Mont d’an endalc’had

Pennad kentan — VII

Eus Wikimammenn
R. Prud’homme, 1903  (p. 11-12)



VII


Tu mad ar Brovans : ar gwe oliv. — Eur mor bihan : stang Berr ; ar mor braz.


A dammigo bihan e tro ar Brovans a du diragomp, ’Pez a welomp a vrao da gentan, eo war hon dorn mad, stang Berr, a zo braz ’vel hon Morbihan, hag ec’h eo sall he dour ’vel hini ar mor : poullo-holen a zo endro d’ei, ha bago pesketaerien eleiz warni.

A du gant an douar, ne weler ken eur bleuen veinek evel kent. Mein a zo c’hoaz, mes mein braz, liou loued d’ê, ha harpet warne tosenno hag a ya war uhelaat an eil a-uz d’eben. Etreze hag an hent-houarn, douar labour *grouanek ha digompez, mes mad d’ar gwe oliv.

Ar gwe-man a zo berr a gorf ha skoulmek ; henvel aoalc’h int ouz gwe halek gwenn, mes o delio na goueont ket gant an diskar-amzer. Euz o freuz, a zo mentek ’vel piz-moc’h, gant eur men en diabarz, e vo tennet an eoul.

Seul-vui e tostaomp da Varseilh, seul-vui ec’h eo stankoc’h ar gwe ha neveoc’h evidomp : darn anê ’vel ar gwe *aouraval, ’zo gwe ha na deuont en douar beo nemet er broio tom : ac’hanta, aman, e teuont erfad ; avalo neve-grouet a weler enne, hag i glaz-dour.

Ar mor braz ive, ec’h omp aman en e gichen. Evel eur melezour glaz-du en em diskoue d’imp. Na n’euz ket ennan, evit terri ar goagenno, hag o lakat d’eoni, ken ’liez a c’harrek ’vel en dourio Breiz-Izel. Arabad eo ive klask aman aucho plen ha hir, douz ar c’herzet war o zræz, a ve goloet ha dizoloet tro-ha-tro gant al lano. Nan, ar mor Kreizdouarek na zav na na zisken ’vel a ra hon Manch hag hon Osean.

Æzetoc’h a ze eo d’al listri dont ’barz ar porzio-mor ; dour ’ve enne e peb mare.

Hini Marseilh n’eman ken pell diouzimp.


————