Dekved pennad — V
Deut breman, ma lennerien ger, d’am heuilh, mar plij, bete ti leanezed ar Rozeran.
Ar re-man n’euz ket sort gante en hon bro.
Holl int euz a Vro-Siri, bet savet o urz, n’euz ket c’hoaz goall bell, evit mont da zikour ar visionerien gatolik a ble gant ar Vedouined. Ar Vedouined, ’vel ma zo bet laret, a zo Arabed ha n’o deuz chomaj e-bed. Bevan ’reont gant ’pez a ro d’ê o fuzuilh, na pa vefe diwar goust ar re all. An noz, e stignont o *zelten ’læc’h en em gavont, hag an de warlerc’h, mar zonjont kaout gwell e læc’h-all, an delten hag an dud war gein ar *c’hanvaled, hag en hent !
N’eo ket ezet dont a-benn deuz ine ar Vedouined. Kouskoude, ’boue ’zo bet stummed beleien ha leanezed da brezek d’ê an Aviel, e zo deut kalz anê, en tu-man d’ar Jourden, en Bro-Samari, hag en tu all, en Bro-Bere, da virout gourc’hemenno Doue ha re au Iliz.
Talveout a ra eta ar boan sikour Leanezed ar Rozeran. Hag ezom braz o deuz a ze.
Rei a reomp d’ê hon aluzen gant seul vui a galon vad ma tiskont ar gallek d’ar merc’hed bihan ha d’ar merc’hed yaouank a zavont. Gant plijadur vraz e selaouomp eur plac’hik gwisket en gwenn a deu da laret d’imp, en gallek c’houek, eur vrao a c’hourc’hemen.
Evit klozan ar weladen, e kinniger d’imp bep a werennad sirop, herve kustumans ar vro. Eur gustumans vad, da vihanan ’vit ar gorzailhen : rak talveout a ra d’ei distan ha freskadur. Rei a rer d’imp ive bep a skeudennik paper, livet warni ar pemzek mister euz ar Rozeran. War bep livaden e zo bet staget eur brisen douar bet kemeret e læc’hio m’eo bet tremenet enne ’pez ac’h envorer en pep mister.