Unekved pennad — VIII
N’am euz ket ezom da laret, neuze, eo eun dudi evidomp hon fevar, pelerined deut a bell-bro, enori sant Yan, el læc’h m’eo bet ganet. Ya, gant joa vraz e kanomp ar Benedictus en unan euz an diou Iliz a gaver hirie en Aïn-Karim.
En eben, gant hon holl c’halon ive, e kanomp ar Magnificat, evit lakat donoc’h en hon c’hreiz ar zonj euz ar weladen a reaz aman an Itron Varia d’he c’hinitervez santez Elizabet. Hag epad ma kanan, e nij adarre ma spered da Wengamp : n’ankouaan ket eo gouel ar Weladen a rer en Iliz-veur an Itron Varia Wir-Zikour de he fardon braz, ar zadorn kentan a viz gouelen. Mont a ra zoken betek ilizik Lanrodek, læc’h e pardoner ive, eiz de goude, en enor d’ar Weladen Zantel.
Etre diou iliz Ain-Karim e kaver Feunteun ar Werc’hez, eun hano hag a zigas sonj euz ar chomaj a dri miz a reaz aman an Itron Varia.
’Vit rei dour frank ha dour rig, n’euz ket er vro eur feunteun re da homan. ’Leiz a verc’hed a zo boded endro d’ei, darn anê goullou o fodo, darn all karget o re a zour ha sammet gante war o fenn, evit distrei d’ar gær. Na laran ket, avad, e kemeront dioustu hent ar gær. Bet sonj e teuer aman n’eo ket hepken ’vit kerc’hat dour, mes ive ’vit en em welet hag ober eur gauzeaden. Marvad a rer aman an eil da zikour eben, ’pez a rer en Breiz-Izel e-tal ar oaz pe ouz toull ar forn. Ar bautred i o unan, mar geo fæ gante dougen ar bec’h dour, na gavont ket fæuz dont aman da blapenni gant Mari Laten. C’hwel aze daou pe dri en o c’hoaze, harpet o c’hein ouz eur post a doug bolz ar feunteun. Darn all, na reont ’met tremen, a chom ’n o zav eur pennadik ouz ar vardel, kement ha kaout tu da laret pe da glevet eun draik bennak. I na reont van e-bed diouzimp, daoust d’imp da zellet oute. Setu aman, avad, eur bagad kanfardet a zo ’vel chas oc’h eskinat anomp : « Bagchich ! » ’me unan ; « kartenno post ! » eme eun all. N’omp ket ’vit kas anê da stoupa. Prestik aoalc’h na rofent ket amzer d’imp da zellet gant pebez ijin ec’h impli tud ar gærik an dour a red euz o feunteun. Na ya taken e-bed anean da goll. Dre ruzelenno bihan, kleuzet duman ha duont, an eil ’uz d’eben, e touront o douar : setu perak e taul o liorzo a-gonfont trevajo ha freuz a bep seurt. Larout ’rafe ’nen eur baradoz douar e-kreiz eur vro a baourante hag a c’hlac’har.
Ac’han eo e teu an darn-vuian euz ar freuz a weler en gwerz en bazaro Jeruzalem. Kent laret kenavo d’Aïn-Karim gant ma lennerien, e fell d’in laret d’ê e zo aman eur gaer a gouent dalc’het gant Leanezed an Itron Varia Sion. Merc’hedigo emzivad a ve maged ha kelennet enni, dreist-holl merc’hedigo Judev. En he chapel eman be an Tad de Ratisbonne, he saver, unan euz an dud o deuz græt ar muian a vad d’o breuder ezomek.
Breman, da Jerusalem, ha dioustu. Rag an noz a zisken warnomp.
Teñval eo ’benn ec’h erruomp er gær : ha koulskoude n’eo ket distro c’hoaz beajourien Jeriko. Ankeniet omp, beteg gout e ve digoueet gante eur reuz fall bennak.
A-drugare Doue, berr eo hon anken. ’Benn eiz heur hanter int azeet holl ouz taul, c’hoant d’ê d’ober enor d’o c’hoan.
Tomder devuz o deuz santet, poultr o deuz bet lonket o *goalc’h hag ouspenn : yac’h koulskoude ’n em gavont, ha stad a zo enne. An Au. Hwerou, daoust d’ean da vean skwiz a gorf, na skwiz ket o kontan d’imp an treo *iskis an euz gwelet en e veaj. N’eo ket peurdibunet gantan e guden pa deu ar c’houlz da zevel euz taul.