Mont d’an endalc’had

Eizved pennad — IX

Eus Wikimammenn
R. Prud’homme, 1903  (p. 249-251)


IX


Pisin an Deñved ha Pisin Lourd. — Gouspero ar Vretoned.


N’ouzoc’h ket, ma lennerien ger, e petra e sonjen ous pisin an Deñved ? Er burzudo a ræ æl an Au. Doue gant an dour-man ? Ya ’michans, mes ive er burzudo a ra breman an Itron Varia gant dour he fisin Lourd.

En gwirione, konsepsion didach ar Wrerc’hez zakr a zeblant bean a-viskoaz talveed d’an dud graso euz an dibab, e kement læc’h a zo bet binniget ganti.

Ma paree an Au. Doue kement a dud klanv e Pisin an Deñved, piou ’laro n’eo ket ’balamour ma tlee ar Werc’hez Vari bean konsevet hep pec’het en e gichen, en ti Santez Anna ? Ma pare breman kement a glenvejo e pisin Lourd, daoust ha na n’eo ket ’balamour d’ar Werc’hez Vari, he deuz bet ’n em ziskoueet eno, kemeret ganti an hano a Gonsepsion Dinam ?

Pisin an Deñved a zo en douar Frans aboue miz c’hwevrer 1856. En douar Frans ive, tost da Lourd, e teurveaz ar Werc’hez Dinam en em ziskoel daou vla goude, da viz c’hwevrer. Laket ’oa eta Frans da rei d’an holl dud an desteni euz santelez dispar o Mamm, ar Werc’hez vinniget ! Pebez enor eviti !

D’ei d’he zro da ziskoel ec’h eo, e-keñver he Mamm, muioc’h karantezus ’vit ar broio all. D’ei ive, dre he skouer vad, da dougen anê d’he c’harout ha da garout war eun dro an Au. Doue, perc’hen an holl c’hraso.

Goude bean savet deus pisin an Deñved, ec’h eomp d’ober eun dro da *virdi Santez-Anna, a weler ennan eur bern treigo koz a ro da c’hout pe doare a oa gwech-all hini tud ar vro-man ; digaset int bet eno gant an Tado Gwenn, a digoue d’ê bale duman ha duont ’vit o misiono.

O vean m’eo breman krog an heol da boac’hat, e tistroomp d’hon zi-disken, da c’hortoz eno kouls meren. Kouls « ar friko » am ije bet c’hoant da laret, rak ni, Breiziz, n’ankouaomp ket e reomp hirie pardon Santez Anna. Mes ken berr eo hirie hon fred kreiste hag an deio all.

Ha gwell a ze, ’n eun doare, penegwir da 1 heur 1/2 e fell d’in mont d’ar vodadek ac’h a da vean græt en sal-digemer Itron Varia Frans gant kenvreuder Sant Visant a Baul ; enni o deus c’hoant re Jeruzalem da welet ar re en em gav ebarz ar pelerinaj. Talveout a ræ ar boan, sur mad, bean en o zouez : mes gwell eo ganin, ’vit komz deuz o bodadek, gortoz ken am o læc’h da zisplegan ’pez a rer en Jeruzalem ’vit sikour an dud ezomek.

Distroomp dioustu da Zantez-Anna ’vit klozan ar pardon. Da div heur hanter eman ar gouspero. D’ar Vretoned, ’vel just, eo bet roet an enor d’o c’hanan. An Au. Lamour, o dean, a doug ar chap kaeran ha daou velek all ’zo azeet en e gichen : unan, euz a Vreiz-Izel, an Au. Huerou-Kerizel, person Plounerin, hag egile, n’ouzonn ket e hano, euz a Vreiz-Uhel. Muzik ar c’hloerdi a eil a-wejo gant ar ganerien, ’vel en hon fardonio Breiz. Ar psalmo a ve savet war an tonio kaeran, hag ar Magnificat a zaver ’nean war hini ar c’hrampouz gwiniz.

Bennoz ar Zakramant a roer d’imp ive ha goude e laromp kenavo da Zantez-Anna, eur galonad en hon c’hreiz, da vihanan en kreiz ar Vretoned.


————