Pennad kentan — IX
Ha breman, pa zonjan pegen pell eo bet distroet ma speret diwar hent Jeruzalem, e teu aon d’in na c’houlfe hini ’bed eus ma lennerien heuilh ac’hanon *hiviziken.
Mes distro ec’h on d’ar gær, hadkavet ganin ma hent : kredi a ran e vo pardonet d’ar beajour dianket, vel e pardonaz e dad d’ar bugel prodig.
Petra bennag (eur gir, mar plij, ’vid ’n em dizamman), n’eo ket a-*ratoz-kaer ec’h on chomet aman da droieta elæc’h delc’hen da vont war rauk.
Pa ve divroet eur Breizad, e fantazi a gav en disteran tra eun digare evit kemer an tec’h ha distroi d’ar gær. Ha ’n despet d’ean, c’hwi ’oar.
Mar na gredet ket anon, eo ’balamour n’oc’h ket bet c’hwi hoc’h unan divroet.
Mar na gredet ket anon, o kredfet marteze eur skrivagner a Vreiz-Uhel, Theodor Botrel, an euz bet savet eur zon c’hallek ’n eur dremen dre ar Brovans, ’vel e tremenan me hirie, Evit ho tic’haouan euz ar boan a gemeret d’am heuilh, am euz troet en brezonek, gwellaik ma hallen, pevar boz euz ar zon-ze.
C’hwel ’nê aman :
Warnon ’r Brovans ’led hec’h oabl glaz :
|
Traoalc’h eo evel-se, kwita ? ha re ive, marvad. ’C’hanta, me na skwizan ket o komz euz Breiz, ha penevert na houlan ket koll ho kradvad, e kavfen c’hoaz en Bro-Brovans peadra da veuli Breiz ha da veuli he bugale. Mont a rafen ganac’h a speret bete Toulon, eur porz-brezel he deuz Frans war ar mor Kreizdouarek. Nag a Vretoned a zo eno war al listri, hag i martoloded euz an dibab !
Mes en Marseilh ive o deuz breudeur, ar gwellan ive marteze euz ar voraerien a zo impliet war al listri konverz.
Mad ! setu ma speret distroet d’ar gær, da laret eo, da Varseilh, elæc’h mac’h on arru.