Eil pennad — I
Da 6 heur e laran kenavo d’an tren ’vid eun nebeut deio, hag a greiz-kalon. Ken skwiz ec’h on ebarz ! Ha kement a hast am euz da welet Marseilh !
Fe vad, ’pez a welan enni da gentan n’eo ket eun dra bennag a gaer. Ar oetur am euz kemeret en porz ar gar evit dougen anon ha ma fakad betek ar mor, a ra d’in tremen dre hencho meinet fall, goloet a boultr, ha skoaselio enne. Pell-pell avad en em asten kær ’hed ar mor, war du ar c’huz-heol : kaer hon deuz tremen dirak stanko ar Porz Neve, pe ar Goantigen (Joliette), n’arruomp ket dirag an hini eman enni ma lestr : an Itron Varia Zilvidigez.
’Benn eun hanter heur memez tra, e kavan ’nean. Pegen koant eo gant eun drapo braz a dri liou, hag an drapoio bihan a bep sort liou a zo stignet ouz e gerden, hag a c’houe an avel enne. Chom a reont tenn, hag eun dudi eo gwelet ’nê o finval skanv, hag o c’hlevet o trouzan seder. Ar siminal ive a weler e-touez ar gwernio, hag heñ gwenn-sign, nemet eur groaz a zo livet en ru tost d’ar bek, Hir ha ledan e seblant bean ar vatimant ; mes n’am euz ket amzer breman da zellet piz ouz he ment.
Wardro ganin e zo arru eur c’hant bennag a belerined, hast gante ’vel ganin da vean dizammet da vad euz o fakajo ha da lakat ’nê war al lestr. Hag hon lojeiz ’ta, daoust pelæc’h eman, pegen braz, pe gentoc’h, pegen bihan eo ? *Heligentan ’zo etrezomp evit kemer ar paper bihan ec’h eo merket warnan numero hon gwele : en em vodan ’reomp ’vit se endro d’an Tad Atanaz, Tad *danzeer ar pelerinaj. Tapet ganin ma 56, e tiskennan dioustu, hag e kavan ’vit ma digemer eun tamm kamprik moan hag izel ; koulskoude ’zo enni pevar gwele, daou anê a bep tu, an eil a-uz d’egile. Goude ’ve red kavout eur skeul da bignal er gweleo kroec’h, koulskoude e ve muioc’h a glask warne : rak freskoc’h eo kousket enne, o vean ma tremen eno muioc’h a ær. Euz an tu diavez e teu an ær hag ar sklerijen dre eun toull *kelc’hek ha mentek ’vel eun tok : an hublot a rer euz an toull-ze en gallek. Euz an tu diabarz e sko ma lojennik war eur zal vraz ma teu enni neb a gar da skrivan ; ’vit am dispartian diouti e zo eur speuren greet gant laondenno koat tanau, a lez eur bannac’hik avel-zil da dremen etreze.
En tu-ze en em gav ma gweleik, a-uz d’eur gwele-all, Lakat a ran warnan ’pes am euz kaset ganin ha me d’an nec’h dioustu.