Eizved pennad — VIII

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
R. Prud’homme, 1903  (p. 247-249)



VIII


Pisin an Denved : Brezonek da lenn.


Setu breman diragon, en eur porched a sko war borz Santez-Anna Jeruzalem, eun daulen goloet a skritur brezonek.

Lenn a ran warni ’pez a deu aman warlerc’h : skrivet eo herve doare-skrivan Leoniz, ha na rin mann ’met hen diskrivan :

« Jezuz a ieaz da Jerusalem, evit goueliou Pask. Hogen, bez ez oa en Jeruzalem eur pisin, hanvet pisin Betsaïda, hag a ioa pemp porched da vont d’he gaout.

Ebarz ar porchedou-ze e veze bandennadou tud klanv, tud dall, tud kamm, tud seizet, o c’hedal ma vije finvet an dour er pisin. Rak eun eal a deue peb ar mare da finval an dour, hag ar c’hentan a ziskenne er pisin, goude ma veze bet an eal oc’h ober e dro, a veze pareet dioc’htu n’euz fors peseurt kleñved en devije. Bez’ ez oa eno eun den hag a ioa klanv eiz vloaz ha tregont a ioa. Jezus o veza remerket an den-ze etouez ar re-all, a c’houlennaz digantan : « Ha c’hoant ho peuz c’hwi da veza pare ? » Hag heñ a respountas : « Aotrou, n’em euz den d’em zeuler er pisin pa vez bet finvet an dour ; hag epad ma vezan o klask tostaat, eun all a ia ato e va raok. » Jezus a lavaraz d’ezan : « Savit, kasit ho kwele ganeoc’h, ha kerzit d’ar gear. » Ha kerkent an den-ze a oue pareet ; kas a reaz e wele gantan, ha raktal ez eaz d’ar gear. Jezus, ho veza he gavet goudeze en templ, a lavaraz d’ezan adarre : « Setu c’hwi pare brema ; dioallit da bec’hi hiviziken, gant aoun na errufe goasoc’h c’hoaz ganeoc’h. »

’Kichen an daulen am euz diskrivet diwarni ar girio-ze euz Aviel Sant-Yan (V, 1-14), e-pign ’velti ’uz d’ar voger, e zo nao pe dek taulen all skrivet warne ar memez pennad-skrid, troet e ken ’liez a *yez.

’Pez hon deuz lennet war an daulen vrezonek a ziskoe ec’h omp aman ouz pisin pe stank Betsaïda, a zo muioc’h brudet gant an hano a Bisin Probatik, pe Stang-an-Deñved. He dour a zervije gwech-all, en amzer ma vije dioadet loened en enor d’an Au. Doue en Templ Jeruzalem, da oalc’hi an deñved a vije *kinniget d’ean : ’stok d’an templ en em gave, ha n’euz breman nemet an hent etrezi ha leuren Moskeen Omar, ’læc’h e oa ti an Au. Doue. Ar memez dour ive a baree meur a zen klanv en eun doare burzuduz, vel m’eo merket en aviel Sant-Yan.

Hirie na deuer ken aman da glask yec’hed ar c’horf. Na welomp ket ’leiz a dud named, o c’hortoz, dindan pemp porched, ma teuio eun æl da finval an dour, evit en em deurel ebarz. Nebeud a dra a van deus Stang-an-Deñved. Koulskoude, dre fors klask ha furchal don ebarz an douar, ec’h eo deut a-benn an Tado Gwenn da zizolo peadra da rei da c’hout en em gave ar stang aman ha nan elæc’h-all.

Diskennet ganimp eur *viñz, e c’hellomp pleustran al leur a bleustraz Jezus e-unan hag a vije astennet warni ar glanvourien ; ’uz d’ei, ’vit disheolan ha dic’hlaoan, e oa porchedo, a chom dioute c’hoaz eur pilher pe daou.

Eur vinz all a gas anomp donoc’h c’hoaz : aman eo teñval ’vel en eur zac’h. Koulskoude dre daston e kavan eul lommik dour hag e souban ennan ma bizied.


————