Eil pennad — IV
Eur bedennik ive a ran d’ar Virerez c’hallouduz-man, evit ma plijo d’ei mirout an Au. abad Marion, eur c’hloarek yaouank euz a Runan[1], a zo goall dalc’hed gant ar c’hleñved ; hen parean pe hen zikour epad e dremenvan, setu petra a c’houlennan diganti.
Ennan c’hoaz e sonjan pa deuan e-mæz euz an Iliz ha kas a ran d’ean eur garten-bost, warni skeuden an ltron Varia Gard gant eun nebeut girio. Ober kement-man ’zo eun dever evidon : diskoeet an euz d’in kement a anaoudegez vad ’vit bean zikouret da zioan ha da zevel ar c’hreunen barz a oa bet hadet ennan gant e Grouer ! Fe vad, laboured mad he deuz ar blanten ’boue mac’h eo bet distroadet eus skol-vrezonek kolaj Gwengamp : deut eo da vean eur ween ha douget he deuz freuz : nag a zon a ’zo bet savet gant Herbot ha Zantik, hanoio-barz Alexandr Marion !
Marteze na welin ket ’nean ken en bue. Ze a zonjen neuze, hag aboue, siouaz ! am euz gwelet e sonjen ar wirione.
Da nebeut amzer goude bean bet ha lennet gant levenez ma c’harten, e varve goustadik, leun a fians en madelez an Au. Doue hag an Itron Varia. Ha n’eo ket hep gwir : karout a reaz anê dreist pep tra en e vue. En o goude, avad, e karas, a greiz kalon, e vro Breiz, gant he yez, ar brezonek. Diskleriet eo ze er girio-man a lenner war e vin-be en bered Runan : « Doue ha ma Bro ! »
- ↑ Eur barrouzik euz Bro-Wengamp.