Trizekved pennad — IV
Ar brezegen bemdeek a zo græt hirie da 1 heur gant an Doktor Simons, eur medesin euz a Bariz (medesin ar *bourz, an Aut. Fauvel, a zo war e wele, bet skoet gant terzien al linad.)
Al lornez : petra eo ar c’hleñved heuzuz-ze, en pe bro ha pegouls en euz c’hoariet e reuz, pelæc’h e kaver ’nean c’hoaz, ha petra a rer evit dioall rakan : setu ’pez a lavar d’imp an autro Simons. Plijout a ra d’imp e glevet, o vean hon deuz gwelet en Jeruzalem eur bern tud dismantret gant al lornez.
Etouez ar broio ac’h eo koueet gwech-all warne ar oalen-ze, an euz hanvet ar prezeger hon bro Breiz. Ha n’on ket souezet a ze. Meur a gakousiri a oa en Breiz, ’vel em euz laret ’n eur gomz euz kakousiri Jeruzalem. ’Pez n’am euz ket laret, eo hon deuz meur a zon goz e komzer enne euz stad truezus an dud laour.
Setu aman eul loden euz gwerz Bugel al laourek, a zo bet kemeret dre skrid gant F. An Uzel, en Plouaret, ar blavez 1863[1] .
Eur plac’hik pemp pla ’hirvoude : ⁂ Ar vinorezik a lare
|
Neb an ije kanet d’in ar zon-man goude prezegen an Aut. Simons, an ije græt d’in ar brasan plijadur.
Mes n’eo anaveet gant hini ’bed euz ar belerined vreton : na ton na zon.
’Pez a glevan eo treo gallek a ganer goude koan.
Goude koan ive e reomp eur bale dre gær Gonstantinopl ; a spered, avad, ’n eur zellet ouz skeudenno distaulet gant golo war eur pez lien tanau stignet tenn.
- ↑ Gwerziou Breiz-Izel, rum 1an.