Eil pennad — III
Koulz, ha tremen koulz, eo mont d’an oferen. Neve grog e ver ganti pan arruomp.
N’eo ket eun oferen war gan a larer. Mes kanan a rer memez tra, ha kanan kaer. Ec’h omp eno tremen 250 pautr ha pep-hini a lausk warni gwellan ma hell. Eun dudi eo dreist-holl kanan ha silaou kanan ar Gredo.
Tevel a reomp goude an aviel evit lezel ar belek a zo ouz an auter, d’ober d’imp eur brezegen. An Au, Kastelan, a gav d’in, ec’h eo e hano, ha bean eo unan deus vikeled vraz Au. ’n Eskop neve Marseilh, a dle erruout arc’hoaz en e gær. Komz a ra d’imp euz hon beaj zantel : « Eun enor braz, emean, eo d’ac’h mont da Jeruzalem ; eun dra meurbed talvouduz ive, hag evidoc’h, hag evit Frans ho Pro garet. Eviti e kinnigfet da Zoue an darn vuian deus ho pinijenno ha deus ho pedenno. » ’N eur gomz evel-se an euz kavet hent hon c’halono ha bevoc’h, tommoc’h eo breman hon fe ’vit heuilh ar rest deuz an oferen.
Pac’h eo diskennet deuz an auter, en em lak da vinnigan ar c’hroajo mezer ru a dleomp stagan war hon *asgre evit bean henvel ouz hon zud koz a gemeraz gwech-all bep a groaz ’vit mont d’ober brezel da Vahometiz, a oaske an Douar Santel. Binnigan ’ra ive anomp hon-unan gant ar Zakramant, ha goude e tostaomp d’ean evit digemer beb a groaz ru.
Eur gir a lavar d’imp d’e dro an Tad Leopold, rey a ra d’imp da c’houd ec’h arruo an Tad Bailly, rener ar Pelerinaj, ’rauk kreiste, ha neuze e lavar dimp mont bep-hini war e du bete div heur : « Meren, emean, a vo war an Itron-Varia-Zilvidigez. »
Arauk mont e-mæz deuz an iliz, e ran d’ei eur zell. Kempennet eo deuz ar c’haeran : bean eo eun desteni euz an devosion o deuz tud Marseilh ’vit an Itron Varia. Seblantout a reont kaout enni kement a fianz ’vel o deuz tud Lyon en o Gwerc’hez a Fourvier.