Mont d’an endalc’had

Tried pennad — IV

Eus Wikimammenn
R. Prud’homme, 1903  (p. 94-97)



IV


Ar c’hezeg arab. — Mevelien ar Sultan. Gar Jaffa.


Peurober a reomp ’ta hon gweladen d’ar c’hlanvdi ha ni da vont gant ledanan ha kaeran ru ’zo en Jaffa ; n’euz ket pell eo bet digoret.

Dre ma kerzomp divalo evit sellet en-dro d’imp, ec’h omp tremenet gant ar goeturio a gas d’ar gar ar belerined o deuz bet *kertri da gerzet. Ya, goeturio ! ha peder rod d’ê, mar plij. Hanval-tre int ouz ar re a ruilh war baveo Marseilh hag a rer anê fiakred. Ken hanval int ken ec’h int ar memes re. Ac’hane e teuont. ’Boue daou pe dri bla ’zo, e werzer marc’had mad goeturio koz Marseilh da varc’hadourien a deu aman da hagwerzan ’nê

Evit Arabed ar Syri n’int ket re goz na re vil.

Biskoaz zoken marvad, n’o deuz ruilhet gwelloc’h evit na ruilhont aman : rag biskoaz n’euz bet staget oute kenkoulz kezek. Hon *joed Kerne, daoust d’ê da vean a *ouenn vad, n’o deuz ket kement a oad, a nerz hag a dan hag o deuz ar c’hezek arab. Bihan eo ar re-man ; danve, avad, a zo en o bruched ha dalc’h en o diouhar. Menel na fell d’ê gwech ebed ober : kentoc’h mervel !

Oh ! aman, en ru vraz Jaffa, eo brav d’ê jechan. Red eo zoken d’ar bautred-karr delc’hel anê, evit o harz da vont re vuhan. Rag tud a zo e-leiz o vont hag o tont, dreist-holl war leur ar marc’had a zo da dreuzan war he hed.

Tremen a reomp ive a-biou da balez rener kær ; heman ’zo karget gant Sultan Constantinopl d’urzan pep tra en kær hag er vro stag outi. Na laran ket, avad, ec’h eünfe an treo herve ar *gwir hag evit brasan mad an Arabed. Na glask ket zoken hen ober, nag heñ nag an Turked-all a zo pæet gant ar « Padishah » (pe « Sultan ») da bleal gant e zujidi, Pa laran « pæet », na laran ket marteze ar wirione, rag a-wejo eo re baour ar mestr ’vit rei o fæ d’e vevelien. Petra ’ra ar re-man neuze, renerien vraz ha renerien vihan, maltouterien ha soudarded ? Petra ? Netra, nemet kemer ar pez a blij d’ê e læc’h m’hen kavont ha bevan diwar goust ar re-all.

Setu perak, ar peurvuian, eo kazet an Turked gant tud ar vro-man.

Prest goude bean gwelet ti ar « pacha » (an hano-ze a roer da rener kær) e kavomp ar gar.

Oh ! gar Jaffa, n’eo ket, eun dra kaer ha *mistr, hag ar bagonio ac’h a d’hon digemer n’int ket bravoc’h. ’Vel emaint, emaint. Re evuruz omp o kaout anê ’vit drouk-komz dioute.

Daou dren a gaso anomp da Jeruzalem hag a gwitao, unan anê d’eiz heur hanter hag egile da nav heur. Staget int bet evidomp a-*ratoz-kaer, rag da c’houæc’h heur euz ar beure ha da div heur euz an enderv eman koulz an dilæc’h evit an daou dren a zav bemde da Jeruzalem.

Me ’zo da vont en-dro gant ar *strollad kentan. Dre-ze e kemeran ma læc’h abred. A-boan eo bet d’in bean azeet ennan, ma teu eun Arab da lakat dindan ma fri, dre ar prenestr, eur banerik hir ha moan, leun a rezin melen. Fe vad, hep chom d’ober ardo, e kemeran ’nei dioustu hag e roan ’viti ar pez a dek kwennek a c’houler diganin.

Ha, sur mad, n’am euz ket d’en em glemm ; pemp pe c’houæc’h pikol kropad ’zo er baner, braz pep-hini anê ’vel daou pe dri euz re hon bro. Ha c’hoaz int nebeut a dra e-skoa ar re a vije gwelet aman gwechall. En amzer Moizez en em lakent daou den a-wejo evit dougen eur c’hropad hepken.

Eur zell ive, ’rauk diskoilhan, war bautred an hent-houarn. Gwisked int, war bouez nebeud a dra, ’vel tud an Europ, nemet o deuz war o fenn eur bonned mezer ru. Arabed int, ha, koulskoude, ar gompagnunez ec’h eo d’ei an hent-houarn, n’euz enni nemet Gallaoued. Gant arc’hant ar re-man eo bet græt an hent-houarn.

Ha nebeud a c’honeer gantan bete vreman : ken diæz eo d’an Arabed *divoazan deuz an doare da vevan ha da veaji a oa, breman ’zo mil ’la, hag ouspenn, hini o zado koz !


————