Trizekved pennad — III
D’al lun ar 16ed a Wengolo. — Pa dihunan en em zantan luskellet. N’eo ket, avad, ’vel eur bugel en e gavel : n’eo ket euz an eil tu d’egile, med euz an eil penn d’egile. Gwech e sav ma fenn uheloc’h, ha gwech e tisken izeloc’h evit ma zreid, Daoust *ta petra a c’hoarve d’al lestr ? Oh ! ezet eo hen gout. ’Michans eman o « tankan » herr da m’hall, ’michans eo ar mistral a gemer ’nean a benn hag a lak anean da zansal evel-se.
« N’euz forz ! e sonjan ennon ma-unan : bepred e savin. Red eo d’in gwelet hag-eñ eo ken drouk an autro « keravel » pa c’houe a benn, ha pa c’houe a goste, hag-eñ e c’hourdrouz kement al lestr d’ar boull-galon pac’h a war helpenn ha pa ve o kosteenni. »
Ha me raktal e-traou euz ma gwele. Bec’h o deuz ma zreid o chom er pal. Koulskoude e teuan a benn d’en em wiskan. Goude e savan e-kroec’h gant ar *viñz hag e ran eun dro war ar pont. Na gavan ket re diæz ar c’herzet ha, ’n em c’hreiz, sav-kalon e-bed.
Setu me dinec’h : gellout a rin ofernian. Fe, hen ober a ran hep poan. Mad aoalc’h ive ar vintinvez. Petra bennag e oaran breman ’n em gemer ’vit pellaat diouzin an drouk vil : red eo ’n em didui. Ha ma didu eo ober anei gantan. Eur zon a skrivan diwar e benn, ’n eur vouskanan ’nei war unan euz tonio Marc’harit Fulup : ton an drei, drei, drei. ’Vel hini Fransoasik ha Pierik, hon deuz laket warnan gwerz ar C’horsik, ec’h eo bet tapet ha skrivet an ton-man gant an Autrone Gwegan ha Derriennik, kelennerien en kolaj Gwengamp. C’hwel ’nean aman warlerc’h gant ar zonik.
⁂ « Petra ’ch euz-hu, ma mignon ker,
⁂ War vor mar peuz da veaji, |
’Benn eo peurskrivet ganin ma zon, ec’h eo deut ar mor da zioulaat. Chom a rei sioul e-*trande.