Eil pennad — II
Kentan hini euz ma c’henvroiz a gavan war bont al lestr, eo an Au. C’hwerou : gantan eo ec’h an en kær, ha gantan ’trezek iliz an Itron Varia Gard. Ouspenn eul leo a zo d’ober evit mont di : ha 7 h. eo, hag an oferen a zo eno ’vid ar belerined da 8 h. Evit erruout en koulz e kemeromp eur oetur, ha setu læc’h d’imp da welet eul loden vraz euz kær heb kaout poan.
Hedan ’reomp kæ ar Porz Neve, a zo warnan regennado hir spontuz a lojeiz evit lakat marc’hadourez. Tremen a reomp ive a-biou d’an Iliz-veur, eun iliz neve-flamm, a zo warni eur bern tourelo rond henvel ouz bolzio forn : an doare-ze da zevel ilizo a oa gwech-all doare Byzans pe Gonstantinopl. E-kichen an Iliz-veur eman ar Porz-Koz, ma teu ennan al listri a gerz dre lien elæc’h kerzet dre dan.
Setu breman ru ar Gannabek (Cannebière), kaeran hini ’zo en Marseilh. Mar kredomp ’pez a lar pautred ar C’hreiste, nan euz neblæc’h, nag en Pariz zoken, ru ebed hag a vefe par da homan : mes tremen a reont ’vit bean poufferien.
Prest goude ec’h eomp ’barz ar gær goz ma zo enni ruio kamm, moan ha war zav.
Græt eur bern troio ganimp, e pozomp ouz troad ar funiculer, da laret eo ar « zaverez dre gerden ». Ar mekanik-man a zavo anomp d’Iliz an Itron Varia. ’Vit se e kemeromp plas ’barz unan euz e banero : rak diou baner vraz an euz, stag en daou benn euz eur gorden deo græt gant neud orjal : mont ha dont a reont etre an traou hag ar kroec’h[sic] evel an daou gelorn a weler stag a-wejo ouz an daou benn euz chaden eur puns : pa ve unan o sevel e ve egile o tisken.
’Benn daou vunud goude bean bet *dibradet diouz an douar ec’h omp e kroec’h. N’omp ket arru c’hoaz ’rez an iliz. O vean en em gav war veg eur mene uhel, e zo c’hoaz da zevel eur pennadik. Mes petra eo eur *vinz pe diou ’vit hon diouhar, e-kichen an hent o dije bet d’ober ma vijemp deud war droad penn-da-benn ? Pignal a reomp ’ta seder, en eur drei hon fenn gwech ha gwech ’trezek kær a zo ’vel ledet dindan hon zreid. Euz eun tu e ra ar mor d’ei ’vel eur gouriz glaz-du, hag euz an tu-all e zo en dro d’ei, ’vel eur gouriz glaz-gwer, eur regennad runio gweennek. Na gav ket d’in am be gwelet netra a gaeroc’h en em bue.