Mont d’an endalc’had

Tried pennad — V

Eus Wikimammenn
R. Prud’homme, 1903  (p. 97-100)



V


En eur garrigel. — Liorzo Jaffa. — Gwe oliv ha kaktus. — Ed ha hei.


Tri garrad tud hepken an euz hon marc’h du da jechan war e lerc’h, ha c’hoaz an nevo traoalc’h d’ober. N’eo ket krenvoc’h evit ar re a stager war drenio Pempoul ha trenio Kerahez, hag an hent a zo war zav penn-da-benn pe dost.

Divalo ’ta eo e gerzet. Gwell a ze, ’n eun doare : muioc’h amzer hon defo da zellet ouz eur vro a zo neve ’vit an darnvuian ac’hanomp.

Kentan tra a vrao a welomp eo liorzo Jaffa. Golo ’reont ouspenn kant devez arat douar ha bean ’zo enne gwe *aouraval, gwe sitrons, gwe mouar, gwe palmez hag all. Kaer war gaeroc’h ec’h int ha glaz gwer en despet d’an heol a dom aman da boac’hat trevajo an douar. Mes al liorzo-man a ve douraet kazi bemde evel e ve douraet ar prajo en hon bro Breiz-Izel, ha gwelloc’h. Bean ’zo aman ruzulenno da gas dour ouz troad pep planten ha gwelout a reomp an dour o redek enne.

Daoust euz a belæc’h e teu an dour-man, pan eo gwir em euz laret eo diandon ar vro, koulz laret ?… Punso a zo bet toullet don-don du-man ha du-hont, mekaniko en o c’hichen ’vit tennan an dour dioute. Ar seurt punso a ve græt anê punso arteziad : en Bro Artes[1], war a lerer, ec’h int bet kleuzet da gentan.

’Boue e ver krog da douraat er stum-ze an douaro a zo tost da Jaffa, ec’h int deut da vean talvouduz meurbed. Danve mad a zo enne ha ’pez ken diskoue eo ar *gwinienno a deu mad-tre en douar træzek a zo ’hed ar mor, goude koulskoude e pleer nebeut gante. Ar boan a ve kemeret breman gant pep loden euz liorzo Jaffa a dalv aour d’he ferc’hen.

Ar blenen a dreuzer en o goude a zo enni ive trevajo a dalvoudegez : gwe oliv a welomp da gentan, eun tammik stankoc’h evit ar gwe avalo en hon beurjeo. Æzet eo gout nan int ket d’an *hevelep hini : evit dispartian al lodenno, e zo girzier kaktuz. Ar blanten-man na deu en douar beo nemet er broio tom : delio teo ha dru he deuz ha goloet a biko bihan. Ar piko-ze a dalv d’ei bean laket d’ober aman ’pez a ra ar spern hag al lan en hon bro, d’ober girzier.

An oliv a ro eoul euz ar gwellan. Mes *truajo ponner a bouez war ar gwe a doug anê. Setu perak na ve ken plantet kalz euz ar gwe-ze ha perak ive eo deut ar vro-man da vean ken digoadek.

Muioc’h a c’honeer o tastum gwiniz ha hei, evel ma rer e plenen Saron. E ver breman o tornan ’nê… ’kreiz an dachen, n’euz forz pelæc’h eo bet moustret an douar. War al leur-ze e ve astenned an ed. Neuze, e læc’h fustan ’nean gant gwalinier freilh, evit hen dihadan, e laker zaout da gerzet warnan. O vean ma ve kraz an ed, na ve ket goall bell treid al loened o c’houllonteri an toc’had.

Ar plouz a vo drailhet ’benn neuze ; mad e vo, koulskoude, da vean debret. Ar *c’hanvaled, dreist-holl, a rey o bleud gantan. Pac’h efont en tu-bennag gant eur zamm, e vo laket war c’horre eur zac’had pailhur. Digoueet koulz an dibri, e kluchont war an douar, hag e laker gouk ar zac’h tost d’o geno ; d’ê breman da jechan war ar pez a zo ebarz ’vel ma karfont. ’Deuz ket ezom da c’hortoz kerc’h pe foenn evel hon autrone a gezek. Dour zoken na vo ket. Gwir eo nan int ket sec’hedik ha mad eo ze ’vite, rag neblæc’h, koulz laret, na gavfent er vro-man peadra da derri o zec’hed. An Autro Doue, a ra mad kement a ra, an euz laket da vevan en pep bro al loened a *zere outi.

Eur gir breman war gompezen Saron emomp o treuzan breman. Fonnuz eo da rei ed ha hei. Hag a viskoaz eo bet mad da ze. Eur blavez, avad (gallout ’ra bean a ze tri vil vla bennag), na renkaz ket al labourerien kemer kalz a boan ha ’n em drailhan ’vit dastum o ed : toc’haden e-bed da dic’hreunian na zoken plouzen e-bed da droc’han. An tan, eur skubelen garo mar ’zo, an nefoa skubet an ed pa oa o vont da darevi.

Na vefet ket souezet a ze p’am mo laret d’ac’h e oa ar blenen-man neuze d’ar Filistined hag e veve d’ar c’houlz-ze tost d’ê Samzon, o enebour.

Breman, sur mad, e teu envor d’ac’h euz an troio kamm a reaz d’ê meur a wech. An hini vilan anê a oa devi d’ê o ed. Ha c’hoaz hen reaz en eun doare fentuz : stagan ouz losto tri c’hant louarn *torchado tanet, ha rousin enne, ha leuskel ’nê a-dreuz da dachenno ed ar Filistined.

Ar Filistined a reaz brezel aliez d’an Hebreed, da laret eo da bopl ar gwir Doue, a oa perc’hen da Jeruzalem ha d’ar vro tro war dro.

Neb an euz c’hoant da c’hout dre belæc’h ec’h ænt di, nan euz nemet hon heuilh ; mont a reomp dre ar memez hent hag i.


————

  1. Eur vro euz Franz an hanternoz.