Mont d’an endalc’had

Trizekved pennad — V

Eus Wikimammenn
R. Prud’homme, 1903  (p. 346-348)



V


Eur c’houad aoun. — Peadra da zilaou ha da zellet. — Ar Stromboli o teurel tan. — ’Hed an Itali.


D’ar meurs, ar 17ed a Wengolo. — Daoust perak eta eo ken divalo kerz al lestr ar beure-man ? Kreuet eo bet unan euz tuelenno ar gauter-vraz. O klevet ze, ec’h a drouk ennomp : aoun hon deuz da venel, pe, da vihanan, da vean dilerc’het. Mes ’benn kreiste e zo græt eun dres d’an duelen, hag ec’h a al lestr war rauk evel kent.

Da 1 heur, e klevomp prezegen an Au. Toulotte, diwar-benn Stang-an-Deñved, hon deuz gwelet en Jeruzalem, ’kichen iliz Santez-Anna. Da 7 heur, en em lakomp c’hoaz euz wech dirak taulenno sklerijennet. Ha setu an Tad Leopold Gerbier oc’h ambroug anomp dre ruio Athen, kær-benn ar Gres, eur gær he deuz miret kalz a dreo kaer euz hec’h amzer gentan ; rak bet ’zo eun amzer hag e oa, dre he speret hag hec’h ijin, rouanez ar bed.

Au Au. Vallée ive, eur belek koz euz eskopti Tours, a lenn d’imp eur pez barzoniaz an euz skrivet diwar-benn e bevar-ugent vla : c’hoaz eo dilu a gorf, ha lemm a speret.

N’on ket pell goude ar vodadek hep mont da gousket, rag ponner e kavan an amzer : arne a dle bean ennan.

D’ar merc’her, an 18ed a Wengolo. — Eur c’housk-plomm am euz bet fenoz : n’am euz ket klevet zoken taer youc’haden ar c’houitelerez, a zo bet lausket pa oamp o tremen dirak Messina. Deut e-mæz euz he goazien-vor, ec’h omp breman en gortoz da hadgwelet mene-tan ar Stromboli. Mar daulfe flamm ar wech-man, da vihanan ! Oh ! na pebez stad a vije enomp ! Fe, terri a ra d’imp hon c’hoant. Butunat a ra bepred herr da m’hall, mes ober ’ra ive lajado flaminan.

Mar vije teñvaloc’h an amzer, e vije c’hoaz kaeroc’h sellet outan : an de, ’vit-se, an euz *tarzet pell ’zo. An heol a sko war an enezen, ha war Inostra, ar gærik a zo ouz troad ar mene-tan. Pegen gwenn eo ha pegen koant ! Ouz he sellet e sedera ma c’halon hag e skanva ma fenn, an em zant c’hoaz euz arne an nozvez divezan. Na dremenomp ket ar wech-man ken tost d’ar Stromboli hag hon doa græt ’n eun dont. Dre eun hent all e tistroomp. Elæc’h mont eün ’trezek goazien Bonifasio, ec’h eomp eun nebeudik war an tu deo, war du an Itali, c’hoant ganimp d’ober an dro d’enezen Korz : ac’hane neuze e kaso ar stur ac’hanomp ’trezek Toulon ha Marseilh. Mar chenchomp a hent, eo gant aoun euz ar mistral, eun avel eneb, a deufe marteze da c’houean garo epad ma vefemp e-kreiz ar mor-braz. Gwell eo gant ar c’hommandant chom dindan douaro uhel an Itali ha Frans ar c’hreiste : hiroc’h eo an hent-man ; muioc’h diriskl, avad, ha muioc’h goasket.

Hirie na welfomp tamm douar e-bed ha keu braz hon deuz, rak ’pez a weljemp a vije aucho Naples, bravan re, herve ’larer, a zo er bed, ha mene-tan ar Vezuv, goasan gourdrouzer a zo en Europ ; eul lac’her tud ive, penegwir er blavez 79 e ledaz eur gwiskad ludu tanet war gærio Herkulanum ha Pompei, ’n eur devi pe ’n eur vougan kæriz.

Mes mar renk hon daoulagad tremen an abardevez hep tanva ar blijadur-ze, hon ine, hi, he defo he goalc’h a zudi.


————