Mont d’an endalc’had

Tried pennad — III

Eus Wikimammenn
R. Prud’homme, 1903  (p. 91-94)



III


Skolio kristen Bro Siri. — Klanvdi Sant-Louiz.


E skolio ar « breudeur » hag ar « c’hoarezed » e tisker d’ar vugale lenn ha skrivan, hag ive komz gallek, An emzivaded hag ar re a ve bet dilezet gant o zud a ve disket d’ê ive al lezen gristen. Ar re-all, na glasker, e nep giz, pa ’c’h int c’hoaz bihan, o distagan euz o fals-kreden, daoust d’o zud.

Roet e ve ar skol evit mann. Peadra, kwita ? da lakat anoc’h souezet, lennerien ger ! Daoust penauz e c’hall neuze o mestro hag o mestrezed bevan ? Ma fe vad, gant an aluzenno a ro d’ê Breuriez ar Fe hag ar gristenien vad, ha gant eun tammik arc’hant an euz roet d’ê, bep pla, gouarnamant Frans, bete vreman : marteze, eur bilhet a vil lur da bep ti-skol…

Skrivet am euz « bete vreman » ; rag er Senat hag er Gampr ec’h eneber breman kement eneb hon relijion, ken am euz aoun na rofe ken Frans gwennek e-bed *hiviziken da skolio kristen ar Zav-heol, war digare ec’h int dalc’het gant leaned ha leanezed.

N’hello ket ar skolio-man neuze, a dra zur, chom en o zav, nemet dont a rafe d’ê skoazel euz a læc’h-all. Bro-C’hall n’he deuz aman skol-all e-bed ; ar mestro hag ar mestrezed skol laik a gav re boaniuz pleal aman gant o micher, hag ec’h eo gwelloc’h gante chom en o bro. N’euz ket læc’h da c’hourdrouz anê ’vit se. Petra bennak n’int ket, ar peurvuian anê, euz an dud n’o deuz na bugel nag *ursel : dimezet int ha dre-ze na ve ket mad d’ê mont da dismantr yec’hed ha bue en broio ha nan int ket goall yac’huz. Mes, da vihanan, pa gaver leaned ha leanezed a volante vad da derc’hel o læc’h, petra a virfe da rei skoazel d’ê ?

Ouspenn o zi skol, o deuz leanezed sant Josef eun hospital a doug hano sant Louiz. Eun hano binniget aman gant an holl ! N’ankouaer ket ar vad a reaz ar roue santel, er vro-man, dreist-holl en Jaffa, pa deuaz di da goulz e groazadek kentan (1253). Neve zavet eo ar c’hlanvdi-man ha, koulskoude, e zo ebarz klanvourien e-leiz. Aman e lezfomp an Autr. Jozef Holvek, ar pelerin a zo bet klanv war al lestr ha nan eo ket c’hoaz yac’haet.

Ni, a drugare Doue, a zo yac’h ha diskwiz ; ha dioustu hon deuz da dic’hourdan hon diouhar. Ober ’rer d’imp pignal war leur-doen ar c’hlanvdi. Ya, er vro-man, an tier, e læc’h bean goloet gant mein glaz pe deol, e zo warne eul leur simant. Homan, gwelloc’h evit eun doen, a harz an domder da vean santet en tier. E tu-hont da ze, an dour glao a goue warni, a roer tu d’ean da zisken en eur seurt puns hanvet « sitern », don ha ledan, a zo bet kleuzet dindan an ti hag a ve miret ennan dour.

An dour-man a ver rekouret gantan, en *damani n’eo ket stank dre aman an andonio nag ar goajo glao.

Euz leur-doen ar c’hlanvdi e welomp kaer Jaffa a-bez, al liorzo brudet hon devo da gomz anê heb dale, hag ar mor Kreizdouarek a zo du-hont, sioul ha glaz-du, o luskellat hon lestr, an Itron-Varia-Zilvidigez. Gant e vanniel ru-gwenn-glaz hag ar groaz ru a zo war e siminal gwenn, eo æzet e anaout e-touez ar pemp pe c’houæc’h batimant a zo en haor. Ha neuze, hiroc’h eo evit ar re-all.

Ec’h a da diskwizan enon fete, hag, adalek arc’hoaz, e *heor e kroec’h adarre ! ha ’trezek Beyrouth, da gas ha da gerc’hat marc’hadourez. ’Benn hon distro, e vo adarre en haor, prest d’hon adkemer ; græt an evo, evel-se, daou daul gant eur men.

War-du ar zav-heol e tiskoueer d’imp evel eur *zeien wenn en em led a-dreuz d’ar gompezen hag a zav etrezek meneio Moab : hent Jeruzalem eo hennez ; an hent hon dije renket heuilh war varc’h, pe war azen, mar ’hon dije græt hon beaj breman ’zo dek ’la. Hennez a ve heuilhet c’hoaz hirie gant an Arabed, ’balamour na blij ket d’ê bean douget nag ober dougen o zreo gant an hent houarn.

Ni, avad, a gemero bremazouden an tren hag ar c’houlz a zo deut evidomp da vont d’an ti-gar evit hen kemer : tostaat a ra da eiz heur.


————