Seizved pennad — VIII
’Vit kas dre-holl kelo mad an Aviel ec’h a an ebestel pep-hini war e du goude sul ar Pentekost : arauk koulskoude, c’hoant gante da rei eur memez tra da gredi d’an holl, en em glevont evit lakat berr ha berr en eur gentel ’pez a zo da gredi. « Credo in Deum » eo ar girio kentan anei, da laret eo : « Me ’gred en Doue. »
Setu an ebestel ’ta, kwitaet gante Jeruzalem, o vont bep-hini war e du ’vit prezeg an Aviel, Sant Yan, a oa bet roet ar Werc’hez Vari d’ean da vamm gant Jezus war ar c’halvar, a gasaz ’nei davetan, hag a viraz ’nei eur pennad brao en e di, en Ephes, ’læc’h ma oa eskop. Mes distrei a reaz an Itron Varia da Jeruzalem ha mervel a reaz war ar Mene Sion ’kichen ar Senakl, en eun ti an nefoa miret eno sant Yan. Dre eur burzud a vadelez Doue, en em gavaz an ebestel d’ar mare-ze en Jeruzalem, ha dre ze e helljont gwelet o Mamm zantel en he zremenvan.
N’omp ket ’vit pellaat euz ar Sion hep gwelet al læc’h ma varvaz ennan hon Itron, ’Stok eman da voskeen ar Senakl. Al læc’h-ze o dije bet c’hoant Tado an « Assomption » da brenan ’vit sevel eno breman o zelten-iliz, ha divezatoc’h eun iliz d’ar Galon-Zakr. Mes na c’houle an Turked, evit priz ebed, gwerzan ’nean. Koulskoude, er blavez 1898, sultan Konstantinopl ’vit gonid graso mad Gwillo an Eil, impalaer yaouank an Allemagn, a laraz dean kemer logel an Dremenvan, mar nefoa c’hoant. Gwillo ’michans na laraz ket nan, ha, ’vit trugarekaat Abdul-Hamid, a roaz d’ean eur bakchij a 40.000 skoet. O vean ma ’c’h eo protestant, ha na enor ket ar Werc’hez Glorius Vari, e kredfe ’nen aoalc’h na zeree ket outan bean perc’hen da læc’h he zremenvan. Mes heñ na glaske nemet eun dra : kaout aman eul læc’h santel bennak evit rei troad da c’halloud e rouantelez. Kalz euz e zujidi a zo katolik, hag heñ, elæc’h ober brezel d’o relijion, a felle d’ean lakat ’nei da vean bevoc’h ha da grenvaat. War e *venno (hag e venno ’zo gwir), seulvui e servijer gwelloc’h an Autro Doue, seulvui ive e ve brasoc’h an doujans e-keñver lezenno an dud. ’Vit tennan ’ta da Jeruzalem katoliked an Allemagn ha kriski dre ze o devosion, an euz bet kemeret Logel an Dremenvan. Eur voger ’n euz græt sevel endro d’ei da c’hortoz ma savo enni eur gær a iliz. Dizervijet e vo gant relijiused allemaned euz a urz sant Beneat. Da gentan ’nefoa kinniget an impalaer an enor-ze da Fransiskaned ginidik ive euz e vro, gant m’o dije kemeret e drapo ’vit stignan ’nean ouz o zi. Ar re-man na c’houljont ket ze, ’balamour drapo Frans eo drapo an holl gatoliked euz ar Syri, daoust a besort bro e vefent ginidik, ha dreist-holl o drapo-i. A viskoaz e oa bet Frans evite ’vel eur gulatorez hag eun difennerez euz al lealan, ha na c’houlent ket breman en em lakat dindan mantel eur vro all. Neuze e parlantaz an impalaer gant urz sant Beneat, hag e teuaz a-benn d’en em glevet gantan. Bean ’nefo menec’h digantan ’vit e iliz an Dremenvan. Mes, da c’hortoz ma voint arru aman, ec’h eo bet karget an Tad Smith, euz urz Sant Fransez, da dioall al logel.
An Tad dioaller an nefoa roet eur garten, warni e hano, d’unan euz an Tado yaouank ac’h ambroug ar *strollado pelerined en o gweladenno : kredi a ræ e vije aoalc’h anei ’vit digeri d’an holl dor al logel.
Dioustu ma oa bet diskoueet ar garten d’ar porjer gant pautr a-rauk ar strollad kentan, e oa bet digoret frank an nor houarn d’ean ha d’e dud. Mes a-boan e oant deut e-mæz, setu alc’houeed an nor, — ha da vad, e krede ar porjer koz.
An eil strollad a oa hon hini. « Tok ! Tok ! » Kenkent en em asten a-dreist d’ar voger penn eun den arru war an noad. « Eur garten, mar plij, emean, a-beurz an Tad Smith : karten ebed, digor ebed. » — hola herri ! e respont en arabek hon fautr-arauk, me ’lar d’id[1] ec’h efomp ebarz. Ar garten a zo bet roet d’id gant ar strollad kentan a dalve kenkoulz evidomp. Digor ’ta, ma fautr, ha prim. » Eun hij penn da laret nan, gant eur mouzc’hoarz goapaüz, na ra netra ken an hini koz. Delc’hel a reont da drailhan arabek c’hoaz eur pennadik. Mes ni a gav hir an amzer o c’hortoz. Ar re yaouank dreist-holl eo krog o goad da virvi. Tri pe bevar anê en em glev evit sevel an eil war diouskoa egile : « Hip ! Hip ! » ha setu an hini skanvan krapet war lein ar voger. Dont a ra ar porjer d’e gæ ’vit hen argas. Mes ’benn eo arru ’n e gichen, e zo pignet daou grennard all en tu all, gant diou skoul-skoaio.
Ar re-man ac’h asten dorn da re all, ha setu tremenet c’houæc’h pe zeiz. Mes an darn vuian ac’hanomp n’int ket ’vit ober evelte. Hag ar pautr koz a ra bepred e benn kaled. Kaer ’n euz hon ambrouger displegan d’ean hon doare, kaer ’n euz kava pe gard ar voskeen parlanti gantan evit esaat hon diluian, digor e-bed. « Neal, ma fautr, a lar d’ean neuze eun Tad Fransiskan a oa ganimp, me c’hei da gâd an Tad Smith, a zo deuz ma Urz, hag a rei d’ean da bigelo. » Trec’h omp ar wech-man ; digeri a rer d’imp ha ni ebarz.
Fe vad, ’pez a zo da weled aman na dalv ket eur c’hrog ken stard hag an hini ac’h omp o paouez ober. Toullo græt en douar du-man ha du-ont evit dizolo eur pilher bennak ’euz iliz goz ar Senakl, a dape beteg aman, setu ’pez a zo dindan hon daoulagad. Mes hon speret en em doug triouæc’h kant hanter kant vla a-dre, hag a wel ti an avieler sant Yan. Aman e oa ; ennan ’ræ an abostol e chomaj pa deue euz Ephez da Jeruzalem, hag ennan e teuaz an Itron Varia, e Vamm hag hon hini, da vervel, pe gentoc’h d’ober he c’houskaden divezan. Ya, ’vel eur c’housk eo bet ar maro ’viti, pan eo gwir tri de goude, dre eur burzud a garante Doue, ec’h adkrogaz da vevan, hag e savaz d’an neñvo, douget gant an æle. N’eo ket aman, ’vit-se, e tigoueaz ar burzud-ze : douaret e oa bet ar c’horf sakr er penn kroec’h euz traouien Jozafat, nez da liorz Jetsemani. Unan euz an deio-man ec’h efomp beteg eno.
- ↑ Er vro-man, e komzer bepred dre te.