Unekved pennad — VII

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
R. Prud’homme, 1903  (p. 316-318)



VII


Sant Yan Vadezour a deu war an douar : eur burzud. — Levenez d’an holl !


Prest goude e teuaz Elizabeth da c’henel he bugel, eur pautrik bihan. Pesort hano ’vo roet d’ean ? « Zakari, emichans, hano e dad, » eme ar gerent hag an amezeien. — ’Vo ket, ’vo ket, eme e vamm : Yan eo a vo hanvet. » Ze na blije ket d’ar re all. Hag i o *wignal da Zakari, a oa mut : « Pesort hano ’n efo ho mab ? » Heñ a skrivas war eun daulennik : « Yan a vo e hano. » Souezet e chomjont. Setu aman ’vit-se kaeroc’h : raktal e tistagaz teod Zakari, hag a hadkrogaz da gomz, ’n eur veuli an Au. Doue. Ar wech-man ec’h euz spont enne ; ’n em zellet a rænt an eil egile, ’n eur laret, « C’hw’ istim petra e vo ar bugel-man ? Sur mad, eman dorn Doue warnan ’vit hen binnigan. »

Zakari, heñ a ouie ze anat, sklerijennet ma oa d’e dro gant ar Speret-Santel, hag hen disklerian a reaz dioustu ’n eur laret ar c’homzo a ganer ’barz ar c’hantik « Benedictus ». « Ra vo binniget an Autro Doue, emean, pan eo deut da welet ha da brenan e bobl Israel, herve ar promese an euz græt d’hon zado dre c’heno e brofeted zantel. » Ha goude, ’n eur zistrei ’trezek ar bugelik : « Ha te, emean, te ’vo da hano : profet an Hini a zeu deuz krec’h : rag kerzet a ri ’n e rauk evit ober d’ean e hent. »

Ha mar gomze an tad evelse deuz e vugel, n’eo ket dre lorc’h : kredin a ræ e oa deut er bed ar Zalver a oat o c’hortoz aboue pevar mil vla ha ne oa Yanik nemet e bautr-a-rauk.

Bras dispar e oa al levenez a gargaz neuze kalono an dud a glevaz an *hevelep komzo : n’halle ket dudiusoc’h neventi bean digaset d’ê.

Hirie zoken, goude ’zo naontek kant vla ’boue ganedigez zant Yan Vadezour, e kemeromp lod en o joa pa *verzomp eur gouel en enor d’ei, ar bevared war-nugent a viz Even. Ha setu deut da wir ’pez a lare an æl Gabriel da Zakari ’barz an Templ : « Eur bern tud a vo laket stad enne gant ganedigez ar bugel-ze. »


————