Dekved pennad — VI
Goude bean laret kenavo da Leanezed ar Rozeran, e talc’homp pelloc’h gant hon hent, bepred war du ar c’huz-heol, etre hent Betleem ha hini Jaffa.
Eur mouster hon deuz da welet. Eun hanter-leo bennag war an tu-ze. N’eo ket, avad, eur mouster katolik. D’ar C’hresianed eo, ha talveout a ra d’ê da *gloerdi. Kroaz-Zantel : setu e hano, pe mar geo gwell gant Gwengampiz, Sante-Kroe : eur c’hos abati o deus hag a hanvont ’nean evel-se.
Evit mont di e kafchen hir an hent, a zo goloet a vein ruilh, panevet en em lakan da bleustri Mousa. Ah ! Mousa ! Marteze n’am euz ket c’hoaz komzet dioutan d’am lennerien. Mar n’hen ’meuz ket græt, eo dre ankoua : rak bet ’m euz digare d’hen ober meur a wech.
Ar wech-man e fell d’in rei d’ê d’anaveout ma mignon neve. Ya ’vad, aboue hirie ec’h omp deut da vean mignoned, Mousa ha me. Heñ marteze a c’hellfe aoalc’h bean ankouaet anon : ’vid ’on me, n’ankouain ’nean birviken.
Mousa a zo eur zoudard turk, a c’hell kaout marteze eun hanter kant vla bennak. Gwisket distres aoalc’h, emichans, ’vel ar zourdarded all. Memes tra, e kavan ec’h eo re d’ê war ar poent-man. E vrago moan-moan a ra euz e *zivesker evel diou oadegen, ha na zisken ket kalz izeloc’h evit e zaoulin, E chupen a zo ive kals re striz evitan, ha kals re verr, penegwir e tremen e c’houriz ler war-lein ar boutonno kouevr a zo stag war al losto. Ya, pa gomzfet d’in deuz eun den kampet faro, komzet d’in deuz Mousa.
Eur pautr jentil, avad, ’vel na n’euz ket, hag eur pautr a zever. Plijout ’ra eston d’an ofiserien. Setu perak, o vean n’an euz netra, pe gazi netra d’ober, e ve lezet gante da vont d’ambroug ar belerined a zisken gwech ha gwech en hostaliri Itron-Varia-Frans. Hag heñ na c’houl ket gwelloc’h : tammo mad a werz-butun a dalve d’ean e garg a ambrouger.
Gantan, ’vad, n’hon deuz ezom da gaout aon euz den e-bed. Goaz da neb a glaskfe ober d’imp eun dismegans bennag ! Dorn Mousa a gouefe warnan, pe ar vazik a dalc’h en e zorn.
O vean m’eo muzulmad, e oar rez ’pez a zo difennet d’imp ober el læc’hio sakr a zo goestlet da Vahomet. An de all e harze unan euz ar belerined da vutunad war leuren an diou voskeen veur.
Na c’houle ket kennebeut e vije æt hini ’bed anê ’barz ar moskeenno gant e voto ler.
Hirie e teu ar zonj d’in da c’houlen digantan, ’n eur *wignal d’ean ha ’n eur drailhan gantan tammo gallek : « Perak eta, Mousa, na lezes ket anomp, an da all, da vont ’barz ar voskeen gant hon boto ? » — « Sultan » emean.
Ar gir-ze hepken a deu gantan. ’N eur laret ’nean, avad, a ra sin, gant e zorn, da droc’han e c’houk.
Intentet am euz : n’euz ket d’ober fent gant difenno sakr ar Sultan.
Mes goaz d’ean, mar displlj d’ean e vo græt anei gant e zoudarded, Ni ’na baouezomp ket, ’n eur zisken da gouent ar Groaz-Zantel, d’ober anei gant e Vousa, ha heman na c’houl ket gwelloc’h evit se. Fentuz eo, dreist-holl, pa glask, brec’h ouz brec’h gant eur pelerin, kerzet d’ar paz ’n eur laret ’vel soudarded hon bro : « Unan, daou ; — Unan, daou… »