Mont d’an endalc’had

Eizved pennad — VII

Eus Wikimammenn
R. Prud’homme, 1903  (p. 246-247)



VII


Hec’h lod pardon da Vreiz. — Santez Anna, dleourez da zaou Vreizad.


Ec’h omp adalek breman gant Breiz, goude koulskoude e rofomp dorn gwech ha gwech all d’he diou c’hoar, ar Relijion ha Frans, pa gafomp ’nê war hon hent.

Mar he deuz Frans hirie eul logel douar en Jeruzalem, e tle laret trugare d’eur Breizad. Ya, an hini a *brederie ouz treo Frans en Jeruzalem, epad ar brezel Krime, hag a zibabaz iliz Santez-Anna etouez al læc’hio a *ginnige ar sultan da Napoleon e-giz ro-digoll, a oa an Au. de Barrère, eur bugel da Vreiz. Hag eur gwir vugel, e c’hellfomp laret, goude m’hon do pouezet ’pez a dougas ’nean d’ober eur sort dibab. Daoust petra ’ta a felle d’ean ober ? Netra nemet enori e Vamm-Goz. Rak goud a ouie ec’h eo santez Anna Mamm-Goz an holl Vretoned. Hec’h enori a reont dreist-holl en iliz he deuz ’kichen Gwened.

Neb na ’ch ei di ’pad ma vevo
Di ’c’hei, sur mad, goude ’r maro.

Trugare ’ta e-beurz an holl Vreizis d’o c’henvroad an Au. de Barrère, an euz adneveaet en Douar Santel ar garante ’vit o Mamm-Goz, ha dre-ze kresket hec’h enor hag o hini.

Trugare ive euz o feurz d’an Au. Buléon person-dean Bignan, an euz græt, breman ’zo dek vla, eur skrid gouiziek, evit disklerian d’ê kement-se. Me bepred, red eo d’in hen anzav, e oa disanav evidon Santez-Anna Jeruzalem, pa digoueaz d’in lenn ar skrid-se. Na ouien ket reiz neuze ’pez a dalvee : breman, ’vad, hen gwelan sklær : n’euz ket ennan eur gir ha na vefe herve ar wirione. Larout a rin d’ac’h, war ar marc’had, ec’h eo an dudi hen lenn : skrivet eo bet gant eur spered euz al lemman, ha gant eur galon troet a-bez a du gant santez Anna.


————