, mar karet sellet anê, a gavfet c’hoaz uheloc’h. Ha, koulskoude, herve ar reiz, na dlejent ket bean bet uhelaet a-dreist da Vogerio kær : difennet eo ze gant ar Sultan, Mes evelhen eo bet kont :

Pa oad o sevel an tourio, e taulaz ple ar pacha e tremenent eun nebeudig uhelder ar magorio. Hag heñ dioustu da dont da laret paouez. Larout ’reaz d’ean an Tado ec’h ænt da skrivan da Gonstantinopl evit goulen *autre da gendelc’hel. Ha, da c’hortoz ar respont, war digare lakat pep tra prest ’vit adkrigi gant al labour, e savjont eur chafod koadek meurbed endro da bep-hini euz an tourio. Delc’hel a reaz ar vasounerien da labourat warne, en diabarz ar c’hoadaj, heb bean gwelet, koulz laret, ha pa oe peurc’hræt al labour, e oe diskennet ar c’hoat en traou. Setu distro ar pacha ha drouk ennon ar wech-man : Daoust perag n’ho peuz ket gortozet an *autre ? » — « D’ober petra gortoz anean, pan eo gwir eo bet goulet ? » — N’euz forz ! ar reiz ’zo ar reiz. Torret ’peuz al lezen. Goaz a ze d’ac’h ! » — Ba ! ba ! na gomzit ken a ze, autro. Mar hon deuz graet eur gaou bennag da gær, setu aze peadra d’he dic’haouan : eun aluzen evit he feorien, mar karet.» Hag, en eur laret ze d’ar pacha, e lake an Tad priol en e zorn eur billet a gant lur.

Talvout ’ræ ar boan kemer eur bakchich evel heman. Ar pacha, na n’eo ket eun den fæuz, heb chom da dermal, e lakaz anean dioustu en e c’hodel. Pe ’c’h eo chomet enni, pe ’c’h eo tremenet en tensor kær, na oufen hen lavarout. »

Epad m’eo bet an Tad o tiviz ganimp diwar-benn an dra-ze ha treo all ken *iskiz, hon deuz græt, ’hed ar mogerio, an hent a zav euz dor Damaz d’hostaliri Itron-Varia-Frans.


————



V


Hent ar Groaz dre ruio Jeruzalem.


’Vel ma reomp bemde, e chomomp en disheol war greiz an de ha, da daer heur, pac’h eo torret eun tamm an domder, ec’h eomp holl ’trezek ar c’hazern Turk hon deuz gwelet evit ar beure.

Eno ’man ar poz kentan euz hent ar Groaz, a ver breman o vont d’ober war eun dro a-dreuz da gær. ’N em renkan ’rer ’vel evit ar prosision ha dougen a rer diou groaz koat, unan war skoaio eur *strollad beleien, eben war skoaio eur stollad laiked. N’euz nemet ugent vla aboue e c’heller dougen anê : ken kazuz eo ar Groaz evit Mahometiz ! Er bla 1882 e oa bet douget an hini gentan gant ar belerined ; arabad, avad, prezek er ruio. Ar bla war-lerc’h e felle d’ar pacha harz an Tad Bailly d’ober gant e dud hent ar groaz. Petra ’reaz neuze *kannad Bro-C’hall, nemet mont da delc’hel penn d’ean, war digare kauzeal diwar-benn treo a bouez ha mirout outan da deurel ple ouz ar pez e oad oc’h ober. E-keit se, e oa bet peurbleustret an hent santel ha græt pevarzek prezegen. Aboue ’n euz gallet bep pla ar belerined kaout o c’hoant ha biskoaz dizurz na zo c’hoarveet. Gwir eo e vent ambrouget gant polised Turk. N’euz ezom anê, avad, nemed evit digeri an hent dre ar ruio a zo enk ha pleustret. Gwech e-bed na youc’haden, nag ardo fæuz euz a beurz Mahometiz. Rei a reont frankiz da bep-hini da heuilh e relijion ’vel ma kar. Eun dra hepken a zisplij d’ê war ar poent-man : gwelet tud ha na ziskoueont bean euz relijion e-bed. N’eo ket evit laret e vefe gwell ganin bevan ’n o zouez evit bevan etouez ma c’henvroiz ; nan ! N’on ket, avad, evit harz da vean glac’haret o sonjal n’hall ket ar gatoliked, en Bro-Franz, heuilh o c’hreden gant ar frankiz a gavont e bro an Turked. Ped kær vraz a zo duman hag e c’hallfed ober enne hent ar groaz evel e reomp aman ? Nag a hini euz an dud a zo pæet gant ar gouarnamant a dremen heb mont d’an iliz, bete gout e ve tamallet ze d’ê ha lemet digante o bara !

Aman na ve gwech e-bed tamallet d’eun den bean eun den a relijion, Ar c’hontrol eo : e relijion a dalvo d’ean bean sellet ’vel eun den a zoare, Setu perag an Au. Konsul hag an autrone all a zo gantan o pleal gant mad ar Fransizien, en em gomport, ’keit ma vent aman, ’vel kristenien vad. Ha laret, memez tra, na gredfent ket marteze, mar vijent en Frans, ober kement all, gant aon da zisplijout d’o mestro ! Koulskoude Doue, o Zad, a zo dre-holl, hag a fell d’ean bean servijet dre-holl !

Mes ’n em ankouât a ran da gomz d’am lennerien deuz treo a zo evite, ’vel evidon, eur ran galon. Goulen a ran o fardon digante, ha, ’vit hen kaout ezetoc’h, e larin d’ê penauz parean ar gouli am euz græt en o c’hreiz : n’o deuz nemet pedi ’vit Frans ha dreist-holl ober hent ar groaz eviti.

Pedi ’vit Frans a ra an holl belerined, pa gerzont dre an hent an euz bet kerzet Jezus drezan gant e groaz. O selaou an Tad Dominik, euz urz sant Fransez, a brezek d’ê en peb poz, e teu o feden da vean c’hoaz muioc’h kalonek. Goude ar brezegen, e taouliner hag e peder a vouez uhel. Ar beden-ze, ma tenera o ineo d’an holl, a galeta o skoa pe o chouk d’ar re a doug ar c’hroajo : ponner eo o zamm, ha koulskoude hen kavont skanv o sonjal e reont pinijen evit pec’hejo Frans, o mamm garet. Gant eur galon laouen e rofent, n’eo ket hepken o foan, mes o bue, mar gallfe ze talvout d’o breudeur dianket distrei da vad daved Doue, o Zad an neñvo.

O c’hroajo eo ar re a zo bet binniget war hon lestr ’rauk kwitât Marseilh. Eun enor braz ’oa bet græt d’ê neuze : mes brasoc’h eo an hini a rer d’ê breman ; santelaat a reont c’hoaz o tremen ’læc’h he deuz tremenet kroaz hon Zalver. Evuruz ive an diou iliz a vo plantet an diou c’hroaz-man en o c’hichen, hini an Itron Varia Barmeni, en eskopti Soisson, ha hini an Itron Varia Loz, en eskopti Grenobl ! En kalon ar belerined a deuio da daoulinan ouz o jijen, e lakfont da deneraat ar garante e-kenver an Doue krusifiet ! Neb a zo bet en Santez-Anna-Wened, hag an euz pedet dirag ar groaz a zo bet plantet, ar pevarzek ’la ’zo bennag, e-kreiz *klastr ar C’hloerdi, n’am dislaro ket : gant kalon, a dra zur, an euz pedet ouz ar groaz-ze, o sonjal ec’h eo bet treuzet kær Jeruzalem ganti ’vel gant hini Jezus.

’Benn daou pe dri bla aman, mar deu an An. Neumager da gaout e vennad, e c’hello eun *hevelep evurusted bean tanvaet en kær Wengamp gant pelerined an Itron Varia Wir-Zikour.

Kaout a reomp hon diou c’hroaz en o gourve ouz kouent an Itron Varia Sion. Mes ’vit ober ar poz kentan ec’h eomp eun nebeudik pelloc’h, beteg ar c’hazern a zo savet ’læc’h ma oa bet kondaonet hon Zalver d’ar maro. Ha mont ’reomp beteg en he forz : eno e prezeger d’imp, eno e pedomp hag e kanomp, ’vel pa ne vijemp ket dirak ar zoudarded Turk. Petra bennag o deuz holl neu vad hag e seblantont holl bean evuruz o welet anomp en o zouez.

Adalek an eil poz, a reomp kent arruout ouz kouent an Ecce Homo, e kemer pautred ar c’hroajo o zamm. Eno eo e kemeraz Jezus e hini. Adalek neuze ive en em lak ar belerined war diou regen. Mes hiroc’h eo hirie hon frosision ’vit an hini a rejomp demerc’her, ’n eur vont ar wech kentan d’ar Be Santel : rak deut ’zo davedomp hirie, ’vit pedi wardro ganimp, leaned ha leanezed euz a gement Urz a zo en Jeruzalem, hag ive beleien Grek-Unaned.

Kalz a belerined a doug etre o diouvræc’h kroazigo koat, a gasfont gante d’ar gær. Bean ’zo endeün eur *strollad hag a doug eur groaz krenn war ar skoa : strollad Belgiz, a zo anê seiz pe eiz.

Goude an eil poz, e refomp seiz all en ruio Jeruzalem.

An dried a reomp eun nebeudig goude bean tremenet dindan *goarek an Ecce Homo. Hirie c’hoaz e zo aman *dinaou gant an hent, goude ma klaskaz ar Romaned kompezi anean gant bep sort atrejo. Dre aman e tremene traouiennik an Tiropeon, a ræ an disparti etre an Templ ha krec’hien ar Golgota. Ken sonn e oa aman ar c’hra, ma koueaz Jezus gant e groaz ’n eur disken anean.

C’hwel breman, e traou ar c’hra, war hon dorn kle, eur vanel a deu euz a du al leuren-zakr. E-keñver al læc’h-man e koueaz lagad Jezus war e Vamm, a oa deut, harpet war bræc’h a Vadelen, ha war hini sant Yan, ’vit heuilh anean betek ar c’halvar. Semplan, ’vit-se, a reaz an Itron Varia ; ken mac’het e oa hec’h ene paour gant ar glac’har ! Eur chapelik savet aman gant ar gristenien gentan, chapel ar Zempladen, he deuz talveet d’imp gouzout pelæc’h e kavaz Jezus e Vamm, ha pelæc’h, dre ze, e tleer ober ar bevared poz euz Hent ar Groaz. Ar chapel-ze a zo breman, ’vel m’hon deuz laret, etre daouarn an Armeniaded katolik.

Ar bemped poz a reomp ’læc’h ma krogaz Simon a Siren en kroaz Jezus, evit sikour n’ean d’he dougen. O tistrei d’ar gær e oa, bet o labourat en e bark, an em gave an tu all da dor Damas. Bourevien Jezuz hen gopraaz ’vit ma roje dorn d’ean da dougen e groaz. Hep mar e-bed, poan vraz an ije bet ar paour kæz o vont ganti pelloc’h e-unan : rak, kollet gantan eur bern goad ’boue ar skourjeadek, e oa deut da vean dinerz. Ouspenn ze, an hent, adalek aman, a groge d’ar c’houls-ze da zevel, kalz muioc’h c’hoaz ’vit na ra hirie.

Diveran a ræ euz tal Jezus c’houezour ha goad war eun dro, pa dremenaz dirak ti eur wrek zantel, Veronikan, a oa ouz e c’hedal war dreujo he dor. Ha homan, dioustu, goneet gant an drue, o vont d’e gæ, hag o tremen eul lien gwenn war e dal evit hen dizec’han. O tra burzuduz ! kemer a reaz al lien skeuden *dremm zantel Mab Den. Miret eo c’hoaz hirie en iliz Sant-Per ar Vatikan, elæc’h am euz-an gwelet. Diwarnan e ve livet skeudenno an *Dremm Zakr, ac’h enorer e meur a iliz.

En santez Veronikan hag er pez a reaz, e sonjomp ’n eur ober ar c’houæc’hved poz euz an Hent santel.

Ar zeizved a reomp læc’h ma koueaz Jezuz dindan e zamm evit an eil tro : arru e oa ouz dor ar Justis, hag ec’h æ da dremen dindani ’vit mont e-mæz ar gær (al læc’h-man a zo hirie en kalon kær).

Hadkavet gantan e dreid, en em lakaz adarre da stlejal e zamm. Mes a boan en devoa tremenet dor kær, ma welaz eun toullad groage, d’ê *dremmo glac’haret, daoulagad karget a daelo ha mouejo hirvouduz. « Na ouelit ket warnon, merc’hed Jeruzalem, eme Jezus. Gouelet kentoc’h warnoc’h hoc’h-unan ha war ho pugale. » Hag er memez amzer e tiskleriaz d’ê pebez reuzio heuzuz a dlee, ’barz nebeud amzer, kouean war o bro. Ouspenn unan ane, marvad, a welaz, daou-ugent ’la goude, komzo Jezus o tont da wir.

Setu aze danve ar brezegen a rer d’imp epad an eizved poz. Mes n’hallomp ket he c’hlevet ’læc’h ma tigoueaz kement-se. Al læc’h-ze en em gav diabarz mouster Koftiz, n’hallomp ket tremen drezan gant hon frosision. A dal d’e dor, a zo a gle d’imp, e reomp eta hon foz. Memez tra a digoue ganimp evit an naved, a renkomp ober eun tammik pelloc’h war ar ru. ’Pez a enoromp ennan eo taerved koueaden Jezus, a stouaz d’an douar, stonket gant an anken, pa welaz dirakan ar mene Kalvar.

’Benn neuze e c’helle bean kreiste. Eun hanter heur bennag a oa bet laket da bleustri ar c’houæc’h kant metr an euz a hed an hent glac’haruz.

Prestik goude e oa kroaz Jezus en he zav war ar C’halvar hag heñ stag outi. Diou groaz all a oa ’n e gichen, eul laer war bep-hini anê.

Bevan a reaz c’hoaz eno epad taer heur, taer heur a boanio kri ’vit e gorf ha ’vit e spered. Seiz gwech e tigoraz e c’heno, ispisial ’vit rei o fardon d’e vourevien, e varadoz d’al laer mad, e Vamm da zant Yan ha d’imp, hag e ine d’e Dad. Neuze e lezaz e benn dont war e goste, hag e lauskaz e huanaden divezan.

’Vit envori ’pez a c’hoarveaz gant Jezus kent, epad ha goude e basion, da laret eo, ’vit ober ar pemp poz divezan euz hent ar Groaz, eo red d’imp mont diabarz iliz ar Be Santel, penegwir, e-tuont d’ar Be, eman enni ar mene Kalvar.

Ober ’reomp eun dro dre diou pe daer ru, ha da daer heur hanter, ec’h arruomp war leur-rauk an iliz. N’eo ket achu, ’vit-se, ar prosision a ra bemde Sant-Fransesiz en diabarz, d’ar mare-man. Red d’imp eta gortoz eun nebeudik. Mes na gollomp ket hon amzer. Epad mac’h omp en hon zav, bodet endro d’hon c’hroajo, e ple ganimp eur fotograf. Pignet war leur doen ar mouster gresian, ec’h asten warnomp holl lagad gwer e venvek, ha setu ni skeudennet. Kemer a ra, war ar marc’had, ar venec’h gresian hag an Arabed a zo deut aman da zevel o fri.

’Benn breman eo achu ofis ar Fransiskaned, ha ni en iliz dioustu. Eur pennad brao e chomomp war ar mene Kalvar : rak pevar boz a zo d’ober eno, penegwir eno eo bet diwisket Jezus, staget ouz ar groaz, skoet warni gant ar maro, ha diskennet diouti ’vit bean laket ouz treid e Vamm. Peder brezegen ive e klevomp war ar c’halvar, prezegenno a lak an dour da dont war hon daoulagad. Mes eun dra ’nije c’hoaz græt vad d’am c’halon : klevet kanan gant holl Vretoned ar pelerinaj eur poz bennag euz ar c’hantik kaer a zo bet savet en brezonek ’vit lakat *mennozio a c’hlac’har en ine ar gristenien. Gwech e-bed n’am euz gwelet netra a c’houekoc’h ’vit al loden anean a lenner aman warlerc’h.



I

Pignomp, ma ine,
War ar C’halvar,
Gwelomp eun Doue
Leun a garante,
Gwelomp eun Doue
En e c’hlac’har.

II

E dreid ’zo griet
Gant an tacho ;
E gorf dispennet,
E benn kurunet,
E gorf dispennet
Gant ar foueto.

III

Gwel-an diwisket,
Savet er groaz ;
E zaouarn staget,
E goste toullet,
E zaouarn staget
Gant tacho braz.
 

IV

Me eo, ma Doue,
Me eo, ma-unan,
Am euz hep true,
Dre ma goall vue,
Am euz hep true
Kresket ho poan.

Diskan

Gwerc’hez vinniget,
Mamm druezuz,
Me am euz lazet,
Hen gouzout a ret,
Me am euz lazet
Ho Map Jezuz.


Hon c’halon leun a *anoaz, e tiskennomp euz ar C’halvar, hag ec’h eomp, vit ar poz divezan, d’he frealzi ouz be hon Zalver. Ya, ’vit he frealzi : rak mar n’eo ket chomet Jezus er be pelloc’h ’vit an dried de, mar ’n euz trec’het neuze war ar maro, n’eo ket hepken evitan eo ar gonid, mes evidomp ive : lakat a rei anomp ive da hadvevan. Setu ’pez a lavar d’imp an Tad Dominik en eur brezegen. Goude, ’reomp taer dro d’ar Be Santel gant hon c’hroazio hag evelse ec’h achuomp hent ar Groaz vel ma ve græt dre ar ruio en Jeruzalem.

N’am euz ket ezom da laret hon deuz goneed, ’n eur ober ’nean, induljanso braz. Kement ’zo anê ken na c’houl ket an Iliz Zantel e vent nivered.

Ac’hanta ! kement all a zo da c’honid pa heuilher a spered ha gant fe an Hent glac’haruz, ’n eur bedi dirak ar pevarzek taulen a weler en hon ilizo.

’Vit hon zikour da bedi ervad n’euz ket eul levrik hag a dalvefe muioc’h *eget Hent ar Groaz[18] an autro Kerjean. Neb a fell d’ean, e tuont da ze, gouzout piz penauz e kemeraz lod an Itron Varia en poanio he Mab divin, a gavo e *vennad en Mis Mari ar C’halvar[19] , skrivet gant ar memez *auzer.


————


VI


Moger an daelo : goueladek ar Judevien.


Ar belerined ac’h a breman, ar peurvuian, eün da Voger an daelo. Rak ec’h omp er Gwener d’abarde, ha ’benn ar c’houlz-man eo krog ar Judevien da vont da ouelan ouz moger an daelo. War homan a larer e oa harpet, gwech-all, euz tu ar c’huz-heol, kompezen an Templ. Arc’hoaz eo ar zadorn, an de santel a ra ar Judevien anean ar Sabat. Mes ’dalek abarde an de ’rauk, ec’h eont da gæ ar voger da bedi, ha ’dalek neuze ive, e ve kemeret gante o dilhad kaer ha klozed ar bazaro, stalio hir a gemer a-wejo hed eur ru pe diou.

Ha bazar e-bed na zigoro arc’hoaz e-*trande. Goaz d’ar groage n’o deuz ket *danzeet ’rauk breman peadra da vagan o zud epad eun devez hanter.

Setu eur gentel roet d’imp gant hon enebourien : rak ar Judevien o deuz bet enebet a-viskoaz hag a enebo betek an deio divezan euz ar bed eneb ar gristenien. Da c’hortoz, e tleomp (ha kement-man ’zo eur vez evidomp) diski digante mirout penn da benn ha santelaat ar zul, de santel an Autro Doue.

Int endeün en em gemer abred, penegwir eo ’vit pedi, ec’h eont ar gwener d’abarde d’ar oueladek. Petra bennak kement peden a reont o zo hirvouduz. Na baouezont kammed d’en em glemm war o stad. N’o devoa nemet eun templ, hini Jeruzalem, ha, ’boue ar blavez 70, ec’h eo bet distrujet gant ar Romaned. N’euz ket zoken chomet dioutan eur men war eur men, ’vel m’hen doa laret Jezus en sunvez e basion. Goasoc’h o zo c’hoaz. ’Boue ar blavez 638 n’hall ken ar Judevien mont da gæ ar mene Moriah, ’læc’h ma oa gwech-all o zempl. Ar bla-ze e teuaz ar c’halif Omar, unan euz an dud a vrezel a laboure ’vit relijion Vahomed, d’ober e beden war veg ar mene sakr. Traoalc’h a oa ze ’vit santelaat ar roc’hel. Eun nebeud goude, e oe savet eno eur voskeen, ha difennet da neb na oa ket muzulmad lakat e droad war ar *gompezen ledan a oa endro d’ei. Hirie eo c’hoaz kont ’vel ma oa neuze, nemet e c’hell ar gristenien, gant rei eur bakchij d’ar garded, mont d’ober eur bale war ar gompezen. Ar Judevien, int, n’hallont mont eno ’vit priz e-bed. Arabad e oa d’ê zoken, n’euz ket c’hoaz ’keit-se, tostaat d’ar voger goz hag uhel, græt gant mein braz, ec’h eo harpet warni al leuren zakr. Breman, ’vel kent, o deuz *autre da vont ’kichen ar voger-ze da bedi, — ha da ouelan.

Emaint eno, ’vit an abarde, eun daou c’hant pautr bennag ; peder pe bemp plac’h hepken. Eun nebeudig anê a zo azeet. Ar re all a chom ’n o zav, o fenn troet kazi dalc’hmad ’trezeg ar voger. Mes na reont nemet finval ar penn-ze, ’vel pa vijent hep *ehan o vonjouri. Goud ouzont morvad dre envor ar pedenno a zeblantont lenn el lever a dalc’hont en o daouarn. Larout a reont o vouez uhel ’pez a gane ar profet Jeremi en e hirvoudo, ha ’pez a gane ar profet David er psalm 79 diwar-benn ar reuzio a dlee kouean war Jeruzalem ha war an Templ.

Deut eo da wir *diougano klemmuz ar brofeted : setu perak eo glac’haret pobl Israel. O diougano joaüz, avad, ar re ma embannent enne ar Messi, ar Zalver a dlee dont, ar re-ze n’int ket deut c’hoaz da wir ’vit darn euz ar Judevien : gortoz o reont o Messi, ha na deu ket.

Mes labour o defo da c’hortoz : rak deut eo o Messi tremen 1900 vla ’zo. O zud koz, ’vit-se, elæc’h hen anaveout hag hen digemer, a lakaz ’nean d’ar maro, war digare na digase ket gantan plijadur, pinvidigez hag enorio. Darn all euz ar Judevien, koulskoude, a ansav eo deut ar Messi d’ar c’houlz e tlee dont, mes kredi a reont an euz tremenet etouez o zado koz heb bean bet anaveet gante : ha setu i, kenkouls hag ar re all, goall eüruz da virviken. Re ’m euz lavaret pa ’m euz lavaret « da virviken. » Na fell d’ar Judevien nemet digeri o daoulagad d’ar wirione, nemet ansav eo Jezus o Messi, ha setu achu o anken. Bean ’zo unan bennak anê hag en em ra kristen breman : mes n’efont ket holl a du gant Jezuz, ken ’vo arru tost da fin ar bed.

Du c’hortoz, pa deu ’vite de ar beden, ha gantan sonj euz an Au. Doue, e teu o speret da vean ankeniet, o c’halon da vean mantret gant ar glac’har, hag an daelo, daelo c’houerf, da gouean euz o daoulagad. Ya, daelo c’houerf, da vihanan mar gint glac’haret ’vel ma tiskoueont bean. A-vejo, pa vent dirak o moger, e skoont o zal a-*ratoz-kaer war ar vein, ’vit kaout poan ennan ha lakat an dour da redek puilhoc’h war o jodo. Poan a ra d’imp o gwelet ha n’omp ket ’vit mirout da gaout true oute, o sonjal pegen ponner e pouez warne hag e pouezo c’hoaz warne dorn an Autro Doue.


————



VII


Perag e zo kas ouz a Judevien. — Diabarz eur sinagogen.


Koulskoude ’zo drouk ennomp o welet Judevien all a zav a-wejo o daoulagad diwar o lever evit ober d’imp sello ’dreuz. Evidon-me, birviken n’am ije kredet tremen en o zouez ha mont ma-unan betek penn an hent dall ec’h int bodet ennan. N’on ket ’vit lemel euz ma speret ’pez o deuz græt ’boue naontek kant ’la ’vit goaskan Jezus-Krist hag ar gristenien, ha ’vel santout a ran, er mare-man, yen o c’hontel en em c’hein. Mar o deuz kement o zrouk ouz eur « Goim » (an hano-ze a roont d’ar c’hristen), pegen kazuz na dle ket bean ’vite belek an Hini o deuz krusifiet !

Ya, lampet ’ra, kouls laret, ma c’halon en em c’hreiz, daoust n’on ket ma-unan, ha daoust d’imp da vean difennet gant pautred ar polis turk.

Eun dizamm eo ’vit ma c’halon pellat euz al lec’h-man. ’C’hanta, koulskoude, ’pez a chom enni da divezan, eo an drue ’vit ar Judevien. Malloz an Au. Doue ’zo warne. Kazet int dre-holl ’balamour d’an drouk a reont hag a glaskont ober d’ar gristenien. Goaz d’ar broio a dapont o c’hrenv warne, ’vel m’o d’euz græt siouaz ! war hon bro Frans. Mes goaz ive d’ê o-unan ! An hini a reont brezel d’ean a zo Doue, hag a dalc’ho da bouezan warne gant e vræc’h ponner.

Ha na refont nemet pæan o dle, pe da vihanan dle o zado. Pa c’houlennaz ar re-man digant Pilat ar maro ’vit Jezus, ha pa glevjont ar barner o laret na c’houle ket bean penn-*abek da varo eun den just, e larjont holl d’ean, a vouez huel : « Ra goueo e oad warnomp ha war hon bugale ! »

Epad eman ma speret gant se, e treuzan gant ma *strollad karter ar Judevien. Goude bean gwelet ’nê o ouelan dindan o moger, e fell d’imp gwelet ’nê o pedi en o sinagogen. An hano-ze a roer d’o zi-peden. An hini ec’h eomp enni he deuz en e fevar c’hoste ar memez hed, pemzek metr pe war-dro. Er c’hreiz, savet war dreustelio, e zo eun daul goloet a leverio, en-dro d’ei pemp pe c’houæc’h den arru war an noad : me *gred eo ar re-man ar rabined pe doktored al Lezen. Ar Judevien (pautred hebken ec’h int) a zo eun tamm dre-holl, darn en o zav, darn en o c’hoaze ; hini ’bed anê na zo diskabel : bonnedo ’zo gante, pe zoken toko ; rag meur a hini a zo gwisket e giz an Europ. Euz a bep seurt bro ec’h int. ’Vit laret ar virione, n’o deuz, ha na garont bro e-bed ’vel ma karomp ni Frans hon bro, ha Breiz hon broik. ’Vit diskoel ar garante-ze ec’h omp *goest ni da rei hon mado, hon foan ha beteg hon bue. Na c’houlet ket, avad, kement-se digant ar Judevien. Forz ’zo d’ê pelæc’h bean, gant ma refont arc’hant ?

Koulskoude e seblantont kaout breman c’hoant d’en em vodan en Jeruzalem hag en Douar Santel : mar dalc’h o *niver da griski, e c’hallfent bean trec’h, hep dale, da Vuzulmiz.

Euz dre-holl en em dennont aman : setu perak, en o sinagogen, e welomp war o fenn toko a bep sort giz. Ni a vir ive hon zoko, hag a dremen ekreiz ar pankcho hag ar skabello hep na lavar den netra d’imp. Pep-hini eman o zaoulagad war e levr ; gwech ha gwech all koulskoude e rer d’imp eur zell dizeblant. Delc’hel a rer da bedi en-dro d’imp, ’vel pa na vijemp ket aman. Lenn a vouez uhel, huchal, hirvoudi a rer, pep-hini ’vel ma kar : eun ’dourni ’zo gante, sort n’am euz klevet gwech e-bed. Ar penno ive na baouezont ket da finval : sevel ha disken a reont ha wardro gante e pleg hag e tispleg an hanter euz ar c’horf : larout a rafe ’nen *merc’hodenno a dalc’her da jachan warne gant eun neuden ’vit o delc’hel da finval.

Fentuz eo eta gwelet ha klevet ar Judevien o pedi en o sinagogen. Koulskoude e tremen d’in ar c’hoant da c’hoarzi pa glevan eur vouez reiz, ha danve enni, o tistonan a-dreist d’ar re-all : bean eo hini eur c’haer a den koz, a zo æt gant eur vantel wenn da ganan dirak eun armel zakr an em gav er penn pellan euz ar zal, hag a virer enni leverio koz al Lezen. Eilan ’ra e-unan an doktor koz gant ar re-all evit kanan eur psalm. Mes tevel a ra heb dale, hag ar safar da hadkrigi. Arc’hoaz, de ar sabat, e vo pedet aman adarre gant ar memez trouz. Me ’gred zoken eo an daou c’hir-ze, sabat ha safar, kindirvi gompez pe breuder, mar n’int ket ar memez gir. Gant kement a drouz hag a dizurz e ped ar Judevien de ar sabat, ken e ve roet hano o de peden da gement trouz vraz a glever.


————


VIII


Noz-du en Jeruzalem. — An dud ebarz, ar chas e-mæz !


Terri hon fenn d’imp a ra ar Judevien. Hep keu eta ec’h eomp e-mæz euz o sinagogen. Petra bennak eo tremen koulz d’imp distrei d’ar gær. Ouspenn c’houæc’h heur hanter eo : æt eo an heol da guzan, ha kaset ’n euz gantan an domder vraz ; deut eo an noz ’n eun taul, ha ganti amzer fresk ha terziennuz evidomp-ni. Ouspenn ze, n’eo ket diriskl bale dre ruio Jeruzalem goude serr-noz, dreist-holl en karter ar Judevien. Setu perak (marvad e zo bet eun *enkleo etre renerien ar pelerinaj ha renerien kær), setu perak e kavomp war dreuzo ar sinagogen eun ofiser euz ar polis turk, an em lak da gerzet en hon rauk. Goaz breman da neb a drofe ’n e benn noazout ouzimp ! N’eo ket stank ar goloio a ziskoue d’imp hon hent, ha na roont ket kalz muioc’h a sklerijen evit golo lutik. Koulskoude hon deuz ezom da welet ’pelæc’h e kerzomp. Mar na dioallomp ket, e lakfomp hon zreid war ar bernio *fagn e ver krog da deurel war ar ru ’vit bean liped gant ar chas. Dija eo stag ar re-man gant o friko : troieta ’reont, ha c’houesa, ha ’n em deurel etre diouhar an dremenerien. Mes ’benn eun nebeudik aman, na deuio den e-bed d’o nec’han. Difennet eo bean an noz war ar bale, dindan ar boan da vean laket en disheol an de warlerc’h, mar ver tapet. Ar ru ’zo neuze d’ar chas ’vit bean dilouzet gante. Arc’hoaz, mar gan en kær beure-mad, e kavin ’nê, ’vel ma ’m euz græt aliez, o peurachui o labour.


————


SEIZVED PENNAD


————


EN JERUZALEM : PEVARED DEVEZ


————


WAR AR MENE SION. — BETANI. — JETSEMANI


————


I


Ar mene Sion : mene diou wech santel.


D’ar Zadorn, ar zeizved a Wengolo. — Hirie eo evidomp gouel ar Pentekost. D’ar mene Sion, læc’h ma oa ar Senakl, da laret eo, ar zal a oa diskennet enni ar Speret Santel war an ebestel, e fell d’in mont d’oferenni, ha d’an holl belerined mont da gleved an oferen bred.

Ar mene-ze, ’vit laret ar wirione, n’eo ket uheloc’h ’vit al loden vrasan euz ar gær, penegwir Jeruzalem, goude bean bet azeet en *goeled eun draouien ha war griben diou grec’hien, an Ofel hag ar Sion, a-raug amzer hon Zalver, he deuz bet pignet uheloc’h aboue, ha souzet war du an hanter-noz hag ar c’huz-heol. Ar Sion a oa er c’hreiste d’ei ; setu perak, pell ’zo, n’eman ken diabarz ar mogerio.

Hedan ar re-man a reomp evit mont d’ar Senakl. ’Benn eur c’hard heur e kavomp en eur park eun *delten *kelc’hek ha warni eun drapo a dri liou. Honnez eo hon iliz : evidomp eo bet saved hag an deio-man e vo adarre dispennet, ’vit bean adsaved pac’h arruo eur pelerinaj all. Na c’holo ket al læc’h ma ’n em gave ar Senakl ennan ; al læc’h-ze, deut da vean da Vuzulmiz, a zo bet græt gantan eur voskeen. Mes park an delten a zo ’stok d’ean. Hag er park-man ec’h omp, koulz laret, er gær : e berc’hen eo Urz an « Assomption » an euz bet prenet ’nean tamm ha tamm ’boue eun dek vla ’zo bennak, gant aluzenno roet evit se. Eman en sell ar venec’h, mar deu d’ê c’hoaz aluzenno digant ar bed katolik, da zevel aman eun iliz a vo goestlet da Galon Jezus.

Hag abalamour da betra ? Perak aman kentoc’h ’vit el læc’h all ? ’Toue sur, ma teuer aman en pelerinaj, n’eo ket hepken ’n askont d’ar Speret-Santel, a zo diskennet aman gwech-all war an ebestel, mes ive ’n askont d’hon Zalver Jezus-Krist, a chenchaz aman ’vit ar wech kentan, de ar yaou humblid, ar bara hag ar gwin en e gorf hag en e oad adorabl. Ha sakramant an Auter, daoust hag heñ n’eo ket, goude maro hon Zalver, an desteni vrasan euz ar garante an euz diskoueet en hon c’heñver ? Ya, mar zo eul læc’h war an douar hag a digas d’imp envor euz ar garante dreist-muzul a deve Kalon Jezuz evidomp, ec’h eo, hep mar e-bed, ar mene Sion, mene ar Senakl.

Stad vraz eta a zo bet en kalono ar belerined pa o deuz kleved laret gant an Tad Leopold, goude an Aviel, ha gant an Tad Bailly, goude an oferen, e zo c’hoant da zevel aman eun iliz en enor d’ar Galon Zakr. Evit enori Kalon Jezuz, ha ’vit goestlan d’ei hon bro ec’h omp deut aman, ni pautred Frans, ar blavez kentan euz an ugentved kantved.

« Herve ’pez a lennomp en histor, ’me an Tad Leopold, Janed Ark, goude bean lemet digant ar Zauzon rouantelez Frans, a rentaz ’nei d’e ferc’hen, ar roue Charlez VII, mes ’n eur laret d’ean : « Autro jentil, c’hwel aze ho rouantelez a roan d’ac’h a-beurz Doue. Mes penegwir eo Frans ho tra, e pedan anoc’h breman da hadrei ’nei d’in-me. — Na d’ober petra ? ’me ar roue. — Roet ’nei d’in bepred : bremazonn e welfet. » Ober a reaz Charlez c’hoant Janed. Ha homan dioustu da daoulinan ha da laret a vouez uhel : « Jezus-Krist, ma Autro, rei a ran d’ac’h bro Frans. » Pep-hini ac’hanoc’h, pelerined ker, a fell d’ean laret aman hirie ar c’homzo-ze : Jezus-Krist, ma Autro, rei a ran d’ac’h ma bro Frans. »


————


II


Kolisted hep mez. — Lein soudard. — ’Læc’h ma ouelaz sant Per.


Epad an oferen bred hag ar zalud, e talc’her da laret oferenno ouz an auterio vihan an efoa ar veleien war lestr Ar Zilvidigez. N’eo ket kolisted kennebeut, a vank d’ê : ouz pep-hini euz an daouzek auter, e zo daou pe dri grennard pe zoken tud yaouank hag a glask respont an oferen, *helibini gante. Ha respont a reont ’vel m’eo dleet. Ar bautred dre aman eo eun enor evite serviji an oferen, hag a disk hen ober an abretan ma c’hallont. Peadra c’hoaz, kwita ? da lakat kristenien hon bro Breiz da ruian ; nag a hini en o zouez hag e vije fæ gante respont an oferen. Marteze int *abof eun tammik : mes me ’gred ive na c’houlont ket hen ober… dre vez.

Mez direiz, en gwirione. Lezet anon da laret diouti zoken : mez milliget ! Ar vez vil-ze a ve dalc’het ganti aliez ar Vretoned, hag o harz a ra aliez d’ober ar vad. Kent ober an dra-man pe an dra-ont, e ve sellet ha græt e ve gant ar re all, pe na ve ket, ha talveout a rei d’imp meulodi pe goaperez : na ve sellet ’met ouz ze. Bean eo mad an dra-ze, bean eo fall, bean eo herve, pe enep lezen Doue hag ar goustians ? N’euz forz ! « ’Vel ar re all, ha dalc’h-mad ’vel ar re all, — ya, dalc’h-mad, na pac’h afe ar re all d’en em goll. » Setu ’pez a zeblant laret kalz o Vretoned, ha ’pez a dalve d’ê meur a wech ober ar fall, ’vite da vean kristenien vad. Pa vent divroet dreist-holl, ha pa bleustront tud dife, neuze int paket da vad gant diaoul ar vez diwir. ’Læc’h bean eur skouer ’vit ar re all, en em gomportont a-wejo, siouaz ! goasoc’h evite. Lezont anon eta da hadlaret ec’h eo o zech fall eur oalen ’vit hon bro. Mes, setu me græt eur brezegen, hep gout d’in, hag æt da Vreiz-Izel ’vit ober ’nei. Distroomp krenn d’ar Mene Sion.

Goude an ofis ec’h eomp dindan eun delten vihanoc’h, savet ’kichen an delten-Iliz, hag eno e kavomp peadra da leinan : kafe tom ha lez tom, mar plij, bet auzet hep oaled na fournoz : tri ven ’vit trebe, eur gauter war c’houre, ha tan dindan. Eul laeraden a lein, kouls laret, ’vel hini Yan Soudard pa ve o tornan bro.

Fe, ni, goude n’hon deuz leo e-bed da dibuni ar beure-man, hon deuz koulskoude meur a dro d’ober, ha na fell ket d’imp koll hon amzer.

Kentan tra ’reomp eo ober eur bale ’barz ar park braz o deuz neve brenet menec’h an « Assomption » : c’hoaz ’zo stag outan eul logel bennak hag e fellfe d’ê kaout ; mes an douar ac’h a bepred aman war geraat, ha n’o deuz ken peadra da bæan prenao-all. A boan o deuz peadra da vevan ’boue int bet argaset eus Bro-c’hall ’balamour d’ar vad a rænt enni.

’Pez a lak enne kement ar c’hoant da gaout aman eun toullad kerden douar, eo emaint en sell da zevel aman divezatoc’h eun iliz vraz en enor da Galon Jezuz, hag eur chapel en enor da daelo sant Per. Aman en em gave gwech-all palez Anna ha Kaif, e vab kaer, an daou arc’hbelek o defoa ar Judevien, amzer hon Zalver. Dirake e kasaz ar zoudarded Jezuz noz ar yaou umblid, p’o devoa ereet d’ean e zaouarn ’vel d’eun torfetour. Epad ma oa Anna oc’h interroji ’nean en e gampr-varn, e c’hoarveaz er porz eun dro hag a ziskoue d’imp pegen sempl eo an den paour ha pegement an euz da evesaat ’vit na goueo ket ’barz ar pec’het.

Daou diskibl hepken, Per ha Yan, o defoa heuilhet Jezuz betek eno : ar re all o doa kemeret an tec’h, aon gante rak ar Judevien. An daou-man, avad, a zeblante bean *goest da chom dalc’hmad a du gantan, ha Per, dreist-holl. N’euz ket pell, e lare ec’h aje warlerc’h Jezuz na pa vije d’ar maro. E oa zoken o paouez troc’han el liorz ar Gwe Oliv eur skouarn d’unan euz mevelien an arc’hbelek, gant a zrouk a oa ennan e-keñver enebourien e vestr.

’C’hanta ! Per, pac’h eaz tud an arc’hbelek, dre daer gwech, da damall d’ean e oa unan euz diskibien Jezuz, e lavaraz d’ê bep gwech : « Me ? ’mean : biken biken ! « Me hen tou d’ac’h, n’anvean ket zoken an den-ze. »

Goude bean nac’het Jezuz an daerved gwech, e klevaz Per ar c’hilhok o kanan. Kerkent en em envoraz ar gomz an efoa laret Jezuz d’ean : « ’Rauk ma kano ar *c’hilhok, ez tefo nac’het anon taer gwech. » Kerkent ive e tigoueaz da Jezuz tremen, bepred etre daouarn ar vevelien. Hag heñ o trei ’trezek Per ’n eur ober d’ean eur zell glac’haruz. Per a daulaz ple d’ean. Mont a reaz e-mæz, *anoazed, hag a zirollaz da ouelan c’houerf. Bean ’oa neuze peder heur euz ar beure.

Evit en em rei muioc’h d’e geu, en em dennaz ’barz eur c’hao dilezet, unan euz an toullo ’ve kleuzet dre aman evit digemer an dour glao.

Aboue, ’zo bet savet eno eun iliz : mes deut eo e-traou pell ’zo. C’hoant a vije breman da zevel eur chapelik el læc’h ma oa, da laret eo, el læc’h mac’h omp breman.


————



III


Jeruzalem gwech-all. — Jeruzalem ha Sant-Briek. — Traouien Jozafat.


Meur a bez lojeiz a zo bet distrujet aman wardro gant iliz Sant-Per. Ar vuzulmaded, c’hoant gante d’ober euz Jeruzalem eur gær grenv, o deuz troc’het d’ei he lost, kouls laret, ’n eul lezel diavæz ar mogerio neve tu ar c’hreiste, da laret eo ar c’harter-man. Meur a dra koz a zo kuzet aman, dreist-holl treo bet græt gant ar Romaned. N’euz d’ober nemet lemel ar gwiskad douar a zo war c’houre, hag e kaver ’leiz a dreo a zo eun desteni euz doare bevan ar re goz. Tado an « Assomption », ’boue o deuz prenet o fark, o deuz laboured deuz o gwellan ’vit dizolo darn anê ; bernio douar o deuz difoeltred evit furchal. Red eo laret n’o deuz ket kollet o foan nag an arc’hant a zo bet roet d’ê evit se. Kavet o deuz eun hent paveet gant ar Romaned, posto ’vel ar re a lakent d’ober diarauk o stalio, kavo-dour, ha me ’oar petra c’hoaz ?

Gant eur c’hao-dour koz koz o deuz græt an Tado eur gambr da lakat archedo, hanval ouz eur garnel : toullo hir o deuz kleuzet en eur c’hoste anei, hag enne e voutont korfo maro o leaned ha re ar belerined euz Frans a deu da vervel en Jeruzalem. Bean ’zo enni breman pevarzek arched.

Me ive, mar digouefe d’in mervel en Douar Santel, a rofe a greiz kalon ma c’horf da c’harnel ar Mene Sion. Eno e teu kazi bemde Tado an « Assomption » da bedi, hag ac’hane, goude bean bet *dazorc’het de ar varn general, am ije neubeud a hent d’ober ’vit ’n em dougen da draouien Jozafat.

C’hwel ar penn izelan anei aze, dindanomp : n’hon deuz ’met ’n em lezel da vont war draou, hag ec’h omp en he *deun. Hedan ’ra mogerio kær en tu ar c’hreiste ha dispartian ’ra ’nei deuz mene ar Gwe Oliv, ’vel e tisparti traouien Gouedik kær Sant-Briek deuz parrouz Cesson. Ken don, avad, n’eo ket. E-tuont da ze, he goaz, ar Sedron, a red ’trezek ar c’hreiste, elæc’h hini eben, ar Gouedik, a red ’trezek an hanter-noz. Mes n’anvean en Breiz kær e-bed hag a digasfe d’in sonj euz Jeruzalem kenkouls ha Sant-Briek. Roet da homan eur ment diou wech brasoc’h, ha laket endro d’ei mogerio uhel ha teo, gant c’houæc’h pe zeiz dor : bean ’po neuze eur gær hanval aoalc’h, a-ziavæz, ouz ar Gær Zantel.

Mar lezet e-mæz ho kær ti-gar Sant-Briek, e c’hellfet gwelet ennan, gant ho fantazi, ti ar Senakl war ar mene Sion. Breman, n’ho peuz ’met sellet ac’hane gant ho taoulagad ’trezek an hanter-noz, hag e welfet, pell duont, en tu deo d’an draouien hag e-keñver bered koz Sant-Briek, eur c’hoadik a rer anean koat Toupin.

Roet da heman eun hano-all, an hano a Jetsemani, ha setu c’hwi kavet ganac’h al liorz koadek ec’h eaz Jezuz enni gant e ebestel, goude bean græt, ’barz ar Senakl, sakramant an Auter.

’Vit mont di e tremenaz dre aman, ’læc’h mac’h omp chomet da zellet endro d’imp, Ac’han e tiskennaz betek ar Sedron, ha neuze e savaz da liorz ar Gwe Oliv.

’Leiz a veio, beio Judevien ha beio muzulmaned, a zo en daou du da draouien Jozafat. Darn anê, ’vel re Absalon, Zakari ha Jozafat, a zo koz koz ha hanval ouz chapeligo. Petra bennag a viskoaz e zo bet intered eno. Meur a den eta a deuio da hadvevan eno an de divezan euz ar bed, evit bean dioustu barnet gant hon Zalver Jezuz. Setu perak, a van da van, ec’h eaz en kreden ar Judevien, hag en o goude en kreden ar gristenien, e vije dastumet eno an holl dud evit ar varnidigez vraz. Gellout a reomp delc’hel d’hen kredi : mes n’euz pec’het ebed evit hen nac’h. Ar Judevien hag ar Vuzulmaned hen kred ken stard ken e teuont en o beo da zibab ’barz an draouien al læc’h e plijo ar muian d’ê bean barnet ennan.

Me na gemeran ket ar boan da zisken ’vit ober ’vel Muzulmis. Forz ’zo d’in pelæc’h aman bean barnet ? Forz ’zo d’in zoken bean barnet aman pe e læc’h-all ?

An drompilh a vezo klevet
Dre-holl, er pevar c’horn ar bed,
Evit dastum en jeneral
An holl dirak an tribunal.


Eun dra hepken a c’houlennan : ma teurveo ar Barner Braz kaout true ouzin.

Ar poz a ver o paouez lenn a zo tennet euz ar pedenno kaer dispar a ve laret en Breiz-Izel dirak ar c’horfo maro. Nag a wech, en em yaouankiz, e zo digoueet d’int mont da gemer lod enne ! Na varve den endro da Wern-Lanrodek[20], hep n’ajen goude koan da bedi dirakan. Ha me ’lar d’ac’h na vije ket poaniuz evidon na ’vit ar re all chom war benno an daoulin epad eun hanter heur pe ouspenn. Speret ha kalon e vije ’nen gant komzo ar beden.

Oh ! ma chomo beo ar c’hiz-ze dre-holl en hon bro Breiz-lzel, ’vit ma teuio Doue da bardoni abretoc’h d’anaon ar purgator.


————



IV


’Kichen Siloe : eur gakousiri.


Na vo ken a burkator goude ’vo bet barnet an holl dud en traouien Jozafat, — pe e læc’h-all. Da c’hortoz, aman, en *deun an draouien, e zo tud hag a ra, kouls laret, o furkator en o beo. ’N eur ziskoel d’imp, izeloc’h ’vit ar berejo, eur regennad tier bihan euz an disteran, e lavar d’imp hon ambrouger : « C’hwel aze, ’mean, eur gakousiri. » Eno en em denn hag e ve maget gant kær ar gakoused a ve ganet enni. Ken e oa ar bla 1875, e c’hellent bevan diabarz ar mogerio, diwar an aluzen. Breman eo red d’ê chom e-mæz ar gær evit klask o zammik boed. Eur glozen ac’h astennont d’imp gant eun dorn, pe eur hanter-dorn : rak mons int kazi holl, kollet gante eur biz, pe a-wejo eun dorn a-bez. Pa c’hellont distagan eur gomz bennak, da laret eo, pa ne ve ket peurdebret o muzello gant ar brein-krign, e laront d’imp ar gomz-man, a zo eur gomz c’hallek dislivet : « Fatemi la carita ! Græt d’in ar garante, pe, mar geo gwell ganac’h : roet d’in an aluzen ! » Ar gir « bakchij » a deu gante ezetoc’h, ’n askont m’eo eur gir arabek.

Ha nag a boan o de o kerzet ! Mont a ra en dismantr o zreid hag o diouhar. O c’hroc’hen paour, aliez, n’eo nemet eur paste goro. Setu perak ec’h eo ken heusuz o gwelet. Ha setu perak, aboue pemp pla war-nugent ’zo, na lez ket ar gouarnamant ’nê da vale en kær. Boutet ’n euz ’nê ’barz an toull don a zo aze dindan hon daoulagad, ha rei a ra d’ê eun draik bennag vit o harz da vervel. Koulskoude ec’h int c’hoaz ezomek : ar re a c’hell kerzet ac’h a en dro, mes hep mont en kær, ha pa vent distro d’o c’hlanvdi, an abarde, e lodennont gant ar re all ’pez o de dastumet. Ar garante vrasan a ren etreze.

Den na ’c’h a d’o c’hæ nemet ar gristenien katolik. Relijion ar re-man hepken a c’hell rei kalon aoalc’h evit hen ober. Koulskoude an Turked n’int ket ’vit lezel an dud laour dalc’hmad en o breinadur. Abalamour da ze, a-beurz ar gouarnamant, ec’h a diou wech ar zun diou leanez euz Urz ar Garante da oalc’hi goulio ar gakoused, ha da gas d’ê dilhad da chanj. N’eo ket avad ar memez re ac’h a bep tro ; anez e c’hallfe al lornez stagan oute, ’vel m’eo bet staget ouz an Tad Damien, a zo neve varo en e gakousiri en bro an Oseani. Eur gwir sant, bet merzeriet gant ar garante ’vit Doue hag e nesan !

Bep pla ive, pac’h arru, da viz mæ, en Jeruzalem pelerinaj ar Binijen, e ve gwelet itronezed ha dimezelled o kas d’an dud laour dilhad neve hag o serviji d’ê eur pred euz ar gwellan. N’am euz ket ezom da laret pegement eo binniget an dud vad-ze gant ar glanvourien baour. Doue, d’e dro, n’ankouao ket ar vad a ve græt gante en e hano : e vennoz a goueo warne er bed all ha ’dalek ar bed-man.

Mar ’me amzer, kent kwitaat Jeruzalem, ec’h in d’ober eun dro betek ar gakousiri, na welan ac’han nemet euz a-bell.


————



V


Stank Siloe : penauz e pareaz Jezus gant dour diouti eun den ganet dall.


Er memez amzer e rin eur bale betek Siloe. Siloe eo ar geriaden a welomp aze *skruset dindan roc’hello, eun nebeudik uheloc’h ’vit ar gakousiri. Gwelloc’h avad e weljemp anei, mar vijemp duont ouz troad ar pikolo mogerio a ro harp da Jeruzalem euz an tu-man hag a hanver ’nê mogerio Salomon. Dister aoalc’h eo Siloe, ha na dalvje ket a boan komz anei, panevert he deuz eur pisin pe eul *lenn, e sav ennan dour andon, mareo a ve, goude ar glaveier. Mont a ra buhan da hesk, ’vel ar feunteunio all a gaver dre aman. Hirie ec’h eo nebeut a dra : mes, amzer hon Zalver, pa ’n em astenne izeloc’h kær Jeruzalem, e oa goall *darempreded stank Siloe. Jezuz a reaz c’hoaz, d’he brud vad kriski ’n eur barei, gant dour kemeret diouti, eun den ganet dall. Bean eo ar burzud-man unan euz ar re souezusan a reaz Jezuz, hag unan euz ar re a glaskaz ar muian e enebourien nac’h ha mougan : mes kaer o doe ober endro d’ean eun enklask piz, na deujont ket a-benn deuz o zaul : na rejont nemet stagan ar bobl mui ouz mui ouz hon Zalver.

Setu aman, berr ha berr, penauz e c’hoarveaz ar burzud. Evit se e heuilhin, pe dost, Histoar Zantel[21] an autro Buleon, person ha dean Bignan[22], a zo bet troet euz *yezik Gwened en yezik Treger gant an autro Herri, person Kervod[23].

Eur zadorn bennag e kavaz Jezuz war e hent eur pautr hag a oa ganet dall. Kranchet a reaz war eun tammik douar, hag e lakaz an tamm pri-ze war daoulagad an den dall, en eul laret : « Et breman d’en em oalc’hi da bisin Siloe. » Disken a reaz Sidoan (an hano-ze a larer e touge an dall), en em oalc’hi a reaz, ha raktal e teuas da welet evel pep-hini.

Ar re ac’h anavee ar pautr-se a chome souezet. Arsa ! ’me darn anê, daoust hag heñ n’eo ket heman a vije aman o c’houlen an aluzen ? — N’eo ket, ’me darn all, mes eun all hag a zo henvel outan. — Geo ’vad, ’me Sidoan, me ’c’h eo. » Ha neuze e c’houlennont digantan :

Piou, emezint, an euz laket anout da welet ? — Jezuz, emean, an eus græt eun tammik pri, ha frotet ma daoulagad gantan ; goude en euz kaset anon da oalc’hi ’nê da bisin Siloe. Bet on, ’n em oalc’het am euz, ha setu me a wel breman. »

Ar farizianed, na c’houlent ket e vije ansavet Jezus gant ar bobl evel Doue, na zoken evel eun den Doue, ec’h eaz drouk enne pa glevchont kement-se. C’hoant gante da nac’h ar burzud, e rejont eun enklask euz ar pizan hag e tigorjont eur prosez. Meur a hini a lare :

« An den-ze na zeu ket a-beurz Doue, pan eo gwir na vir ket ar zadorn a zo gouel berz evidomp-ni. » — « Koulskoude, e responte darn all, eun den hag a ra burzudo evel heman, n’hall ket bean eun den fall. »

Setu e sav bec’h etreze. Lod a lar na oe bet marteze biskoaz dall ar pautr-se. « Gwell eo d’imp, emezint, goulen ze gant e dud. » Gelvel a rejont ’ta dirake e dad hag e vamm. Ar re-man, gant aoun deuz ar farizianed, a glaskaz digareo da respont :

« Ya, hennez eo, en gwirione, hon map ; ha ganet eo dall evel ma oa bremaik. Mes, evit laret d’ac’h penauz eo deut d’ean ar gweled, ze na ouzomp ket. Goulet digantan : noad aoalc’h an euz da respont. »

Ar farizianed a c’houlaz c’hoaz gantan eur wech : « An den-ze (da laret eo Jezus), daoust ha n’eo ket eur pec’her braz ? » Ar pautr a respont : « N’ouvean ket ha bean ’c’h eo pec’her. Eun dra hepken a ouzonn : me ’oa dall arauk, ha breman me ’wel ervad. » — « Mes penauz an euz digoret d’id da daoulagad ? » — « Laret am euz d’ac’h. Perak goulen ganin diou wech ar memez tra ? Daoust ha c’hoant ho pe da vean ive diskibien da Jezuz ? »

Mont gant Jezuz ha senti outan ! oh ! nan. Na oant ket a-du da ze. A-bell ac’hane. Neuze en em lakont da c’hrozmoli ha da vallozi warnan.

« Eun drue eo, evelkent, emean, mar na oar ket doktored eveldoc’h-hu, e belæc’h eo hennez, an hini an euz digoret d’in ma daoulagad, Me ’gav ganin, ma na deuje ket abeurz Doue, n’hallje ket digeri daoulagad eun den ganet dall ! »

Komzo ar pautr a lakaz konnar en kalon ar farizianed, hag e tauljont anean e-mæz o zi.

Eun nebeud goude, Jezuz hen kav war an hent hag a c’houl digantan : « Te a gred en Mab Doue ? — Piou eo hennez, Autro, ma kredin ennan ? — Gwelet a rez anean, ’me Jezuz. Heñ eo an hini a gomz ouzit. »

Raktal Sidoan a stouaz beteg an douar d’adori Jezuz. Mar vije bet eün spered ar farizianed evel e hini, e vijent deut i o-unan da gredi en Jezuz : mes bean ’oant deuz an dud na gredouint gwech ebed, daoust pebez burzudo a vo græt dirake : n’euz ket goasoc’h dall ’vit an hini na c’houl ket gwelet.

Kontan ’rer e teuaz Sidoan divezatoc’h da Vro-C’hall, hag e renaz, evel eskop, kær a Aix, kær-benn ar Brovans. Tost d’eno a virer e relego.

E-tuont da bisin Siloe, d’ar gakousiri ha da verejo Jozafat, a weler diwar lein ar mene Sion, kalz a dreo hag a c’hallfen komz dioute, ’vel Hakeldama pe Bark ar poder, ’læc’h en em grougaz Judaz an treitour. Mes pell aoalc’h, kwita ? lennerien ger, ec’h omp bet skoilhet aman. Ha neuze, n’hon deuz ket gwelet ’c’hoaz euz a-dost ’pez a zo aman a dalvoudusan. N’omp ket bet c’hoaz ’barz ar voskeen a zo breman ’læc’h ma oa gwech-all ar Senakl.


————


VI


Sal ar Senakl : pelæc’h ha penauz e reaz Jezus Sakramant an Auter en e goan divezan.


’Vit mont d’ar Senakl ec’h eomp e-mæz eus park daelo sant Per hag e kemeromp eur vanel a hed e gleu. Eun tokad tier goloeet gant toenno bolzet, ha ’uz d’ê eur minaret, da laret eo eun tour a doug, tost d’e veg rond, ’vel tourio-tan Breiz, eur pondale-tro : setu pelæc’h e tigoueomp. Digeri a rer d’imp ar voskeen, goude koulskoude m’eo diæz kaout *autreadur da vont ebarz. Mes gant eur bakchich a bouez, e ve digoret er vro-man an holl dorjo : ’michans e zo bet roet unan gant an Tado da virer ar voskeen-man.

Sevel a reomp dre eur *viñz a gas anomp d’eur zal a zo enni pilhero ’vel en hon ilizo ojivek[24]. Hag, evit gwir, mar geo bet argaset ac’han gant tud Mahomet menec’h sant Fransez, breman ’zo tri c’hant vla, ec’h eo bet da vihanan lezet ’n he zav chapel ar manati : græt ’zo bet ganti eur voskeen. Daou estaj a zo enni : mes na ve pedet gant muzulmis nemet er zal e-kroec’h. Evidomp-ni, n’hellomp ket pedi enni a vouez uhel, na laret a-gevred, ’vel el læc’hio-all, hon femp Pater hag hon femp Ave, ’vit gonid an induljans vraz. Pep-hini a lar e beden en e-unan, en e zav, dirak daou Durk a zell anomp dre zindan.

Ha koulskoude, mar ’zo eul læc’h santel en Jeruzalem hag a fellje d’an holl belerined, ha dreist-holl d’ar veleien, pedi ennan a c’heno ’vel a galon, ha war benno an daoulin, ec’h eo, a dra zur, ar zal ec’h omp enni breman. Enni pe da vlhanan elæc’h m’eman, e reaz Jezuz sakramant an Auter.

Ar yaou-umblid, da zerr-noz, e tebraz aman Jezuz hag an ebestel an Oan-pask a oa gourc’hemennet d’ar Judevien dibri d’o c’hoan de ’rauk gouel Fask. Ar bla-ze e kouee ar gouel ar zadorn. Mes hon Zalver a reaz e bred-pask eun de abretoc’h, ’balamour e ouie aoalc’h e vije maro ’benn ar gwener d’an noz. Peurdebret an Oan, e oalc’haz d’e dud o zreid, heñ e-unan, c’hoant gantan da ziskoel d’ê o dije int ive d’en em izelaat evit serviji o nesan, ha da ziski d’ê pegen gwenn ha pegen glan e tlee o c’halon bean ’vit kemer ar pred burzuduz ac’h æ breman da *danzen d’ê.

Goude ar goalc’h treid, en em adlak Jezuz ouz taul, gant e ebestel, ’vit rei d’ê ha d’an holl dud ar merk brasan euz e garante. Kemeret ha binniget gantan bara hep goell, e torr anean a dammo (er vro-man na ve ket troc’het ar bara : na ve ket græt gantan torzo teo, mes gachenno tanau), ha, goude hen bean torret, e ro eun tamm da bep-hini euz an daouzek abostol, ’n eur laret d’ê : « Kemeret ha debret holl deuz an dra-man, rak an dra-man eo ma c’horf a vo laket d’ar maro evidoc’h. » Dre ar c’homzo-ze e chench hon Zalver ar bara en e gorf sakr.

Goude ze e kemer eur c’hali, e oa gwin ennan. Hen binnigan a ra ive, ha neuze hen ro da evan d’e ebestel, ’n eul laret : « Evet holl deuz an dra-man, rak an dra-man eo ma goad, goad an alians neve, a vo skuilhet evidoc’h hag evit ’leiz a dud, abalamour d’ac’h ha d’ê da gaout pardon ar pec’hejo. Gret kement-man c’hwi hoc’h-unan evit delc’hel sonj ac’hanon. » Ha dre ar c’homzo-man e teu ar gwin da vean chenchet en goad hon Zalver.

Dre ar re divezan zoken : « Gret kement-man c’hwi hoc’h-unan » e ro galloud d’an ebestel da gonzakri i o-unan e Gorf hag e Oad, ha n’eo ket hepken d’an ebestel, mes ive d’ar veleien a deuio war o lerc’h ; rak ar zakrifis adorabl a fell d’ean bean kinniget da Zoue, n’eo ket hepken epad bue an ebestel, mes epad bue an Iliz Zantel, da laret eo beteg fin ar bed.

A-boan e oa da Judaz bean debret Korf sakr ha bean evet Goad sakr e Vestr, mac’h eaz an diaoul ennan. Jezuz, a ouie petra an evoa laket en e benn ober, a laraz d’ean neuze : « Gret buhan ’pez ho peuz c’hoant d’ober. » Ha kerkent ec’h eaz an treitour e-mæz evit peurachui e dorfet.

Jezuz neuze, ’n eur gimiadi ouz e ebestel, a lavaraz d’ê, ’vit o frealzi, e teujent divezatoc’h d’al læc’h ma oa heñ o font di. « Perak, eme Per, n’hallfen ket mont di dioustu ? Me ’zo prest da rei ma bue evidoc’h, — An noz-man e lauskfet anon, hag ec’h ei pep-hini anoc’h war e du. — Na pa lauskfe ar re all anoc’h, me birviken n’ho lauskin. — Paour kæz Per, en gwirione me hen lar d’ac’h, ’rauk ma nefo kanet ar c’hillok diou wech, an noz-man, c’hwi nefo nac’het anon taer gwech. »

Gwelet hon deuz eo deut da wir komz an Autro.

’N eur zevel deuz taul ha ’n eur vont ’trezek Jetsemani gant e ebestel, e reaz Jezus d’ê eur brezegen euz ar c’haeran hag an teneran : skrivet eo bet penn da benn gant sant Yan en e aviel. Diou pe daer gomz hepken diouti a lakin aman, « ’N eur gimiadi ouzoc’h, eme Jezuz, e roan d’ac’h eur gourc’hemen neve ; ’n em garet en eil egile ’vel am euz karet anoc’h me ma-unan. Dre ar garante a dougfet an eil d’egile e vefet anaveet ’vit ma diskibien. Arabad eo d’ac’h bean nec’het mar gan breman d’ho kwitât. Mont a ran da *danzen d’ac’h eul læc’h en ti ma Zad. Pa mo danzeet al læc’h-ze, e tistroin davedoc’h, evit ho kas neuze ganin, Da c’hortoz, me ’bedo ma Zad da zigas d’ac’h eun all en em læc’h, evit nerzan ha sederaat ho kalon. Hennez a zesko d’ac’h peb tra, hag a chomo ganac’h da virviken. Rak bean eo ar Spered a wirione, n’hall ket ar bed hen digemer. »

An de e tlee Jezus distrei da gaout e ebestel ha kas o ine gantan en e varadoz, a oa de o maro.

Mes n’o doa ’met eur zunvez bennak da c’hortoz ar Spered a wirione hag a garante a bromete Jezus kas d’ê e-beurz e Dad,


————



VII


’Barz ar Senakl adarre ; disken ar Speret-Santel.


Delc’hel a reaz Jezuz d’e c’hir. De ouel ar Pentekost, hanter kant de goude ma oa savet Jezuz euz ar be, en em gave an daouzek abostol (rak Matias a oa bet laket e læc’h Judas) unaned endro d’ar Werc’hez Vari, en sal ar Senakl. Dek de a oa, da laret eo ’boue yaou an Asansion, e oant eno bemde o pedi, en gortoz da digemer ar Spered-Santel. Fe vad, dougen a reaz freuz o retret.

Ar zul, wardro nav heur deuz ar beure, e klevjont ’vel eur barr avel ’uz d’o fenn. Kroec’h traou e tregerne an ti gantan. Kerkent e weljont evel teodo tan o strinkan a bep tu, hag en em lakat unan war benn ar Werc’hez, hag unan war benn pep-hini anê.

’Setu sklerijennet o spered gant ar fe hag intanet o c’halon gant ar garante. Barrek e oant neuze da brezek an Aviel. Ha hep dale hen diskoejont.

A-boan e oa d’ê bean deut e-mæz euz ar Senakl, ma ’n em lakjont da gomz ouz ar Judevien a oa deut e-leiz da Jeruzalem ’balamour da ouel ar Pentekost. Daoust d’ar re-man da vean euz broio e vije komzet enne *yezo dishenvel, koulskoude e ouie pep-hini petra ’lare ar brezegerien, ’vel pa o dije komzet en yez e vro.

Traoalc’h a oa ze ’vit digeri sperejo meur a judev : tri vil o dud a c’houlennaz ar vadeiant digant sant Per.

Setu ganet an Iliz Zantel, gant sant Per da benn-rener : na n’eo c’hoaz nemet eur c’hreunen, mes dont a rei buhan da zevel, da greski ha da vean eur ween vraz ac’h astenno he barro war ar bed-holl.


————



VIII


Bepred war ar Sion — Park an Dremenvan : da biou ec’h eo ; penauz ec’h er e-barz ; petra ’zo ennan.


’Vit kas dre-holl kelo mad an Aviel ec’h a an ebestel pep-hini war e du goude sul ar Pentekost : arauk koulskoude, c’hoant gante da rei eur memez tra da gredi d’an holl, en em glevont evit lakat berr ha berr en eur gentel ’pez a zo da gredi. « Credo in Deum » eo ar girio kentan anei, da laret eo : « Me ’gred en Doue. »

Setu an ebestel ’ta, kwitaet gante Jeruzalem, o vont bep-hini war e du ’vit prezeg an Aviel, Sant Yan, a oa bet roet ar Werc’hez Vari d’ean da vamm gant Jezus war ar c’halvar, a gasaz ’nei davetan, hag a viraz ’nei eur pennad brao en e di, en Ephes, ’læc’h ma oa eskop. Mes distrei a reaz an Itron Varia da Jeruzalem ha mervel a reaz war ar Mene Sion ’kichen ar Senakl, en eun ti an nefoa miret eno sant Yan. Dre eur burzud a vadelez Doue, en em gavaz an ebestel d’ar mare-ze en Jeruzalem, ha dre ze e helljont gwelet o Mamm zantel en he zremenvan.

N’omp ket ’vit pellaat euz ar Sion hep gwelet al læc’h ma varvaz ennan hon Itron, ’Stok eman da voskeen ar Senakl. Al læc’h-ze o dije bet c’hoant Tado an « Assomption » da brenan ’vit sevel eno breman o zelten-iliz, ha divezatoc’h eun iliz d’ar Galon-Zakr. Mes na c’houle an Turked, evit priz ebed, gwerzan ’nean. Koulskoude, er blavez 1898, sultan Konstantinopl ’vit gonid graso mad Gwillo an Eil, impalaer yaouank an Allemagn, a laraz dean kemer logel an Dremenvan, mar nefoa c’hoant. Gwillo ’michans na laraz ket nan, ha, ’vit trugarekaat Abdul-Hamid, a roaz d’ean eur bakchij a 40.000 skoet. O vean ma ’c’h eo protestant, ha na enor ket ar Werc’hez Glorius Vari, e kredfe ’nen aoalc’h na zeree ket outan bean perc’hen da læc’h he zremenvan. Mes heñ na glaske nemet eun dra : kaout aman eul læc’h santel bennak evit rei troad da c’halloud e rouantelez. Kalz euz e zujidi a zo katolik, hag heñ, elæc’h ober brezel d’o relijion, a felle d’ean lakat ’nei da vean bevoc’h ha da grenvaat. War e *venno (hag e venno ’zo gwir), seulvui e servijer gwelloc’h an Autro Doue, seulvui ive e ve brasoc’h an doujans e-keñver lezenno an dud. ’Vit tennan ’ta da Jeruzalem katoliked an Allemagn ha kriski dre ze o devosion, an euz bet kemeret Logel an Dremenvan. Eur voger ’n euz græt sevel endro d’ei da c’hortoz ma savo enni eur gær a iliz. Dizervijet e vo gant relijiused allemaned euz a urz sant Beneat. Da gentan ’nefoa kinniget an impalaer an enor-ze da Fransiskaned ginidik ive euz e vro, gant m’o dije kemeret e drapo ’vit stignan ’nean ouz o zi. Ar re-man na c’houljont ket ze, ’balamour drapo Frans eo drapo an holl gatoliked euz ar Syri, daoust a besort bro e vefent ginidik, ha dreist-holl o drapo-i. A viskoaz e oa bet Frans evite ’vel eur gulatorez hag eun difennerez euz al lealan, ha na c’houlent ket breman en em lakat dindan mantel eur vro all. Neuze e parlantaz an impalaer gant urz sant Beneat, hag e teuaz a-benn d’en em glevet gantan. Bean ’nefo menec’h digantan ’vit e iliz an Dremenvan. Mes, da c’hortoz ma voint arru aman, ec’h eo bet karget an Tad Smith, euz urz Sant Fransez, da dioall al logel.

An Tad dioaller an nefoa roet eur garten, warni e hano, d’unan euz an Tado yaouank ac’h ambroug ar *strollado pelerined en o gweladenno : kredi a ræ e vije aoalc’h anei ’vit digeri d’an holl dor al logel.

Dioustu ma oa bet diskoueet ar garten d’ar porjer gant pautr a-rauk ar strollad kentan, e oa bet digoret frank an nor houarn d’ean ha d’e dud. Mes a-boan e oant deut e-mæz, setu alc’houeed an nor, — ha da vad, e krede ar porjer koz.

An eil strollad a oa hon hini. « Tok ! Tok ! » Kenkent en em asten a-dreist d’ar voger penn eun den arru war an noad. « Eur garten, mar plij, emean, a-beurz an Tad Smith : karten ebed, digor ebed. » — hola herri ! e respont en arabek hon fautr-arauk, me ’lar d’id[25] ec’h efomp ebarz. Ar garten a zo bet roet d’id gant ar strollad kentan a dalve kenkoulz evidomp. Digor ’ta, ma fautr, ha prim. » Eun hij penn da laret nan, gant eur mouzc’hoarz goapaüz, na ra netra ken an hini koz. Delc’hel a reont da drailhan arabek c’hoaz eur pennadik. Mes ni a gav hir an amzer o c’hortoz. Ar re yaouank dreist-holl eo krog o goad da virvi. Tri pe bevar anê en em glev evit sevel an eil war diouskoa egile : « Hip ! Hip ! » ha setu an hini skanvan krapet war lein ar voger. Dont a ra ar porjer d’e gæ ’vit hen argas. Mes ’benn eo arru ’n e gichen, e zo pignet daou grennard all en tu all, gant diou skoul-skoaio.

Ar re-man ac’h asten dorn da re all, ha setu tremenet c’houæc’h pe zeiz. Mes an darn vuian ac’hanomp n’int ket ’vit ober evelte. Hag ar pautr koz a ra bepred e benn kaled. Kaer ’n euz hon ambrouger displegan d’ean hon doare, kaer ’n euz kava pe gard ar voskeen parlanti gantan evit esaat hon diluian, digor e-bed. « Neal, ma fautr, a lar d’ean neuze eun Tad Fransiskan a oa ganimp, me c’hei da gâd an Tad Smith, a zo deuz ma Urz, hag a rei d’ean da bigelo. » Trec’h omp ar wech-man ; digeri a rer d’imp ha ni ebarz.

Fe vad, ’pez a zo da weled aman na dalv ket eur c’hrog ken stard hag an hini ac’h omp o paouez ober. Toullo græt en douar du-man ha du-ont evit dizolo eur pilher bennak ’euz iliz goz ar Senakl, a dape beteg aman, setu ’pez a zo dindan hon daoulagad. Mes hon speret en em doug triouæc’h kant hanter kant vla a-dre, hag a wel ti an avieler sant Yan. Aman e oa ; ennan ’ræ an abostol e chomaj pa deue euz Ephez da Jeruzalem, hag ennan e teuaz an Itron Varia, e Vamm hag hon hini, da vervel, pe gentoc’h d’ober he c’houskaden divezan. Ya, ’vel eur c’housk eo bet ar maro ’viti, pan eo gwir tri de goude, dre eur burzud a garante Doue, ec’h adkrogaz da vevan, hag e savaz d’an neñvo, douget gant an æle. N’eo ket aman, ’vit-se, e tigoueaz ar burzud-ze : douaret e oa bet ar c’horf sakr er penn kroec’h euz traouien Jozafat, nez da liorz Jetsemani. Unan euz an deio-man ec’h efomp beteg eno.


————


IX


Kouent an Armeniaded. — En kambr ar Studierien : bec’h d’ar gallek !


Mont a reomp ’ta endro dioustu, ha gant *herr ; ec’h a da vean 10 heur hanter, ha c’hoas hon deuz da welet, arauk distrei d’ar gær, manati Armeniiz.

’N em gavout a reomp outan goude bean treuzet, dre zindan eun nor uhel, dor Sion, ar mogerio a ra eur gouriz da gær.

Kalz a zouar a zo dindanan ha na gav ket d’in e vefe brasoc’h manati en Jeruzalem. E iliz a zo savet ’læc’h ma oa bet dibennet sant Jakez, breur sant Yan an Avieler, ha c’hoas eman e relego an Kompostel[26], ha c’hoas eo enoret en meur a iliz hag a chapel euz a Vreiz-Izel.

Mont a reomp ive da welet ar *mirdi, ’læc’h ma virer a viliero skrijo, skeudenno, mein, hag a zigas sonj euz an amzer dremenet. Mes ankouaet am euz petore treo a weliz eno : nebeud e *tereent ouzin. ’Pez na ankouain birviken, avad, eo ar gampr-studi e tremenomp enni ’n eur vont d’ar *mirdi : daou-ugent skolaer, krennarded ha tud yaouank, a zo azeet eno ouz taulio labour, darn o skrivan, darn o *linenni, ha darn o lenn. O vean ma tremenomp ’n o mesk, ec’h eo æz d’imp gwelet petra a ra pep-hini. Ha na ya drouk e-bed enne pa deuomp da hasten hon fri ’uz d’o labour, Fent o deuz zoken ar re anê an euz levrio armeniad dirake, o welet anomp o souz raktal : n’omp ket ’vit lenn eul lizeren euz o *yez. Ha ni da vousc’hoarzi wardro gante. Koulskoude e tlefemp *damruian gant ar vez. Rag int o deuz anoudegez euz ar gallek. Teul a ran ple d’unan anê a zisk eur gentel en « Télémaque » ha d’eun all a studi eur « grammaire française ». Vad a ra d’hon c’halono a Fransizien gwelet kement-se ; n’eo ket eta c’hoaz maro-mik dre-aman an istim ’vit hon bro garet, daoust pegen nebeud, aboue daou pe dri bla ’zo, e ro ar gouarnamant skoazel d’ar relijiused a labour aman ’vit magan ha kreski anei, daoust pegement zoken e klask lemel kalon digante, ’n eur oaskan ’nê e pep sort stum en o mamm-vro.

A drugare Doue, n’eo ket c’hoaz peurdispennet o labour. N’int ket dare kennebeut da zigalonekât : rak gwel a reont na gollont ket o amzer nag o foan. Kement o deuz græt al leaned katolik o tiski ar gallek d’an Arabed yaouank aboue daou-ugent ’la ’zo, ken eo deut aman ar c’hiz d’hen diski, daoust ha na ver ket katolik : na dremener ken ’vit eun den a zoare, mar n’ouveer ket eun tamm gallek.

Setu perak e ve disket yez Frans d’ar gloareged armeniad e ver en sell d’ober gante beleien divezatoc’h. Int eo hon deuz gwelet en kampr-studi ar c’hloerdi, dirak al levrio gallek.

Kement a stad a zo ennomp, ken e reomp hon gourc’hemenno, ’rauk kimiadi, ha d’ê ha d’o mestr-skol.

Goude, græt ganimp eur zell war iliz-veur Sant Jakez, ec’h eomp war eün d’hon hostaliri, hast ganimp d’en em lakat en disheol ha da ziskwizan euz hon beurevez.


————



X


War azen da Vetani : N’in ket me bepred. — Perak.


’Vit ’n inderv e kemeran gant tri belerin all hent Betani. Daou hent a gas di : an hini berran, n’an euz ket ouspenn eul leo, a dremen a-dreist da Vene ar Gwe Oliv. Hennez a blijfe d’in ar muian ober, penegwir e tremen ive dre Vetfaje, hag ec’h eo bet pleustret meur a wech gant hon Zalver pac’h æ euz a Jeruzalem da di Lazar e vignon, a chome en Betani. Mes n’eo nemet eur wenojen, ha hi sonn-sonn an daou du d’an dosen. War droad hepken pe war azen e c’hell an nen tremen dre eno. ’Vit war azen, ne c’houlan ket me mont, dreist-holl ’boue ’m euz gwelet ’pez ’zo digoueet gant an Doktor Fauvel en e veaj Betleem. Mes meur a hini a zo, ha n’int ket ken aonek ha me : c’hoant gante d’ober an hent a zo etre Jeruzalem ha Betfaje war gein azen ’vel ma reaz Jezus an de a-genver Sul-’leuio, mes war an tu enep, e feurmont bep a loen skouarned-hir. Neubeud a dra a gousto d’ê : wardro eur skouet.

Mes unan anê an euz pæet e hini kals keroc’h : hanter kant lur. — « Divadin ? » a laro d’in ma lenner « Ya, 50 lur, ha c’hoaz eo arabad d’ean ’n em glemm. Kenkouls an ije pæet e azen 50 skouet, mar nije bet ’nê en godel e zoudanen. — Bet eo ’ta laeret ar belek paour ? — Ya, ha biskoaz a vravoc’h. »

N’eo ket an azen hepken a feurmer, mes ive e berc’hen, ac’h a dalc’hmad d’hen heuilh. Rekouret ’ve ’nen gantan a-wejo : rak aliez e ra moji-loriken e benn fall. Panevet eman ar moukr ’n e gichen ’vit rei d’ean taulio baz ha boutan ’nean gant e zivræc’h, ec’h afe e-souz elæc’h mont war rauk. Gwejo all eun taul gwink, pa zonjet an nebeutan : mes bezet dinec’h : dorn ar moukr a harp anoc’h hag a harzo anoc’h da gouean. Betek breman, kwita ? n’ho peuz nemet d’en em veuli dioutan : mes gortozet. War digare delc’hel anoc’h stard war ho torchen, e kav an tu da voutan e zorn en ho kodel, ha hep gout d’ac’h, Goaz d’ho yalc’h, mar ’man eno : dilojet eo goustadig ha laket dizeblant en kerc’hen ar filouter.

Emberr, pac’h efet da gousket, e taulfet ple d’an dro vil a vo bet c’hoariet d’ac’h ; mes neuze ’vefet re divezad.

Setu ’pez a c’hoarveaz gant unan euz ar belerined, an nefoa kemeret eun azen ’vit ober e dro Betani.

Kenkouls e vije digoueet kement-all ganin.

N’am euz ket keu eta da vean lezet an ezen da vont endro hep kemer hini ’bed anê.


————



XI


En goetur ’trezek Betani. — *Lazdi kigerien Jeruzalem.


Neuze marvad e sonj d’ac’h ec’h on æt war droad, evit heuilh penn da benn ar wenojen a heuilhe hon Zalver ? N’on ket kennebeud. Ar re a oar pegen divalo eo, ha pegen devuz eo ar banno heol a goue breman war an douar, an euz dizaliet anon da vont war droad.

N’euz ket eta da laret : red eo d’in mont en goetur. ’Pez a zo ezet : rag hent braz Jeriko, eun hent neve digoret, a dremen dre Vetani, ha kariolenno a gaver ’pez a gerer ouz toull dor Itron-Varia-Frans.

’N em glevet a ran gant tri all ’vit feurman unan, hag « eido ! hip ! ». Disken a reomp ’vel an avel bete Jetsemani, an em gav en traou, e kichen *froud ar Sedron, Mes ’c’han d’em-berr na bozfomp ket eno. Delc’hel a reomp gant hon hent a ra breman eur pleg ’vit trei mene ar Gwe Oliv.

War hon dorn mad ’leiz a verejo, ac’h a war-*zinaou ’trezek traouien Jozafat. Pelloc’h, er memez tu, eun draouien all donoc’h ha moanoc’h. Dre-holl enni douar meinek, douar noaz. Gween e-bed, na ti e-bed, nemet unan a zo neve-flamm, ha n’eo ket hanval ouz tier ar vro.

Goulen aoalc’h a rafemp digant eun Arab a drizek pe bevarzek ’la, a zo o paouez pignat war lost hon c’hariolen, petra eo an ti-ze. Mes hini ’bed ac’hanomp na ouve e *yez, hag heñ n’ouve ket hon hini.

« N’euz forz, emeon, gwelomp bepred. » Ha me, an em gave a-dal d’ean, da ziskoel d’ean, ’n eur *wignal gant ma biz ha gant ma fenn, e fell d’in gout petra a rer ’barz al loch mein a zo neve zavet duont, ’krab an taroz. Kenkent (aman eo dihun ar vugale) e tremen hon fautrik daou viz dindan e gorzailhen ’vit diskoel penauz e troc’hfer ’nei gant eur gontel. Chom a reomp batet o sellet ’nean hag oc’h en em zellet an eil egile ; n’omp ket ’vit gout petore *mennoz a zo dindan e wign. Hag heñ oc’h ober eur gwign all : daou viz ’n e c’heno ’n eur ober sin da zibri. Deut eo ar wech-man e daul da vad, « Eul *lazdi michans, emeomp, al lazdi e teu kigerien kær ennan da ziskar o deñved, o loueo, hag o zaout. »

Kazi ’vit rei tu d’hon c’hreden, en em ziskoue d’imp *guped a liou louet o nijal ’vel pikolo sparfeled a-uz d’an draouien, hag o troieta en dro d’ar gigeri. C’houez ar c’hik, a dra zur, eo a denn anê ’trezek eno : ken krenv eo, ken e santomp ’nean o tont breman bete d’imp. Mes n’eo ket re grenv evite : ober ’reont friko gant an indrailho a ve distaulet duman ha duont. Ha gwell a ze : anez e vije aman pendra da lakat ar vosen da zevel. Setu penauz ar guped a zikour ar chas da difagnan ar vro. Mar hon dije tremenet dre verejo Jozafat an noz, hon dije c’hoaz gwelet loened all hag a zo re d’ar re-man da zibri kik brein ; chakaled, loened mentek ’vel lern, a blij d’ê mont an noz da zizouari ar c’horfo maro. Skrijal a reont neuze ’n eun doare spontuz. Ha koulskoude ec’h int aonek, ha na valeont ket nemeur war an de : unan hepken a zo digoueet d’in gwelet epad ma beaj.

Mes abred e kollomp ar wel euz al *lazdi, rag breman eo plen an hent, hag en despet d’ar *skoaselio, a zo stank ho don, ec’h eomp kaer war rauk.


————



XII


Betani. — Lazar hag e diou c’hoar o tigemer Jezus.


Setu pemzek pe c’hwezek ti, tier divalo, hanter c’holoet gant rec’hier : ec’h omp en Betani. An Arabed a ro d’ar geriaden-man an hano a El-Azarieh, eun hano a lez da intent e oa Lazar o chom aman. Lazar ? piou ’n’anve ket ’nean ? Brasan mignon an efoa Jezus en bro Jude. En e di e tiskenne pa deue da Jeruzalem ’vit ar gouelio berz. En em anvout a rænt ’boue ma tigoueaz da Jezus, en ti Simon a Naim, ober da Vari Madelen, c’hoar Lazar, kaout keu deuz he goall bue ha distrei diouti a-grenn. Eur c’hoar all an efoa, hanvet Marta, a gomzer anei ive ’barz an Aviel.

En o zi, en Betani, e oa Jezus ’vel er gær. Eun de, heb e oad en gortoz anean, ec’h arruaz euz a Jeriko : dre eno e tremene pa deue euz ar Galile. Skwiz e oa ’michans, ha d’ean naon ha sec’hed, ’C’hanta ! Mari, ’læc’h auzan boed d’ean, ac’h aze ouz e dreid hag an em lak da selaou ’pez a lavar. Marta, hi, a labour herr da m’hall, evit auzan ar pred hag eünan peb tra en ti. Dont a ra, ’vit-se, da skwizan hag ober ’ra goad fall o welet he c’hoar e-keit-se, o chom hep finval. Ha hi raktal o vont da gât Jezuz. « Autro, emei, gwelout a ret, homan a lez an holl vec’h war ma c’hein ; laret d’ei, mar plich, sikour ac’hanon, » — « Marta, Marta, e respont Jezus gant dousder, kalz a reuz a gemeret, ha koulskoude eun dra hepken ec’h eo red hen ober. Mari he deuz dibabet al loden wellan, na vo ket lemet diganti. » O komz evelse, na lar ket Jezuz ec’h eo arabad pleal gant treo ar vue-man ; mes krozal a ra d’ar re a ble gante hepken, hep kaout soursi euz o ine, hep he magan gant komzo Doue ha gant ar beden. Da gentan bue an ine, n’eo ket ar maro ’vit lemel ’nei diganimp, ha goude bue ar c’horf a gollfomp ’nei en heur euz hon maro, da vihanan ’vit eur pennad, betek de braz ar varnidigez.

Lazar, hen, deut da vervel prest goude, na chomaz ket ’keit-se hep adkaout ar vue.


————



XIII


Lazar adroet d’ean ar vue gant Jezus.


Epad kleñved Lazar, eur c’hleñved a oe berr, o defoa kaset e c’hoarezed eur *c’hannad da Jezuz, an em gave neuze en tu all d’ar Jourden, evit *kemen d’ean e oa goall glanv an hini a gare ; marvad e kredent e vije deut dioustu an Autro d’hen gwelet hag an ije pareet ’nean ’vel m’en doa pareet ken liez a glanvour. *Hogen na reaz netra nemet laret d’ar c’hannad : « N’eo ket klanv Lazar da vervel, mes ’vit lakat an dud da rei gloar da Vap Doue. »

Memez tra, daou de goude, e lavar d’e ziskibien : « Deomp da Vetani dioustu. »

Pan arruaz, e oa maro Lazar pevar de ’oa. Marta, raktal ma klevaz e tostae, ac’h eaz da benn-hent d’ean. « Autro, emei, mar vijec’h bet aman, na vije ket marvet ma breur. » — « Marta, ho preur a deuio c’hoaz da vean beo. » — « Ya, eme Marta, me ’oar aoalc’h ze, dont a rei da hadvevan an de divezan euz ar bed. » — « Me, eme Jezus, eo ar vue. Neb a gred ennon, nag e vije maro, a vevo. Kredi a ret an dra-ze ? » — « Me ’gred, eme Marta, ec’h oc’h c’hwi Mab Doue ha Salver ar bed. »

Neuze ec’h eaz Marta da c’helvel he c’hoar Mari, a oa chomet en ti gant ar gerent hag an amezeien, hag a lavaraz d’ei goustadik en he skouarn : « Ar Mestr a zo duont o c’hortoz anout. »

Raktal ec’h a Mari da gât Jezus, eur bagad tud war he lerc’h. Pan em gavaz dirakan, e lavaraz d’ean, ’n eur ouelan. « Autro, mar vijec’h bet aman, na vije ket marved ma breur. » Kement hini a oa eno a ouele ’velti : Jezuz heñ e-unan a oe teneraet e galon, hag a c’houlennaz : « Pelæc’h ho peuz laket ar c’horf ? » — « Deuet, eme int, hag e welfet. » Ha Jezus en em lakaz da ouelan. Ar Judevien a lare neuze : « Sellet pegement e kare ’nean. » Daoust perak ive, ’me darn-all, n’an euz ket harzet ’nean da vervel, penegwir an euz pareet an hini a oa ganet dall ? »

Neuze ec’h ejont holl ’trezek ar be, a oa eun tammik e-mæz ar bourk. C’hoaz hen diskoueer breman d’ar belerined : eur gleuzen toullet er roc’h beo, ha stoufed gant eur men ledan. Mes dindan an douar eman breman, don-don, penegwir e renker disken 26 pazen dre eur *vinz voan ha teñval ’vit hen kavout. Mogeried eo ar c’hao euz eun tu, en *hevelep doare ma c’helle dougen an iliz a oa bet savet ’uz d’ei gwech-all goz. Koueet eo an iliz-ze pell ’zo, hag æt he mein da zikour sevel an tier, pe gentoc’h ar foukenno a loj enne fellahed, da laret eo kouerien El-Azarieh.

Pan arruaz Jezus ’kichen ar be, e laraz d’ar bautred : « Lemet ar men diwar ar be. » — « Mes, Autro, eme Maria, c’houez a zo dija gantan : pevar de ’zo ’boue ’c’h eo maro. » Jezus o respontaz : « N’am euz ket me laret d’ac’h e weljec’h gloar Doue, mar karjec’h kredi ? »

Lemet e oe eta ar men. Neuze en em lakas Jezuz da bedi. E zaoulagad savet gantan ’trezek an neñvo, e laraz a vouez uhel : « Lazar, deuet e-mæz. »

Raktal e teuaz Lazar e-mæz, liened ha liammed ’vel ma oa bet laket er be. « Dizereet ’nean breman, ’me Jezus, ’vit ma c’hello kerzet. »

Ober a reaz Lazar impli vad gant e vue neve. Dek ’la goude Asansion e Vestr, evit tec’hel ’rauk ar Judevien a glaske hen goaskan ’balamour e oa eun desteni euz galloud divin Jezus, en em daulaz gant e diou c’hoar en eur vagik, hag a reaz heb roenv na ouel, a-dreuz d’ar mor Kreizdouarek, an hent a refomp ni ’vit distrei euz a Jaffa da Varseilh : war aud ar Brovans e tiskennaz. Prezeg a reaz eno ar gwir fe, ha, goude bean renet iliz Marseilh epad tregont ’la evel eskop, e varvaz ’vit an eil gwech. Bet on gant ma lennerien o welet e ve en iliz koz Sant Viktor. Santez Marta ha santez Mari Madelen a zo ive eun devosion vraz evite en bro Daraskon hag Arlez, ’læc’h m’hon deuz ive tremenet.


————



XIV


Betfaje. — Penaus ec’h eaz Jezuz ac’han da Jeruzalem, an de a-geñver Sul ’Leuio.


Euz a Vetani da Vetfaje n’euz ket kalz e-tuont d’eur c’hart leo. Mont di ’ta e fell d’imp da welet al læc’h an euz bet an enor da rei eun azen da Jezus ’vit kas anean da Jeruzalem. ’Vit se e krapomp ar run a ra ’vel eur skoa da vene ar Gwe Oliv war du ar zov-heol.

Ar wenojen a gemeromp, a dle bean, pe dost, an hini a gemeraz Jezuz gant e ziskibien an devez kentan euz sunvez Pask, da laret eo an de a-geñver sul ar Bleuio. Da gentan ec’h æ war droad. Mes græt gantan eun tri c’hant kammad bennak ’boue ti Lazar, e laraz d’e ziskibien : « Et daou ac’hanoc’h betek eur gærik a zo aze a-dal d’ac’h. Kaout ’refet eno eun azen hag hec’h azennik, n’euz bet c’hoaz azeet den ebed war e gein. Distaget ’nê ha kaset ’nê aman. Mar gouler diganac’h perak, e larfet : « Hon Mestr an euz ezom anê. »

Daou diskibl ac’h a dioustu da Vetfaje hag a deu prest goude war o c’hiz, an daou loen gante. ’Læc’h lakat eun dipr war an hini bihan, e c’holoer ’nean a vantello displeget : mont o ra neuze Jezus war e gein, en e goaze, ha war rauk, ’trezek Jeruzalem : evelse na ra nemet laket da zont da wir ’pez a oa bet ’diouganet, pemp kant ’la a oa, gant ar profet Zakari.

Mar gajemp breman da heuilh Jezus a speret, e weljemp enori anean en eun doare dispar : eur bagad tud a zo deut eus kær da benn-hent d’ean hag ac’h a bepred war griski. ’N eur beurzevel da vene ar Gwe Oliv, e stlabeont dilhad war an hent a heuilh Jezus, enor na vije græt nemet d’ar rouane. En o daouarn e talc’hont bodo glaz o deuz troc’het deuz ar gwe, ha bihan ha braz e kanont : « Hosanna ! ma vo binniget an Hini a deu a-beurz an Au. Doue ! » Setu ar prosision war griben ar mene, setu ’nean o tisken, setu ’nean o hadsevel evit mont en kær, ha penn da benn eur gwiskad dilhad war an hent, penn da benn hopadenno a enor : nan, biskoaz roue na oa bet græt d’ean ken kaer digemer. Hirie, daoust d’ar farizianed, enebourien Jezus, da vont ’mesk ar bobl, evit klask ober d’ar mouezio tevel, a rer d’ê skouarn vouzar. Hirie ar bobl a ziskoe bean ’pez ec’h eo en gwirione, ’pez e vije dalc’h-mad, mar na vije ket a-wejo *touellet ha dallet gand strakerien a c’houve livan kaer o c’homzo. Rak danve mad a zo ennan : sperejo eün hag ineo kalonek.

Mes skanv o benn eo, siouaz ! koulz en Jeruzalem hag e læc’h all. Seul-vui eo douget ar Judevien ’vit Jezuz an de kentan euz ar zun, seul-vui e vefont douget enep d’ean ar c’houæc’hved de : « Ar groaz evitan ! ar groaz ! ar groaz ! » setu petra a huchfont ! Ha perak int-i deut da drei kein d’ean ken buhan ? ’Toue sur, epad pemp de n’o deuz ket paouezet ar farizianed da hadan gevier e-touez ar bobl eneb da Jezus : deut int a-benn da laket en e speret e oa e Zalver e vrasan enebour. En gwirione, na ouie ket ar bobl petra a ræ. Setu perak Jezuz war e groaz a c’houlenno pardon evitan.


————



XV


Distro da Vetani : eur figezen hag a oar ’n em difenn.


Setu ni æt a spered da heuilh Jezuz epad sunvez e basion, hag-eñ ec’h omp chomet a gorf en Betfaje, — pe da vihanan ’kichen al læc’h ma oa Betfaje d’ar c’houls-ze : rak na chom netra diouti, ha na ouier ket da zur pelæc’h e oa. Breman ’zo pemp pla warnugent koulskoude, ’n eur furchal en douar, o deuz kaved leaned Sant-Fransez eur pikol men a bevar c’horn, livaj ha skeudenno koz koz war e bevar goste. ’Pez ’zo merket war unan euz an taulenno a ziskoe eman ar men-ze ’læc’h e kemeraz Jezuz an azen ’vit e valeaden enoruz.

Ober ’reomp eur zell d’ean, hag eur beden ’barz ar chapelik koant a zo bet savet ’uz d’ean gant Sant-Franseziz, ha neuze ec’h eomp war hon c’hiz evit adtapout Betani elæc’h m’eo chomet hon c’hariolen.

War an hent, e kavan eur bodad kaktus karget a freuz a rer anê figez Barbari ; melen int evel an aour, hag ouz o gwelet e teu an dour en ’n em geno. « Ma, ’meon, ar wech-man eo red d’in gouvet pesort blaz o deuz. » Ha me o tostât ma bizied d’unan anê, — gant evez vraz, avad, betek gout na vefent flemmet gant an drein a c’holo an delio. Klask a ran distagan eur freuzen euz ma gwellan : mes a-boan am euz græt warni goustadik eur oaskaden : « Ai ! ai ! » Eur bern dreinigo, ha na welen ket ’nê, gant a vunud e oant, a oa endro d’ar figezen : kement anê ’zo æt ’n em daou viz, ken n’on ket ’vit o *niveri ; ken moan int ha ken nebeud a grog a roont, ken n’eo ket bizied ma dorn all ’vit o zennan e-mæz. Debron a reont d’in, eun debron *sankuz : mes n’euz ket da laret, red e vo d’in pad gantan eun de pe daou : mont ’rei a-kwit e-unan. ’N eur heskinat ma meud ha ma eil biz, e peurachuan da zisken da Vetani, — hep bean tanvaet ar figezen.

Ne vin ket pell, avad, hep ankouât ma drouk-chans.

Da gentan, ’n eur arruout er geriaden, ec’h an, ’vel ar re all, da zevel ma fri ’barz unan euz an tier paour a zo enni : netra ebarz nemet eur pautr gwisket dister a zo azeet war al leur, e ziouhar en kroaz : pedi a ra a vouez uhel, mes e bedenno a zeblant bean klemmo. Eur bakchij a roomp d’ean, hag en goetur dioustu.


————


XVI


’Kichen Jetsemani : be ar Werc’hez. — Kann etre Armeniad ha Gresian.


Ugent munuten goude, e pozomp e-biou da Jetsemani, a zo ouz troad mene ar Gwe Oliv, ’læc’h e kroger da zevel pa deuer euz a Jeruzalem : ’stok da gær.

E-traou deuz ar oetur adarre, ’vit mont da welet al liorz en em dennaz Jezuz enni goude e goan divezan, ar gleuzen vein a zo bet test d’e agoni, ha be e Vamm Zantel.

Be ar Werc’hez en em gav tost d’ar Sedron, er penn-kroec’h euz traouien ar berejo, traouien Jozafat. Mervel a reaz, ’vel m’hon deuz gwelet, war ar mene Sion : mes aman e oa bet douaret he c’horf sakr. Eur gaer a iliz, savet ha had-savet meur a wech, a zo war he be, eur be goullou, ’vel hini hon Zalver. Rak, hen gout a ret, korf an Itron Varia na chomaz ket ennan da vreinan. Goude bean bet en douar epad tri de, e teuaz æled, a-beurz Doue, d’hen tennan ac’hane, ha d’hen sevel, leun a vue, d’ar baradoz. An Assomption a rer deuz ar myster-ze, hag an hano-ze a roer ive d’an iliz a zo bet savet ’vit delc’hel envor anean.

Tro war zro d’ei eo bet uhelaet an douar, en *hevelep doare ma zo kalz da zisken ’vit mont enni. Da gentan eur viñz ledan, a bep tu d’ei eur regennad tud laour o c’houlen an aluzen, a gas an nen betek ar porz-arauk. Goude e kaver c’hoaz hanter kant pazen adalek an nor-dal betek leur an iliz. Bet eo stoufel kement prenest a roe skierijen d’an diabarz : lampo e-leiz a zo e-pign ouz ar volz, mes *didan ec’h int holl, ha na welfemp taken e-bed panevert e teu ar zakrist armeniad, eur maout a zen, da sklerijenni anomp gant eur pennad golo.

Ya, eun den kaer eo hon ambrouger, hag eun den krenv ive, herve ’pez am euz klevet aboue. Ar 7et a viz ebrel 1902, de lun ar c’hazimodo, pa oad o paouez prennan an norjo da zerr-noz, e klefchet leuskel daou pe dri denn diabarz an iliz.

Raktal ec’h eaz eun den da c’helvel tud ar polis.

An Au. Pacha, heñ e-unan, rener Jeruzalem, a ziskennaz hag, arru ouz toull ’nor, a c’hourc’hemennaz d’an daou zakrist, hini an Armeniaded ha hini ar c’hresianed, dont da zigeri d’ean.

Kerkent e trouz an alc’houe er grogen, hag e tro an nor war he marc’h. « Hanta ! penauz eman ar bed aman ganac’h ? Petra ho peuz-hu da leuskel tenno er c’hiz-ze ? Pelæc’h ’man egile, ar zakrist gresian ? - Fe vad, Au. Pacha, ’me an Armeniad, deuet mar plich, dam heuilh, hag e welfet. »

Hag i war eun dro en traou gant ar viñz vein.

Pac’h int arru war leur an iliz, « Setu ’nean aze, « autro, » e laraz an Armeniad d’ar pacha ’n eur diskoel d’ean en eur c’horn teñval eun dra bennag hanval aoalc’h ouz eur bakaden ereet gant liammo, mes eun dra a glaske finval hag a hirvoude. « Arsa, ’me ar gouarner, me ’gred oc’h sod ! Liammi an den paour-ze en eun doare ken kri ! Hag en eul læc’h a zellet c’hwi ’vel eul læc’h santel ! — Fe, autro, paneved ec’h on deut a-benn d’hen pakan, e vijen bet me paket gantan, ha paket viloc’h : kavet ho pije anon astennet aman war al leur, ha me maro-mik. Lausket ’neuz warnon tri denn gant e revolver, mes c’houitet ’neuz ac’hanon. Me neuze ’zo æt eün d’ean, ha, tapet ganin ma c’hreñv warnon, am euz lemet digantan e arm ha staget d’ean e izili an eil ouz egile. — Mad, ma fautr : n’out ket eun hanter-goas. »

N’eo ket eta heb *abek e ræn bremazonn eur maout a zen eus ma Armeniad. Mes, ’michans, e sonj ma lennerien n’eo ket heb abek ive e savaz c’hoari gaer etrezan hag ar zakrist gresian. Oh ! nan, ha ’c’het da welet e oa peadra aman da lakat ar poultr da devi.

An de-’rauk, o defoa laket ar C’hresianed eur c’holoen lustrin neve war unan euz skabello an iliz, mes heb bean ’n em glevet gant an Armeniaded, a zo, kenkoulz hag i, perc’hen d’an iliz, Petra ’reaz neuze sakrist an Armeniaded al lun, pa oa alc’houeed an norjo war e gein ha war gein sakrist ar re all, nemet lakat eur gadren goat neve endro d’eun daulen a oa e-pign ouz be ar Werc’hez.

Na oa ket peurechu gantan e labour pa glevaz leuskel eun tenn war hed taul d’ean, hag eun all goude, hag eun all c’hoaz.

Goud a rer ’pez o c’hoarveaz goude : amzer aoalc’h am euz laket d’hen displegan, ha re amzer zoken : kazi drouk ’zo ennon breman o vean komzet d’am lennerien deuz an *hevelep skandal, goude ’oan krog da vont gante bete be hon Mamm Zantel. Koulskoude e kredan n’am euz ket kollet ’vit se o grad vad. Kement-man an euz roet da c’hout d’ê ec’h eo prest ar C’hresianed hag an Armeniaded, kristenien distag euz ar gwir Iliz, d’en em zibri etreze, ha ’vit an disteran tra.

Piou breman a vo souezet, mar gwel ’nê o klask dibri ar gatoliked ? Ar C’hresianed dreist-holl a zo en o c’henver evel chas klanv : heskignuz ho c’hoant d’ê da grigi. Gwelet hon deuz ’nê en Betleem hag en Jeruzalem o harzal ouz bugale zant Fransez, hag o krigi enne betek sunan o goad. N’euz forz : ar re-man a dalc’h mad memes tra : evit netra na lauskfont al lod o deuz en iliz ar Ginevelez, hag en iliz ar Be Santel. Santout a reont eman dorn Frans o harpan ’nê ha, dre-ze, ec’h int hep aon.

Breman ’zo kant hanter kant vla, siouaz ! na gavchont ket kement a skoazel euz he feurz, hag e renkchont tec’hel euz iliz an « Assomption », euz an iliz mac’h omp breman enni, hag a c’holo be ar Werc’hez vinniget.

Eman aboue etre daouarn ar C’hresianed hag an Armeniaded, a dalc’h enni bep a zakrist.

Pe ’c’h eo kaer iliz an « Assomption », pe na n’eo ket, n’on ket ’vit hen laret, pa n’am euz he gwelet nemet gant sklerijen eur gantoulik c’holo a douge ar zakrist armeniad. N’eo ket auterio a vank enni. Mes an hini ’zo ar bravan kempennet eo an hini o zo war be hon Mamm Zantel. Bean ’zo ’uz d’ean ’vel eun tok a bouez war bilhero moan hag a zo stignet war e du dindan eur gwiad gloan marigelled. Stoui ’reomp dirag ar be santel, ha, goude bean laret trugare da Zoue da vean miret euz ar breinadur korf dinam an Itron Varia, e c’houlennomp digantan, evidomp ha ’vit a re a garomp, ar c’hraz d’en em gavout da fin ar bed wardro ganti, korf hag ine, en gloar ar baradoz.

Eun induljans vras a dalv d’imp hon feden : mes gallout a reomp he gonid e-læc’h-all : bet eo staget gant ar pap Leon XIII ouz iliz Itron-Varia-Franz, o vean n’eman ket iliz an « Assomption » etre daouarn ar Gatoliked.


————



XVII


Kleuzen an Agoni. — Petra a digoueaz enni hag en liorz Jetsemani.


Euz iliz an « Assomption » ec’h eomp eün da Gleuzen vein an Agoni, n’eman ket ouspenn kant kammad diouti. Eun tammik pelloc’h eman liorz Jetsemani, ’læc’h en em dennaz Jezuz goude e goan divezan gant e ebestel. Eno, dindan ar gwe oliv, e plije d’ean kauzeal ha pedi war dro gante.

Mes, noz ar Yaou Umblid, eo re sammet e galon. A-boan eo d’ean bean arruet el liorz, ma lavar d’e dud :

« Azeet aman c’hwi : me ’c’h a dont a-hont pelloc’h d’ober ma feden. »

Koulskoude e kasaz gantan tri euz e ebestel, Per, Jakez ha Yan, ar re a oa bet gantan e-kreiz ar gloar war ar mene Tabor. ’Benn eur pennadik, arru ’kichen eur roc’hel a c’heller c’hoaz gwelet ’nean hirie, e lavaraz d’ê o zri : « Anken ar maro a bouez war ma speret : gortozet anon aman, ha chomet dihun ganin. »

Neuze e pellaaz dioute eun tammik, ’hed eun taul men, hag ec’h eaz en eul læc’h didrouz, en eun toull a oa kleuzet ’barz eur pikol roc’hel. Eno en em strink war e zaoulin, pleget gantan e benn beteg an douar. Ha neuze : « Ma Zad, emean, pellaet diouzin ar c’hali-man : koulskoude ra vo græt ho polante-c’hwi, ha nan ma hini-me ! » Græt gantan ar beden-ze, ec’h a da gâd e dri abostol : kousket int, ’vit-se. « Per, emean, n’ho peuz ket gellet chom dihun ganin eun heur hepken ? »

Jezus a zistro neuze d’e gleuzen. Goude benn pedet ’vel ar wech kentan, e ra eun eil gweladen d’an ebestel : adarre kousket. Breman eun dried lajad pedi. Koulz eo laret : eun daerved kalonad. Rak peb gwech e save kalon Jezus gant *kertri, ar gertri da zougen holl bec’hejo ar bed a boueze warnan, ar gertri da c’houzanv evite poanio e basion. Mes peb gwech ive e lare d’e Dad : « Koulskoude ra vo græt ho polante-c’hwi ! »

An daerved gwech e santaz warnan ar muian a vec’h. Kouean ’reaz zoken en agoni : krenan ’ræ, ken tenn warnan, ken e tivere deuz e gorf eur c’houezen a oad.

Eun æl, ’vit-se, a ziskennas eus an eñv ’vit rei nerz d’e galon, Gellout a reaz neuze distrei da gâd e dri abostol : kousket e oant bepred. « Savet breman, emean ; arru eo ma heur ; an hini an euz gwerzet ac’hanon, n’eman ken pell ac’han. »

Amzer hepken an euz Jezus da vont daved an ebestel all a zo chomet el liorz ar Gwe Oliv, ha setu an treitour, setu Judaz oc’h arruout, gantan eur bagad soudarded. Kentan tra a ra eo tostât da Jezus ha rei d’ean eur pok. Rak laret en doa kent d’e dud : « An hini a bokin d’ean, hennez eo : kroget ennan. »

Jezus a lavaraz da Judaz : « Ma mignon kæz, d’ober petra hoc’h-hu deut aman ? »

Ha goude, o vean æt da gæ ar zoudarded : « Piou a glasket-hu ? — Jezus a Nazaret. — Me eo. »

Raktal e kouejont d’an douar, kazi ’vel brevet gant ar spouron. Mes Jezus a reaz d’ê sevel, hag a c’houlennaz digante c’hoaz eur wech : « Piou a glasket ? — Jezus a Nazaret. — Me eo, eme Jezus. Deut oc’h d’am c’hemer gant kleveo ha bijer, ’vel pa vijen eul laer. Daoust perak n’ho peuz ket kroget ennon kentoc’h, pan eo gwir e oan bemde en ho touez o prezek ’barz an Templ ? »

Neuze ec’h astennaz ar zoudarded o daouarn evit krigi ennan. Pa welaz sant Per kement-se, hag heñ o tennan e gleve, hag o troc’han gantan skouarn deo Malkus, unan euz mevelien ar belek braz.

Jezus, ’vit-se, a laraz d’ean. « Laket ho kleve ’n e blas, N’ouzoc’h-hu ket n’am euz nemet pedi ma Zad hag e tigaso d’in d’am difenn ’pez a garin a æle… Mes dleet eo d’in evan ar c’hali an euz roet ma Zad d’in da evan. »

Neuze e pareaz Jezus skouarn Malkus, ha dioustu goude en em lakaz etre daouarn ar zoudardet, a stlejaz ’nean da di Gaif war ar mene Sion.

An ebestel, int, ac’h eaz a-kwit euz liorz Jetsemani, bep-hini war e du.

Setu displeget berr ha berr ar pez a c’hoarveaz ouz troad mene ar Gwe Oliv en nozvez ar Yaou Umblid.

Mad e oa d’imp hen adenvori ’vit intent perak en em stag kement kalon ar belerined ouz liorz Jetsemani hag ouz kleuzen an Agoni.

Skwizan enne, n’hell ket an nen ober : komz a reont ken tener ouz an ene kristen !

Mes hirie, siouaz ! n’hellomp ober d’ê nemet eur zell : arru eo an abarde.


————



XVIII


En pe doare eman hirie kleuzen an Agoni ha liorz Jetsemani.


Kleuzen an Agoni a zo c’hoaz breman, war bouez nebeud a dra, ’vel ma oa en amzer Jezus, — ha well a ze. Ar vein a ra ar volz ’uz d’hon fenn, a zo chomet e-noaz kazi dre-holl. Æz eo gout n’omp ket aman ’ti ar C’hresianed : ar re-man o dije kuzet ar vein dindan eur gwisk livaj.

’Pez o deus græt aman Sant-Fransesiz, eo laket taer auter er c’hernio : n’am euz ket ezom da laret e teuin d’oferenni aman ’vit an deio.

Araug kwitât ar Gleuzen zantel, gwelemp petore ment he deuz : tregont troatad a hed, pemp war-nugent a ledander ha c’houæc’h a uhelder.

Lennomp ive ’pez a zo skrivet en latin ’uz d’an auter vraz : « Aman e tiveraz euz korf Jesus eur c’houezen a oad. » Mann ’met ar wirione, ’vel m’hon deuz gwelet uheloc’h.

E-mæz breman, ha da liorz Jetsemani a zo e-kichen.

« Liorzik » eo e tlefen laret : rak mar zo enni eur gorden douar, n’euz ket ouspenn. N’eo ket hanval ouz ’pez a oa gwech-all : klozet eo gant eur voger a zeiz pe eiz troatad a uhelder. Koulskoude, ma tistrofe war an douar ’vit he gwelet an dud a veve amzer hon Zalver, na vije ket c’hoaz goall dishanav evite. An eiz gween oliv a zo enni, a zo bet testio, herve ’larer, da dorfet Judaz. Ha hep poan hen kredomp : rak seblantout a reont bean koz-koz. Petra bennag ar ween oliv a c’heller yaouankat anei keit hag a garer : ’vit se n’euz netra d’ober nemet dibennan nei ; ar c’horf a chom bepred sap ennan ; teñvât a ra zoken, ha dont a ra dioutan, ’vel deuz eur vammen, taulio neve a deu d’o zro da vean barro. Setu perak, ’vit tapout d’ober an dro da zarn euz gwe oliv Jetsemani, eo red kât eur gorden a bemp troatad war-nugent. ’Vite da vean berr a gorf, n’o dije ket gellet koulskoude chom ’n o zav o-unan, gant a goz ec’h int. ’Pez a gleuz a oa ’n o c’hreiz, ’pez a c’houllou a oa etre o izili (rak larout ’rafe ’nen o dije divræc’h ha diouhar) a zo bet leuniet a vasoniaj : skoaziet eo ar barro gant ar vein en hevelep doare ma seblantont bean dioanet dioute.

Eun dra c’hoaz a zikour anomp da gredi ec’h eo koz *iskiz ar gwe-man ; an *aket a laker d’o ’mirout. Aboue pemp kant vla ’zo, m’eman ar Fransiskaned o tioall anê, n’euz bet græt d’ê gaou e-bed. Na lez ar venec’h den da dostat d’ê, aon gante na deufe ar belerined da ziwiskan ’nê tamm ha tamm gant o c’hontel. N’hellomp ket zoken tapout dioute eun disteran delien. Eur gwiad neud orjal a harz anomp da zevel hon daouarn beteg an delio, hag er memez amzer a digemer ’nê pa goueont o-unan. Staget ’vent goude war baper, ha setu peadra da rei d’ar belerined a fell d’ê delc’hel sonj euz Jetsemani. Ouz moger al liorz, en tu diabarz, a zo fichet pevarzek taulen evit ober hent ar groaz : gellout a ret kredi na vout ket ar yeot war ar wenojen a dremen dirake.

En tu ’traou e weler meur a sipreen a zav uhel-uhel o fenn moan ha du.

Dindan ar gwe e zo bleunio euz ar bravan, maget gant eur Breur euz urz sant Fransez : rei a ra d’imp bep a voket dioute, hag ive, mar keromp, bep a werennad deuz an dour a gemer evit doura ’nê : dour fresk heb bean noazuz, dour-sav, mar plij, ’pez a zo eur burzud er vro-man. « Trugare ! » a laromp a greiz kalon d’ar Breur koz, ha goude dioustu : « Kenavo ! » gant kalon ive, pe gentoc’h gant eur galonad ; rak poan ’ve en em zistagan deuz al læc’h binniget an euz bet diskoueet Jezus ennan kement a garante en hon c’heñver.

C’hoaz, da vihanan, ec’h omp en gortoz da zistrei aman ’vit an deio, ha ze a diboan ac’hanomp.

Mont a reomp neuze da gichen pont ar Sedron, hag eno e kavomp hon goetur : dek munuten goude ec’h omp distro d’hon hostaliri, ha ’keit all c’hoaz goude ec’h omp azeet ouz taul evit koanian.


————


EIZVED PENNAD


————


EN JERUZALEM : PEMPED DEVEZ


————


SANTEZ-ANNA. — MOSKEEN OMAR


————


I


’Trezek Santez-Anna : diavæz ar gouent hag an iliz .


Etouez an devezio am euz tremened en Jeruzalem, heman eo an hini an euz græt ar muian a vad d’am c’halon a Fransez ha d’am c’halon a Vreizad.

N’ho peuz ket ezom da c’houlen diganin ha bet he deuz lod en o dudi ma c’halon a gristen : rak hep ar gwir fe n’hellomp ket kaout eur garante wirion ’vit hon diou Vamm-Vro, an hini vraz hag an hini vihan.

Setu aman penauz an euz talveed an devez-se d’in ha d’ar belerined all kement a evurusted.

Da gentan e zo stad vraz ennomp o sonjal e c’hellfomp fete, ni, bugale d’ar Werc’hez Gloriuz Vari, *lidan gouel he Ginidigez el læc’h e tigoueaz d’ei genel, el læc’h e oa o chom he zad, sant Joachim, gant he mamm, santez Anna. Bean ’zo eno breman eun iliz goestlet da zantez Anna, goude koulskoude ma tougaz gwech-all hano an Itron Varia ; ar ru a sko an iliz warni, hag an nor vraz a zo toullet en moger kær e penn ar ru-ze, a doug c’hoaz hano santel hon Itron : Sitti Mariam, en arabek.

’Trezek di en em doug hirie ar belerined, ha beure mad, ar veleien dreist-holl, a fell d’ê ofernian ’raug an oferen bred, a vo kanet da eiz heur. Æz eo ar c’herzet ar beure-man : fresk eo an amzer, hag ar ruio didud : netra en harz ’met eun toullad chas a zo o peurober o zroio noz, o fri gante gwech ha gwech er bernio louzoni, da c’houl ha kavout a refont enne eun dra bennag da chakat.

E-tuont da ze an hent a zo penn da benn war zisken, o vean m’hon deuz da heuilh hent ar Groaz bete ti Bons-Pilat. Eun nebeudik pelloc’h, treuzet ganimp kær a-bez, e kavomp, war hon dorn kle, eur regennad lojeiz a dle bean ar gouent a glaskomp.

Rak Iliz Santez-Anna n’eman ket he-unan. Aboue ar blavez 1878 e zo bet savet en he c’hichen gant ar c’hardinal Lavijeri, arc’heskop Aljer, evit e visionerien, an Tado Gwenn, eun ti-studi elæc’h ma ve stummed kloareged a bep noad ha græt gante beleien ’vit ar C’hresianed Melkit. Ar re-man, goude mac’h int katoliked euz ar gwellan, o deuz koulskoude eun doare da *lidan dishanval diouz hini an Iliz latin, a heuilhomp holl en bro ar c’huz-heol.

An Tad Santel ar Pap, Leon XIII, c’hoant gantan da rei d’ê beleien a zoare, eo a bedaz hag a zikouraz ar c’hardinal da zevel ’vit se *kloerdi Santez-Anna.

Fe vad, kentan tra a weler ennan ’n eur vont ebarz, eun dra hag a ziskoe eman an Au. Lavijeri aman ’vel er gær, eo e skeuden, Æt ’zo d’ober ’nei koevr, sten ha plomm bet ’teuzet war eun dro ; an danve-ze, a rer anean « bronze » en gallek, ac’h a ive d’ober hon gwenneien.

Mes n’am euz ket amzer breman da chom da zellet ar skeuden-ze, na kennebeud da zellet diavæz ha diabarz iliz Santez-Anna. Em-berr e vo pleet gant se. Breman eo ofernian a fell d’in ober.


————



II


Læc’h m’eo bet ganet ar Werc’hez Vari gant santez Anna


Ha me eün d’ar sekretiri. « Na ’po ket pell da c’hortoz » eme ar zakrist, eur belek barvek, d’ean eur gwiskamant hanval aoalc’h ouz hini an Arabed, nemet eo a liou gwenn. Diskabel eo : panevet se e toukje war e benn eun tarbouch (eur boned mezer ru, e-pign outan eur bombelen du).

Eveltan eo gwisket renerien ar c’hloerdi, mes i hepken : o skolaerien, braz ha bihan, a doug dilhad du gant bevenno glaz, stipet a-hent-all e giz ar vro.

Kavout a ran ar re-man en iliz, daoulinet dirak an auter vraz hag o heuilh gant *aket eun oferen. Mes na c’houlan ket e vefe breman ma fenn gante ha gant o ofis.

Da c’hortoz sevel me ma-unan ouz an auter, e fell d’in, ’vit tomman ma c’halon, ober a spered eun adtremen war ’bez a c’hoarveaz el læc’h santel-man, breman ’zo ouspenn naontek kant vla.

Aman ’ta eo bet ganet an Itron Varia hag aman he deuz tremenet an deio kentan euz he bue, betek an de ma oe bet ambrouget d’an Templ, a oa aze en tu all d’an hent, gant he zad ha gant he mamm.

Setu en petra e sonjan pa deu ar zakrist da laret d’in eo deut ma digoue d’en em wiskan ’vit an oferen.

« Aman ’c’h efet » a lavar d’in ’n eur ziskoel d’in eun auter vihan a zo e-keñver an auter-veur. « Ha n’hallfen ket, emeon, ofisan ’barz ar chapel-dindan ? » (Homan ’zo kuzet dindan an auter vraz, ’læc’h en em gave gwech-all ti zantez Anna). — « Nan, ’me ar zakrist : auterio ar gleuzen zakr a zo bet miret ’rauk hirie, ’vit ar beurevez a-bez. — Ma ! ’meon. N’euz fors. Bean ’vin a spered e kleuzen ar Gonsepsion Dinam. — C’hwel aze eun hosti vihan da gonsakri war ar marc’had, — Na ’vit piou ? emon-me. — ’Vit eur wreg, eur gatolikez latin, he deuz c’hoant da gommunian ha n’hell ket gortoz ken ma vo achu ofis ar C’hresianed ouz an Auter vraz. Pad a ra ken pell ! »

N’eo ket achu c’hoaz an ofis-ze ’benn e tistroan d’ar sekretiri, laret ganin ma oferen.

’Vit laret trugare d’an Autro Doue, a zo o paouez disken em c’halon, en em dennan neuze ’barz ar chapelik a zo en kleuz dindan an auter veur.

Pebez dudi ’vit ar galon pedi aman ! Aman eo bet konsevet hep pec’het ha ganet ar Werc’hez glorius Vari. Ha, ’vit digas ar zonj d’in a gement-se, e welan diragon, ’uz d’eun auterik, skeuden wenn ar Werc’hez dinam gant ar girio-man skrivet en gallek endro d’he fenn : « Me eo ar Gonsepsion didach. » An Itron Varia Lourd, ’michans. Al læc’h ma teuaz ennan ar Werc’hezik war an douar a zo merket gant eur c’havelik kempennet brao, ennan skeuden eur bugelik koant a hanver aman Santa Bambina, da laret eo ar Boupigez Zantel : an hano-ze, marvad, a roer d’ei ’n askont da skeuden ar Mabik Jezuz a gaver en Rom, en eur c’havelik, hag a rer anei Santo Bambino, ar Poupik Santel

’Vel ma welet, e zo peadra aman da vagan ma devosion. N’eo ket diæz d’in miret ma speret er gær, ha na skwizan ket o pedi.

Mes fellout a ra d’in troc’han ma feden, ha pignal en Iliz-kroec’h, evit tapout eur peurrest euz oferen ar C’hresianed, a dle achui hep dale.


————


III


Eun oferen bred e giz ar C’hresianed.


Reizet eo peb tra en oferen-man herve kustum ar C’hresianed distag deuz ar gwir Iliz, goude koulskoude eo stag outi ar re a gemer lod en ofis. Mar goc’h souezet euz ze, setu aman peadra da zispenn ho souez. Ar C’hresianed hag an holl gristenien a vro zav-heol o deuz bet a-viskoaz o doare da *lidan en o ilizo, ha, ’vit netra, na c’houlfent hen leuskel. Hini o zado-koz ec’h eo hag, ouspenn ze, kaeroc’h e kavont anean ’vit hini al Latined, en *damani ma zo gantan muioc’h a dro hag ma zo ennan muioc’h a bedenno. C’hwel perak Pabed Rom, c’hoant gante da domman oute mui ouz mui ar C’hresianed zentuz ha d’ober d’ar re all distrei ezetoc’h davede, o deuz *autreet d’ê holl miret o c’hiz da *lidan. Aman, en ti-studi Santez-Anna, e ve stummed d’ê o *c’hloer gant an tado Gwenn.

Ar re-man, ’vit-se, na *lidont ket evelte. Penauz ’ta e reont i ’vit lakat o skolaerien da heuilh ofiso al lid gresian ? Mirout a reont eur pennadik daou pe dri velek neve urzet, a lakont da zevel ouz an auter ’vit an oferen bred.

Daou d’an nebeutan a zo ezom : rak na ve ket *lidet gant eur belek hepken. Ha gant se, daou *lider a welan breman krog gant an oferen bred. Gwisket kaer int, elæc’h o heuilherien (tri pe bevar, e kav d’in) na zougont war o zæ du nemet eun *eskerb a goue a-viez deuz o skoa deo hag a zo skoulmet dindan o c’hazel gle. Kanan a reont holl, pep-hini d’e dro, pe daou pe ouspenn war eun dro. Mes o mouez o zo moug : mont a ra war rauk kazi hep sevel na disken, hag a-stlej, koulz laret.

Sin ar groaz, ’vel just, o deuz d’ober aliez : mes d’o skoa deo, ha n’eo ket d’o skoa gle, e kasont o dorn deo goude bean stoket gantan o *asgre.

Setu deut mare ar gomunion : warlerc’h an daou velek e welan an diakred o komunian, n’eo ket hepken dindan ar spez a vara, ’vel en hon bro, mes ive dindan ar spez a win. Hini ha hini a zoubont o muzello er Goad Sakr a zo ’barz ar c’hali.

Tostaat a ra d’o zro d’an daul zakr darn euz ar skolaerien, ha tud all deut euz kær d’an oferen. Int ive a gomuni dindan an diou spez : rak an hosti a lak ar belek war o zeod a zo bet glebiet a-rauk ’barz ar Goad Sakr.

En amzer gentan euz an Iliz, ha ze epad daouzek kantved, e vije komuniet dre-holl dindan an diou spez, er stum-ze pe en eur stum all. A-wejo, ’vit-se, e tigouee d’eun daken bennak euz ar Goad Sakr bean skuilhet ha *sautret. Evit mirout na vije ket græt ar seurt dismegans d’an Au. Doue, e tifennaz an Iliz da gristenien ar c’huz-heol kaout o lod euz ar c’hali.

Rouane Frans hepken, de o zakr, a c’halle komunian dindan ar spez a win, ha Charlez X hen reaz, en Iliz Reims, er blavez 1825.


————


IV


Douar Santez-Anna, douar Frans. — ’Boue pegouls ?


’C’hanta ! setu deut adarre gant ma fluen, ’vel hep gout d’in, hano Frans, hano ma Mamm-Vro vinniget.

Penegwir he deuz krog, ma stago eta dioustu da skrivan ’pez a reaz vad d’am c’halon a Fransez en kouent Santez-Anna Jeruzalem an 8ed a Wengolo 1901. — Divezatoc’h e kavo an tu da ziskargan ma c’halon a Vreizad.

War lein an ti e finv goustadik an drapo glaz-gwenn-ru. Laret ’rafe ’nen unan euz iskili æl Frans, an æl a zo karget da zioall kement hini a zo aman hirie. Petra bennag n’euz aman nemet Fransizien : Fransizien a *ouenn, ’vel ar belerined ha ’vel an Tado Gwenn a ren ar c’hloerdi, Fransizien a galon, ’vel ar skolaerien yaouank. Rag n’am euz ket ezom da laret e ve disket d’ar re-man karout Frans evel eur Vamm ha komz hec’h *yez kaer, ar gallek. Evel-se ’man kont e kement ti-skol pe ti-zikour a zo dalc’het er gær-man gant leaned pe leanezed Frans, hag hen diskoel a reont en eur stignan aliez war o zier an drapo a dri liou.

Ti Santez-Anna, avad, eman al lore gantan. E berc’hen n’eo ket hen na hen euz bugale Frans, mes Frans hec’h-unan. Prenet he deuz anean pevar bla ha daou ugent ’zo, ha n’eo ket gant arc’hant nag aour, mes gant eun dra hag a dalv kalz muioc’h, gant goad he bugale.

Goude brezel Krime, a oa bet græt d’ar Russed gant ar Fransizien hag ar Zauzon a-gevred ’vit rei skoazel d’an Turked, e fellaz d’ar re-man, deut da vean trec’h, *kinnig eun dra bennak d’o difennerien evit o zrukarekât. Napoleon III, stad ha lorc’h ennan o vean goneet, ha fæ gantan bean dic’haouet a-hent-all, a felle d’ean ober e bautr *larg, ha na c’houle kemer netra. C’houitan ’reaz eno. Dleout ’raje bean goulet eun tamm kresk war ar galloud an euz Frans pell ’zo en Douar-Santel : n’hen reaz ket, siouaz ! ha breman eo kerse ganimp.

Koulskoude e c’honeaz warnan an Autro de Barrère, a oa neuze hon *c’hannad en Jeruzalem, d’ober d’ean digemer en hano Frans eul læc’h en kær Jeruzalem, koz iliz Santez-Anna, hag eul læc’h all, koz iliz Abou-Gosch, an em gav eun taer leo bennak deus kær.

Homan a zeblante bean bet ankouaet aboue. Ar bla 1901, ’vel-kent, eo bet roet gant hon gouarnamant da venec’h sant Beneat, gant karg d’he hadsevel. Hen laret hon deuz dija, ha laret ive eo an Tad Beneat, priol beteg-hen en manati Kerbeneat (Finistèr), a zo bet galvet da ren manati Abou-Gosch. Anveet mad eo gant ma lennerien, ha c’hoaz e kavfont anean war o hent.


————


V


Diabarz iliz Santez-Anna. — Digemer græt da *Gannad Frans.


Marteze ’ver bet feuket o lenn bremazonn ar girio-man « koz iliz ». Muioc’h deread e vijent bet kavet, mar vijent bet helpennet gant ma fluen er c’hiz-man « iliz koz ». Ar wirione am ije skrivet, a dra zur, pe da vihanan eul loden euz ar wirione : rak an diou iliz a gomzomp anê a zo noadet braz : bet int savet gant pautred ar C’hroazadeier, hon zado koz. N’am ije ket, ’vit-se, laret ar wirione penn da benn. N’am ije ket roet da c’hout, ’n’eur skrivan evelse, ne oa an ilizo-man nemet kos treo, pan int bet laket etre daouarn Frans.

Hini Abou-Gosch n’he deuz ket c’hoaz chenchet a zoare.

Hini Santez-Anna, ’vad, a zo bet laket d’ei eur gwiskamant neve, hag unan euz ar c’haeran. Ha taulet ple n’eo ket bet gwisket herve ar c’hiz neve. An tenner-planio a oa bet karget gant hon gouarnamant d’he hadneveât an euz klasket he henvelât ouz ’pez a oa breman ’zo eiz kant vla. Deut eo a-benn euz e daul. Talvoudusan ha c’houekan pez labour a zo en Jeruzalem eo, sur mad, iliz Santez-Anna. Oh ! ma vije græt kement all d’iliz-veur ar Be Santel ! Mes, siouaz ! N’eo ket hi da Frans. Re a berc’henno he deuz ! Vel eman, eo red d’ei chom.

War gont hon gouarnamant eo bet græt, en Santez-Anna, an darn vuian euz an dispigno. Mes bet eo sikouret gant meur a vadoberour ha dreist-holl gant an Tado Gwenn n’o deuz espernet ’vit se nag o foan nag o yalc’h. O fenn-rener, ha krouer o Urz, ar c’hardinal Lavijeri, an euz roet ’vit e lod an auter-veur, he deuz eun dalvoudegez dreist-muzul : eun tammo marbr a hep sort liou a zo æt d’ober ’nei, a zo bet tennet euz mengleuio an Aljeri, ha kizellet eno gant micherourien dornet euz ar gwellan.

Ker ive, sur mad, an euz koustet ’pez a weler a-hent-all o kempen diabarz an iliz. Meur a daulen a zo deut euz a Baris. Daou bod gouket-hir, hag i braz braz, ha lived en glaz-eñv, eo ar yec’hed o gwelet. Mes hast am euz da laret n’int ket bet poac’hed en eur boderi ’vel hini Pabu, ’kichen Gwengamp. An danve anê a zo pri porselen, hini glan, bet meret, troet, ha stummet en poderi Sèvres, eur boderi broaduz, da laret eo he deuz ’vit perc’hen Bro-C’hall hec’h-unan. O daou int marellet euz ar kroec’h[sic] d’an traou, ha war o c’hof e lenner distag, daoust d’ê da vean an eil war eben, diou lizeren veur : eun S, an hini gentan euz ar gir Santez, hag eun A, an hini gentan euz ar gir Anna.

’Vel ma welet, kement tra ’zo aman a digas d’imp sonj euz Frans, ya kement tra, betek skeuden an Itron Varia Lourd hon deuz enoret ’barz ar chapelik kleuz, betek min-be an Au. Ledoulx, o zo marvet pevar bla ’zo *kannad Frans en Jeruzalem, hag a zo bet, herve e c’hoant, douaret en iliz Santez-Anna. c’hoant gantan da rei e gorf da douar Franz, e pedaz e dud d’hen lezel en Santez-Anna : evitan chom eno na vije ket bean divroet.

Ar c’hannad a zo deut war e lerc’h, an Au. Auzépy en em zell aman ive ’vel er gær. Dont a ra aman aliez, dreist-holl bep sul evit heuilh an oferen bred.

Hirie, eün mad, ec’h eo sul : na c’houito ket a dra zur ar c’hannad da dont da Zantez-Anna, Na pa na vije ket sul, e teuje memez tra, o vean m’eo berziet aman gouel Ginidigez ar Werc’hez ’vel eur pardon. Ha neuze, mar ’n euz gwelet ar c’hannad pelerined e Vro en iliz ar Be Santel, e fell d’ean digemer ’nê e ti Frans, he vamm hag o hini, ’vel ma tigemerfe eur map enan e vreudeur en ti e vamm.

War dro eiz heur hanter, ’koulz an oferen bred, ’ver en gortoz anean : birvi ’ra an dud er porz. Ar skolaerien a zo ’n eur regen, tost da nor-dal an iliz. Breman ’welan emeint eur hanter-kant bennag, a bep seurt noad hag a bep seurt ment. Darn anê, benvio muzik en o daouarn, a c’hortoz ar mare ma vo laret d’ê c’houean ebarz.

Berr eo o gortoz. Setu pevar gawas ar c’honsul o tont er porz, hag ar belerined o lemel o zoko, hag ar muzik o son. Dont ’ra ganti ar Marseillaise, kan bro Frans, ’vel pa vije enni c’hoarierien euz an dibab. Me da vihanan a gav ze d’in : kement a vad a ra d’in o silaou ! Ma c’halon a drid, ha ma speret, kemeret gantan an tec’h, a zo nijet a denn askel ’trezek Frans, ma bro garet.

Koulskoude ar c’honsul a dalc’h da gerzet, e dok gant an ’n e zorn, ambrouget gant an Tad Rener ; tri autro all, e zieler, e guzuilher hag e *juben, a deu war e lerc’h. Eun den krenn eo, korfed kaer, ha sello seder d’ean ; dougen ’ra dilhad marigellet gant arc’hant, a ro da c’hout an euz eur garg uhel.

Mont a ra eün d’an iliz, ’læc’h ma kav, dirak ar c’heur, kadorio a enor ’vitan ha ’vit e heuilherien.


————



VI


Eil pardon Santez-Anna : Pardon Frans. Ælik Frans.


Prest goude e kroger gant an oferen bred. Ar wech-man n’eo ket ar C’hresianed Melkit a zo ouz an auter : tri *lider latin ec’h int : eur beleg gant e *avieler hag e *abostoler. Mes o zri ec’h int euz kouent Sant-Fransez. c’hw’istim perak ? Toue sur, eil pardon Santez Anna en em gav hirie, hag en Jerusalem eo *boazet ar venec’h katolik da vont da bardonan an eil da di egile, Mar weler aman hirie ar Fransiskaned, e ve gwelet en o c’houent an Tado Gwenn de bardon Sant-Salver. Eur monedone, kwita ? hag a ziskoe e vevont evel breudeur.

Ar c’han, eur c’han pardon, m’hen lar d’ac’h, a zo war gont Tado bihan an Assompsion hag ar belerined : pautred ar mouezio flour hag ar mouezio krenv a jech warni euz o gwellan.

Kempen an iliz a zo ive eur c’hempen pardon : treo kaer eleiz a zo endro d’ei. Teurel a ran ple dreist-holl da daou vanniel sei gwenn : diskoe a reont bean bannielo an diou vreuriez m’eo bodet enne ar skolaerien : breuriez an Æle mad evit ar re vihan, breuriez ar Werc’hez ’vit ar re vraz.

Koulskoude ec’h a an oferen war rauk. Da vare ar *ginnigaden, an diakr, goude bean ezanset ar c’heur, a ro diou wech ezans d’ar c’honsul, ha, da vare ar gomunion, e tisken adarre evit mont da gas d’ean ar pok a beuc’h a-beurz ar belek. Evel-se e vije enoret gwechall ar rouane epad an oferen.

Arabad eo d’am lennerien chom souezet abalamour da ze. Ma rer kement-se a enor d’an Au. Auzépy, eo en *damani ma talc’h aman læc’h Frans, hon Mamm-Vro. Eur gentel vad eo ze ive ’vit tud ar Siri. Diski ’ra ze d’ê n’hellfont birviken kavout re a istim hag a zoujans ’vit hon bro-ni, ha diski d’ê war eun dro e oar an Iliz ha Frans ’n em ober ha ’n em garout evel Mamm ha Merc’h. Siouaz ! pez ’zo ar wirione evit Frans ar mæz n’eo kamed gwir er mare-man evit Frans ar gær.

Da galz a Fransizien na zeblant an Iliz bean breman nemet eul lez-vamm, eul lez-vamm kazet ha gailhet. Touellet int, ar vugale baour, touellet ha dallet gant bep seurt gevier. Na welont ket eo stag o everusted ouz ar relijion. Evit hen gwelet sklær n’o deuz nemet en em ziavezi eur pennad. Neuze, sur mad, e welfont ne ra an Iliz dre-holl nemet vad endro dei. Goneet gant he madelez, en em lakfont d’he c’harout ha marteze da ren o bue herve he gourc’hemenno.

Penauz en em dremene ouz an Iliz *kannad Jeruzalem hag e zikourerien ’rauk bean divroet, na oufen ket laret. Mes aman, da zur, e tiskoeont bean eviti leun a garante hag a zoujans, ha hirie, epad an oferen, ec’h ouzont en em delc’hel evel tud a fe ha tud a beden.

Gellout a ran rei an *hevelep testeni d’autro Rener post-Frans. Heñ ive a zo deut d’an oferen, ha gantan e itron hag e verc’h, eur plac’hik a dek vla. Eun ælik eo a dlefen laret ! Rak ar gwiskamant æl a zo ganti : gwenn-sign, penn da benn. Eun ine a æl ive a zo ’n he c’hreiz. Rag hirie e ra he fask kentan.

Setu eün-mad ar belek o tisken deus an auter, gantan eun hosti gwenn etre e vizied, hag o vont da lakat ’nean war deod ar bugel ’vit ar wech kentan.

Braz eo hec’h evurusted, braz hini he zad hag he mamm : mes braz ive hini an holl belerined a zeblant d’ê gwelet enni æl-mad Frans diskennet en o zouez.

Goude kement-man e c’hellont laret, kwita ? eo ar pardon-man ’vite pardon Frans. Petra-bennag hano ebed na zerefe muioc’h ’vit hennez ouz ar gouel a *lider anean an de a-geñver d’an 8ed a wengolo 1855, d’an de ma oa bet goneet gant arme Frans viktoar Sebastopol : ha n’eo ket hepken enor a dalveaz d’imp an devez-se, talveout ’reaz d’imp ive, ’vel hon deuz gwelet, iliz Santez-Anna Jeruzalem.

Goude an oferen bred ec’h a ar c’honsul gant e heuilherien, ha wardro gante plac’hik ar pask kentan hag he zud, da diziuni ’ti an Tado-Gwenn. Epad m’emeint gant o fred, e tispak ar fotografed o stern : ’michans e fell d’ê tapout pautred an dilhad marelled war o disken. Fe ! na c’houitont ket war o zaul. Ouspenn dek benvek eo troet o lagad gwer ’trezek ar c’honsul, pa ’n em ziskoe war an treuzo, hag holl a c’hellont skeudenni ’nean o *goalc’h : rak daoust an heol da skei war e dal, pa ’zo laret d’ean gant ar skeudennerien na frinval ken, e chom eur pennadik ous troad ar *viñz, en e zav ha diskabel : e dri heuilher a zo en e gichen, hag e bevar gawa eun lammik en e rauk.

Goude m’int bet tapet, e laront d’imp « Kenavo ». Hag ar muzik endro herr da m’hall, ’n eur laret d’ê gwelloc’h ’vit n’eo *goest hon mouezio da laret : « Bevet Frans !! Bevet he c’honsul !! »

Setu Frans bet hec’h lod euz ar pardon a reomp hirie en iliz Santez-Anna. Ar relijion, hi, hon deuz roet he hini d’ei beure mad. Breiz hepken he deuz c’hoaz he hini da gaout.


————


VII


Hec’h lod pardon da Vreiz. — Santez Anna, dleourez da zaou Vreizad.


Ec’h omp adalek breman gant Breiz, goude koulskoude e rofomp dorn gwech ha gwech all d’he diou c’hoar, ar Relijion ha Frans, pa gafomp ’nê war hon hent.

Mar he deuz Frans hirie eul logel douar en Jeruzalem, e tle laret trugare d’eur Breizad. Ya, an hini a *brederie ouz treo Frans en Jeruzalem, epad ar brezel Krime, hag a zibabaz iliz Santez-Anna etouez al læc’hio a *ginnige ar sultan da Napoleon e-giz ro-digoll, a oa an Au. de Barrère, eur bugel da Vreiz. Hag eur gwir vugel, e c’hellfomp laret, goude m’hon do pouezet ’pez a dougas ’nean d’ober eur sort dibab. Daoust petra ’ta a felle d’ean ober ? Netra nemet enori e Vamm-Goz. Rak goud a ouie ec’h eo santez Anna Mamm-Goz an holl Vretoned. Hec’h enori a reont dreist-holl en iliz he deuz ’kichen Gwened.

Neb na ’ch ei di ’pad ma vevo
Di ’c’hei, sur mad, goude ’r maro.

Trugare ’ta e-beurz an holl Vreizis d’o c’henvroad an Au. de Barrère, an euz adneveaet en Douar Santel ar garante ’vit o Mamm-Goz, ha dre-ze kresket hec’h enor hag o hini.

Trugare ive euz o feurz d’an Au. Buléon person-dean Bignan, an euz græt, breman ’zo dek vla, eur skrid gouiziek, evit disklerian d’ê kement-se. Me bepred, red eo d’in hen anzav, e oa disanav evidon Santez-Anna Jeruzalem, pa digoueaz d’in lenn ar skrid-se. Na ouien ket reiz neuze ’pez a dalvee : breman, ’vad, hen gwelan sklær : n’euz ket ennan eur gir ha na vefe herve ar wirione. Larout a rin d’ac’h, war ar marc’had, ec’h eo an dudi hen lenn : skrivet eo bet gant eur spered euz al lemman, ha gant eur galon troet a-bez a du gant santez Anna.


————



VIII


Pisin an Denved : Brezonek da lenn.


Setu breman diragon, en eur porched a sko war borz Santez-Anna Jeruzalem, eun daulen goloet a skritur brezonek.

Lenn a ran warni ’pez a deu aman warlerc’h : skrivet eo herve doare-skrivan Leoniz, ha na rin mann ’met hen diskrivan :

« Jezuz a ieaz da Jerusalem, evit goueliou Pask. Hogen, bez ez oa en Jeruzalem eur pisin, hanvet pisin Betsaïda, hag a ioa pemp porched da vont d’he gaout.

Ebarz ar porchedou-ze e veze bandennadou tud klanv, tud dall, tud kamm, tud seizet, o c’hedal ma vije finvet an dour er pisin. Rak eun eal a deue peb ar mare da finval an dour, hag ar c’hentan a ziskenne er pisin, goude ma veze bet an eal oc’h ober e dro, a veze pareet dioc’htu n’euz fors peseurt kleñved en devije. Bez’ ez oa eno eun den hag a ioa klanv eiz vloaz ha tregont a ioa. Jezus o veza remerket an den-ze etouez ar re-all, a c’houlennaz digantan : « Ha c’hoant ho peuz c’hwi da veza pare ? » Hag heñ a respountas : « Aotrou, n’em euz den d’em zeuler er pisin pa vez bet finvet an dour ; hag epad ma vezan o klask tostaat, eun all a ia ato e va raok. » Jezus a lavaraz d’ezan : « Savit, kasit ho kwele ganeoc’h, ha kerzit d’ar gear. » Ha kerkent an den-ze a oue pareet ; kas a reaz e wele gantan, ha raktal ez eaz d’ar gear. Jezus, ho veza he gavet goudeze en templ, a lavaraz d’ezan adarre : « Setu c’hwi pare brema ; dioallit da bec’hi hiviziken, gant aoun na errufe goasoc’h c’hoaz ganeoc’h. »

’Kichen an daulen am euz diskrivet diwarni ar girio-ze euz Aviel Sant-Yan (V, 1-14), e-pign ’velti ’uz d’ar voger, e zo nao pe dek taulen all skrivet warne ar memez pennad-skrid, troet e ken ’liez a *yez.

’Pez hon deuz lennet war an daulen vrezonek a ziskoe ec’h omp aman ouz pisin pe stank Betsaïda, a zo muioc’h brudet gant an hano a Bisin Probatik, pe Stang-an-Deñved. He dour a zervije gwech-all, en amzer ma vije dioadet loened en enor d’an Au. Doue en Templ Jeruzalem, da oalc’hi an deñved a vije *kinniget d’ean : ’stok d’an templ en em gave, ha n’euz breman nemet an hent etrezi ha leuren Moskeen Omar, ’læc’h e oa ti an Au. Doue. Ar memez dour ive a baree meur a zen klanv en eun doare burzuduz, vel m’eo merket en aviel Sant-Yan.

Hirie na deuer ken aman da glask yec’hed ar c’horf. Na welomp ket ’leiz a dud named, o c’hortoz, dindan pemp porched, ma teuio eun æl da finval an dour, evit en em deurel ebarz. Nebeud a dra a van deus Stang-an-Deñved. Koulskoude, dre fors klask ha furchal don ebarz an douar, ec’h eo deut a-benn an Tado Gwenn da zizolo peadra da rei da c’hout en em gave ar stang aman ha nan elæc’h-all.

Diskennet ganimp eur *viñz, e c’hellomp pleustran al leur a bleustraz Jezus e-unan hag a vije astennet warni ar glanvourien ; ’uz d’ei, ’vit disheolan ha dic’hlaoan, e oa porchedo, a chom dioute c’hoaz eur pilher pe daou.

Eur vinz all a gas anomp donoc’h c’hoaz : aman eo teñval ’vel en eur zac’h. Koulskoude dre daston e kavan eul lommik dour hag e souban ennan ma bizied.


————


IX


Pisin an Deñved ha Pisin Lourd. — Gouspero ar Vretoned.


N’ouzoc’h ket, ma lennerien ger, e petra e sonjen ous pisin an Deñved ? Er burzudo a ræ æl an Au. Doue gant an dour-man ? Ya ’michans, mes ive er burzudo a ra breman an Itron Varia gant dour he fisin Lourd.

En gwirione, konsepsion didach ar Wrerc’hez zakr a zeblant bean a-viskoaz talveed d’an dud graso euz an dibab, e kement læc’h a zo bet binniget ganti.

Ma paree an Au. Doue kement a dud klanv e Pisin an Deñved, piou ’laro n’eo ket ’balamour ma tlee ar Werc’hez Vari bean konsevet hep pec’het en e gichen, en ti Santez Anna ? Ma pare breman kement a glenvejo e pisin Lourd, daoust ha na n’eo ket ’balamour d’ar Werc’hez Vari, he deuz bet ’n em ziskoueet eno, kemeret ganti an hano a Gonsepsion Dinam ?

Pisin an Deñved a zo en douar Frans aboue miz c’hwevrer 1856. En douar Frans ive, tost da Lourd, e teurveaz ar Werc’hez Dinam en em ziskoel daou vla goude, da viz c’hwevrer. Laket ’oa eta Frans da rei d’an holl dud an desteni euz santelez dispar o Mamm, ar Werc’hez vinniget ! Pebez enor eviti !

D’ei d’he zro da ziskoel ec’h eo, e-keñver he Mamm, muioc’h karantezus ’vit ar broio all. D’ei ive, dre he skouer vad, da dougen anê d’he c’harout ha da garout war eun dro an Au. Doue, perc’hen an holl c’hraso.

Goude bean savet deus pisin an Deñved, ec’h eomp d’ober eun dro da *virdi Santez-Anna, a weler ennan eur bern treigo koz a ro da c’hout pe doare a oa gwech-all hini tud ar vro-man ; digaset int bet eno gant an Tado Gwenn, a digoue d’ê bale duman ha duont ’vit o misiono.

O vean m’eo breman krog an heol da boac’hat, e tistroomp d’hon zi-disken, da c’hortoz eno kouls meren. Kouls « ar friko » am ije bet c’hoant da laret, rak ni, Breiziz, n’ankouaomp ket e reomp hirie pardon Santez Anna. Mes ken berr eo hirie hon fred kreiste hag an deio all.

Ha gwell a ze, ’n eun doare, penegwir da 1 heur 1/2 e fell d’in mont d’ar vodadek ac’h a da vean græt en sal-digemer Itron Varia Frans gant kenvreuder Sant Visant a Baul ; enni o deus c’hoant re Jeruzalem da welet ar re en em gav ebarz ar pelerinaj. Talveout a ræ ar boan, sur mad, bean en o zouez : mes gwell eo ganin, ’vit komz deuz o bodadek, gortoz ken am o læc’h da zisplegan ’pez a rer en Jeruzalem ’vit sikour an dud ezomek.

Distroomp dioustu da Zantez-Anna ’vit klozan ar pardon. Da div heur hanter eman ar gouspero. D’ar Vretoned, ’vel just, eo bet roet an enor d’o c’hanan. An Au. Lamour, o dean, a doug ar chap kaeran ha daou velek all ’zo azeet en e gichen : unan, euz a Vreiz-Izel, an Au. Huerou-Kerizel, person Plounerin, hag egile, n’ouzonn ket e hano, euz a Vreiz-Uhel. Muzik ar c’hloerdi a eil a-wejo gant ar ganerien, ’vel en hon fardonio Breiz. Ar psalmo a ve savet war an tonio kaeran, hag ar Magnificat a zaver ’nean war hini ar c’hrampouz gwiniz.

Bennoz ar Zakramant a roer d’imp ive ha goude e laromp kenavo da Zantez-Anna, eur galonad en hon c’hreiz, da vihanan en kreiz ar Vretoned.


————


X


Dilost ar pardon ; eur bale war leuren zakr Mahometiz. — Pegoulz e pedont.


Na reomp, koulz laret, nemet treuzan an hent, ha setu hi en eul læc’h a c’hoantaomp gwelet pell ’zo, war al leuren a douge gwech-all Templ ar gwir Doue. Diou voskeen, da laret eo diou iliz goestlet da Vahomet, a zo breman warni, hini Omar ha hini El-Aksa : Muzulmiz, e ziskibled, a ro d’ei an hano a leur-gloz-sakr (Haram-el-Sherif), abalamour m’eo evite, goude kærio La Mecque ha Medina, santelan læc’h a zo war an douar. ’Rauk brezel Krime (1856) n’helle den nemete kerzet warni. Hirie c’hoaz, ’vit hen ober, eo red goulen *autre ar pacha, ha bean ambrouget gant eur c’hawa, pe eur zoudard turk. Gant rei d’ean ha d’ar varabouded (beleien) eun tamm bakchich, e c’hell ar gristenien en em dremen oute ezet aoalc’h. Ar Judevien, avad, gwech ebed.

Al leuren-man a zo bepred enni tregont devez arat. Kompez aoalc’h eo, nemet he c’hreiz, ’læc’h eman an diou voskeen, a zo savet c’houæc’h troatad uheloc’h ’vit ar peurrest, Ar c’hreiz ive a zo paveet gant marbr gwenn ; elæc’h-all, avad, netra nemet eur gwisk sabren a vout ennan, duman ha duont, yeot hesk hanter dizec’het, ha gwe sipre pe gwe oliv : danve eur c’haer a vali, mar vije bet aman tud a boan, c’hoant d’ê d’ober eun dra, ha n’eo ket d’ober sin.

’N eur dreuzan al leuren e taulomp ple d’eun den a zo pignet war veg eur minaret (tour henvel ouz eun tour-tan) : huchal ’ra a-bouez e benn, ’n eur gas e vouez ’trezek pevar c’horn ar bed : « Pedet, pedet, emean. Doue ’zo Doue ha Mahomet eo e brofet. » Ar c’homzo-ze a dle ar muezzin laret evel-se pemp gwech bemde : da zav-heol, da hanter-veure, da greiste, da hanter-enderv, d’an abarde.


————



XI


’Pez a oa gwech-all war al leuren zakr. — Templ ar gwir Doue. — E istor


Gwech ha gwech e reomp eur poz, bodet endro d’eun Tad yaouank a zo roet d’imp ’vit hon henchan, ha displegan d’imp pep tra. Hen ober a ra gant eur ouiziegez a lak anomp souezet.

’N eur diskoel d’imp an dra-man hag an dra-ont e kav an tu da laret d’imp ’pez eo mad gouzout diwar-benn an Templ koz ha relijion ar Judevien, diwar-benn an amzer gentan euz ar relijion gristen, ha diwar-benn relijion Mahomet.

E berr ha berr, setu aman ’pez a digoue d’ean laret d’imp.

Al læc’h-man eo ar mene Moriah, a laraz an Au. Doue d’Abraham pignal warnan, ’vit sakrifian eno e vab Isaak, war eun auter. Aman ive an Au. Doue, goude bean skubet 70,000 den gant ar vosen, ’balamour da bec’hejo ar roue David, a bardonaz d’ean hag a lemaz diwar e zujidi ar oalen a gasti. Mes gourc’hemenni a reaz d’ean sevel en e enor eun auter war ar Moriah ha *kinnig d’ean eur zakrifis a drugare. Ar roue a zentaz dioustu, ha kement a stad a oa ennan, ma lakaz en e spered sevel aman eun templ kaer d’an Au. Doue.

N’hellaz ket heñ ober e oestl, mes e vab Salomon hen reaz, hag en eun doare kaer meurbed, hep sellet ouz an dispign. Daouzek devez arat a c’holoe an Templ, ha, ’vit hen kempen, ne oa bet espernet nag an arc’hant, nag an aour.

Adalek neuze e teuaz da vean, ha chom a reaz epad mil ’la, penn ha kalon pobl Israel : ken e vo dispennet da vad, ne vo ket diskaret da vad rouantelez ar Judevien.

Diou wech e tigoue d’ean bean dispennet : mes diou wech hen adsaver, hag an dried templ a zo kaeroc’h ’vit an daou gentan.

Gantan eman al lore, ’balamour an euz bet an enor da zigemer Salver ar bed. Ennan eo bet digaset Jezus gant e Vamm hag e Dad mager, ’vit bean goestlet d’an Au. Doue, e wir Dad ; ennan e oa bet kavet gante o prezek d’an doktored ; ennan e teue da bedi bep pla, da amzer bask. Eno e prezege aliez d’ar Judevien. Eno, dreist-holl, e plije d’ean ’n em dennan en e zeio divezan. Unan euz an deio-ze, ar meurz d’abarde, pa oa deut e-mæz deuz an Templ, e lavaraz unan euz e ziskibled d’ean : « Sellet ’ta, Autro, pegen kaer eo an Templ, ha pegent stard azeet war vein braz. » — « Sellout a ret, eme Jezus, ouz ar pikol pez lojeiz-ze : ma ! na chomo ket dioutan men war ven : mont a rei a-bez d’an traou. » Dek vla ha tri-ugent goude, e teue da wir komz hon Zalver : eur zoudard Roman deuz arme Titus, a lake an tan en Templ hag, eur pennadik goude, ne oa anean nemet ludu. An impalaer a reaz diskar e vogerio.

Græt e oa e amzer : na oa ken ezom euz an auter deverez[27] ’vit *kinnig da Zoue goad ha kig loened, aboue ’nefoa redet en e enor war aoter ar c’halvar ar goad divin a ginnige d’ean an hini hen skuilhe. Ar zakrifis-man a lem o zalvoudegez digant ar re all. Ha n’eo ket en Templ Jeruzalem e tle bean kinniget, mes dre-holl ’læc’h ma vo ’laret an oferen.

Wardro tri c’hant ’la goude ma oa bet distrujet an Templ, e c’hoantaaz Julian, eun impaler roman an nevoa troet kein d’ar relijion gristen, tremen da c’haouiad Jezus-Krist, an nevoa laret na chomje ket euz an templ-ze men war ven. Intenti a reaz adsevel anean ha setu krog e vicherourien gant al labour. Mes sevel a reaz deuz an douar flammo heuzus a harzaz ’nê d’azean ar gwele-mein a dlee dougen an Templ neve : na rejont evel-se nemet peurdispenn an hini koz beteg an donan euz ar mogerio ha lakat da vean muioc’h anat pegen gwir an nevoa komzet hon Zalver Jezus-Krist.

A c’houdevez e teuaz leuren an Templ da vean eul læc’h-diskarg ’vit bep seurt louzoni.


————



XII


Perak diou voskeen war al leuren zakr. — Moskeen Omar. — Taulen an tacho.


Setu, ’vit-se, wardro ar blavez 600, ar c’halif Omar, unan euz ar re an nevoa impliet ar c’hleve ’vit gonid tud da Vahomet, oc’h arruout war al leuren, hag o taoulinan war roc’h ar Moriah evit ober e beden, ha trugarekât an Au. Doue : d’ean, war e *vennoz, e tlee an enor da vean kemeret kær Jeruzalem, trec’het gantan ar Gristenien. Traoalc’h a oa ze ’vit lakat anean hag e dud da zellet al læc’h-ze vel eul læc’h sakr : setu perak e zo bet savet eno eur voskeen gant ar c’halif a deuas da ren goude Omar. Hano heman a oe roet d’ei.

Pedet ’n nevoa c’hoaz Omar, eun tammik pelloc’h, en eun iliz gristen a oa goestlet d’ar Werc’hez o tigas Jezus d’an Templ : ha raktal e oe græt gant an iliz eur voskeen, ha roet d’ei an hano a El-Aksa, da laret eo an hini bellan, ar voskeen zakr a zo ar pellan deus La Mecque.

Mar nije pedet Omar eil iliz ar Be-Santel e vije bet eur voskeen zakr ouspenn en Jeruzalem : mes na gredaz ket mont ebarz, ’balamour ma selle Jezus ’vel eur profet braz. N’eaz ket pelloc’h ’vit an treuzo.

Diou voskeen zakr eta o deuz Muzulmiz en Jeruzalem : ac’hane e teu he hano a El-Kods, pe kær zantel. Hag o diou emeint breman dirag hon daoulagad.

Eomp da gentan d’ar voskeen ar muian kaer hag ar muian sakr : da hini Omar.

N’am euz ket ezom da laret eo bet neveaet eur wech bennak ’boue ar zeizvet kantvet. Digoueet ’zo d’ei zoken, epad eur c’hantvet, amzer ar c’hroazadeier, bean kristenet ha dougen an hano-man : Templ an Autro.

Mes kentan tra a reaz ar Sultan Saladin goude bean argaset hon zado koz euz a Jeruzalem, a oa digristeni Templ an Autro hag hen adgoestlan da Vahomet. ’Vel m’eman breman moskeen Omar, gant he c’haerder dispar, ec’h eo bet savet ha kempennet gant ar Sultan Soliman, epad ar c’hwezekved kantvet.

Bean he deuz eiz koste kompez, hag en he c’hreiz e toug eur volz uhel : uhelan tra ’zo warni eo eur peul a bemzek troatad, beget gant eur c’hresk alaouret, henvel-tre ouz kresk al loar neve. Ar c’hresk-se eo *arouez relijion Mahomet ’vel m’eo ar groaz *arouez ar relijion gristen.

Daoust d’imp na badomp ket gant ar c’hoant da vont ebarz, ec’h eo red mad d’imp gortoz ouz toull ’nor. Fellout a ra d’imp lemel hon boto, pe da vihanan, mar na c’houlomp ket kerzet war hon lero, kemer en feurm diou vabouchen, da laret eo diou votez ler dizeul ha hanter dizolo : ar re-ze e c’heller lakat enne an treid, boto hag holl. Dre respet evit ti o Doue, na c’houl ket Muzulmiz a vefe mastaret gant poultr pe fank an hent.

Me a lez gant ar porjer e vabouchenno hag a gemer ma boto ’n em dorn. Ha c’hoaz, ’vit-se, n’am euz aon ebed da dapout eur sivern ’n eur gerzet war leuren varbr ar voskeen : goloet eo kazi dre-holl gant gwiadenno plouz pe gant *palenno gloan. Diou regennad pilhero a ra an dro d’eul læc’h kloz a zo er c’hreiz hag a weler ennan ar men a vege hag a veg c’hoaz kriben ar mene Moriah.

War hon hent, ’n eur ober tro ar voskeen, e kavomp eur bagad Arabed a zo azeed war al leuren hag a drailh pedenno gant eur vouez garmuz. Na c’houlont ket, avad, e sellfemp oute. Mont a reomp ’ta gant hon hent ha prest goude e tiskennomp en eur gleuzen a zo dindan ar roc’hel-kreiz : eno, herve e larer, e reaz Mahomet e beden. Eun toullik a zo ’uz d’hon fenn, a rede drezan gwech-all goz goad al loened a vije lac’hed gant ar Judevien en Templ an Au. Doue. Dindanomp, eun toull all, kalz ledanoc’h, a gase ar goad-se a-dreuz d’ar mene bete *froud ar Sedron.

Arauk mont e-mæz euz ar voskeen e tiskoueer d’imp war al leuren eun daulen men-jasp a dalve d’imp eur gontaden digant hon ambrouger, « Naontek tach aour, emean, mar gredomp Mahometiz, a oa bet fichet ’barz an daulen-ze gant o frofet, evit merkan ped kantved blavejo a dleo pad ar bed-man. ’Benn fin pep kantved e vije eun tach nebeutoc’h ’barz an daulen : æt vije d’ar baradoz evit stardan tron Allah (Doue). Setu, vit-se, eun de bennag, Satan o tont, c’hoant gantan da dennan an tacho-ze evit berraat amzer ar bed. Krog ’oa gante pa deuaz an æl Gabriel da harz ’nean da beurober e laeronsi, ha d’hen lakat e-mæz. Breman, ’vel ma welet, e zo c’hoaz tri dach hanter ’barz an daulen : tri gantved hanter eta he deuz c’hoaz hon flaneten da bad, ha goude ??? Eun dra c’hoaz ’vit achui. Mar roet eur bakchij da virer an tacho, ec’h efet eün da varadoz Mahomet. »

Na gredan ket e ve bet koueet kalz arc’hant en dorn pautr an daulen.

E vabouchenno a lezer gant pautr an nor, ha ni e-mæz ’trezek ar voskeen all.


————



XIII


Moskeen El-Aksa : Posto an aprouf.


Moskeen El-Aksa en em gav ’læc’h e savaz gwech-all an impalaer Justinian iliz-veur ar *Ginnigaden. An hano-ze a roaz d’ei evit diskoel e teue an tado hag ar mammo, en amzer ar Judevien, da zigas di ha da *c’hinnig d’an Au. Doue o merc’hed bihan, evit ma vijent savet eno en e zoujans. Eno ’veve, *aketuz da bleal gante, intanvezed santel a stumme ’nê euz o gwellan dindan lagad an Au. Doue : rak o *c’helendi a oa harpet ouz an Templ, kouls laret. Eno eo e teuaz sant Joachim ha santez Anna da zigas o merc’h Mari, noajet hebken a dri bla, hag eno he lezjont ken e timejont anei da Josef ar *c’halve. Iliz-veur ar *Ginnigaden a zigase sonj euz a gement-se. Mes setu tremenet meur a gantvet aboue m’eo deut da vean digristenet ha da gemer an hano a Voskeen El-Aksa.

Ar voskeen-man n’eo ket ken kaer hag eben, mes brasoc’h eo. Bean ’zo enni c’houæc’h regennad pilhero : e-kreiz al leuren eur pelerin muzulmad a lenn ’n e goaze levr ar C’horan ; ha, ’vit sikour e zaoulagad da lenn al lizerenno, e vale warne, dre mac’h a, eur vazik koat du.

Kuriusan tra a welan aman eo posto an aprouf, En tu mad d’ar c’heur e zo daou bost marbr, an eil a-dal d’egile : n’euz ket etreze ouspenn eur palevaz hanter. « Neb a c’hell tremen etreze, ’me ar vuzulmaded, ac’h ei eün d’ar baradoz, rag an dud fur hepken a c’hell hen ober. » Eun de bennak, eun den devot, a oa ze en e greden, ac’h esaaz tremen ’tre an daou bost : siouaz ! re ledan a oa a gof, Menel ’reaz ebarz an toull, ha kement en em drailhaz ’vit en em dennan, ken e teuaz da vervel eno.

’Vit mirout na arruje kement all gant hini all ebed, e zo bet laket eur varren houarn a-dreuz etre ar posto : evel-se na glasker ken aprouf ha mad e ver da vont d’ar baradoz.


————


XIV


Dindan al leuren zakr. — An Nor Alaouret.


Hadkemeret ganimp hon boto, e tiskennomp don don dindan moskeen El-Aksa. Setu ni en eur pikol kao, bolzet eus krec’h, hag enni me n’onn ket ped kant pilher. An hano a Grevier Salomon a reer d’ei : larout a rer ec’h eo bet greet gant ar roue Salomon evit lakat e gezek. Mes ze n’eo ket gwir. Ar pilhero-man a zo bet savet (pegouls ? na ouier ket) evit kompezi leuren an Templ, ha hasten ’nei war du traouien ar Sedron. N’oufe den kompren pegen braz eo darn euz ar vein a weler ’barz ar voger-diavæz, na penauz e ver deut a-benn d’o azean an eil war egile ? Bean o deuz betek triouæc’h troatad a hirder, ha pemp a uhelder. (Sellet ouz skeuden ar bajen 190).

Goude bean gwelet en e donder ar voger a ro harp euz tu ar c’hreiste d’al leuren zakr, ec’h eomp d’ober eun dro warni : rak ledan ledan eo euz krec’h. Pa vouter ar penn dre an toullo hir ha moan a zo en kurunen ar voger, e teu an daoulagad da vezevenni : ken izel e welont dindane *goeled an draouien !

’N eur hedan ar voger e kavomp eun nor a rer anei an Nor Alaouret. Drezi e tremene Jezus pac’h æ hag e teue etre Jeruzalem ha Betani. War he zreujo (neuze ’oa hanvet an Nor Gaer), e pareaz sant Per eun den mac’hagnet, eun toullad deio goude an Asansion. Ar paour kæz a c’houlenne digantan ha digant sant Yan an aluzen, eur bakchij : « Sellet ouzimp ervad, » eme Per. Hag ar paour dioustu da stagan warne e zaoulagad, en gortoz ’michans da gaout eun dra bennag digante : « N’am euz ket arc’hant, ’me an abostol ; mes ’pez am euz a roan d’id : en hano ar C’hrist, Jezus a Nazaret, sav ’n’es sav, ha kerz. » Hag an den paour a gav dioustu e ziouhar hag a red ’trezek an Templ da laret trugare d’an Au. Doue.

’Dalek an abarde-ze ’oa bet laket sant Per er prizon. C’hwi ive, lennerien ger, mar ret ar vad d’ho nesan en hano Jezus, na laran ket na digoueo ket kement all ganac’h. Ken goaz eo hirie en Frans enebourien Jezus ha ma oant er Jude en amzer zant Per : breman c’hoaz eo difennet gante ober ar vad en hano Jezus.

Dre an Nor Alaoured ive, mar geo gwir ’pez a lavar Muzulmiz, e tle ar Franked tremen, eur gwener bennag, evit hadkemer Jeruzalem : setu perak eo bet stoufet gante, ha stoufet euz o gwellan.

’Vit kwitat al leuren zakr e fell d’imp eta mont e læc’h-all da glask digor. Dre gichen an Tour Antonia e tremenomp ha neuze e kemeromp hent ar gær.

Da c’hortoz koan ec’h eomp da chapel klanvdi Sant-Louiz, a zo ’stok d’Itron Varia Frans, evit bean binniget gant ar Zakramant.

Ar Werc’hez ive, an Itron Varia Lourd, a ro d’imp he bennoz deuz ar gleuzen a zo græt d’ei en porz ar c’hlanvdi. Karet eo aman hag enoret gant an holl glanvourien, betek gant ar re n’o deuz ket ar gwir fe. Fenoz dreist-holl e teu kalz anê da zaoulinan diraki : kaer dispar eo e-kreiz ar goloio a daul warni o sklerijen.

Eur c’hantik a ganomp en enor d’ei, ha neuze ec’h eomp da goan.

Ganti hon doa digoret hon devez, en Iliz he mamm santez Anna, ha ganti hen klozomp : eun doare deread da *verzan gouel he Ginidigez.


————


NAVED PENNAD


————


EN JERUZALEM : C’HOUÆC’HVED DEVEZ


————


WAR MENE AR GWE OLIV


————


I


’Trezek mene ar Gwe Oliv : an heol veure war Jeruzalem. — Moskeen an Asansion.


D’al lun, an 9ed a Wengolo. — Hirie ’n em gav evidomp gouel an Asansion : rak hirie e tle ar belerined ’n em vodan ’vit an oferen bred war mene er Gwe Oliv, ’læc’h ma laraz Jezus kenavo d’e ziskibien kent pignal d’ar baradoz.

Ar veleien eo arabad d’ê bean re zivezat, ’mar fell d’ê oferenni eno.

Abred eta ec’h on war droad, ha ’vit mont buhanoc’h e kemeran plas en eur oetur. N’eomp ket avad dre bont ar Sedron, rag ac’hane da veg ar mene a zo eur c’hra re reut da zevel. Kemer a reomp tro ar mene Skopus a zo en tu antronoz d’ar gær, war hent Sikem hag ar Samari. Eur wech tapet e griben, hon deuz hent plen betek mene ar Gwe Oliv. Hag an hent-se eo brao hen heuilh, da vihanan ’vit ar beure.

War hon dorn deo, en tu all d’an draouien don, en em led kær Jeruzalem, war diou pe daer grec’hen. Ouz he mogerio, ouz bolz moskeen Omar hag ouz hini ar Be Santel, hanter beuzet ’barz an devalijen, ec’h omp o sellet, pa welomp a greiz-holl tanio ru, ru vel glaouenno, o krigi duman ha duont war diarauk an tier. Kouent Itron Varia Frans dreist-holl e larfe ’nen e vije o tevi gant eun tan-goall : kemeret gant gwer he frenecho liou goad, en em lakont holl da lugerni.

Daoust petra ’ta a c’hoarve gante ? Eur zell war hon dorn kle hag hen goarfomp. Paran ’ra warne an heol, a zo o sevel duont pell-pell a-uz da veneio Moab. A dammigo bihan e tistag euz ar re-man eur voul danet a zigas bete Jeruzalem, a-dreuz d’ar vro, he liou ru gant he sklerijen skeduz.

He zomder, avad, na zanter ket c’hoaz : n’he deuz ket c’hoaz kaset e-kwit holl freskadurez an noz. Nag eo *gradus gant an nen beaji breman, e-kichen ec’h eo beaji war greiz an de !

Evidon da vean en em laket en hent beure mad, e kavan koulskoude kemeret an holl auterio ’barz ar voskeen. Ya, lennerien ger, en eur voskeen em oa c’hoant d’oferenni. Ha na vezit ket feuket, mar hen laran d’ac’h.

Læc’h ma ’n em ’zibradaz Jezus deuz an douar evit pignal d’ar baradoz, n’euz ken iliz e-bed. Diou pe daer a zo bet savet eno : bet int, ’vit-se, diskaret, ha Muzulmis o deuz græt gant ar vein eun templ evit o frofet.

Fe vad, n’eo ket eun dra bennag a gaer. Kelc’hek eo ’vel templ Lanleff[28], mes kalz bihanoc’h. Plas ’zo ebarz marteze ’vit pemp pe c’houæc’h euz hon auterio lem-lak, a zo bet fichet ouz ar voger, tro-a-zro. Ar voger, hi, a zo noaz-pilh.

Mes c’hw’istim penauz eo deut a-benn ar gatoliked da zevel auterio en eul læc’h dizakr evel heman ? ’Toue sur, en damani na zell ket ken berr Mahometiz ouz ar voskeen-man, hag e sellont ouz meur a hini all a zo santeloc’h evite, ’vel hini Omar hag hini El-Aksa. Eur bakchij eun tamm druoc’h, peadra da lardan toull an alc’houe, a zo traoalc’h da lakat an *dioaller da zigeri dor ar porz ha dor ar voskeen.

Roet eo bet d’ean gant renerien ar pelerinaj e werz butun. Setu perag e kavan daouzek auter harpet ouz moger ar voskeen, darn anê diabarz, ha darn all diavæz. Ouz unan euz ar re ziavæz en em lakan, ha warnan e kinnigan d’an Au. Doue ar zakrifis adorabl. ’Pez a c’houlennan digantan evidon, ’vit ma zud, ’vit ma mignoned ha ’vit ma c’henvroiz Breiz-Izel, eo ar c’hras da bignal ni hon-unan warlerc’h Jezus d’ar Baradoz.

Ar Baradoz-ze, seblantout a ra d’in gwelet ’nean duont e-krec’h pell-pell, en tu all da volz glaz an eñvo, pa zavan ma fenn da vare ar goureo, ha pa heuilhan gant ma daoulagad korf ha goad hon Zalver a dalc’han savet etre ma daouarn.

Ya, braz eo breman ma dudi ; ha c’hoaz me ’gred e vije brasoc’h, ma klevjen kanan epad ma oferen, gant Breiziz a galon, ar c’haeran euz o c’hantiko, Kantik ar Baradoz. Na pe na glevjen nemet ar pevar boz-man, e vije stad ennon.


1.

Pa zellan en eñvo,
Etrezeg ma gwir vro,
Nijal di a garjenn
Evel eur goulmik wenn.

2.

Kerkent ha ma vezo
Torret ma chadenno,
Me ’n em zavo en ær
Evel eun alc’houeder.

3.

Tremen a rin al loar
Evit monet d’ar gloar ;
Dreist an heol, ar stered,
Me a vezo douget.

4.

Pa vin ’uz d’an douar,
Traouien leun a c’hlac’har,
Neuze me ’rei eur zell
War ma bro Breiz-Izel.


Breiz-lzel, n’am euz ket da dougen goall bell ma zello evit he gwelet ac’han, euz mene ar Gwe Oliv. Aman, hep mont pelloc’h, e kavomp anei hag ouspenn en eul læc’h. Mes gortozomp eun nebeudik kent pleal ganti.


————


II


Merk troad hon Zalver. — Kouent ar Bater hag he *c’hlastr. — Enor d’ar brezonek !


Goude bean oferennet, ec’h an da drugarekat an Au. Doue diabarz ar voskeen. Fellout a ra d’in dreist-holl poket d’eur men a zo enni war blad al leuren : war ar men-ze e pouezaz da zivezan treid Jezus, ’rauk ma savaz d’ar baradoz. Dougen a ra c’hoaz rouden unan euz e dreid. Gant fe grenv eta ha gant karante birvidik e stokan outan ma muzello. Neuze e laran kenavo da Voskeen an Asansion, hag e kemeran an hent a ya da Garmez ar Bater.

An hano-ze a roer d’eur gouent savet tregont ’la ’zo war dosen ar Gwe Oliv gant ar brinsez La Tour d’Auvergne. Euz urz Karmez eo al leanezed a vev enni, ’n eur bedi ha ’n eur ober pinijen. En em gavout a ra ’læc’h e tiskaz Jezus d’e ebestel, ’vit an eil gwech, an doare da bedi e Dad, da laret eo komzo ar Bater : « Hon Tad pehini ’zo en env… » Setu perak eo hanved kouent ar Bater.

Eno, dindan ar *c’hlastr, e kavomp o vogedi ar gauter hon deuz gwelet desadorn ar beure ouz telten ar mene Sion ; leun eo adarre a gafe-læz. Bep a vannac’h a roer d’imp da zouban hon bara zec’h, ha war rauk !


Pa laran « war rauk », e skoan koste eun nebeudik, Rak na gerzan breman nemet ’vit ober eun droik d’ar c’hlastr. Eur valeaden hag a dalv ar boan bean græt.

Pevar goste an euz ar c’hlastr hag i ingal, E pep-hini anê eiz *goarek o pouezan war bosto, hag e-keñver pep goarek, stag ouz ar voger, eun daulen ec’h eo skrivet warni ar Bater. Mes arabad eo klask war an holl daulenno ar memez girio na zoken ar memez lizerenno. Pep-hini anê he deuz he *yez : daou yez ha tregont, evit ken liez a daulen.

Chom pell dirake na ran ket, D’ober petra ? pa n’ouzonn lenn kazi hini ’bed anê.

Eun daulen hepken a glaskan. Honnez, avad, pa ’m euz he c’havet, a dalc’h anon eur pennad. Komz a ran deuz an daulen vrezonek. C’hanta ! poan am euz o lenn anei penn da benn. Adalek ar girio kentan ec’h a droug ennon. « Ma, ’vit-se ! emon me ; na dalv ket ar boan bean laket aman girio brezonek, mar boa ’vit o skrivan en briz-brezonek, Disneu int holl : n’oufen ket laret pesort liou o deuz, pe ’c’h int gallek, pe zauznek, pe allemanek, Mez am ije dirak ar re ec’h on a-gevred gante, penevet n’ouzont ket ar brezonek. »

N’an ket zoken da ziskouel d’ê ec’h on feuket, Oh ! nan : me ’zo sur e welont lorc’h ennon pa laran d’ê ’n eur rei tro d’am mouez : « C’hwel aze *yez Breiz-Izel, yez ma bro. N’eo ket vit ’e em veuli, ma zudo kæz ! mes penegwir en deuz ar brezonek an enor da vean aman etouez ar yezo ar muian brudet euz ar bed, e fell d’an holl anzav ec’h eo, heñ e-unan, eur yez a zoare. Arabad eo eta ober d’ean dismegans, ’vel e zo, siouaz ! meur a hini hag hen ra. »

Setu yennet ganin eur *plede ’vit ar brezonek dirak unan euz taulenno ar Bater. Mad, mar chom en spered ar re o deuz e gleved !

An Au. Kerjean, heñ, an euz graet muioc’h evit komz. O vean ma tisplijaz d’ean, ’vel d’in, doare *iskis brezonek an daulen, an euz laket en e benn, dal m’eo bet distro d’ar gær, ober adskrivan ar Bater, war eun daulen neve, gant skritur reisoc’h. Mes evitan, eun dra laket da vad en e benn a zo eun dra græt. Setu perak e lenner hirie war unan euz taulenno ar Bater girio brezonek euz ar c’houekan, skrivet gant lizerenno neve-flamm. Lugerni ’ra ’vel eur rouanez etouez an taulenno all, hag ober ’ra enor d’ar brezonek. Ya, ganti eman al lore, war lavar an Au. ar Gof, person Gwengamp, an Au. Pennek, kelenner en kloerdi Sant-Briek, hag an Au. Emile Neumager, eun den a zoare euz a Wengamp. Ar re-man o deuz he gwelet ’kers miz Gwengolo 1902, ha lorc’h enne, emichans.

Trugare d’an Au. Kerjean ha d’ar Vretoned o deuz bet sikouret ’nean gant o yalc’h.


————



III


*Peniti Gabrielan ar Yeodet. — Bask ha Breiz e-gevred.


Keit ec’h omp, ec’h omp. Gwelomp dioustu, war vene ar Gwe Oliv, eun dra all hag a zigas adarre sonj euz a Vreiz-Izel : lojennik Gabrielan ar Yeodet.

Mont a riz d’ei goude bean peurc’hræt ma zro dindan *klastr ar Bater, hag en berr amzer : e kichen eman, en eul logel douar a zo da gouent an Itron Varia Sion. Eno, ar blavez 1881, e reaz an Tad Ratisbonne, saver ar gouent, kleuzan eun toull ’barz eur roc’hel evit e Vreizadez : rak eno he devoa c’hoant d’en em dennan, ’vit serviji gwelloc’h an Autro Doue. Ar gleuzen, ’vit-se, ’oa re vouest an diabarz anei : dre-ze e reaz an Tad sevel eul lojennik a-uz d’ar roc’hel.

Enni eo e reaz Gabrielan he chomaj, epad an daou viz divezan euz he bue. War an de ec’h æ hag e teue dre Jeruzalem hag en dro da Jeruzalem evit gwelet al læc’hio santel, ha pedi enne. Da zerr-noz e pigne war ar mene, ’vit ’n em dennan en he lojen, hag eno e tremene he nozvez, gourveet en eun arched.

Mervel ive eno he dije kared. Doue, ’vit-se, na roaz ket d’ei he *mennad : lakaat a reaz ’nei da dremen, ar 5ed a viz gouelen, en leandi an Itron Varia Sion, en kær Jerusalem. Eno eman he be, ’vel hon deuz lavaret e læc’h all.

He *feniti, a c’heller c’hoaz hen gwelet war vene ar Gwe Oliv.

Eur bedennik hepken a ran ouz lojennik Gabrielan, ha neuze ec’h an da bedi en chapel al leanezed Karmez, wardro gant ar belerined all. Ouz an auter e zo eur belek euz a Vro-Vask, an Au. Etcheverry, person leanezed ar Groaz Bayonn. Neve-grog eo gant e oferen bred pan arruan, hag en koulz ec’h on ’vit klevet ar brezegen gaer a ra d’imp diwar-benn Savedigez hon Zalver.

Goude an oferen, an Tad Beneat, an *treizer am euz pleustret ar muian war lestr an Itron Varia Zilvidigez, a deu da gâd anon. « Hola ! emon-me, c’hwi aman, ma Zad ! — Ya ’vad, emean. — Me ’gave d’in e oac’h æt eün d’Abou-Gosch, ’læc’h ho peuz eur manati da zevel. — Bet on duont oc’h ober eun tammik tro. Mes distro ec’h on, ’boue daou pe dri de ’zo. Deut on da bedi anoc’h da zont da leinan duman. — Duze ? D’Abou-Gosch ? N’eo ket, ’onn ’oalc’h ? — Nan, emichans. Aman, ’stok. Aman eman ma gær, da c’hortoz ken am o savet ma c’houent neve, aman, ’ti ma breudeur Sant-Beneatis. Deut, hag e welfet. »

Ha me d’hen heuilh. Nao pe dek kammad hepken, ha setu me en leandi Sant-Beneat. Daou pe dri vanac’h, ha daou pe dri velek euz ar pelerinaj a zo ouz taul a-benn breman, Ha me ’lar d’ac’h ec’h int laouen : na pa vijent breudeur, na vije ket muioc’h a stad enne oc’h en em gavout a-gevred. Hag, evit gwir, bugale int d’ar memez bro, da Vro-Vask, eur vro an em gav war varc’h war ar mene Pirene, ha tost d’an Osean. Lod anei a zo en Bro-C’hall, ho lod all en Bro-Spagn. Eur yez d’ê o deuz hon Basked, ha komz a reont ennan etreze elæc’h komz en gallek.

War ma digoue, ’vit-se, e tilezont anean hag e troont war ar gallek evit ma zaludi. « Eur Breizad gwirion », eme an Tad Beneat, ’n eur ziskoel anon d’ê : « Dre-ze, kouls laret, eur breur d’imp-ni, Baskiz, pa red en e oazio ’vel en hon re goad a *ouenn koz-koz. Muioc’h breur c’hoaz d’in-me, pan on deut me da vean eun hanter-Vreizad, ha pa ’n em garomp evel daou vignon. Azeet, mar plij, autro, ha græt eveldomp. »

Ha me dioustu-tak ouz taul, hag o stagan da gauzeal gant mac’h amezeien. Penauz bean *abof, pa na welan nemet talio seder, pa na glevan nemet komzo deread en-dro d’in ? c’hoant dibri, avad, n’am euz ket : leinet ’m euz dija dindan *klastr ar Bater « ’Vit ma figez, bepred ! ’me an Tad Beneat, eo red d’ac’h tanva ’nê. Figez Abou-Gosch ! Daoust ha souzan a rafec’h diwarne ? — Ma ! ’meon. Gwelomp ’ta ! »

Diou pe daer figezen a ya ganin, ha mont a raje ouspenn, mar silaoufen ma *staon : blazet mad int, blazet euz ar gwellan.

Ha setu perak kement gwech e zo digoueet d’in aboue dibri figez, e zo deut *koun d’in euz Abou-Gosch hag euz an Tad Beneat.


————



IV


Petra a weler euz mene ar Gwe Oliv : ar Mor Maro. — Euz a Sodom da gær Is.


Kentan tra a ran goude hadlein, eo mont da zaoulinan en kao don ar Gredo : eno, war a larer, en em vodaz an daouzek abostol, ’rauk en em dispartian, evit urzan, en daouzek artikl, ar pez a dle da gredi eur c’hristen mad.

Ac’hane e savan war griben ar mene. Uheloc’h c’hoaz e safjen mar drofe ’n em fenn : rak neb a gar a c’hell pignal dre eur *viñz-tro bete beg eun tour uhel ha moan a zo aman, sonn en e zav, ’uz d’eun iliz Russian.

Mes re a amzer ac’h afe ganin, ha re e koustfe ze d’am diouhar.

Petra bennak e welan ma goalc’h deus ’traou. Daoust piou, goude bean savet war Vene Bre, a fellje d’ean pignal war doen pe war dour chapel sant Herve, war digare dizolo muioc’h a vro ?

C’hwel du-ont, ’tresek ar zav-heol, ar Mor Maro gant e liou glaz-plomm. Bean ’zo etrezan ha me tosenno ac’h a war zisken ’n eur ziskoel d’in o c’heino gwenn-louet.

Bean ’n euz ar Mor Maro pemp leo war-nugent a hed, ha pemp en e vrasan ledander. Ha pegeit eman ac’han ? Kalz pelloc’h ’vit na larfe ’nen : nao leo, hag-eñ na zeblant ket bean e-tuont da daer. Seblantout a ra ive bean kalz izeloc’h evidon. Ze, avad, n’eo nemet ar wirione. Eur mil metr bennak en em gavan a-uz d’ean, penegwir e tisken heñ 400 metr izeloc’h ’vit ar Mor Kreizdouarek, a zo d’e dro 600 metr izeloc’h evid mene ar Gwe Oliv.

Na zo ’neblæc’h e-kreiz an douar, na dour sall, na dour dous hag a chomfe ken izel dindan dour ar Mor Braz.

Na zo ’neblæc’h kennebeut dour hag a vefe blazet ken fall ha hini ar Mor Maro : larout a rafe ’nen a vefe *eoul-men ha dour sall mesk ha mesk. Bean ’zo ennan bep sort treo mad da gemer tan : bitum, asphalt, nitr, soud, hag all. Ha noazuz int holl ’vit an ælan ha ’vit ar goad.

Setu perak na weler ket a besked beo er mor-ze. Pesked maro, ’vad, na laran ket : goaz d’ar re en em ankoua da zont eno gant dour ar Jourden : mervel ’reont dioustu, hag o c’horf d’an *deun : rak an dour a zo ponner-ponner ha poan ’nefe an treo o chom war-var. Setu perak ive ec’h a war helpenn neb a glask nanvial er Mor Maro, ’met bean vefe eun diskraper euz ar c’hentan.

’Vel ma weler eta, n’an euz ket laeret ar mor-man e hano ; n’hell netra bevan ennan.

’Barz ar Skritur Sakr e komzer euz ar Mor Maro ’vel euz eur mor milliget. Marteze e oar ma lennerien evit petra. Mar n’ouzont ket, setu aman.

Amzer ar patriarch Abraham (bean ’zo aboue pevar mil vla) e koueaz malloz an Autro Doue war eur gær hanvet Sodom, an em gave war ribl ar Mor Maro. Æt droug ennan o welet he zud en em vreinan gant ar goasan dizurzo, e lauskaz warni tan euz krec’h, ha tan euz traou : ha setu ’nei en ludu. An *hevelep darvoud an euz neve zistrujet (er blavez 1902) kær Sant-Per ar Martinik. Mar na ve ket adsavet, ha mar dalc’h c’hoaz eur pennad ar mene Peilhet, hec’h amezek, da zislonkan tan ha moged, petra vo gwelet ’benn pevar mil vla euz kær Sant-Per ? Netra, hep mar e-bed.

’Vit Sodom, na chom ket diouti an disteran tra. Klasket ’zo bet war ribl al lagen, klasket en he *goeled. Poan golled : kavaden e-bed.

Fe, n’eo ket ni, Bretoned, a vo souezet euz ze. Eur gær ive hon deuz kolled, kær Is. He dizurzo ha dreist-holl dizurzo ar brinsez Dahut, merc’h he roue Grallon, a dalveaz d’ei bean lonket gant ar Mor : euz a ze ec’h omp sur. Mes n’ouzomp ket pelæc’h e oa. N’he deuz lezet netra war he lerc’h : biskoaz men euz he mogerio n’an euz roet krog da zant an *heor. Larout a rer ec’h int bet gwelet a-dreuz d’an dour gant lagad lemm ar *verdidi : eul laraden eo ze, ha netra ken.


————


V


Petra c’hoaz en gwel : ar Jourden. — Perak e plij badei gant dour ar ster-ze.


Pa zellan euz Mene ar Gwe Oliv ’trezek ar Mor Maro, e kav ive ma daoulagad ster ar Jourden, a gas d’ean he dour. D’ar Jourden eo an dour glaz du a red duont, er pellder, etre diou regennad koat.

Ober a ra e *gan vel eul lost d’ar Mor Maro, eul lost an em asten ’vel eul *lieten war du an hanter-noz.

Na skwizan ket o sellet ar ster-ze, gant a goant he c’havan. Ha neuze seblantout a ra d’in klevet ’nei o kontan d’in, ’vel eun test an euz sonj euz a bell, an holl vurzudo a zo c’hoarveet gwech-all goz en he c’hichen, ha beteg en he *c’han. Eun de e fellaz da Jozue treuzan ’nei gant an Hebreed, evit mont d’ar vro binvik a oa bet prometed d’ê gant an Au. Doue. Dal ma tostaaz d’ar ster ar re a douge an arc’h zantel, e tec’haz an dour euz an daou du, evit lezel ’nê hag ar re all da dremen war ar zec’h.

Eun de all (pevarzek kant vla goude) e kemere Sant Yan Vadezour euz an dour-ze hag e vadee gantan hon Zalver Jezus-Krist.

Setu perak, goude e c’heller rei ar vadeiant gristen gant n’euz forz petore dour gwerc’h, e plij koulskoude da veur a dad ha da veur a vamm ober badei o bugale gant dour ar Jourden. N’euz d’ober evit se nemet skuilhan eun daken bennag anean ’barz an dour-bade.

Me ma-unan na zistroin ket d’ar gær hep kas ganin eur bannac’hik dioutan. Rak goud a ran na oufen ket ober d’am c’hoar brasoc’h plijadur evit badei gant an dour-ze, en Iliz Kervorc’h[29], ar bugel eman o c’hortoz.

Allo ! mad ! setu ma speret, an ibilh ’zo anean, æt adarre da Vreiz. Koulskoude ma karje bean gant ’pez a ziskoue d’ean ma daoulagad, e kavfe aman, war vene ar Gwe Oliv, peadra d’hen delc’hel a-gær.

Ken aliez a dra a weler ac’han ! Ha laret c’hoaz am ije c’hoant da welet muioc’h ! Ya, duont a dre d’an tosenno, eun neubeudik tostoc’h *eget ar Jourden, en em guz eur gær a vije eun dudi ’vit ma daoulagad kouean warni : kær pe gentoc’h kærik Jeriko.

Mes n’o deuz nemet gortoz eun tammik, hag o defo o *goalc’h. Arc’hoaz, mar be bolante Doue, ec’h efont di — ha me gante. Arc’hoaz e tlean mont di da gousket.


————



VI


Diabarz eun iliz Russian. — Jeruzalem, dindan heol-kreiste, gwelet euz hent Betfaje.


’Rauk disken euz mene ar Gwe Oliv ec’h an d’ober eur weladen d’eun iliz russian, eman he zour aman ’uz d’in, hag he dor en em c’hichen. A-ziabarz eo henvel ouz hon re, nemet skeudenno ar Werc’hez hag ar zent a zo holl livet : hini ’bed anê na zo kizellet. An darn vuian anê a zo en tu ’rauk d’an auter, hag en o zouez en em zistag, ’vel en holl ilizo gresian[30] skeuden eun æl, en tu kle, ha skeuden sant Yan Vadezour, gant diou askel, en tu deo.

An auter, avad, gant e zabernakl, n’on ket ’vit he gwelet. Kuzet eo gant *speuren ar skeudenno (ikonostaz), ha difennet eo d’ar zellerien mont d’he *c’hæ.

Dre ze ’pez am euz d’ober breman, eo mont e-mæz, evit adkemer hent Jeruzalem. War droad e tiskennan di, dre wenojenno meinek an euz poan an nen o kerzet enne. Koulskoude, kaer ’m euz kaout ma hent da zibab, e savan ma daoulagad aliez war ar gær zantel, a ziskoe d’in, en tu all da draouien Jozafat, he mogerio uhel, he bolzio hag he zourio ’kelc’het : beuet int en eur mor a sklerijen, ha gwennet gant an heol ’vel eur forn tommet d’ar gwenn. Ac’han e lezaz Jezuz e valloz da gouean war an Templ, a oa duont ’læc’h e welan breman o luc’han moskeen Omar. Rak dre aman e tremene bemde en e amzer zivezan evit mont ha dont etre Betani, Betfaje ha Jeruzalem. N’hellan ket lemel ze euz ma speret ha, kazi hep goud d’in, e treuzan *froud ar Sedron, hag e savan en kær dre dor an Itron-Varia (Sitti Mariam). Tost eo da gouls meren, ’benn e tigouean en em hostaliri.

Goude kreiste hirie, n’in ket da redek : diskwizan a feil d’in evit bean *goest arc’hoaz d’ober beaj Jeriko.

’Pez a ran, eo mont d’ober eun dro ’barz *mirdi ar Pere, eur zal vraz euz ti Itron Varia Frans : an Tad Germer an euz dastumet eno eur bern treo koz, bet kavet en Bro-Bere, en tu all d’ar Jourden. Eun dra hag a ra plijadur d’in kavout eno, eo eun daul ven, ’balamour e tigas d’in sonj euz an taulio mein a gaver ken stank en Breiz-Izel : tost da Blouneour-Trez e zo pikolo re.

N’ec’h an en kær nemet ’vit ober eur weladen da daer iliz, hini ar Be Santel, hini ar Patriarch, ha hini Sant-Salver. Diou wech c’hoaz, pa c’hellin, ec’h in da bedi enne, ha neuze ’mo goneet induljans vraz ar Jubile. Eur c’hras kaer, ’vit nebeud a boan, kwita ? Petra bennag eman tost an taer iliz an eil d’eben. Mes ar boan hon deuz kemeret evit dont eus Frans beteg aman, he deuz ive he zalvoudegez.

D’am distro, ec’h an, herve ma c’hustum, da evan eur bannac’h tizan tro-heol ’ti C’hoar Jozefinan, hag e-skeud se e kemeran ’n hec’h apolikeri eur pakadik louzo enep d’an derzien : kinin, a gav d’in, hag antipirin.

’N eur stagan gant ma c’hoan e lonkin ’nê, ha marteze na vervo ket kement ma goad an noz a deu hag en deuz græt an nozio all.


————


DEKVED PENNAD


————


EN JERUZALEM : DEKVED DEVEZ


————


EUZ AN EIL LEANDI D’EGILE


————


I


Ma fri war ar gleud : n’on ket ’vit mont da Jeriko.


D’ar meurs, an 10ed a Wengolo. — War ma zu mad e savan ’vit ar beure : kousket am euz leiz-kof, kouls laret. Neal ! terzien, na viri ket ouzin da vont emberr da Jeriko !

D’iliz ar Be Santel ec’h an adarre d’ofernian, ha, mar gellan, am o unan euz auterio ar Mene Kalvar. Fe, ’n em gaout a ra an treo diouz se. Heb bean bet kalz da c’hortoz, e savan ouz auter an Itron Varia Drue, a zo tost d’al læc’h a oa bet plantet ennan kroaz hon Zalver.

Laret ganin ma oferen ha tapet ma lein, ec’h an d’am c’hampr hag eno e tanzean ’pez am bo ezom emberr evit mont en hent.

Ha c’hoar « Kamomill » eta, red mad eo d’in mont da laret d’ei petore reuz an euz græt he louzo. « ’C’hanta, ma c’hoar, bet eo mad ma nozvez : trugare d’ac’h ’vit ho louzo. — Ma ! emei, gwell a ze. Breman, evit peuryac’haat, n’ho peuz d’ober nemet diskwizan ’vel m’ho peuz græt dec’h d’abarde. — Petra laret-hu, ma C’hoar, diskwizan ? Hag-eñ ec’h an emberr da Jeriko ! — ’Gredan ket anoc’h ? Diaviz e vefec’h oc’h ober ar veaj-se. Mar vijec’h bet yac’h-pesk, na laran ket. Ho terzien, ’vit-se, eo arabad d’ac’h c’hoari ganti. — Ma zerzjen ’zo æt e-kwit : kousket am euz fenoz ! - N’eo ket, n’eo ket : kredet anon : re staguz eo evit leuskel krog a-grenn evel-se. — Neuze ’ta ’pez am euz d’ober eo chom ar gær. — Ya, ze hepken, mar am c’hredet. »

War ze e laran « ma ! » d’ei, me n’onn ket penauz. Ha keu ganin da vean deut da c’houlen hec’h ali diganti, ec’h an, ’n eur c’hrosmoli ennon ma-unan, da gâd an Tad Danzeer, ’vit en em zislaret. « Laret am oa d’ac’h, ma Zad, ec’h ajen da Jeriko. Mes roet ma flas d’eun all, mar keret : difennet eo ouzin mont da Jeriko gant C’hoar Jozefinan. — Mad a red neuze chom er gær, ’me an Tad : rak honnez ac’h anve doare ar vro-man gwelloc’h evit den. »

Mont a ran dioustu da zispenn ma vak. Ar veajourien all, i, ar re ’vel an Au. Hwerou hag an Au. Chareton, n’int ket bet o klask dizali c’hoar Jozefinan, a beurachu o hini hag a zisken da 10 heur evit mont ouz taul : rag abalamour d’ê ec’h eo bet abretaet meren.

Goude ar pred e welan ouz toull ’nor, war ar ru, eur veskailhez tud, loened ha kirri, sort n’am eus gwelet neblæc’h nemed eur wech, en gar Jeruzalem. Peder pe bemp goetur war-nugent a zo deut eno da gemer eur c’hant bennag eus pautred Jeriko. Ar re anê a dle ober o zro war varc’h (eun daouzek bennag) o deuz ’n em laket en hent div heur ’zo ; mar o deuz kemeret o lans, eo ’vit galloud diskwizan war greiz an de.

D’am c’hampr eo ec’h an me da ziskwizan. Gwellan hun a ran neuze ! Pa dihunan ec’h an da welet an Au. Dutilleul, unan euz ma c’henvreudeur-kambr, a zo dalc’het ’n e wele, en klanvdi Sant-Louiz, gant an derzien : laouen eo, an ær d’ean da vean dic’hræt, kentoc’h ’vit da vean klanv.

Euz an holl belerined n’euz nemetan er c’hlanvdi : gant se eo arabad d’imp en em glemm, evit ’pez a zell ouz ar yec’hed.


————


II


Ti Leanezed ar Garante : ar vugaligo. — Ar grennarded.


Da div heur hanter, hadveren ; ha goude, baleaden en kær, pe gentoc’h endro da gær evit gwelet kouencho.

Kentan hini a gavomp war hon hent, eo hini C’hoarezed ar Garante, pe, mar geo gwell ganac’h, C’hoarezed Sant-Visant a Baul.

Pemzek vla ’zo hepken eo bet savet o zi, ha n’eo ket c’hoaz peurachu : ar peadra eo a vank d’ê. An diabarz anean zoken n’eo ket induet dre-holl. N’euz forz : bepred e zo tud ezomek ennan, en peb korn, ha tud a bep seurt noad. Pemp pe c’houæc’h rum a zo anê. Da gentan ar vugale n’o deuz ket c’hoaz pemp pla. Ouspenn daou ugent ’zo anê, hinienno neve grog da gerzet ha da gomz.

Dierc’hen int holl, ha dierc’hen ’hed ar bla, nemet epad ar goanv. Gwisket mad aoalc’h ec’h int, goude koulskoude e oant a-noaz ha druilhennek pa oant bet digemeret gant al leanezed. Darn anê ’zo kavadenno, bet dilezet gant o zud. Dre aman pa had-dime eun intanf, eo red d’ean dilezel bugale e wreg kentan : birviken na blekje o lez-vamm da zevel anê.

Darn all a zo emzivad, kollet gante tad ha mamm ; darn all a zo bet roet d’al leanezed da zevel ha d’ober gante ar pez a garfont.

N’am eus ket ezom da laret e rer dioute kristenien, hag e tisker d’ê karout Frans ha komz gallek.

Unan anê, Jorjik e hano, a lavar d’imp en gallek dre envor, hep sac’han lamm, eun istor fentuz, e komzer enni deus korn butun e dad koz. Eur plac’hik en e c’houde a deu ganti, mad-tre ive, eur zonik diwar-benn an Nedelek.

Goude ar vugale vunud, e tiskoueer d’imp ar vugale grenn. Aman daou rum : ar merc’hed hag ar bautred, pe gentoc’h pevar : rak darn anê a wel, ha darn all na welont ket (dre aman eo stank an dud dall). Holl int skolaet ha skolaet mad. Ar zouezusan eo gwelet ar vugale dall o lenn hag o skrivan. Da gentan e skrivont diragomp. Unan euz ar merc’hedigo a gemer eur baperen deñv ha kaled hag a vout enni, hep treuzan ’nei a-bez, beg ar minaoued. Neuze e tro tu d’ei ha, ’n eur dremen he bizied war an tortenno bihan a zo e-keñver pep toull, e lavar d’imp ar c’homzo-man en gallek reiz « Pelerined Frans a zo tud vad, pac’h int deut d’hon gwelet. » Setu lenned ganti ’pez he doa skrivet gant he minaoued.

Pelloc’h e kavomp eur pautrik, digor ’n e rauk eur pikol lever græt gant paperenno teñv : toullet int euz eun tu ’vel eur c’hreur, ha goloet euz an tu all a dortenno bihan. « Diskoeet d’ar pautrik, eme eul leanez, ar baperen a garfet, hag heñ a lenno d’ac’h ’pez a zo warni. » Unan ac’hanomp a dro eun toullad paperenno. « Aze » emean. Hag al lenner dall da gas e eil biz endro. « Louiz XIII, emean, a gemeraz evit kentan minist ar c’hardinal de Richelieu… » hag all. Eun histor Frans eo al lever braz.

Demp breman daved ar bautredigo a wel sklær. Oh ! hola ! Aman ’zo daoulagad beo ! Aman ’zo dremmo hag a ziskoe bean da vugale evuruz. Ar re-man, sur mad, en em zant breman evurusoc’h evit rouane. Ezet eo goud o deuz pelerined Frans brud vad en o zouez, hag e plij d’ê bep gwech o digemer. Ma Doue, petra ’fell d’ac’h ? Evel-se e tle bean kont, pan eo gwir bep gwech e lezer gant al leanez peadra d’ober d’ê eur vad bennak. Gwir eo ive n’heller ket harz d’en em ziskoel madelezus en o c’heñver.

Ken sard ha ken eün eo o lagad, ma c’honeont en eun taul kalon ar Fransizien.


————



III


Eur c’hrennard iskiz : Monsik « Maman Sion ».


Unan anê dreist-holl a chomomp da zellet heb skwizan. Eur bugel named koulskoude, brec’h e-bed d’ean, nemet eun tamm ibilh kigennek, hag heñ berr-berr, a zo e-pign ouz e skoa gle. E dreid zoken a zo gweet eun nebeudig, hag unan anê, an hini kle, a zo hanter baket gant eul lien gwenn, ’vel pa vije goret.

Pa deuaz war an douar, unek vla ’zo, en Kontantinopl, e kavaz e dad ’nean ken vil ken e kemeraz mez dioutan, ha na lezaz ket diskoel ’nean d’e vamm. En magerez hen lakaz hag hen dalc’haz epad pemp pla. Mes diwar neuze (marvad ’balamour e oa Judev, ha dre ze eur pautr tost ha digalon) na gasaz ken gwennek e-bed d’ar wreg a zave eur paour kæz mons. « Kenavo d’id, neuze ! » emei. Hag ar bugel laket e-mæz he zi.

Ar maro ’oa o c’hedal ’nean, pa oe digemeret gant eur c’hristen a gasaz ’nean d’unan euz konsuled an Europ. Setu, ’vit-se, ar monsik, ’vel pa vije bet eur zamm evite, taulet ha distaulet euz ti eur c’honsul da di eun all, ’euz eur gær d’eur gær all, ken e koueaz etre daouarn ar c’honsul he deuz Frans en Jeruzalem. Heman a bedaz c’hoarezed ar Garante d’e zevel, ha setu penauz en euz, ’benn ar fin, kavet ar bugel eur vamm vad, an hini a rer anei gant an holl en Jeruzalem « Maman Sion ». An hano-ze eo hano « C’hoar Sion », a ren an ti-man aboue m’eo bet savet.

He monsik, ’vel just, eo he bugel ar muian karet, dre m’eo e zoare ar muian truezuz. Gwir eo n’eo ket diæz hen karout : amgraüz eo ’pez a c’heller bean, hag ar galon aour an euz en e greiz. Ha neuze, spered holl eo, *goest da zeski ’pez a gar.

A-boan a zo daou vla ’boue ’c’h eo digoueet aman, ha dija e oar ar gallek. Disket gantan e gatekis, an euz bet c’hoantaed, ’vit ar bla, bean badeet, hag ober e bask kentan. De ouel sant Visant a Baul, an 21ed a viz gouelen, ec’h eo bet roet d’ean sakramant ar Vadeiant, hag an de warlec’h sakramant an Auter.

Aboue ec’h a bemde war furât : mui ouz mui ec’h eo karet gant al leanezed ha gant e gonsorted.

E skiant ive na baouez da greski. ’Vit skrivan n’an euz ket e bar. Pa wel anomp oc’h arruout, en em lak ’n e goaze war eun daul, e tap gant bizied an troad deo eun daulennik men glaz, hag e harp ’nei war e droad kle. Neuze e lak eur vazik du, moanaet euz ar beg, etre biz meud hag eil biz e droad deo, hag heñ da skrivan, ken brao ’vel ma raje eur mestr-skol, ar girio gallek-man : « Bonjour, les pèlerins français. » Da gentan e chomomp holl estlammet o welet kement-se, ha goude, hep bean ’n em glevet, ec’h a hon dorn d’hon godel da glask eur bakchij ’vit ar skrivanier bihan ha ’vit ar grennarded all.

Kement a stad a zo en hon monsik, ken e stag adarre da skrivan. C’hwel aman ar gir gallek a deu gantan ar wech-man « Merci ! » Gir berr, ha koulskoude eur gir hag a zo talvouduz evidomp.

Goude skrivan, dibri. Daoust ha na ve ket roet da zibri d’hon fautrik evel e ve græt d’ar poupigo ? Nan, nan. Evit diskoel d’imp penauz en em vag ar pautrik, e lak al leanez eun tamm bara sec’h dindan e ibilh-skoa, hag ouz e dreid eun toullad kakaouetenno, freuz bihan sec’h henvel aoalc’h ouz filbich ar gwe fau.

Ha kenkent ar monsik o kregi gant e zent en e vara. Goude peb begad e tiblusk diou pe daer gakaoueten gant bizied e dreid, ha, gant e dreid adarre, e toug anê d’e c’heno ’vit chakat ’nê wardro gant ar bara.

Biskoaz kement all n’hon deuz gwelet. N’hen ankouafomp birviken, ha gellout ’ra ar monsik hag e gonsorted kredi na vefont ket ankouaet ganimp en o ezommo.


————



IV


Ar re ’zo war al labour. — Eur pautr koz, — Klanvourien diavæz.


Euz ti ar vugale grenn ec’h eomp da di o breuder hag o c’hoarezed henan.

Ar re-man a disker d’ê eur vicher. Ar merc’hed a ra darn anê dantelez gant an dorn, ha dam all, war ar stern, a we lien tanau gand neud koton a bep sort liou. Unan anê a oa protestantez ken e oa eur bla ’zo, Dont a reaz, ’vit-se, da dremen hec’h amzer-diskwiz aman, hag en em dommaz ouz al leanezed. ’N em stagan reaz ive ouz hon relijion ha dreist-holl ouz ar Werc’hez Glorius Vari. Breman, ’vit priz e-bed, na c’houlfe mont war he c’hiz daved ar brotestanted.

Kereerien a rer gant ar peurvuian euz ar bautred : neve zavet eo d’ê o stal-labour. ’Ver en sell, ’rauk nebeud, mar ve peadra, da gaout mistri evit deski d’ê micherio all.

Tud koz n’euz ket kalz aman, o vean n’eo ket savet an ti-man evite. Hinienno koulskoude a gavomp duman ha duont. C’hwel aman eur pautr a bevar-ugent vla. Mar geo bet digemeret aman, eo ’balamour an euz bet servijet Frans en Bro-Alger. Talveout a reaz da *juben d’ar marichal Bugeaud ; rak etuont d’e arabek e ouie tammo gallek. Gelvet ’vije gant ar marichal ’vit sikour ’nean d’en em intent gant an Arabed.

Diskoel a ra d’imp n’an euz ket ankouaet ar gallek. Pa hon deuz græt d’ean hon gourc’hemenno, e lavar d’imp gant eur vouez *hegarad ha distag : « Merci infiniment. »

Breman siouaz ! pa gomzin anean, e vo red d’in laret : « Doue d’hen pardono ! » Maro eo ar zoudard koz ’boue an deio kentan euz ar bla 1902.

Ti Leanezed ar Garante n’eo ket ’vit ar glanvourien. Mes bean ’zo ennan eur zal da louzaoui, da laret eo eun apotikeri hag e teu enni bep beure, etre 8 hag 11 heur, eur bern tud gouliet, Evit netra e vent louzaouet gant eul leanez. E-keit se, eul leanez all a denn dent hag a ra an dro d’an daoulagad. Na welin ket ’nê ’c’hant d’arc’hoaz ar beure gant o labour : mes gwell eo bet ganin komz anê adalek hirie. Larout a rin ive, ’skeud-se, ec’h a bemde taer euz al leanezed da glanvdi kær : mes distrei a reont d’o leandi bep noz. Ar pacha eo a bæ ’nê evit se. Na fi ket lezel e glanvourien war gont an Arabed.

Diou all, eur wech ar zun, ac’h a da welet ha da netaat an dud laour ec’h eo red d’ê bevan e-mæz ar gær, en o c’hakousiri Siloe.

c’hoaz am o da gomz deus leanezed ar Garante, penegwir arc’hoaz e tigoueo d’in distrei d’o zi a-gevred gant an Au. Neumager.


————



V


Ti leanezed ar Rozeran : ’vit a Vedouined.


Deut breman, ma lennerien ger, d’am heuilh, mar plij, bete ti leanezed ar Rozeran.

Ar re-man n’euz ket sort gante en hon bro.

Holl int euz a Vro-Siri, bet savet o urz, n’euz ket c’hoaz goall bell, evit mont da zikour ar visionerien gatolik a ble gant ar Vedouined. Ar Vedouined, ’vel ma zo bet laret, a zo Arabed ha n’o deuz chomaj e-bed. Bevan ’reont gant ’pez a ro d’ê o fuzuilh, na pa vefe diwar goust ar re all. An noz, e stignont o *zelten ’læc’h en em gavont, hag an de warlerc’h, mar zonjont kaout gwell e læc’h-all, an delten hag an dud war gein ar *c’hanvaled, hag en hent !

N’eo ket ezet dont a-benn deuz ine ar Vedouined. Kouskoude, ’boue ’zo bet stummed beleien ha leanezed da brezek d’ê an Aviel, e zo deut kalz anê, en tu-man d’ar Jourden, en Bro-Samari, hag en tu all, en Bro-Bere, da virout gourc’hemenno Doue ha re au Iliz.

Talveout a ra eta ar boan sikour Leanezed ar Rozeran. Hag ezom braz o deuz a ze.

Rei a reomp d’ê hon aluzen gant seul vui a galon vad ma tiskont ar gallek d’ar merc’hed bihan ha d’ar merc’hed yaouank a zavont. Gant plijadur vraz e selaouomp eur plac’hik gwisket en gwenn a deu da laret d’imp, en gallek c’houek, eur vrao a c’hourc’hemen.

Evit klozan ar weladen, e kinniger d’imp bep a werennad sirop, herve kustumans ar vro. Eur gustumans vad, da vihanan ’vit ar gorzailhen : rak talveout a ra d’ei distan ha freskadur. Rei a rer d’imp ive bep a skeudennik paper, livet warni ar pemzek mister euz ar Rozeran. War bep livaden e zo bet staget eur brisen douar bet kemeret e læc’hio m’eo bet tremenet enne ’pez ac’h envorer en pep mister.


————


VI


’Trezek mouster ar Groaz-Zantel. — Mousa, hon ambrouger.


Goude bean laret kenavo da Leanezed ar Rozeran, e talc’homp pelloc’h gant hon hent, bepred war du ar c’huz-heol, etre hent Betleem ha hini Jaffa.

Eur mouster hon deuz da welet. Eun hanter-leo bennag war an tu-ze. N’eo ket, avad, eur mouster katolik. D’ar C’hresianed eo, ha talveout a ra d’ê da *gloerdi. Kroaz-Zantel : setu e hano, pe mar geo gwell gant Gwengampiz, Sante-Kroe : eur c’hos abati o deus hag a hanvont ’nean evel-se.

Evit mont di e kafchen hir an hent, a zo goloet a vein ruilh, panevet en em lakan da bleustri Mousa. Ah ! Mousa ! Marteze n’am euz ket c’hoaz komzet dioutan d’am lennerien. Mar n’hen ’meuz ket græt, eo dre ankoua : rak bet ’m euz digare d’hen ober meur a wech.

Ar wech-man e fell d’in rei d’ê d’anaveout ma mignon neve. Ya ’vad, aboue hirie ec’h omp deut da vean mignoned, Mousa ha me. Heñ marteze a c’hellfe aoalc’h bean ankouaet anon : ’vid ’on me, n’ankouain ’nean birviken.

Mousa a zo eur zoudard turk, a c’hell kaout marteze eun hanter kant vla bennak. Gwisket distres aoalc’h, emichans, ’vel ar zourdarded all. Memes tra, e kavan ec’h eo re d’ê war ar poent-man. E vrago moan-moan a ra euz e *zivesker evel diou oadegen, ha na zisken ket kalz izeloc’h evit e zaoulin, E chupen a zo ive kals re striz evitan, ha kals re verr, penegwir e tremen e c’houriz ler war-lein ar boutonno kouevr a zo stag war al losto. Ya, pa gomzfet d’in deuz eun den kampet faro, komzet d’in deuz Mousa.

Eur pautr jentil, avad, ’vel na n’euz ket, hag eur pautr a zever. Plijout ’ra eston d’an ofiserien. Setu perak, o vean n’an euz netra, pe gazi netra d’ober, e ve lezet gante da vont d’ambroug ar belerined a zisken gwech ha gwech en hostaliri Itron-Varia-Frans. Hag heñ na c’houl ket gwelloc’h : tammo mad a werz-butun a dalve d’ean e garg a ambrouger.

Gantan, ’vad, n’hon deuz ezom da gaout aon euz den e-bed. Goaz da neb a glaskfe ober d’imp eun dismegans bennag ! Dorn Mousa a gouefe warnan, pe ar vazik a dalc’h en e zorn.

O vean m’eo muzulmad, e oar rez ’pez a zo difennet d’imp ober el læc’hio sakr a zo goestlet da Vahomet. An de all e harze unan euz ar belerined da vutunad war leuren an diou voskeen veur.

Na c’houle ket kennebeut e vije æt hini ’bed anê ’barz ar moskeenno gant e voto ler.

Hirie e teu ar zonj d’in da c’houlen digantan, ’n eur *wignal d’ean ha ’n eur drailhan gantan tammo gallek : « Perak eta, Mousa, na lezes ket anomp, an da all, da vont ’barz ar voskeen gant hon boto ? » — « Sultan » emean.

Ar gir-ze hepken a deu gantan. ’N eur laret ’nean, avad, a ra sin, gant e zorn, da droc’han e c’houk.

Intentet am euz : n’euz ket d’ober fent gant difenno sakr ar Sultan.

Mes goaz d’ean, mar displlj d’ean e vo græt anei gant e zoudarded, Ni ’na baouezomp ket, ’n eur zisken da gouent ar Groaz-Zantel, d’ober anei gant e Vousa, ha heman na c’houl ket gwelloc’h evit se. Fentuz eo, dreist-holl, pa glask, brec’h ouz brec’h gant eur pelerin, kerzet d’ar paz ’n eur laret ’vel soudarded hon bro : « Unan, daou ; — Unan, daou… »


————



VII


Diabarz Mouster ar Groaz-Zantel. — Skol-vicherio Sant-Per.


Gant an *hevelep kerz e tigoueomp ’n eun taul ouz mouster ar Groaz-Zantel. A-dre d’an nor, ’barz ar porz, eur ween sipre, eün hag uhel-uhel. Laret a rer d’imp eo henvel-mik ouz an hini a oa bet tennet diouti kroaz hon Zalver. Homan en em gave, herve ’larer, ’læc’h eman breman auter-veur an iliz.

Ar gouent man a stummer enni *kloer an iliz Gresian, da vihanan ar gloareged a dle divezatoc’h bean beleien er c’hærio : ar re-man a studi mad aoalc’h hag a dap eun deskadurez vrao. Ar re all, avad, ar re a dle labourat er parroujo war ar mæz, na vo ket sellet berr ’rauk belegi anê : goulet ’ve digante eun tamm liou skiant, ha netra ken. Na vo ket braz dre ze ar vad a refont endro d’ê.

Aliez e vo troet kein d’ê gant o c’hristenien, mar digoue d’ar gristenien-ze klevet ha gwelet ar veleien gatolik.

Ar re-man koulskoude na reont ket brezel d’ar C’hresianed : evit senti ouz an Tad Santel Leon XIII, e klaskont en em ober gante euz o gwellan evit laket n’ê d’en em domman mui ouz mui ouz ar gwir Iliz.

Meur a zistro a weler, a drugare Doue : ra vezint c’hoaz stankoc’h, ha ra vezo dastumet holl vugale Jezus-Krist en eur bagad, dindan ar memes pastor !

Eus *kloerdi ar Groaz-Zantel da skol-vicherio Sant-Per n’euz ket ouspenn eur c’hart-heur kerzet, ha c’hoaz, ’vit troc’han berroc’h, ec’h eomp da heuilh Mousa a-dreuz parko.

Tostaat ’ra an abarde pac’h arruomp : ’benn breman eo distag ar ganfarded euz o labour. Ar bautred vihan a c’hoari gant kanetenno, hag ar re vraz a welomp o frinkal hag o redek warlerc’h eun evn-paper[31].

Ober a rer d’imp eun digemer kalonek gant Tado Itron-Varia-Sion. O hano a ro da c’hout ec’h int breuder da leanezed Itron-Varia-Sion hon deuz gwelet en Jeruzalem ouz goarek an « Ecce homo. » Hag, evit gwir, ar memes Tad saver o deuz : an Tad Mari-Alfons de Ratisbonne.

Aboue ar blavez 1873 an euz savet, pe da vihanan an eus kroget da zevel an ti-man, evit deski beb a vicher da grennardet kristen ar vro. Breman emeint aman eun triugent bennag.

Ha mont mad ’ra ar bed gante : ouspenn ma roer d’o speret diskadurez, en gallek hag en Arabek, e ve stummet o c’horf ouz al labour. Eur muzik o deuz ive hag a deu en kær da c’hoari pa ve goulet.

C’hoaz e vije gwelloc’h ar bed gant skol-vicherio Sant-Per, mar gallje bean peurc’hræt. An aluzenno, ’vit-se, a renker gortoz.

Eun draik bennag a roomp d’an Tado, ha prenan ’reomp bep sort treigo, bet kizellet gant ar vicherourien yaouank. Neuze, goude bean kemeret sirop, pe gafe-tom, … pe netra, e kemeromp hent Jeruzalem.

A-dreuz d’eur c’harter neve zavet e tremenomp, ha ’benn 7 h, ec’h omp en hon hostaliri, ha ni *divi, evidon-me bepred.


————


UNEKVED PENNAD


————


EN JERUZALEM : EIZVED DEVEZ


————


C’HOAZ OBERO A GARANTE. — SANT-YAN-AR-MENE


————


I


Eil gweladen da leandi ar Garante. — Biskoaz kement all : luz Lanrodek .


D’ar merc’her, an unekved a Wengolo. — Mad aoalc’h eo bed ma nozvez. Goude bean oferniet ouz auter ar Groaz, en iliz ar Be Santel, e tistroan da di leanezed ar Garante gant an Au. Neumager, an euz c’hoant da welet hirie ’pez am euz gwelet-me dec’h d’abarde.

Hadgwelet a reomp ar memes rummo bugale, kement a stad hag a zouez en Au. Neumager ’vel ma oa ennon dec’h. Me-ma-unan, e ti ar bautredigo krenn, e tigoue d’in chom estlammet. Setu aman perag ha penauz.

’Keit ma oa monsik maman Sion o tibri e damm bara ’n eur dibluskan ha ’n eur chakat kakaouet, e kinnigaz al leanez d’imp diou pe daer gakaoueten « Daret, emei, autrone, ha tanvaet ». Ha pa hon deuz græd d’ê eun tanva. « C’hanta, emei, penegwir ec’h oc’h ho taou euz Breiz, ’gavet ket o deuz ar freuz-ze blas luz ho pro ? — Geo avad, emeon. Mes, ma C’hoar, daoust ha c’hwi ac’h anavefe blaz al luz ? — Ya laouen, ha pell ’zo. Me ’zo bet meur a wech o lusa en Koat Malane hag en eur c’hoat bihan all a zo war hed taul da Lanrodek… — Lanrodek ! ma C’hoar ; ’gredan biken e vec’h bet c’hwi en Lanrodek… — Geo ’vad, ha meur a zevez am euz tremenet eno, — C’hw’ istim ’ta ? Na pelæc’h ? En ti biou ? Laret d’in, rak me ’zo euz a Lanrodek. — En ti Julian Kero, a dalc’he eur c’hovel war hent ar bourg. ’Larin ket d’ac’h, avad, pesort keriaden e oa e hini, o vean he deuz eun hano brezonek, ha n’anavean ket ar brezonek. — Kersteün, pari ? — Ya just, ha c’hoaz e zo e-kichen eur c’hoadik ec’h er ennan da lusa da gouls pardon Gwengamp ? — Ya, ya ; koadik Ar Veuzit, Mes bet oc’h eta en pardon Gwengamp ? — Ya, kent dont d’ar gouent, ec’h æn kazi bep pla da welet an Itron Varia Wir-Zikour, ha gwech e-bed na zistroen d’ar gær hep mont da welet ar Geroed da Lanrodek. - Ha penauz e hellec’h-hu hanvout an tiegez-ze ? — ’Toue sur, map henan an ti-ze, Julian, a oa deut da chom da Staul[32], hag a zimezas d’eur c’hoar d’in. — Fe, ya ’vad : breman ’welan sklær ho toare. Ma ! birviken n’am ije kredet kaout aman, en Jeruzalem, eul leanez euz a Staul, Dreist-holl eul leanez hag he dije komzet d’in deus ma farrouz Lanrodek. »

Eur pennadik e choman c’hoaz da gomz gant C’hoar Mari-Gatel, pell aoalc’h evit dont da c’houzout pe doare eo hini e zud. He zad, d’ean an hano a Vaheaz, a zo c’hoaz beo ha laouen gant e bevar-ugent vla. He mamm a zo neve varo, C’hwezek breur pe c’hoar he deuz bet. ’Vel ma weler, eun tiegez a zoare.


————



II


Eur gentel vrezonek.


Epad ma tivizen er c’his-se gant C’hoar Mari-Gatel, an Au. Neumager a dride, gant ar stad a oa ennan. Ar vugaligo, int, a oa sard ive hag a zeblante heuilh hon c’hauzeaden gant plijadur. Rak kreñv aoalc’h ec’h int war ar gallek evit hon intent.

Hag ar zonj o tont d’in, pa welan ’nê ken dihun, da zeski d’ê eur gir brezonek bennak. Kentan gir a roan d’ê da zizrevel eo Lanrodek. — Dont a ra gante biskoaz a vravoc’h. « Laret breman « Gwengamp ! » Eun tammik eo startoc’h da zont : dont a ra koulskoude ’benn an daerved pe ar bederved gwech. — Ha breman : « Itron Varia Wir-Zikour. » Ouspenn eur wech e renker ive mont d’ar girio-man, ’balamour d’al lizeren r a zo peder gwech enne, ’Vit he distagan, e renkont lakat ’nei da zon dreist ar re all. — Ha breman : « Autro. — Autro Neumager. — Autro Le Clerc. — Ma zad. — Ma mamm. — Bara. — Kik. — Kenavo. » Ar gir divezan eo a blij d’ê ar muian. Ha pa deuomp da gimiadi oute hag ouz o leanez, e laront hag ec’h adlaront d’imp hep skwizan : « Kenavo ! Kenavo ! »

N’eo ket bet ankouaet hon c’hentel gant ar grennardet, herve ’pez an euz konted d’in aboue an Au. Ar Gof, person Gwengamp, a zo bet o welet ’nê eur bla ’n hon goude. Pan erruaz e-touez ar vugale, ar re-man, deut da c’hout e oa euz Breiz-lzel hag euz Gwengamp, a zispakaz d’ean, rez ha distag, ar girio o devoa disket ar bla ’rauk. Chom a reaz batet, rak na oa ket en gortoz a ze : al leanez, ’vit-se, a zisplegaz d’ean ’pez am euz displeget aman d’am lennerien, ha setu æt e eston endro.

Kement-man a ziskoue e zo dalc’h en spered an Arabed bihan, hag ive kalon en o c’hreiz. Mar n’o deuz ket ankouaet o c’hentel, eo marteze ’balamour n’int ket bet ankouaet gant o c’hentellerien o deuz kaset d’ê o dero mad da vare an de kentan ar bla.

’C’hoaz o defo ha gant ar Vretoned a zo bet en Jeruzalem, ha gant ar re a zo da vont di.

Goude bean bet o « c’henavo », ec’h a an Au. Neumager ha me da welet ar zal e ve louzaouet enni an dud gouliet gant leanezed ar Garante, hag hon deuz komzet diouti aboue dec’h.

Ac’hane o tistroomp d’ar gær, abred aoalc’h evit ober eur vrao a ziskwiz.


————



III


Penauz e ve zikouret ar bevien en Jeruzalem : ar glaskerien.


Pa gomzan a ziskwiz, na laran ket e ven en sell da chom heb ober netra. Oh ! nan. Poanial am euz d’ober, ha kalz ; n’eo ket, avad, gant ma diouhar, gant ma fluen eo. C’hoant ganin da delc’hel envor euz ar pez a zigoue ganin dre-aman, e fell d’in lakât eun draik bennag dre skrid : daoust pegen nebeud a skrivin, e kavo ennan ma spered harp aoalc’h evit harz ouz an ankoua.

Hirie, da c’hortoz kreiste, e fell d’in rei d’ar paper ’pez am euz gwelet aboue dec’h, ha ’pez ec’h on deut da c’houzout an deio-man diwar-benn an obero a garante a rer en Jeruzalem.

’Vel am euz bet an tu d’hen laret ouspenn eur wech beteg-hen, ’leiz a dud ezomek a zo dre aman. Lakomp ’nê en tri rum : ar re baour, ar re emzivad, ar re glanv.

Ar bevien, na ver ket ’vit ’niveri anê ; kement emaint ! Darn anê (ar peurvuian), a zo paour dre o *goall. Na n’int nemet tud didalve, *kertri d’ê da labourat, — da finval zoken. Hag a viskoaz eo bet kont evel-se er vro-man. Herve eul lavar koz « gwelloc’h eman ’nen en e goaze ’vit en e zav, gwelloc’h en e c’hourve ’vit en e goaze, gwelloc’h en e gousk ’vit en e c’hourve, gwelloc’h en e varo ’vit en e gousk. » C’hwel aze doare-komz an Turked. ’C’hanta ? *klotan ’ra gantan o doare-bevan. Penauz neuze na vije ket o bro, bro ar baourante ?

Bean ’zo anê koulskoude ha n’int ket paour dre o goall. Diskrapan a reont euz o gwellan : o bolante vad, ’vit-se, a dalv d’ê nebeut a dra : ’liez a wech n’o deuz ket læc’h d’implian n’ei, o vean m’eo divalo kaer al labour douar, ar c’honverz hag an holl vicherio.

Pevien Jerusalem a zo klaskerien an darn-vuian anê, da vihanan pac’h ouzont e zo arru en o c’hær pelerined euz ar broio kristen, ha dreist-holl euz Bro-C’hall. Neuze ’ve karget ar ruio gante. Ha pegen tagus int ! Kaer ho po tremen dirake dizeblant, pe *wignal d’ê n’ho peuz netra da rei, bepred e talc’hfont da heuilh anoc’h, mar o deuz diouhar vad, pe da vihanan da huchal warnoc’h gant ar vouez skrijuz, ’n eur derri d’ac’h ho penn gant o « Bakchij ! »

Na po peuc’h e-bed ken ho po roet da bep-hini e wennegig. Bo c’hoaz memez tra, mar peuz eun tamm bara, pe eun tamm kik pe eur freuzen bennak da lakât er gelornik c’houarn-gwenn ac’h astenner d’ac’h a-wejo.


————



IV


’Vit ar bevien mezuz : Breuriez Sant-Visant a Baul. — Diou Vreuriez dorn ouz dorn.


E-tuont d’ar glaskerien e zo en Jeruzalem kalz a bevien mezuz ha na gredont ket mont en dro. Ha n’eo ket ar re-man eo an nebeutan ezomek.

An nebeutan zikouret, avad, na laran ket. Kær a ra nebeut a dra evite. Evuruz ar re a deu da vean anaveet gant eur vreuriez gatolik, eur vreuriez a garante a zo neve-zavet en Jeruzalem, hag a rer anei Breuriez Sant-Visant a Baul.

Na oufe den gouzout ar vad a zo bet græt aboue hanter kant vla ’zo, en Frans hag elæc’h-all, gant breuriezo ’vel honnez, da bevien ar c’hærio ha d’ar genvreuder i o-unan : Aluzenno e bep seurt, ha komzo konfortuz evit ar re ezomek ; bue kristenoc’h ha *delidusoc’h ’vit o aluzennerien. Da skouer e komzin d’ac’h, lennerien ger, euz diou vreuriez hag o anvean ’nê rez mad, an diou a bleustr tiegezo ezomek Gwengamp : hini kær ha hini ar Golaj. An hini gentan, e zo bodet enni eun daou-ugent bennak a bautred a zoare, na skwizont ket d’ober ar vad endro d’ê. An eil eman enni an tri-ugent vrasan euz ar golejianed. Ar re-man n’int ket pinvik ha koulskoude, ’n eur gestal etouez o c’hamarado hag etouez o mistri, e teuont a-benn bep pla d’ober aluzenno ’vit eun dalvoudegez a vil lur,… d’an nebeutan. N’am euz ket ezom da laret pegement int binniget gant an dud ezomek pac’h eont bep sun d’o gwelet en o zi gant rener ar vreuriez.

’C’hanta ! en Jeruzalem, e zo ive eur vreuriez henvel ouz re Wengamp. C’hwel aman penauz on deut d’he anaveout, ha da c’houzout er memez amzer pegement a vad a ra endro d’ei.

Disul divezan, goude meren, e oa pedet ar belerined a zo en breuriez Sant-Visant a Baul en o bro, d’en em vodan en sal-digemer Itron Varia Frans, evit gwelet ha klevet renerien breuriez Jeruzalem. Mont a riz, ha n’am euz ket a geu da vean bet æt.

Ar penn-rener eo an Au. Fransis Fadl-Allah-Marroum, eur breur d’an Au. Josef Marroum am euz græt anaoudegez gantan war al lestr.

Gallek a oar, ’vel pa vije bet savet ha skolaet en hon bro. Ha gwell a ze. Gellout a ra ezet rei d’imp d’intent pehini eo bet ha pehini eo breman doare e vreuriez.

« Hanter kant vla ’zo, emean, eo bet savet gant eur Zauz katolik ; kouean a reaz, ’vit-se, ugent vla goude, ar blavez 1872. Ugent vla goude ive, setu ’nei adsavet gant eur iontr d’in, euz a du ma mamm. ’Vit ar bla hepken eo bet roet d’in e garg a benn-rener. Na n’omp nemet 18 aluzenner enni : mes bean hon deuz 15 kenvreur a enor, a zikour anomp gant o yalc’h, ha paeroned, ’vel ar Patriarch, ar Vikel-Mirer ha Konsul Frans, a ro d’imp, e-tuont d’o aluzen, harp o hano hag o stad uhel.

« Tri-ugent tiegez a zikouromp, tiegezo katolik. Dek, daouzek pe bemzek anê a welomp bep sun. N’eo ket arc’hant a roomp d’ê, tammo paper eo, moulet warne siel ar Vreuriez, ha merket warne ive petra ’c’heller prenan gante : bleud, aman, *eol-men, glaou, ha treo-all.

Ha penauz e c’hallomp-ni harz ouz eun dispign ken braz ? Paour aoalc’h eo bet ar vreuriez beteg an 21ed a Ebrel 1901. An de-ze ’vad, e zo koueet 400 skouet en yalc’h an tensorier. Kement-se a zo bet talveet d’imp gant eur c’hoariadek o deuz græt skolaerien ar Breur Onezim dirak eur bern tud a oa pæet mad gante o flas. Hirie (8ed a Wengolo 1901) hon deuz 800 lur en hon godel : nebeud a dra koulskoude ’vit ar goanv, a vo diæz da dremen. Breman, ’vit kalz a vicherourien, n’eus ken a c’honid, o vean n’haller ken mansounat dre zianez a zour : n’euz ket koueet eun daken c’hlao eiz miz ’zo[33] .

’Vel ma welet, na vo ket diæz d’imp kaout impli d’hon gwenneien. »

Achuet e brezegen gant an Au. Fransis Marroum, e sav rener ar vodadek, an Au. ’r c’habiten Fressanges du Bost, euz Moulins, evit respont d’ean. Trugarekât ha meuli a ra e genvreuder Jeruzalem ’balamour d’ar vad a glaskont ober hag a reont on o c’hær. Muioc’h ’zo : ’vit rei kalon d’ê da gendelc’hel, e ra ober en hon zouez evite eur gest a zav tremen kant lur.

’Vel ar re all ec’h an da rei eur stard dorn d’an Au. Marroum ’rauk e gwitât. N’hallan ket zoken mirout da laret d’ean e komzin euz e Vreuriez d’ar Genvreuder yaouank an euz en kolaj Gwengamp. « Ze, ’meon, a rei plijadur d’ê ha kalz a vad war eun dro. »

Dalc’hed ’m euz d’am gir, ha ze ’n euz talveed da Vreuriez Sant-Visant a Baul Jeruzalem eun aluzen all a zo bet kaset d’ei gant hini kolaj Gwengamp, ha da homan eul lizer a drugare skrivet d’ei gant an Au. Marroum. « Kenvreuder yaouank, emean, trugare d’ac’h da vean deut d’hon zikour. N’eo ket hepken rei kalon d’imp ho peuz græt, skouer vad ive ho peuz roet d’imp. Oh ! nag evuruz oc’h da vean reizet en ho kelendi gant mistri hag a zesk d’ac’h abred abred ober ar vad en dro d’ac’h ha kerzet war hent ar furnez gristen. Hoc’h *erbedi a reomp, c’hwi hag ho mistri, d’hon fevien ger, a vo stad vraz enne o pedi ’vit o madoberourien *tremor. »

Laret d’in, breman, lenerien ger, hag-eñ ho peuz klevet gwech e-bed displegan reisoc’h ’pez a dalve ar gomz aour a laromp, ni Bretoned, evit trugarekât : « Bennoz Doue d’ac’h. »

Na gavin ket girio c’houekoc’h da glozan ’pez am oa da laret diwar-benn pevien Jeruzalem.


————



V


Klanvourien Jeruzalem : Klanvdi Sant-Louiz.


Stagomp breman, mar keret, gant an daou rum all a dud ezomek : an emzivaded hag ar glanvourien.

Meur a di, tier savet ha dalc’het gant kristenien euz an Europ, a zigemer ar vugale o deuz kollet tad ha mamm, pe a zo bet dilezet gante. Gwelet hon deuz war hon hent ti C’hoarezed Sant-Visant a Baul, hag an daou di an euz aman Urz an Itron Varia Sion ; unan, hini an Ecce homo, ’vit ar merc’hedigo, hag egile, hini Sant-Per, ’vit ar bautredigo.

Ar glanvourien a zo unan bennak anê en klanvdi kær, læc’h ma ya bemde taer leanez a Garante ’vit ober en dro d’ê.

Dek gwech muioc’h avad a gaver en klanvdier Europeiz. Na gomzin nemet euz hini Frans, a zo bet adsavet a neve-flamm, ugent vla ’zo bennak, gant an Au. kont a Biellat, hag a zo dalc’het gant leanezed Sant-Josef. An hano a Zant-Louiz a doug : heñ eo a zo kichen ha kichen gant hon hostaliri hag eno ec’h a ar belerined da gâd « C’hoar Tro-heol » ha d’evan he zizan.

Tri rum klanvourien o deuz al leanezed war o c’hont.

Da gentan ar re ’zo gweleet en o zi : ar blavez 1901 e zo tremened 1190 anê etre o daouarn.

Er memez blavez o deuz digemeret en o zal-da-louzaoui 52360 a dud gouliet pe hanter-glanv. Ha n’o deuz kemeret mann e-bed ’vit pleal gante.

An dried rum eo hini ar glanvourien a-ziavæz : diou pe daer gwech ar zun ec’h a leanezed d’o gwelet en o zier ha d’o louzaoui, ha bep gwech o deuz da zispign en o zro eun 20 lur bennag.

Eur mevel ive a heuilh anê, ’leiz eur baner gantan a louzo, hag a dreo a bep seurt,… beteg a c’hoarigello.

Evel-se e c’honeer a dammigo holl dud an tiegez, braz ha bihan, hag e tistroer ’nê ’trezek ar gwir Doue, hag ar gwir relijion. ’Pez a ra dreist-holl al leanezed, eo badei ar vugale vihan a gavont kalz anê en pred ar maro : dre aman ’ver ken diaket en o c’heñver ha ken louz, ken e varvont evel kelien.

En o c’hlanvdi e teu a-benn leanezed Sant-Jozef da gristeni kazi an holl dud vraz a reont an dro d’ê : daou hepken o deuz c’houitet warne.

Ha pebez dudi eo a-wejo evite klevet o komz o c’hristenien neve !

Eun de, eun dervich, da laret eo eun den santel herve Muzulmiz, neve bet en La Mecque oc’h ober e belerinaj da ve Mahomet, a deuaz d’ar c’hlanvdi, hag hen goall glanv. « C’hoant ’meuz, emean, da vervel kristen. » An dekved a viz mæ e pleger d’e c’hoant hag e vadeer ’nean. Kerkent e lavaraz. « Setu me breman evuruz. Koulskoude e kavin hir an amzer o c’hortoz ma maro. Na zigoueo ket ’c’han d’an de ma varvaz ennan Sitti Mariam (an Itron Varia) : an de-se, avad, e teuio hi d’am c’herc’hat : hi he-unan he deuz hen lavared d’in. » Ar bevarzek a viz est e teu eur belek d’e gâd. Mar keret, ’mean, e kovesafet hirie, ’vit kommunian arc’hoaz. » — « C’hw’ istim hag-eñ, emean, e c’heller poanian an Au. Doue, goude bean bet goalc’het gant dour ar vadeiant ? » Mervel a reaz, an de warlerc’h, da zerr-noz. N’eo ket ’n e wele, avad : ’n e c’hourve e oa war an douar, dindanan eur gwiad plouz : laret ’nefoa krenn na chomje ket ’n e wele da c’hortoz e Itron.

N’euz ket pell, eur zoudard koz euz an Aljeri ac’h erruaz da c’houlen digemer : debret oa ’n e diabarz gant eur c’hrign-beo. « Brezeliet am euz ’vit Frans, emean, ar blavez 1870. ’C’hanta ! Doue a zic’haou anon ’n eur rei d’in ar c’hraz da vervel en ti Fransizien. » Mervel a ra ’n eur *ginnigan e vue da Zoue ’vit Frans hag he misionerien.

Meur a dra all ken kaer hag ar re-man a gonter d’in gant leanezed Sant-Josef ! re ’amzer, ’vit-se, ac’h afe ganin d’o skrivan, ha gant ma lennerien d’o lenn.

Petra bennak e kavont am euz astennet traoalc’h ha re zoken ’pez am oa da laret war an doare da zikour an dud ezomek en Jeruzalem. Breman, ’vel kent, ec’h on echu gant ze, nemet ec’h adkasin ar zonj d’ê euz eur rum klanvourien am euz komzet e læc’h all deuz o doare truezuz : ar gakoused. Ar re-man a zo zikouret gant leanezed ar Garante, ac’h a da welet ’nê, bep sun, en o c’hakousiri Siloe.

’Vel ma weler panevert Europeiz, e vije lezet a goste er vro-man kalz a dud klanv ha kalz a dud paour. Ar Fransizien dreist-holl, menec’h ha leanezed, a ro d’ê o foan hep marc’hata, dre garante ’vite ha ’vit an Au. Doue. Laromp ive, ’vit displegan ar wirione penn-da-benn : « dre garante ’vit Frans. » O madelez dreist-muzul a dalve d’hon bro bean binniget aman ’vel ar gwellan euz ar broio. He c’hreñvan harp ec’h int, ha mar deufent, ’n despet d’ê, da bellaat euz ar Siri, a renkfe hi ive, ya, renkout a rafe Frans ober he fak ha mont endro.

Mad e vije d’ar Fransizien n’ankouaat ket ze, ha rei dalc’h-mad skoazel d’ar relijiused a labour eviti er broio pell.

Ar Vretoned da vihanan am ije c’hoant da welet a-du gante. Setu perak ec’h on chomet eur pennad, ar beure-man, da verkan war baper, ’vit hen displegan divezatoc’h en brezonek, eun draik bennag diwarbenn an obero a garante a ra en Jeruzalem hon leaned hag hon leanezed. Ha na reont eno nemet ’pez a reont e-læc’h-all.


————


VI


Aïn-Karim (Sant-Yan-ar-Mene). — Ar Werc’hez e ti he c’hinitervez Elizabet


Pan eo debret meren, ha torret an domder, ec’h an en goetur gant an Autrone Lamour, Gevel ha Neumager d’ober eun dro bete St-Yan-ar-Mene, Aïn-Karim a ra tud ar vro euz ar gærik-man.

’Vit mont di e treuzomp da gentan eur c’harter neve euz a Jeruzalem, bet savet diavæz ar mogerio, hag ec’h a gantan tri-c’hart leo d’an nebeutan. Heuilh a reomp goude, eur pennadik, hent Jaffa, ha neuze e tistroomp ’trezek ar c’huz-heol. O tristan bro ! mein a bep tu, mein a-dost ha mein a-bell, d’ê eul liou hanter wenn hag eun doare spoueek vel da vein kailhas meneio Kerne. Ha na weler ket eur yeoten en o mesk.

Köulskoude ’benn eun hanter-heur, pan eo krog an hent braz da zisken, e kavomp tammigo glazur. Bep ma tiskennomp ec’h a an treo war c’hlasaat. Setu zoken *gwinienno ha liorzo ledet an eil ’uz d’eben, war grab ar runio, hag ouz o zreid, en eun draouien goant ha seder, kærik Sant-Yan. Bean ’zo enni 1200 a dud, muzulmaded kazi holl.

Ar gatoliked, goude n’emaint ket aman ouspenn eur c’hant, o deuz memez tra diou iliz ; hini Ginidigez Zant-Yan-Vadezour, ha hini Gweladen ar Werc’hez gloriuz Vari.

Aman ’ta e chome Zakari hag Elizabet, tad ha mamm sant Yan, a dalveaz da bautr-a-rauk d’hon Zalver. C’houæc’h miz en e rauk, e teuaz war an douar.

Eur burzud, avad, hen roaz d’e dud. Erru ’oant o daou war an noad, pa deuaz eun æl, en templ Jeruzalem, da zisklerian da Zachari an ije eur mab. « Ho krwek, emean, a c’hano d’ac’h eur mab, hag a rofet d’ean an hano a Yan, Stad vraz a vo ennoc’h, hag eur bern tud a gemero lod en ho levenez. Rak ho mab a vo braz dirak Doue !… ’Rauk genel zoken e vo santelaet gant ar Spered-Santel. Ober a rei da galz a Judevien distrei war du Doue o Autro. Heñ eo a gerzo ’n e rauk evit *danzen d’ean tud *goest d’hen silaou ha d’hen heuilh.

— « Eur mab ? eme Zachari : d’an noad hon deuz ? Ha penauz e oarin ze ? — Me, ’me an æl, eo Gabriel, unan euz *kannaded Doue : penegwir na teuz ket kredet anon, e vi mud diwar hirie : ha mud e chomi ken e vo ganet da vap. »

Da c’houæc’h miz goude ec’h erru ’n e di eur ginitervez d’e bried, deut d’he zaludi ha d’ober d’ei he gourc’hemenno : goud a ouie he doa konsevet Elizabet eur bugel. Hag euz a-bell e teue : euz a Nazaret, græt ganti ouspenn ugent leo. Daoust eta piou eo homan ? N’eo ket diæz hen gout : ar Werc’hez Vari hi he-unan.

Neve gonzevet en e c’hreiz Mab Doue, ha deut da c’hout dre an Æl Gabriel ec’h æ Elizabet da vean mamm, e fellaz d’ei dioustu mont d’he gwelet, daoust an hent da vean hir ha diæz.

Kenkent ha m’he deuz laket he zroad en ti Elizabet ha saludet anei, e sant homan he bugel o tridal en he c’hreiz. Kenkent ive eo sklerijenned he spered gant ar Speret Santel hag a lavar da Vari, ’n eur zevel he mouez : « Binniget oc’h dreist an holl groage, ha binniget eo ar freuz dimeuz o korf. »

Mari, d’he zro, a zav he mouez hag a lavar ar c’homzo kaer dispar a zo ’barz ar c’hantik « Magnificat. » Plegan ’ra da c’hourc’hemenno meuluz he c’hinitervez : « Ya, emei, binniget on, ha meulet e vin gant an holl da virviken. » Mes n’he deuz ket muioc’h a ze a istim eviti he-unan : kaout a ra d’ei ec’h eo an izelan euz ar grouadurien. «’Pez an euz talveed d’in, emei, bean sellet gant an Au. Doue, eo ma izelder. »

Goude bean tremenet tri miz en Ain-Karim e tistroaz da Nazaret.


————



VII


Sant Yan Vadezour a deu war an douar : eur burzud. — Levenez d’an holl !


Prest goude e teuaz Elizabeth da c’henel he bugel, eur pautrik bihan. Pesort hano ’vo roet d’ean ? « Zakari, emichans, hano e dad, » eme ar gerent hag an amezeien. — ’Vo ket, ’vo ket, eme e vamm : Yan eo a vo hanvet. » Ze na blije ket d’ar re all. Hag i o *wignal da Zakari, a oa mut : « Pesort hano ’n efo ho mab ? » Heñ a skrivas war eun daulennik : « Yan a vo e hano. » Souezet e chomjont. Setu aman ’vit-se kaeroc’h : raktal e tistagaz teod Zakari, hag a hadkrogaz da gomz, ’n eur veuli an Au. Doue. Ar wech-man ec’h euz spont enne ; ’n em zellet a rænt an eil egile, ’n eur laret, « C’hw’ istim petra e vo ar bugel-man ? Sur mad, eman dorn Doue warnan ’vit hen binnigan. »

Zakari, heñ a ouie ze anat, sklerijennet ma oa d’e dro gant ar Speret-Santel, hag hen disklerian a reaz dioustu ’n eur laret ar c’homzo a ganer ’barz ar c’hantik « Benedictus ». « Ra vo binniget an Autro Doue, emean, pan eo deut da welet ha da brenan e bobl Israel, herve ar promese an euz græt d’hon zado dre c’heno e brofeted zantel. » Ha goude, ’n eur zistrei ’trezek ar bugelik : « Ha te, emean, te ’vo da hano : profet an Hini a zeu deuz krec’h : rag kerzet a ri ’n e rauk evit ober d’ean e hent. »

Ha mar gomze an tad evelse deuz e vugel, n’eo ket dre lorc’h : kredin a ræ e oa deut er bed ar Zalver a oat o c’hortoz aboue pevar mil vla ha ne oa Yanik nemet e bautr-a-rauk.

Bras dispar e oa al levenez a gargaz neuze kalono an dud a glevaz an *hevelep komzo : n’halle ket dudiusoc’h neventi bean digaset d’ê.

Hirie zoken, goude ’zo naontek kant vla ’boue ganedigez zant Yan Vadezour, e kemeromp lod en o joa pa *verzomp eur gouel en enor d’ei, ar bevared war-nugent a viz Even. Ha setu deut da wir ’pez a lare an æl Gabriel da Zakari ’barz an Templ : « Eur bern tud a vo laket stad enne gant ganedigez ar bugel-ze. »


————



VIII


Aïn-Karim, Gwengamp ha Lanrodek. — Dour frank ! — Distro eo pautred Jeriko.


N’am euz ket ezom da laret, neuze, eo eun dudi evidomp hon fevar, pelerined deut a bell-bro, enori sant Yan, el læc’h m’eo bet ganet. Ya, gant joa vraz e kanomp ar Benedictus en unan euz an diou Iliz a gaver hirie en Aïn-Karim.

En eben, gant hon holl c’halon ive, e kanomp ar Magnificat, evit lakat donoc’h en hon c’hreiz ar zonj euz ar weladen a reaz aman an Itron Varia d’he c’hinitervez santez Elizabet. Hag epad ma kanan, e nij adarre ma spered da Wengamp : n’ankouaan ket eo gouel ar Weladen a rer en Iliz-veur an Itron Varia Wir-Zikour de he fardon braz, ar zadorn kentan a viz gouelen. Mont a ra zoken betek ilizik Lanrodek, læc’h e pardoner ive, eiz de goude, en enor d’ar Weladen Zantel.

Etre diou iliz Ain-Karim e kaver Feunteun ar Werc’hez, eun hano hag a zigas sonj euz ar chomaj a dri miz a reaz aman an Itron Varia.

’Vit rei dour frank ha dour rig, n’euz ket er vro eur feunteun re da homan. ’Leiz a verc’hed a zo boded endro d’ei, darn anê goullou o fodo, darn all karget o re a zour ha sammet gante war o fenn, evit distrei d’ar gær. Na laran ket, avad, e kemeront dioustu hent ar gær. Bet sonj e teuer aman n’eo ket hepken ’vit kerc’hat dour, mes ive ’vit en em welet hag ober eur gauzeaden. Marvad a rer aman an eil da zikour eben, ’pez a rer en Breiz-Izel e-tal ar oaz pe ouz toull ar forn. Ar bautred i o unan, mar geo fæ gante dougen ar bec’h dour, na gavont ket fæuz dont aman da blapenni gant Mari Laten. C’hwel aze daou pe dri en o c’hoaze, harpet o c’hein ouz eur post a doug bolz ar feunteun. Darn all, na reont ’met tremen, a chom ’n o zav eur pennadik ouz ar vardel, kement ha kaout tu da laret pe da glevet eun draik bennak. I na reont van e-bed diouzimp, daoust d’imp da zellet oute. Setu aman, avad, eur bagad kanfardet a zo ’vel chas oc’h eskinat anomp : « Bagchich ! » ’me unan ; « kartenno post ! » eme eun all. N’omp ket ’vit kas anê da stoupa. Prestik aoalc’h na rofent ket amzer d’imp da zellet gant pebez ijin ec’h impli tud ar gærik an dour a red euz o feunteun. Na ya taken e-bed anean da goll. Dre ruzelenno bihan, kleuzet duman ha duont, an eil ’uz d’eben, e touront o douar : setu perak e taul o liorzo a-gonfont trevajo ha freuz a bep seurt. Larout ’rafe ’nen eur baradoz douar e-kreiz eur vro a baourante hag a c’hlac’har.

Ac’han eo e teu an darn-vuian euz ar freuz a weler en gwerz en bazaro Jeruzalem. Kent laret kenavo d’Aïn-Karim gant ma lennerien, e fell d’in laret d’ê e zo aman eur gaer a gouent dalc’het gant Leanezed an Itron Varia Sion. Merc’hedigo emzivad a ve maged ha kelennet enni, dreist-holl merc’hedigo Judev. En he chapel eman be an Tad de Ratisbonne, he saver, unan euz an dud o deuz græt ar muian a vad d’o breuder ezomek.

Breman, da Jerusalem, ha dioustu. Rag an noz a zisken warnomp.

Teñval eo ’benn ec’h erruomp er gær : ha koulskoude n’eo ket distro c’hoaz beajourien Jeriko. Ankeniet omp, beteg gout e ve digoueet gante eur reuz fall bennak.

A-drugare Doue, berr eo hon anken. ’Benn eiz heur hanter int azeet holl ouz taul, c’hoant d’ê d’ober enor d’o c’hoan.

Tomder devuz o deuz santet, poultr o deuz bet lonket o *goalc’h hag ouspenn : yac’h koulskoude ’n em gavont, ha stad a zo enne. An Au. Hwerou, daoust d’ean da vean skwiz a gorf, na skwiz ket o kontan d’imp an treo *iskis an euz gwelet en e veaj. N’eo ket peurdibunet gantan e guden pa deu ar c’houlz da zevel euz taul.


————


DAOUZEKVED PENNAD


————


EN JERUZALEM : NAVED HA DEKVED DEVEZ


————


I


’Læc’h ma oe merzeriet sant Stefan. — Eur blei deut da vean danvad.


D’ar yaou, an 12ed a Wengolo. — Hirie e laran ma oferen en iliz Sant-Stefan, a zo e-mæz ar gær, eun c’hart leo bihan euz dor Damaz. En tu an hanter-noz en em gav an nor-man, ar c’hæran euz re Jeruzalem. Evit enori al læc’h ma oa bet merzeriet ennan sant Stefan, e reaz an Impalaerez Eudoxia, pevar c’hant vla goude, sevel eno eun iliz-veur. Mes dont a reaz e-traou ’vel kalz a ilizo all, ar blavez 614, diskaret gant Kosroes, roue Bro-Bers.

Bean ’zo c’houæc’h pe zeiz vla ’boue ’zo bet kavet dindan an douar mein-aze euz mogerio an iliz-koz, ha palasto mouzaik[34] euz he leuren.

Ar re o deuz græt ar gavaden-ze eo an Tado Dominikaned ’n eur zevel eur mouster war douar binniget Sant-Stefan. Eun iliz ive o deuz savet eno, eun iliz gaer, kaeran hini ’vo en Jeruzalem : na c’hortoz evit bean peurechuet nemet aluzenno ar gristenien.

Dindan an auter veur, en eur c’hao, e tiskoueer al læc’h ma oa bet brevet sant Stefan a daulio mein gant ar Judevien : d’ean da gentan eo digoueet an enor da skuilh e oad evid difenn ar fe gristen.

’N eur bedi el læc’h-man n’hellan ket tremen hep sonjal e sant Paul, ma eil sant paeron, a zioalle o dilhad d’ar re ’oa o stlepel mein gant ar zant. D’ar c’houls-se n’o doa ket ar gristenien goasoc’h enebour evitan : sec’hed ’n efoa euz o goad.

Piou ’n ije laret neuze e teuje, eun nebeud mizio goude, da gredi en Jezus-Krist, da garout ’nean muioc’h ’vit den, ha da brezek dre-holl e Aviel ? Mes Jezuz e-unan en em ziskoueaz d’ean war hent Damaz hag e c’halvaz d’ar gwir fe. Setu ’nean, diwar-ze, chenchet a-grenn.

Pa zistroaz goude da Jeruzalem ’vit gwelet sant Per, e tremenaz ’kichen al læc’h m’an efoa roet dorn d’ar re a laze sant Stefan : seblantout a ra d’in hen gwelet daoulinet eno, o skuilh daelo a geu hag a c’hlac’har.

Eno ec’h an me ive da zaoulinan goude ma oferen : goulen a ran digant sant Stefan ma kennerzo kalon ar re o deuz, ’vel m’en doe heñ, da c’houzanv evit ar fe, ha ma raio d’am c’henvroiz dianket, ’vel ma reaz da zant Paul, mont a-du gant an Au. Doue.

Eskopti Sant-Briek, dreist-holl, a zo neuze ’n em speret, pan eo sant Stefan paeron e iliz katedral.


————



II


Oferen bred en Sant-Stefan. — Kenavo d’ar C’honsul.


Da seiz heur hanter, oferen bred : ouz an auter beleien euz eskopti Rodez, gwellan hini a zo en Frans ar c’hreiste. En hon zouez an Au. *Kannad Auzepi gant e dud, ’vel ma oant disul en iliz Santez-Anna. Goude an aviel e sav er gador eil-briol al leandi, an Tad Menier, a gomz d’imp eur pennadik deuz sant Stefan : komzo reiz a deu gantan, *goest da danan hon c’halon gant karante Doue.

Lein a deu goude, eul lein servijet d’an holl war eun dro. Eman war zibenn, pa zav an Tad Menier[35] hag a lavar da *gannad Frans pegement eo glac’haret holl gristenien Jeruzalem ’boue ma ouzont ec’h a d’o c’hwitaat. Da vihanan e hellfont heuilh anean a spered beteg Amsterdam, kær-benn ar Holland, elæc’h m’eo gelvet da vont evit evesaat ouz tud ha treo Frans hag ouz hec’h enor. Petra bennag e lez en Jeruzalem, a dra zur, eul loden euz e galon, eun hanter marteze anei (dimidium animæ meæ), herve lavar ar barz latin Horas.

An Au. Kannad, en e respont, a lavar trugare d’an Tad ha da holl relijiused Jeruzalem o deuz sikouret anean d’ober labour vad e-keit m’eo bet en o zouez. Trugare ’lavar ive d’ar belerined, a lak hano Frans da vean anaveet ha karet dre-aman dreist da hanoio ar broio all. Kaout ’ra ive an tu da laret eo unanet en Jeruzalem, evel diou c’hoar, ar Relijion hag ar garante ’vit ar Vro.

War douar Frans, siouaz ! en devez a hirie, renerien ar Vro a dro ar gomz-ze war an tu gin hag a lavar n’heller ket war eun dro bean kristen ha karout ar Vro.

A du gant piou eman ar wirione ? D’am lennerien da respont.

An Tad Bailly, emichans, a zav ive d’e dro, hag en hano e belerined a veul an Au. Auzepi ’vit ar vad an euz groet en Jeruzalem, ha ’vit an digemer *hegarad an euz groet dalc’h-mad da belerinajo Bro-C’hall.

Goude lein e roomp eun taul lagad d’an iliz hag eun all d’ar beio koz a zo bet kavet, n’euz ket pell, ’n eur furchal dindan an douar.

Mes na dalv ket ar boan laret aman pe doare eo o hini, pac’h eomp da welet beio all, pe gentoc’h eur be all ac’h eo brudet e hano : Be ar Rouane.


————


III


Be ar Rouane. — ’Læc’h e vije laket gwech-all ar c’horfo maro


Pemp munuten a zo da gerzet evit mont euz a Zant-Stefan da Ve ar Rouane. Petore rouane ’ta a zo bet douaret aman ? Larout a rer eo rouane Juda. Mes na ver ket sur a ze. Kredi a rer kentoc’h, breman, eo bet kleuzet ar be-man gant eur brinsez gristen, war zibenn ar c’hentan kantved, eviti ha ’vit he bugale.

Bepred eo e oa kaer aoalc’h ar be ’vit digemer korfo rouane.

Eur viñz ledan, ha kalz a bazenno enni, a zo da zisken : d’eul leuren ledan e kas, mogerio roc’hel endro d’ei e bep tu. En tu an hanter-noz e weler siterno koz, karget a zour evit an dioaller hag e dud : kos beio, emichans. Tremenomp dre eun toull a zo græt ’barz moger an tu kle. Setu eul leuren all brasoc’h c’hoaz ’vit eben : bean ’zo dindani eur gorden douar.

Kleuzet eo ive ’barz ar roc’hel beo, ha dizolo ’vel an hini gentan hag ar viñz. En tu ar c’hreiste, ’vit-se, eur gampr hir harpet war daou bost, ’vel eur c’harti, hag en he diaraug, ’uz d’ar pilhero, mein kizellet euz ar c’haeran.

Mont a reomp eün da *gæ d’ei, hag ebarz. En tu kle e zo ’vel eun toull-forn, ’med e c’haller tremen drezan ’n eur blegan ar penn. ’Vit hen stoufan eur pikol men *kelc’hek, hanval-mik ouz eur men-milin pe ouz ar rod-ven a ve maled avalo ganti ; eman a-goste d’an toull, harpet ouz ar roc’hel ; gant rei d’ei eun taul mad a skoa, ec’h afe d’he flas dre ruilh. Med skoa eur goas hepken a c’hallfe he finval. Groage paour, Mari Madelen, Mari, mamm Jakez ha Salome, breman n’on ket souezet pa glevan anoc’h ho taer en em laret an eil d’eben ’n eur dostât ouz be Jezuz : « Daoust piou a ruilho ’vidomp ar men a zo laket da stoufan an toull ? » Braz meurbet e oa ar men, herve ma lennomp goude-ze en aviel sant Mark.

Ya, braz sur, mar boa mentek ’vel heman. Mes heman n’eo ket bet finvet pell ’zo : lezel a ra e doull digor da neb a c’hoanta mont diabarz ar be.

Bep a c’houlaouen vihan a gemeromp en hon dorn. N’eo ket a ve diæz ar c’herzet, rak n’euz pazen e-bed da zisken, ha plen eo al leuren. Tenval, ’vit-se, eo an diabarz, tenval ken ec’h eo. Ha fellout a ra d’imp gwelet piz an doareo.

Eur gambr da gentan, ugent troatad d’ei a bep tu. A bep tu ive, tri doull kleuzet daou droatad a-uz d’al leuren : an hini kreiz a zo uheloc’h ’vit an daou all, uhel aoalc’h ’vit am lezel da dremen. Ha me ebarz. C’hwel aman eur gamprik c’hoaz, hag enni taer daul ven kleuzet ’barz ar roc’h beo, unan a gle, unan a zeo, unan a-dal d’in : war bep-hini anê e vije laket eur c’horf maro. Pa zellan war eun dro, a spered, an taulio-man, ha hini ar Be Santel, a gavan ’nê hanval-tre. ’Uz d’ar *oarek a c’holo bep taul, eun toullik, a vije laket ennan eun deverez-eoul groet gant pri poac’het. Pa vije dispennet ar c’horf, e vije kleinket ar relego en eur c’houf men, d’ean daou droatad a hed war unan a ledander.

An toullo bihan hon deuz gwelet ’nê daou ha daou, unan a bep tu d’an hini braz ebarz ar gampr kentan a zigor bep hini ’nê war eur forn-arched : plas adarre ’vit ken ’liez a gorf. An holl doullo, braz ha bihan, a vije stoufet.

O sellet an *hevelep beio, e teu sonj d’in euz ar C’hatakombo. An hano-man a roer d’ar berejo kristen a zo bet kavet dindan an douar war hed taul da Rom, hag a dalvee da ilizo d’ar gristenien gentan, en amzer e oant goall gaset gant an impalaerien. Kals donoc’h, avad, ha kals brasoc’h eo ar C’hatakombo ’vit Be ar Rouane. Ha neuze muioc’h teneraet e ve ar galon gristen gant ’pez a weler enne.

Eun dra c’hoaz a deuan da c’houzont diwar-benn Be ar Rouane : Frans eo e berc’hen aboue eun triugent vla ’zo bennag, ha hi a bæ an Turk a zo karget d’hen dioall.

Breman e tistroan d’ar gær. Daoust d’in da gerzet war ma *nanf, en em *divian buhan : ken devuz eo an domder !


————


IV


An abardevez divezan. — Ar gwerzer dour hag ar zoudard


Mes diwar vreman am bo amzer da ziskwizan ; n’am euz ken baleaden e-bed d’ober e-mæz a gær, nemet hini Jestsemani, ac’h on en sell da hadober arc’hoaz ar beure.

’Vit ’n inderv ec’h an hepken beteg iliz ar Be Santel, da beder heur, evit ober prosision ar Groaz wardro gant Tado Sant-Fransez. Hent o c’houent a gemeran goude an ofis, rag di am euz da vont evit kerc’hat ar skrid siellet a roo d’in an Tad Mirer hag a dalveo d’in eur vedalen a-beurz an Tad Santel ar Pab.

Trei a ra peb tra ganin ’vel eur ganel, ha me d’ar gær. Mes en em hent e kavan eur skoilh : eun tokad tud ec’h a gante ledander ar ruik. Euz o zouez e teu skrij ha garm, hag a zindan o zreid e red eur oazik dour. Setu me souezet, petra bennag n’am euz ket gwelet c’hoaz ober an disteran goalc’h da ruio Jeruzalem.

A greiz-holl setu *kelc’h ar zellerien digoret gant eur zoudard turk a dec’h buhan e-kwit, epad ma koue warnan komzo ponner ha garo. Ha petra a welan-me neuze ? Eur c’hanfard a daouzek pe drizek vla, eur zac’had dour war e gein. Eur « c’hroc’hennad » a dlefen laret, o vean m’eo græt ar zac’h gant eur c’hroc’hen bouc’h. Neb en euz-an gwriet, pe *oakolier pe gereer, n’an euz ket hanter-c’hræt e labour : pa ve stoufet mad ar c’houk-digor, na ve gwelet nepred ar zac’h o veran. Eur gordennik a zo ’vit hec’h erean, eur gordennik a ve diskoulmet ken liez gwech ma ve goulennet digant an douger dour da brenan.

Pa daulan ple d’ar zac’h, eo distouf ar c’houk, ha flistran ’ra an dour drezi herr da m’hall. Mes n’eo ket en eur c’helorn e koue, ha n’eo ket an douger en deuz roet d’ean frankis. Eun tremener divergont ha dinatur eo, ar zoudard-ze am euz gwelet bremaik o kemer an tec’h. An amprevan ’zo anean ! krog ennan ar zec’hed, marvad, an euz bet laket e bao war groc’hennad ar paour kæz gwerzer dour, troc’het d’ei ere he gouk hag evet diouti ’leiz e gof. Mar nije da vihanan hadereet ar c’houk ! Mes nan : lezet an euz ’nei distouf, en hevelep doare ma ya an dour da goll, dour hag an ije talveet d’ar pautrik meur a vetallik. Setu perak e c’harm heman a-bouez e benn. Eun drue eo hen klevet. Hag hen gwelet ive. Klask a ra stoufan an toull, ha n’eo ket ’vit lakat e zorn warnan. Peurdiskarget e vije bet e groc’hennad panevet eun tremener a galon vad a zo æt d’ei, an euz tapet ar c’houg en eun dorn hag ereet ’nei, gwellan m’halle, gant an dorn all. Setu frealzet ar pautrik. E zaoulagad a deu buhan da zec’han. E dammig sæ, avad, na laran ket : gleb-dour-teil eo, ha sur on na n’euz ken eun neuden zec’h enni.

Ar zoudard heñ ’zo æt en-dro, ankouaet gantan e oall daul… Mes petra ’laran ? Heñ a zonj gantan n’an euz græt netra eneb d’e *wir. Laeraz dour ! Ye da ! Gellout a ra, heñ soudard, kemer dre-holl ’pez an euz ezom, ’pez zoken a blij d’ean. Anez, penauz e c’hallje bevan, pæet fall ’vel m’eo gant ar Sultan ? N’an euz ket aoun, kredet hardiz, e ve tamallet d’ean gant e vestro ’pez an euz græt da bautrik an dour.

Ma, me bepred hen tamall d’ean, ha *damzantout a ran ma goad o trei ennon gant a zrouk am euz outan.

Prestik goude ec’h on distro d’am hostaliri. A dammigo e tremen d’in ma c’halonad, petra bennag en em lakan da droidellan dre an ti hag e kavan ennan kalz a dreo hag a zo neve evidon. ’Pez a blij d’in ar muian eo ar gwel kaer dispar an euz an nen diwar al leur doen. Evel-se e teu prim an noz evidon.

Ha koulskoude na gavan ket e teu prim aoalc’h. Drouk penn a zantan hag en gortoz on da welet ’nean o vont en dro p’am o debret eun draig bennag d’am c’hoan.

Siouaz ! na ra ’met goasaat pac’h on æt ouz taul. Tec’hel a rafen dioustu penevert e fell d’in klevet beteg ar penn ar zon-genavo a gan d’imp unan euz an Tado yaouank. Da glevet ive, alio divezan an Tad Bailly ha prezegennik an Au. ar chaloni Vallée, dean ar belerined, a lavar trugare en o hano d’ar gloareged o deuz servijet anomp ouz taul, hag ambrouget anomp ’vit an deio, — gant kement a volante vad.

N’eo ket koan peurachuet, ma kemeran an tec’h, Dioustu ec’h an d’am gwele, ’læc’h e teuer da zigas d’in, prest goude, eur bannac’hik te. Oh ! ar vad a ra d’in ! Talveet an euz d’in eun nozvez zioul.


————



V


Ar beurevez divezan. — Kenavo, Jeruzalem !


D’ar gwener, an 13ed a Wengolo. — Mont da ofernian da Jetsemani am ije c’hoant d’ober : ma fenn ’vit-se a zo goall bonner ha ma diouhar a zo lausk. Gwell eo d’in chom endro d’ar gær. Ha me da Zant-Salver, iliz parrouz Jeruzalem. Eno ’m euz da c’honid induljanso braz : ar re a oa stag gwech-all goz ouz iliz ar Senakl, hag a zo bet distaget diouti ’boue m’eo deut da vean eur voskeen. Leaned Sant-Fransez a ra aman al labour a ra ar person hag ar gureed en parroujo hon bro.

Kaer meurbed eo iliz Sant-Salver en he diabarz, kempennet m’eo bet ar peurvuian war zispign impalaer an Autrich.

Goude lein ec’h an d’ober hent ar Groaz da chapelik ar Purkator ’vit ’n em unani a spered gant pelerined Jetsemani, hag ac’hane ec’h an d’ar zal-skriv evit echui da verkan berr ha berr ’pez am euz displeget aman ’vit lennerien Breiz-Izel.

Meren ’zo hirie da zek heur hanter : eur veren, warni liou ar c’haon, o vean m’eo ar pred divezan a gemeromp er Gær Zantel. Da greiste ec’h omp er gar, kemeret ganimp hon flaso ’barz en tren. An Au. Auzepi e-unan a zo deut d’ambroug ac’hanomp. War ar c’hæ ive e welomp C’hoar Mari-Gatel, euz leanezed ar Garante, deut da gimiadi ouzimp gant he fautredigo : unan anê, bet sonj, a doug eun drapo a dri liou en enor d’imp, bugale Frans. Kement a stad a zo ennomp o welet ’nê eno, ma tisken kalz ac’hanomp evit rei d’ê, c’hoaz eur wech, peadra da gaout o lod.

Nebeut goude e tilec’h an tren ha ni gantan. Ar bautredigo a youc’h en gallek a bouez penn : « Vive la France ! Au revoir ! » ’n eur *wignal d’imp gant o divræc’h. Ni, hon fenno ganimp e-mæz euz ar prenecho, a respont d’ê euz hon gwellan. C’hwel ’nê, ’vit-se, o teurel ple d’an Au. Neumager ha d’in : « Kenavo ! eme int ; kenavo ! » Meur a « genavo » kalonek a lauskomp d’ê d’hon zro. Ar Vretoned all ac’h asant ganimp. Ar C’hallaoued zoken a gav ar gir « kenavo » ken brao, ken e youc’hont anean int o-unan. N’ouzont ket kaer petra a laront. N’euz forz : *helebini a zo gante da c’houd piou a zavo ar muian e vouez.

Mes n’omp ket pell hep tevel : kollet eo ganimp ar wel euz ar vugale. Jeruzalem ive, Jeruzalem, ar gær vinniget, na ankouafomp ’nei birviken, a zeblant pellaat diouzimp : liou ar glac’har a deu war hon *dremmo, ha meur a jod a red warne daelo. Ha kement-se a dle bean : faoutan ’ra hon c’halon, penegwir e renkomp lezel eul loden anei en Jeruzalem.

TRIZEKVET PENNAD


————


EUZ A JERUZALEM DA VARSEILH


————


I


War al lestr adarre. — ’Leiz eur baner ’vit dek kwennek.


Buhan e tiskennomp euz a Jeruzalem da Jaffa, da vihanan buhanoc’h ’vit hon doa græt an hent ’n eur vont. ’Benn taer heur hanter en em gavomp en gar Jaffa. Darn anomp ac’h a d’ar vered gristen evit laret eur beden war be an Au. Holbeck, ar pelerin hon doa lezet klanv aman ’barz an hospital, hag a zo maro tri de ’zo. Me n’hellan ket lemel ma lagad diwar ar c’hanfard am euz roet d’ean ma fakaden da zougen, hag evelse e kemeran eün hent ar mor.

’Ver o c’hortoz anomp : hon lestr, an Itron-Varia-Zilvidigez, a welomp duont en tu all d’ar c’herrek, he siminal ganti o vutunat. He drapo a dri liou, e c’houe ennan an æzen flour, a zeblant gelvel anomp.

Aman, ouz ar c’hæ, e c’helver ive anomp, ha gant youc’hadenno spontuz. Nao pe dek bag, e pep-hini daou pe dri vageer, a glask tostat evit hon c’hemer ar c’hentan ’r gwellan.

*Helibini ’zo aman gant ar vageerien, ’vel ma oa gant an doucherien en gar Jeruzalem. An eil bag e tigoue d’an Au. Neumager ha d’in mont ebarz. Mes c’hoari ’ra hon bageerien gant o roeñvo kement ha ken bihan ken ec’h omp da gentan ouz troad ar *viñz a zaver ganti war al lestr.

Oh ! pegen evuruz en em gavomp breman ! Seblantout a ra d’imp eo douar Frans e kerzomp warnan. Ha neuze, breman na vo ken tomder da boac’hat war greiz an de, na reo da rei d’imp terzien da zerr-noz.

Da c’hortoz an dilec’h e tosta d’hon lestr marc’hadourien freuz gant bago bihan. Gwerzan ’reont rezin, *aouravalo ha grenadenno ’pez a geront : dek kwennek leun eur banerik. Marc’had mad, ’vel ma welet. Gwir eo na n’eo ket goall dare darn euz an aouravalo : aliez ar re war lein hepken a zo melen ; ar re all glaz-dour. N’euz forz. Holl, mad ha fall, ec’h int savet. Ya, savet en gwirione. Rak, o vean ec’h omp kalz uheloc’h evit ar varc’hadourien ha n’eo ket hir aoalc’h o divræc’h evit tapout betek d’imp, e skoulmont o gouriz ru ouz ar baner dre eur penn : ar penn all a daulont d’imp. Mar hen tapomp ha mar jechomp warnan, e teu ar baner d’ar kroec’h[sic] ken ezet ha laret. Eur wech krog enni, e taulomp e bez dek kwennek d’ar marc’hadour, ha setu stad ennan, ha stad ennomp.

Stad ennan dreist-holl : hen diskoel a ra pa bella diouzimp, goullonteret d’ean e vagig. Youc’hal a ra herr da m’hall : « Bue d’ar Fransizien ! » Hag ar varc’hadourien all a ra ’veltan.

Da c’houæc’h heur ’met kart e saver an heor, ha setu hon lestr o tilec’han. Kerkent e lausk eun tenn kanol, a laka da dregerni kerrek an aud, tier Jaffa hag ar mæzio pell-pell : seblantout ’ra an Douar Santel klevet hon « C’henavo ! »

Goude e tiskennomp d’ar zal-debr. Mad-mad e kavomp hon boed ha mad ive eo hon nozvez. Petra bennag ar mor a zo sioul : na zanter ket al lestr oc’h ober eur finvaden.


————


II


Martoloded o prezek d’imp. — Eur c’hure euz a Vrest o prezek d’ê. — Eun Eskop


D’ar zadorn, ar 14ed a Wengolo. — Sioul e chom an amzer epad ar beure.

Da 1 heur en em vodomp evit klevet ar c’hommandant Pillart, unan euz e vartoloded hag an Tad Bailly o komz d’imp deuz doare ar batimancho : penauz eo hanvet pep gwern, peb goel, peb korden ; penauz e ve græt ar skoulmo, ha me ’oar petra c’hoaz ? Sonj am euz bepred e komzaz d’imp an Tad Bailly euz kloc’hik ar *bourz : dont a ra euz a Batras, eur porz mor Gresian ec’h eo bet merzeriet en e gichen an abostol sant Andre ; eno eo bet kavet ar c’hloc’hik en eur gos chapel savet en enor d’ar zant.

D’ar zul, ar 15ed a Wengolo. — Ar mor a finv ar beure-man. Koulskoude e kaner an oferen bred, eun oferen « a daer wern » *gouez d’ar *verdidi : *avieler hag *abostoler a zo enni. An oferenner eo an Au. ’n Eskop Toulotte, euz Urz an Tado Gwenn. Setu pemzek miz ’boue e oa en kouent Santez-Anna Jeruzalem : breman a ya da Rom. Treut eo ken ec’h eo, dizec’het m’eo bet e gorf gant heol ar Sahara. Ahendall an euz ær vad, ’pez a c’heller kaout. Ha tamm tro e-bed gantan : komz *hegarad a ra ouz n’euz fors piou.

Goude aviel an oferen bred e ra an Au. Corre, kure Sant-Louiz a Vrest, eur brezegen ’vit ar verdidi : rak ar c’hommandant hag an darn vuian euz e dud a zo azeet er chapel, dirak an auter veur. Me ’gred o deuz plijet d’ê e gomzo : rak komzo kalonek e oant, ha komzo a bouez, mad da greski war eun dro o fianz hag o c’harante e-keñver an Itron Varia. ’Vit ma *tereje e brezegen ouz ar gouel a hirie, gouel an hano santel a Vari, an euz displeget d’ê pegen talvouduz eo an hano-ze ’vit an holl hag ispisial ’vit an dud a vor : hen laret aliez a fell d’ê, a c’heno hag a galon. ’Vit kaout fianz ennan, n’o deuz nemet en em envori penauz eo bet savetaet martoloded ha soudarded al lutanan Henri[36] a oa, n’euz ket pell, o vrezelian en Bro-Chin. E oant eta en Pekin, o sikour ar gristenien d’en em difenn ’barz ar Pei-Tang, pa weljont ’uz d’ar mogerio skeuden eun Itron Wenn. Ar Werc’hez a oa hi he-unan, ar Werc’hez a bedent arauk euz o gwellan. Prest goude, e tigoueas d’al ludanan kouean war an dachen, skuilhet gantan e oad evit Doue ha ’vid e Vro. Mes e dud a oe savetaet gant ar Werc’hez. De he gouel Hanter-Est ec’h arruaz soudardet all euz an Europ, a reaz d’ar Chinoaed kemer an tec’h.

Da 1 heur, prezegen gant an Tad Bailly, diwar-benn ar Groaz Zantel.

Setu, ’vit-se, ar mor o tont da vean tær ha da grozal : na c’houl ket, marvad, e ve gouspero hirie, Ma ! na vo ket.

Na vo ket zoken a goan evit meur a dreizer, ec’h eo krog enne an droug-mor. Me a gemer eun draik bennag ouz taul, eur banac’hik ær fresk war ar pont, ha goude hent ma gwele.


————



III


Al lestr war helpenn : Son an drouk-mor.


D’al lun ar 16ed a Wengolo. — Pa dihunan en em zantan luskellet. N’eo ket, avad, ’vel eur bugel en e gavel : n’eo ket euz an eil tu d’egile, med euz an eil penn d’egile. Gwech e sav ma fenn uheloc’h, ha gwech e tisken izeloc’h evit ma zreid, Daoust *ta petra a c’hoarve d’al lestr ? Oh ! ezet eo hen gout. ’Michans eman o « tankan » herr da m’hall, ’michans eo ar mistral a gemer ’nean a benn hag a lak anean da zansal evel-se.

« N’euz forz ! e sonjan ennon ma-unan : bepred e savin. Red eo d’in gwelet hag-eñ eo ken drouk an autro « keravel » pa c’houe a benn, ha pa c’houe a goste, hag-eñ e c’hourdrouz kement al lestr d’ar boull-galon pac’h a war helpenn ha pa ve o kosteenni. »

Ha me raktal e-traou euz ma gwele. Bec’h o deuz ma zreid o chom er pal. Koulskoude e teuan a benn d’en em wiskan. Goude e savan e-kroec’h gant ar *viñz hag e ran eun dro war ar pont. Na gavan ket re diæz ar c’herzet ha, ’n em c’hreiz, sav-kalon e-bed.

Setu me dinec’h : gellout a rin ofernian. Fe, hen ober a ran hep poan. Mad aoalc’h ive ar vintinvez. Petra bennag e oaran breman ’n em gemer ’vit pellaat diouzin an drouk vil : red eo ’n em didui. Ha ma didu eo ober anei gantan. Eur zon a skrivan diwar e benn, ’n eur vouskanan ’nei war unan euz tonio Marc’harit Fulup : ton an drei, drei, drei. ’Vel hini Fransoasik ha Pierik, hon deuz laket warnan gwerz ar C’horsik, ec’h eo bet tapet ha skrivet an ton-man gant an Autrone Gwegan ha Derriennik, kelennerien en kolaj Gwengamp. C’hwel ’nean aman warlerc’h gant ar zonik.



SON AN DROUK MOR


————


war don : O drei, drei, drei !



\version "2.18.2"
\score {
 \new Staff {
  \relative c''{
    \clef treble
    %\autoBeamOff
    \key c \major
    \time 2/4
    \partial 4*1
    \override Rest #'style = #'classical
    g8 g16 g | \stemUp c8 c g g | c c \stemNeutral c e | \break
    d d d c | \stemUp c b a a | g4 g8 g16 g | \break
    c8 b a b | c4 r \bar "|."
    }
    \addlyrics{
    N’hanv da Dou -- e, ma mi -- gno -- ned, pa
    vin -- me klanv, deut d’am gwe -- let, O drei, drei, drei.
    Pa vin -- me klanv, deut d’am gwe -- let.
    }
 }
 \layout { 
    indent = #00
       line-width = #125
    %  ragged-last = ##t
  }
  \midi {
    \context {
      \Score
      tempoWholesPerMinute = #(ly:make-moment 80 4)
    }
  }
}
\header { tagline = ##f }



Ar zonik-man am euz savet
War eun drouk ’m euz eur wech santet
O drei, drei, drei ;
War eun drouk ’m euz eur wech santet.

Bean ’zo eur oallen c’haro
’Sko ket koulskoude d’ar maro.

Na ro maro da zen e-bed :
Poan, a-wejo, na laran ket.

Dimeuz o zav e tiskar tud
’Vel delio sec’h an avel yud.

Eur c’hleñved eo euz ar vilan :
An drouk-mor a rer anean.


« Petra ’ch euz-hu, ma mignon ker,
« Pa vranskel d’ac’h ho *tivesker ?

« — N’ouzonn petra ’zo endro d’in,
« ’Met ve an drouk-mor o krigin.

« — War ho *tremm ’man liou ar maro :
» Me ’lar d’ac’h na n’oc’h ket faro.

« — Mezevenni a ra ma fenn :
« ’M euz aoun ’c’h in prestik war helpenn. »

N’eo ket e c’hir peurachuet
M’an euz dorn war galon laket.

« It d’ar gleud-tro, hag it *timad
Dizammet ho kalon da vad. »


Æt er-mæz dioustu-dak ar boed :
’Vit meur a besk danve eur pred.

Mes eun tammik sautret ar pont.
« Mousik, kæ da skuban du-ont. »

Hag endro ar skubelennik,
Ha dour da redek ’n eur oazik.

Hon c’hlanvour na n’eo ket vit harz,
Pa o gwel, d’ober eur mousc’hoarz.

« N’eo ket bet hir ma c’halonad ?
« Mes petra ’rin vit peuryac’hâd ?

« — Mont ’n ho kourve, chom hep finval,
« ’Keit ma vo al lestr o tansal.

« Pa vo koueet konnar ar mor
« Adarre ’po kalon digor. »

Bremaik e vo gant e bred
Hag heñ ken yac’h ha den e-bed.


War vor mar peuz da veaji,
Dioallet euz ar velkoni.

Bezet seder ’n em diduet ;
An drouk-mor d’ho kæ na n’ei ket.

Me, ’vit harz da hadkouean klan,
Am em savet ar zonik-man.


’Benn eo peurskrivet ganin ma zon, ec’h eo deut ar mor da zioulaat. Chom a rei sioul e-*trande.


————



IV


Kauzeaden diwar-benn al lornez. — Eur werz vrezonek all.


Ar brezegen bemdeek a zo græt hirie da 1 heur gant an Doktor Simons, eur medesin euz a Bariz (medesin ar *bourz, an Aut. Fauvel, a zo war e wele, bet skoet gant terzien al linad.)

Al lornez : petra eo ar c’hleñved heuzuz-ze, en pe bro ha pegouls en euz c’hoariet e reuz, pelæc’h e kaver ’nean c’hoaz, ha petra a rer evit dioall rakan : setu ’pez a lavar d’imp an autro Simons. Plijout a ra d’imp e glevet, o vean hon deuz gwelet en Jeruzalem eur bern tud dismantret gant al lornez.

Etouez ar broio ac’h eo koueet gwech-all warne ar oalen-ze, an euz hanvet ar prezeger hon bro Breiz. Ha n’on ket souezet a ze. Meur a gakousiri a oa en Breiz, ’vel em euz laret ’n eur gomz euz kakousiri Jeruzalem. ’Pez n’am euz ket laret, eo hon deuz meur a zon goz e komzer enne euz stad truezus an dud laour.

Setu aman eul loden euz gwerz Bugel al laourek, a zo bet kemeret dre skrid gant F. An Uzel, en Plouaret, ar blavez 1863[37] .


Eur plac’hik pemp pla ’hirvoude :
Na gave den he c’honsolje.

Na n’euz bugel war an douar
’N euz kement ha me a c’hlac’har.

Ma mam ’zo krouget ha devet
Ha ma zad paour a zo laouret.

Eun ti newe, liwet en gwenn,
Vel ma ve zavet d’al laourienn.


Ar vinorezik a lare
Euz ar ger na pa zortie :

« C’han da chanj d’am zad e rochet
Triwac’h miz ’zo n’eo bet kannet

Triwac’h miz ’zo n’eo bet kannet
Dindanan me’gred eo breined »

Ar vinorezik a lare
’Tal dor he zad pan arrue :

« Ma zadik paour, d’in me laret
Ha me chanjfe d’ec’h ho rochet ?


Triwac’h miz ’zo n’eo bet kannet,
Dindanoc’h me ’gred eo breinet. »

He zadik paour a lavare
D’ar bugelik pemp pla neuze :

« Ma bugel kes, it alese,
Rak mar chanj ’n awel a goste,

Mar chanj an awel a goste,
C’hwi laourfe dre doul an alc’hwe.

Debret on me gant ar *c’hontron :
Prest int da gregi em c’halon ! »

Ar plac’h vihan pa deuz klewet,
He venn ar prenestr ’deuz boutet.

He venn er prenestr deuz boutet ;
O c’halon o daou ’zo rannet !

Bennoz Doue war o ine
Et int o daou dirak Doue.


Neb an ije kanet d’in ar zon-man goude prezegen an Aut. Simons, an ije græt d’in ar brasan plijadur.

Mes n’eo anaveet gant hini ’bed euz ar belerined vreton : na ton na zon.

’Pez a glevan eo treo gallek a ganer goude koan.

Goude koan ive e reomp eur bale dre gær Gonstantinopl ; a spered, avad, ’n eur zellet ouz skeudenno distaulet gant golo war eur pez lien tanau stignet tenn.


————


V


Eur c’houad aoun. — Peadra da zilaou ha da zellet. — Ar Stromboli o teurel tan. — ’Hed an Itali.


D’ar meurs, ar 17ed a Wengolo. — Daoust perak eta eo ken divalo kerz al lestr ar beure-man ? Kreuet eo bet unan euz tuelenno ar gauter-vraz. O klevet ze, ec’h a drouk ennomp : aoun hon deuz da venel, pe, da vihanan, da vean dilerc’het. Mes ’benn kreiste e zo græt eun dres d’an duelen, hag ec’h a al lestr war rauk evel kent.

Da 1 heur, e klevomp prezegen an Au. Toulotte, diwar-benn Stang-an-Deñved, hon deuz gwelet en Jeruzalem, ’kichen iliz Santez-Anna. Da 7 heur, en em lakomp c’hoaz euz wech dirak taulenno sklerijennet. Ha setu an Tad Leopold Gerbier oc’h ambroug anomp dre ruio Athen, kær-benn ar Gres, eur gær he deuz miret kalz a dreo kaer euz hec’h amzer gentan ; rak bet ’zo eun amzer hag e oa, dre he speret hag hec’h ijin, rouanez ar bed.

Au Au. Vallée ive, eur belek koz euz eskopti Tours, a lenn d’imp eur pez barzoniaz an euz skrivet diwar-benn e bevar-ugent vla : c’hoaz eo dilu a gorf, ha lemm a speret.

N’on ket pell goude ar vodadek hep mont da gousket, rag ponner e kavan an amzer : arne a dle bean ennan.

D’ar merc’her, an 18ed a Wengolo. — Eur c’housk-plomm am euz bet fenoz : n’am euz ket klevet zoken taer youc’haden ar c’houitelerez, a zo bet lausket pa oamp o tremen dirak Messina. Deut e-mæz euz he goazien-vor, ec’h omp breman en gortoz da hadgwelet mene-tan ar Stromboli. Mar daulfe flamm ar wech-man, da vihanan ! Oh ! na pebez stad a vije enomp ! Fe, terri a ra d’imp hon c’hoant. Butunat a ra bepred herr da m’hall, mes ober ’ra ive lajado flaminan.

Mar vije teñvaloc’h an amzer, e vije c’hoaz kaeroc’h sellet outan : an de, ’vit-se, an euz *tarzet pell ’zo. An heol a sko war an enezen, ha war Inostra, ar gærik a zo ouz troad ar mene-tan. Pegen gwenn eo ha pegen koant ! Ouz he sellet e sedera ma c’halon hag e skanva ma fenn, an em zant c’hoaz euz arne an nozvez divezan. Na dremenomp ket ar wech-man ken tost d’ar Stromboli hag hon doa græt ’n eun dont. Dre eun hent all e tistroomp. Elæc’h mont eün ’trezek goazien Bonifasio, ec’h eomp eun nebeudik war an tu deo, war du an Itali, c’hoant ganimp d’ober an dro d’enezen Korz : ac’hane neuze e kaso ar stur ac’hanomp ’trezek Toulon ha Marseilh. Mar chenchomp a hent, eo gant aoun euz ar mistral, eun avel eneb, a deufe marteze da c’houean garo epad ma vefemp e-kreiz ar mor-braz. Gwell eo gant ar c’hommandant chom dindan douaro uhel an Itali ha Frans ar c’hreiste : hiroc’h eo an hent-man ; muioc’h diriskl, avad, ha muioc’h goasket.

Hirie na welfomp tamm douar e-bed ha keu braz hon deuz, rak ’pez a weljemp a vije aucho Naples, bravan re, herve ’larer, a zo er bed, ha mene-tan ar Vezuv, goasan gourdrouzer a zo en Europ ; eul lac’her tud ive, penegwir er blavez 79 e ledaz eur gwiskad ludu tanet war gærio Herkulanum ha Pompei, ’n eur devi pe ’n eur vougan kæriz.

Mes mar renk hon daoulagad tremen an abardevez hep tanva ar blijadur-ze, hon ine, hi, he defo he goalc’h a zudi.


————



VI


Gouel ar Zakramant war al lestr.


Gouel ar Zakramant a reomp hirie. Aboue ar beure eo krog ar *verdidi da gempen penn a-rauk ar vatimant. Ouz troad al leurik uhel a ve ar c’hommandant warni o c’hedal, e reont eun auter-tron hag eur groaz a lakont a-uz d’ei. ’Vit golo leur a-rauk a-bez hag ober ganti eur chapel, e stignont eur ouel hir ha ledan. Ha ’vit ma vo kaeroc’h an tu dindan anei, e stagont eno an drapo a dri liou, gant skeuden ar Galon-Zakr en e greiz. Drapoio bihan, avad, drapoio a bep sort liou, herve ar broio e vent douget enne, e wel an nen o finval dre-holl, dindan c’houezen an avel. Glazur ive a zo bet kavet, da lakât en podo war an auter, ha war hent ar prosision,

Pinvikoc’h auterio ’vit homan am euz gwelet : koantoc’h, avad, n’am euz ket.

Da daer heur e teu da gæ d’ei ar prosision. C’hwel aman penauz eo urzet : da gentan ar groaz, ha goude al laiked hag ar veleien, eur c’holoen gant pep-hini. An Au. ’n Eskop Toulotte, dindan an dæ, a doug ar Zakramant, An dæ, heñ, a zo douget gant pevar laik, euz ar re a uhelan doare, ’vel an Au. Kont d’Aquin, hag an Au. Arnaud de Pontak, kelenner en skol-veur Bourdel.

Warlerc’h an dæ e kerz an Tad Bailly, hag ofiserien ar *bourz. Diou wech a rer tro al leur. Pa bozer dirak an auter-tron, e kaver eno eiz martolod dindan an armo, hag eun all o kommandi d’ê eur c’hleve gantan en e zorn.

Pan eo bet laket ar Zakramant war an auter, e sav an Tad Bailly e vouez hag a lavar d’imp eun toullad komzo tanet, komzo a zante ’nen o virvi enne eur garante dær ’vit hon Zalver.

« Servijet, emean, Jezus-Krist, evel e servij ar zoudard e Vamm-vro. Ha n’ankouait ket ec’h oc’h eun dibab-tud ; d’ac’h eo da domman en e geñver ar c’halono klouar, d’ac’h da hentchan ha da harpan ar gristenien all er brezel a reomp da Zatan.

Evel soudardet Jedeon, n’oc’h nemet tri c’hant. Ha koulskoude, ’velte ive, e c’hallet kaout an trec’h !

Int, pa zigouejont a-greiz an noz el læc’h ma oa kousket ennan o enebourien, a dorraz ar podo pri a oa kuzet enne o goloio, ’n eur ober eun drouz spontuz : hag int neuze da skei a gle hag a zeo gant o c’hleve goadek. Arabad eo d’imp ive miret hon fe en hon c’hreiz : fellout a ra d’imp, dre hon c’homzo hag hon skouer vad, he lakât da skedan dirak daoulagad an holl.

Bezomp hanval ive ouz ar zoudardet a galon a goueaz, an de a-genver hirie, duont, tost da Rom, war dachen vrezel Kastelfidardo, ’n ’eun difenn hon Tad santel ar Pap : ma vo pep-hini ac’hanomp eun difenner kalonek ’vit hon Mamm zantel an Iliz. »

Kregi a ra komzo ar prezeger en hon c’halon. Yennan ’ra ’nê c’hoaz donoc’h enni, pa lenn, goude ar brezegen, eun nebeut girio evit goestlan ar galon-ze da hini Jezuz.

Bennoz ar Zakramant a deu da beurober en hon c’hreiz ’pez he deuz græt gras an Au. Doue, epad ma kren holl elvo hon c’horf, sebezet gant trouz eun tenn-kanol.

Kement-se a ra vad d’ar galon, n’am euz ket ezom d’hen laret. E-tuont da ze, an amzer a deu breman da freskaat ; hag evel-se e viromp hon laouenidigez bete noz.

Goude koan e welomp, en skeudenno sklerljennet, ’pez a gær a zo da welet war mene Sant-Mikæl Normandi.


————



VII


Eun taul skoa d’eur mousik. — Monte-Kristo. — Elba.


D’ar yaou, an 19ed a Wengolo. — Eul loden euz ma beurevez a lakan da zivis gant an autro Deploiges, eur belek euz a Vro-Velg, gant Au. person Sant-Briak, a anve rez kær Sant-Malo, ha gant pelerined Breiz. Daoust petra a gredet, lennerien ger, hon deuz da laret an eil d’egile ? Bean hon deuz d’en em glevet ’vit dastum peadra da bæan daou vlavez skol-vor, en Sant-Malo, d’unan euz moused ar *bourz, d’Edouard Lemonnier.

Eur c’hrennard a bevarzek vla, kollet gantan, tri bla ’zo, e dad : heman a oa kabiten war lestr an Itron-Varia-Zilvidigez. Digoueout a reaz d’ean, ’vit-se, bean taulet er mor gant eun tarz avel, ha beuet dioustu. Ar c’hommandant Pillart, a blije d’ean meurbed an tad, an euz kemeret ar mab evit mousik. Mes o vean ma kav an euz ar pautrik spered kaer ha komportamant vad, e karfe gwelet ’nean o studian ’vit tapout da vean kabiten ’vel e dad, E-unan ’vit-se, n’hell ket kemer ar frejo war e gont : setu perak, ’vit bean sikouret, an euz komzet euz se d’ar Velged. Unan euz ar re-man, an Au. Deploiges, a zo deut d’am c’hâd ha me, d’em zro, am euz klasket tuan ma c’henvroiz a du gant ar c’hrennard. Ar gwellan digemer o deuz græt d’in : ’benn 9 h. hon deuz dastumet etrezomp 100 lur, a roomp dioustu d’ar c’hommandant.

N’am euz ket ezom da laret pegement en em ziskoe heman trugarezus en hon c’henver. Gelvel a ra ive ar mousik, evit ma vo anaveet ganimp ; stum vad an euz : mar be bolante Doue, e rei eun de enor d’ar re an efo sikouret ’nean da gemer e lans.

Da 1 h, e lezomp war hon dorn mad enezennik Monte-Kristo : eur pikol pez roc’hel, na welomp da gentan warnan na ti na gween. Setu aman koulskoude, kuzet en eur pleg-mor, tri pe bevar di euz ar c’hoantan ; neve flamm int, bet savet ’vit roue an Itali, a deuio da dremen enne bep pla eun toullad deio hanv.

Da 1 h. 1/2, en eur gauzeaden, e larer d’imp penauz klask ha kaout pelerined ’vit an Douar Santel, ha penauz en em gemer evit disken euz al lestr pan errufomp arc’hoaz en Marseilh.

’Benn eur pennad goude e welomp tost d’imp, war hon dorn kle, enezen Pianoza. He zour-tan eo bravan hini am euz gweled ; taer dourel a zo enni, lans kroec’h gant an hini kreiz, Glazur ha tier hir-hir a zo ’hed an aud. Birviken na larfe ’nen e vije an tier-ze galeo an Itali : ha ze n’eo koulskoude nemet ar wirione.

A-dal da Bianoza, eun enezen all vrasoc’h a ziskoe d’imp he c’hoste kuz-heol, ’vel eur voger noaz a goue a-blomm er mor. An tu all anei, ’vit-se, an tu a zell ’trezek an Itali, a zo muioc’h *hegarad da welet, o vean ma toug douar labour, koajo ha kærio.

Ha laret penauz eo ar roc’hel-ze, warnan eur gwiskadik douar, a zo bet roet ’vit rouantelez da Napoleon Ian gant ar rouane o defoa diskaret anean diwar e dron ! Ya, enez Elba eo an hini a zo aze dirak hon daoulagad.

Da 5 heur, kent disken da zibri, e taulomp ple, war hon dorn kle, d’eun enezen all bihan bihan : Caprera eo he hano, ha brudet eo ’balamour da C’haribaldi a oa o chom enni, hag a varvaz enni er blavez 1882.


————



VIII


Begen ar C’hors, — Piou eo Korsiz.


Pakan ’reomp hon c’hoan buhan ha buhan, rak hast hon deuz da vont da zellet ar C’hors, a dle bean breman tost d’imp war hon dorn kle,

He lost hepken a welomp, da laret eo ar pennad anei an em asten, hag heñ moan-moan, pelloc’h ’vit kær Bastia, war du an hanter-noz. Mes bravan eo ar vegen douar-ze ! Tosenno uhel a zo a-uz da ribl ar mor. O c’hriben, henvel ouz eur c’hein tortennek, a zo alaouret gant banno divezan an heol a *danze mont da guzan en tu all d’ê : larout rafe ’nen eur pikol pez aer o tisplegan he flegio lugernuz.

Mes an tu euz ar meneio a zell ouzimp a deu da duan mui ouz mui gant an devalijen a goue da zerr-noz war o gwiskad koajo. Ha n’eo ’met bravoc’h a ze ar c’heriadenno gwenn a dougont war o c’hrab.

Diou pe daer gos tourel, hag hi en dismantr, a chom c’hoaz en o zav war gerrek pe war enezenno bihan.

Hola ’vad ! ar wech-man, eun tour neve, uhel, ha tan ebarz. War eun enezennik ive eo azeet, ha tremen a reomp etrezi ha beg an enezen vraz, ar bek a rer anean Kap Kors.

Na skwizan ket o sellet ouz an holl dreo-ze hag o sonjal ennon ma-unan en o c’hærder dispar.

Koulskoude, c’hoant d’in da c’hout eun dra bennag euz doare an enezen hag he zud, e tostaan d’eur martolod a welan harpet war gleud-tro al lestr eveldon, hag e stagan da ziviz gantan,

Koueet mad on : anaveet eo an enezen gant an den-man.

« Korsiz, emean, a zo tud a zigemer mad : mar get d’o gwelet, e kavfet bepred divræc’h ha kalon digor.

Treut e vo marteze ar bevans o defo da rei d’ac’h : pollenta, da laret eo iod-kistin, eo a debront ar peur-vuian. Ar zul, avad, e c’hellfet tanva souben fresk, souben græt gant eur c’havr, a vo bet lac’het ar zadorn.

Ouspenn ze, gwin mad a vo roet d’ac’h d’evan, gwin deuz ar gwellan.

Freuz ive, *aouravalo, figez, sitrons hag all, a vo laket war an daul evidoc’h.

An douar, ’barz ar C’hors, a zo fonnus da rei freuz ha kalz a dreo all : gwerz, ’vit-se, na gaver ket d’ê. N’euz ket a hencho braz traoalc’h da vont euz ar mæzio beteg ar c’hærio hag ar porzio mor.

Setu perak eo paour Korsiz, daoust d’o douaro da vean mad. »

Kalz a dreo all am ije klevet digant ma martolod, panevert e renkaz am c’hwitaat evit mont d’e labour,

’Keit m’on bet o kauzeal gantan, an euz troet al lestr diwar an hent a heuilhe ’boue ar Stromboli.

Troet an euz a-grenn war du ar c’huz-heol, hag elæc’h mont ’trezek Gênes ec’h a eün ’trezek Toulon, evit hedan goude douar Frans betek Marseilh.

Mes setu 7 heur, heur ar zalud. D’ar chapel eta evit bean binniget gant Jezuz.

Goude e tiskennan d’am c’hamprik evit tremen enni ma nozvez divezan.


————



IX


Etre Hyères ha Toulon. — Marseilh ! — Eur guden diæz da ziluian.


D’ar gwener, an 20ed a Wengolo. — Pa dihunan, ’n eur zellet dre al lukanik, e welan douar Frans ; tremenet omp ’benn breman dirag begen Kamarat, hedan ’reomp ar gost ’n eul lezel war *vabourz inizi Hyeres, ha prest goude, hep goud doare d’in, e tremenomp dirag Toulon, a zo kuzet en eur pleg-mor a-dre da vogerio kerrek.

Mernian ’reomp da deg heur, ha neuze ec’h eomp d’ar chapel ’vit laret d’an Au. Doue eur beden a drugare, Da greiste e taulomp an heor ’barz unan euz *lenno ar Goantigen, pors-neve Marseilh. A drugare Doue, n’hon deuz ket bet renket chom en Lazaret ar Frioul, o vean na oa kleñved staguz e-bed war ar *bourz.

Mes, eur wech erru er porz, e renkomp gortoz eur pennadik brao arauk disken euz hon lestr. Æt eo an Au. Fauvel, hon medesin (pareet eo euz e zerzien-linad) da gerc’had unan euz medesined ar porz evit ma rei e weladen war al lestr : mes n’an euz ket pleget heman da zont. Neuze e ro an Au. Pillart, ar c’hommandant, eur gir dre skrid d’an autro Fauvel evit medesin braz ar porz. Ar wech-man e teu an taul da vad, ha pa zistro hon doktor davedomp, e tiskoe d’ar c’hommandant eun *autre ’vit disken.

Poent a oa d’an autre-ze erruout : skwiz e oamp o c’hortoz anean.

*Helebini ’zo ganimp ’michans, ’vit tremen da gentan dre ar viñz ha ’vit kemer hon flas ’barz ar vag-jacherez a dle kas anomp bete ti ar valtouterien.

Treuzan ’reomp ar Porz-Neve, a zo ennan ’leiz a listri hir hag uhel, ha setu ni digaset d’ar c’hæ ’benn 1 heur. Epad m’emomp o touari, e taul ar vageerien hon c’houfo hag hon fako e-mæz, med bern war vern. Me ’lar d’ac’h n’eo ket ezet da bep perc’hen kaout eno e dra. Hag e-tuont da ze, da zioall hon deuz na ve tapet gant unan euz an dougerien ha laeret d’imp, war digare kas anean da di ar valtouterien. ’Vidon-me, kaer am euz klask war ar c’hæ, na gavan netra ! ’Benn ar fin ec’h addiskennan ’barz ar vag-jacherez hag e kavan ma zammik kouf dindan meur a hini all.

Ha me gantan dioustu da di ar valtouterien ; digeri ’nean d’ê a renkan ; gwenneien, avad, na roan d’ê hini ’bed, pa na zo en em c’houfik netra a dalvouduz.

Neuze, gant an Au. Neumager hag an Au. Hwerou, e kemeran eur oetur a gas anomp hag hon fako bete gar Marseilh.

Eno e kavfomp anê, em-berr, pa gemerfomp an tren da 8 h. 1/2.

Da c’hortoz, e reomp eur bale dre gær, ’vit gwelet tud euz hon anaoudegez. E-skeud-se e tigoue d’imp tremen dre ar Prado, eur vali euz ar bravan, ha dre ar Park-hir, a zo ennan eur palez kaer ha bleunio a-vern, Mar hon dije bet div heur ouspenn, e vijemp æt da daoulinan dirak an Itron Varia Gard, ’vit *kinnigan d’ei eur beden a drugare. A spered hepken e reomp hon felerinaj.

’Vit gonid c’hoaz amzer e koaniomp ’kichen ar gar ha ’benn 9 heur ec’h omp distaget deuz kær-rouanez ar c’hreiste.

Da 10 heur euz ar beure, an de warlerc’h, en em gavomp en Paris.


————


X


En Pariz : trugare d’ac’h, Kalon Jezus ! — En Gwengamp : trugare d’ac’h, Itron Varia Wir-Zikour !


D’ar zadorn an 21ed a Wengolo — Na chomfomp ket pell da dornan paveo Paris, da vihanan an Au. Hwerou ha me.

Goude bean græt rac’han hon baro ha krennan hon bleo (oh ! ar vad a ra ze d’imp !) a verniomp en ti-debr Leon, en ru Roazon.

Al loden vrasan euz hon abardevez a lakomp da bignal da Vene ar Verzerien, a doug war e griben iliz neve ar Galon-Zakr : eno e laromp trugare da Jezuz ’vit ar vad an euz talveed d’imp epad hon felerinaj, hag e oestlomp d’e Galon, a neve, ’vel ma rejomp ’kichen ar Senakl ha war al lestr, ’pez a wellan a zo ennomp.

Pa ziskennomp, e kemeromp eün hent kouent ar Groaz, en ru Vojirar, ’læc’h ma ver en gortoz ac’hanomp.

Goude hon c’hoan, e kaser anomp da di-gar Meneparnas, ha da 8 h. 1/2 ec’h omp en hent ’vit Breiz-Izel.

Lezel ’reomp en Paris ’vit eun de an Au. Neumager hag ar Vretoned all.

D’ar zul, an 22ed a Wengolo. — ’Benn 5 h. 1/2, ar zul ar beure, ec’h omp en gar Gwengamp. Eno ’laran kenavo d’an autro Hwerou. Ha me raktal d’ar Gapusined, d’am c’holaj ker. Oh ! nag a stad a zo ennon, oc’h en em gavout adarre er gær !

Prestik goude e taoulinan en porched an Itron Varia Wir-Zikour, ’vit laret d’ei « trugare ». Ya, ra vo meulet da virviken, pan he deuz miret ac’hanon e-keit m’on bet o vont da welet an Douar Santel, an douar he deuz tremenet ennan he bue. Ra dalveo ive d’in ha d’am lennerien, mont eun de da welet ar vro gaer dispar eman breman enni, bro dudiuz an Neñvo !


Doue hag ar Werc’hez da vean meulet !


————


Imprimatur.


Brioci, die 21a Septembris 1903.


M. LE PROVOST, Vic. gen., Archid.
Kartenn Jeruzalem, 1903.png

*GERIADURIK [38]


————


A

Abek = cause.
Abof = timide.
Abostoler = sous-diacre.
Aket = soin.
Anoaz = émotion.
Aouraval = orange.
Ardamez = armoiries.
Arem = bronze.
Asgre = poitrine.
Autre = permission, licence.
Auzer = auteur.
Avieler = diacre.
Azeuli = adorer.

B

(a-wejo troet euz P)[39]

Balzam = baume.
Boaz = coutume.
Bourz = bord.
Bragal = piaffer.

K

(a-wejo troet euz G)

Kæ (mont d’as) = s’approcher de toi.
Kalve = charpentier.

Kan = lit d’un cours d’eau.
Kannad = messager ; consul.
Kanval = chameau.
Kefridi = commission.
Kelc’h = cercle.
Kelendi = maison d’éducation.
Kemenn = annoncer.
Kertri = paresse.
Klbellat = se baigner.
Kilhok = coq.
Kinnig = offrande.
Klastr = cloître.
Kloer = clergé.
Klotan = s’accorder.
Kloueden = claie.
Kompezen = esplanade.
Kompot = compartiment.
Koun = souvenir.
Kreisdouarek = Méditerranée.
Kuchen = mèche.
Kunf = doux.

D

(a-wejo troet euz T)

Dam… = presque.
Damani (en-) = à cause de, parce que.
Danzen = préparer.
Darz, dard ; (a-zarz) = à pic.
Dazorc’hi = ressusciter.
Delid = mérite.
Dereout = convenir.
Deun = fond.
Deuri = déluge.
Dibradan = soulever de terre.
Didan = éteint.
Didu = amusement.
Difazian = détromper.
Dinaou = pente.
Diougan = prophétie.
Diratouz = qui mange toute sa ration.
Divesker = jambes.
Divez = fin.
Divi = épuisé de fatigue.
Divoazan = se déshabituer.
Diweuz = lèvres.
Dlead = devoir.
Dremm = visage.

E

Eget = que, après un comparatif.
Ehan = repos.
Enaoui = allumer.

Enkleo = entente.
Eoul-men = pétrole.
Erbedi = recommander.
Eskerb = écharpe.

F

(a-wejo troet euz P)

Fagn = ordures.
Fouken = chaumière misérable.
Foulin = entonnoir.
Fræz = clair.
Froud = torrent.
Futet = gaillard.

G

(a-wejo troet euz K)

Geriadur = dictionnaire.
Goakolier = bourrelier.
Goalc’h = satiété.
Goall = faute.
Goarek = arc.
Goastan = ravager.
Goeled = fond.
Goest da = capable de.
Gorrek = lent.
Gouez d’ar verdidi = disent les matelots.
Graduz = agréable.
Gre = sablonneux.
Grouan = gravier.
Gup = vautour.
Gwign = signe.
Gwinien = vigne.
Gwir = vrai ; droit (le).
Gwispon = pinceau.

H

Habask = doux.
Hegarad = aimable.
Helibini = à qui mieux mieux.
Heligentan = à qui mieux mieux.
Heor = ancre.
Herr = rapidité.
Hevelep = semblable ; tel.
Hiviziken = désormais.
Hogen = mais.

CH

Chatal = bétail.

C’H

(a-wejo troet euz K pe G)


I

Iskiz = extraordinaire.
Ividik = tempe.

J

Jo = cheval.
Juben = interprète.

L

Larg = généreux.
Lazdi = abattoir.
Lenn = étang.
Lid = cérémonie.
Lieten = ruban.
Linenni = dessiner.
Livaden = déluge.

M

Mennad = désir.
Mennoz = pensée.
Merc’hoden = pantin.
Merdead = marin.
Miñz = escalier.
Mirdi = musée.
Mistr = joli.

N

Nanf (war ma-) = de mon petit train.
Niver = nombre.

O

(oa, oe, oue, a-wejo troet euz Goa, Goe, Goue.)


P

Pallen = couverture.
Peniti = ermitage.
Peuz… = presque.
Plede = plaidoyer.
Preder = soin.

R

Ratoz (a-) = à dessein.
Raz = détroit.
Ribl = rivage.
Rouez = rare.

S

Sankan = piquer.
Sautran = souiller.

Seien = Ruban.
Skoasel = ornière.
Skramm = écran.
Speuren = cloison.
Staon = palais (partie de la bouche).
Streuvel = grande besogne.
Stroez = broussailles.
Stroll = groupe.

T

(a-wejo troet euz D)

Tarz = irruption.
Telten = tente.
Teuzi = fondre.
Timat = vite.
Tizout = atteindre.
Torchad = bouchon.
Touellan = tromper.
Tourni = tapage.
Treizer = passager.
Tremor = outre-mer.
Truajo = droits.

U

Ursel (na bugel nag -) = aucun enfant.

V

(a-wejo troet euz B pe m)

Vogalen = voyelle.

W

(a-wejo troet euz Gw)


Y

Yez = langue.
Youl = volonté.

Z

(a-wejo troet euz D, S pe T)



————

MANKO


————


Pajen 3, linen 7, elæc’h c’hombot, lenn c’hompot.
6,
2,
pimperlamp,
pimperlamm.
6,
14,
c’hombot,
c’hompot.
35,
12,
e ves-man,
eves-man.
40,
27,
en eur zellet,
o sellet.
43,
2,
a hanter-noz,
an hanter-noz.
57,
15,
talvouduz,
dalvouduz.
59,
13,
tro,
dro.
60,
5,
e tremen,
a dremen.
66,
3,
wagenno,
oagenno.
68,
13,
c’hanver,
a hanver.
68,
20,
’ne,
ne.
69,
4,
e kaner,
a ganer.
79,
16,
stall,
stal.
103,
6,
lampet,
lammet.
103,
29,
lamp,
lamm.
117,
19,
diouti,
anei.
163,
27,
gouelet,
gouelit.
168,
27,
*endeün,
endeün.
172,
9,
lampet,
lammet.
179,
9,
hanved,
kanved.
181,
26,
ar c’hoant,
a c’hoant.
184,
13,
n’ em,
’n em.
184,
23,
e tigasfe,
a digasfe.
207,
14,
pell,
penn.
209,
20,
e c’horzailhen,
e gorzailhen.
226,
12,
gristen,
kristen.

TAULEN AL LODENNO


————



 VI


PENNAD KENTAN


EUZ A WENGAMP DA VARSEILH



EIL PENNAD


EUZ A VARSEILH DA JAFFA


 28
 32


TRIED PENNAD


EUS A JAFFA DA JERUZALEM



PEVARED PENNAD


EN JERUZALEM : KENTAN DEVEZ
Ar Be Santel. — Ar C’halvar.



PEMPED PENNAD


EN JERUZALEM : EIL DEVEZ
Da Vetleem.



C’HOUÆC’HVED PENNAD


EN JERUZALEM : TRIED DEVEZ
Hent ar Groaz.



SEIZVED PENNAD


EN JERUZALEM : PEVARED DEVEZ
War ar mene Sion. — Betani. — Jetsemani.



EIZVED PENNAD


EN JERUZALEM : PEMPED DEVEZ
Santez-Anna. — Moskeen Omar.



NAVED PENNAD


EN JERUZALEM : C’HOUÆC’HVED DEVEZ
War mene ar Gwe Oliv.



DEKVED PENNAD


EN JERUZALEM : SEIZVED DEVEZ
euz an eil leandi d’egile.



UNEKVED PENNAD


EN JERUZALEM : EIZVED DEVEZ
C’hoaz obero a garante. — Sant-Yan-ar-Mene.


 301


DAOUZEKVED PENNAD


EN JERUZALEM : NAVED HA DEKVED DEVEZ
En Sant-Stefan.



TRIZEKVED PENNAD


EUZ A JERUZALEM DA WENGAMP



 361
 367



————


(N’eman ket en daolenn)


TAULEN AR SKEUDENNO


————


Pajen
1. 
Kroaz-*ardamez Jeruzalem 
 III
2. 
An Au. Erwoan Huerou-Kerizel 
 15
3. 
Marseilh gant iliz an Itron-Varia-Gard 
 20
4. 
An Tad Bailly, rener ar pelerinaj 
 29
5. 
Mene tanek ar Stromboli 
 52
6. 
An drouk-mor war al lestr 
 63
7. 
Doue da bardoni d’ar belerined varo 
 70
8. 
’N eur dostaat da Jaffa 
 84
9. 
En Jaffa : war leur ar marc’had 
 90
10. 
Kanval gant e doucher 
 103
11. 
An Au. Desire an Normand 
 105
12. 
Diarauk iliz ar Be Santel 
 111
13. 
An Au. Albert Chareton 
 113
14. 
Diabarz ar Be Santel 
 118
15. 
Butunerien « nargile » 
 120
16. 
Ru Damas, en Jeruzalem 
 125
17. 
En Betleem : leur ar marc’had 
 135
18. 
En Betleem : diabarz ar Gleuzen Zantel 
 139
19. 
Be Rachel : ’kichen Betleem 
 142
20. 
Gabrielan ar Yeodet o c’houlen digor en kouent an Itron-Varia Sion 
 153
31. 
Jeruzalem, gwelet euz kouent an Itron-Varia Sion 
 155
32. 
Unan euz tourio Itron-Varia Frans 
 157
23. 
War ar C’halvar : ’læc’h m’eo bet plantet kroaz hon Zalver 
 164
24. 
An Au. Per Kerjean 
 167
25. 
Judevien ouz moger an daelo 
 170
26. 
Eur Judev azeet ouz moger an daelo 
 173
27. 
Traouien Jozafat 
 185
28. 
Kakousiri Siloe 
 188
39. 
Ouz mein-aze mogerio Salomon, a-dal da Siloe 
 190
30. 
Diabarz ar Senakl, war ar Mene Sion 
 195
31. 
War gein azen 
 207
32. 
Be Lazar, en Betani 
 214
33. 
Liorz jetsemani 
 227
34. 
Iliz Santez-Anna Jeruzalem. — *Kannad Frans hag ar belerined 
 241
35. 
Eur minaret gant daou « vuezzin » 
 253
36. 
Diabarz moskeen an Asansion 
 266
37. 
Ar Bater en brezonek, en Karmez an Asansion 
 269
38. 
Jeruzalem gwelet euz hent Betfaje 
 279
39. 
War hent jeriko 
 284
40. 
Monsik « Maman Sion » 
 189
41. 
Mousa, eur zoudard turk 
 295
42. 
An Au. Louiz Neumager 
 300
43. 
Bakchich ! Bakchich ! 
 304
44. 
Eur Judev, euz Sant-Yan-ar-Mene 
 314
45. 
Feunteun ar Werc’hez, en Sant-Yan-ar-Mene 
 317
46. 
Monedone ouz Feunteun ar Werc’hez 
 320
47. 
Eur gwerzer dour 
 330
48. 
Dirak Jaffa 
 335
49. 
Gouel ar Zakramant war al lestr 
 349
 358


————



TAULEN AR C’HANAOUENNO
(TON HA SON)


  1. Entre Lanrivain et Saint-Nicolas-du-Pélem.
  2. Eur chapeledik a zek greunen.
  3. An aotrou Kerjean a zo person e Sant-Marzin Montroulez, abaoue an deziou divezan a viz goueren 1903.
  4. E ti Prud’homme, en St-Briek.
  5. Gresianed an Attik, gwech-all goz, a verrae meur a zon hag a c’hir grek, ha koulskoude e komzent ken reiz ha re an Ioni.
  6. Plenen Chartres,
  7. Eur barrouzik euz Bro-Wengamp.
  8. En gallek : Ecole Polytechnique.
  9. Ar c’hoat-ze ’n em gav etre Gwengamp ha Kastelaudren.
  10. En Lo-Mikæl, tost da Blistin.
  11. Tost da Landivizio.
  12. Eur gær euz a Vro-Velg (Belgique).
  13. Ar Roc’h (Derrien) A zo eur gærik euz Bro-Dreger.
  14. En gallek : Sœur Camomille.
  15. Eur vro euz Franz an hanternoz.
  16. Maro eo ’boue an 21ed a viz gouelen 1903. Doue d’hen pardono ! Roet eo bet e garg d’an Tad santel Pi dek. Doue d’hen miro !
  17. Eur barrouz hag a zo ’kichen Lannuon.
  18. E ti Salaün, Kemper.
  19. E ti Intanvez Tourmen, Brest.
  20. Ar Wern a zo eur vereri vraz euz parrouz Lanrodek, o deuz bevet enni epad kant ’la tud Kloarek ar Wern.
  21. E ti Prud’homme en Sant-Briek.
  22. Eur barrouz euz eskopti Gwened.
  23. Eur barrouz euz Goelo, tost da Bempoul.
  24. Pa deu diou *oarek d’en em droc’han, e reont eun ojiven. Ze a digoue aliez, en Iliz-veur Landreger, hag en hini Kastel-Paul.
  25. Er vro-man, e komzer bepred dre te.
  26. Eur gær euz ar Spagn.
  27. En gallek : autel des holocaustes.
  28. Eur barrouzik eus a Vro-Oelo.
  29. Eur barrouz eus bro Wengamp.
  30. An ilizo russian, a heuilher enne doare kredi ha doare pedi an ilizo gresian.
  31. En gallek : cerf-volant.
  32. En gallek : Etables (eur barrouz euz bro Sant-Briek).
  33. En ti Itron Varia Frans e zo bet renket prenan ’vit 200 skouet a zour, ar bla 1901.
  34. Eur vouzaigen a zo eun daulen varellet a weler pe war voger pe war leuren hag a ya d’ober ’nei tammigo marbr pe wer a bep sort liou. Pa vent laket da *glotan ervad ha flouraet a ziavrez, e larfe ’nen eun daulen lien a ve bet ledet warni livaj eoulek gant gwispon eul liver ijinuz.
  35. Maro eo aboue. Doue d’hen pardono !
  36. Eur Breizad, pa oa ouz a Blouvouskan, eur barrouz eus a Vro-Dreger. Eno ive eman e ve.
  37. Gwerziou Breiz-Izel, rum 1an.
  38. Evel en gallek eo urzet al lizerenno, nemet e kaver K e-læc’h C ; CH ha C’H goude H.
  39. Neuze e fell klask dre P.