Mont d’an endalc’had

Pevare pennad — III

Eus Wikimammenn
R. Prud’homme, 1903  (p. 114-117)



III


War eun dro ’trezek ar Be Santel. — Banniel Gwengamp. — *Kannad Frans.


Goude meren n’hon deuz netra d’ober nemet diskwizan betek peder heur hanter. Neuze en em lakomp war diou regen, unan a bep tu d’an hent hag ec’h eomp ’trezek ar Be Santel. Oh ! gant pebez levenez ! ’Vit tanva ’nei hon deuz græt eur veaj ken hir ! Hast am euz da vont ’barz ar Gær Zantel ’vel ’n euz da zistrei d’ar gær eur Breizad a vo bet eur pennad divroet. Petra bennag Jeruzalem en em zant an holl gristenien enni ’vel er gær. Pep-hini ac’hanomp a hell laret : « Aman an euz bet skuilhet Mab Doue e oad evit am frenan : bean ’m euz eta ma lod ’barz an douar a zo bet santelaet ha goestlet da Zoue gant ar goad-ze ! »

Kristenien Frans, dreist-holl, o deuz *gwirio war ar gær-man, rag i, muioc’h evit ar re-all, ec’h eo bet ruziet Jeruzalem gant ar goad a red en o goazio : nag a hini euz o zado koz o deuz kollet enni o bue ’vit he difenn !

Ni na deuomp ket aman da ober brezel evelte na da lemel be Hon Zalver digant an dud dife.

Nan ! n’hon deuz d’ober nemet eun dra : pedi ! Pedi evidomp hon-unan, pedi evit hon c’herent, hon mignoned hag hon madoberourien, pedi, dreist-holl, evit Frans, hon Bro garet. Euz he feurz ec’h omp deut aman ’vit goulen digant an Au. Doue ma vo græt e *youl santel penn-da-benn gant hec’h holl bugale.

Fe, pedi ’reomp euz hon gwellan, ’n eur dostaat da dor kær : pedi a-spered hag a galon. A c’heno ive : rak kanan ’reomp holl war eun dro.

Hon daoulagad zoken hon zikour da bedi, rag gwelet a reont a uz d’imp seiz pe eiz banniel a digas sonj da bep-hini euz ar gær, euz e iliz pe euz e vreuriez. An hini a ra ar muian a vad d’in sellet outi eo hini an Itron Varia Wir Zikour, patronez kær Wengamp. Neve-flamm eo, bet græt n’euz ket c’hoaz daou viz, evit bean douget ha binniget en Jeruzalem : Eur gavaden adarre græt gant an Au. Louiz Neumager. Pa deue heñ di da belerinan, e felle d’ean kas di eun dra bennag evit enori an Itron Varia, e vamm. Dalc’h-mad e ve o klask an tu d’ober ze, daoust pegement a hallfe ze koustout d’e yalc’h. Breman ’zo daou ’la, e ræ lakat war dal uhel chapel neve kolaj Gwengamp eur pikol skeuden botin a weler a-bell o lugerni gant he gwiskamant gwenn, skeuden ar Werc’hez dinam. Ar bla-man, ’vit e dro Jeruzalem, en deuz græt gwean eur banniel sei wenn, d’ean eur c’hempen deread war an daou du : war eun tu, *ardamez iliz an Itron Varia Wir Zikour, a ro da c’hout ec’h eo breman eun iliz-rouanez ; war an tu-all eun nebeut girio, skrivet gant lizerenno alaouret, a diskoue pe de eo bet stoket ar banniel ouz be hon Zalver.

Dleet oa d’e berc’hen e dougen, mes c’hoant gantan d’ober enor ha plijadur da belerined Lannuon, an Au. Neumager an noa laket ’nean etre o daouarn. Ouz gwelet an Au. Normand hag an An. Chareton o tougen ’nean ’vel daou zoudard kalonek, e seblant d’in gwelet daou euz ar varc’heien goz distroet a-neve war an douar.

Da wir, ’boue amzer ar c’hroazadeier, n’o deuz ket gwelet tud Jeruzalem tri c’hant pautr o tont, war eun dro, en o c’hær gant kement a zevosion. Goude m’ eo pleustret braz ru Jaffa, e tremenomp enni hep kaout skoilh en læc’h ebed, hag ive hep klevet eur harzaden fæuz pe eur gomz direiz. Aman na rer goap gwech ebed ouz ar re a bed ’n eur stum pe stum ha muioc’h a frankiz a ro an Turked d’ar prosisiono ’vit na roer d’ê en meur a gær euz ar broio kristen.

Tremen a reomp a-biou d’eun ti ec’h eo stignet outan an drapo a dri liou : ti « konsul » Frans eo, ti an Au. Auzepy, a zo karget a-beurz ar gouarnamant da rei harp ha skoazel, n’eo ket hepken d’ar Fransizien a zo en Bro-Siri, d’an holl gatoliked eo ive, n’euz forz euz a be vro ec’h int. Eman ouz e brenestr, heñ hag autrone all, o sellet anomp o tremen : bremazonn e teuio davedomp d’iliz-veur ar Be Santel ha na vo ket ’vit ar wech divezan : ’keit ha ma chomfomp en Jeruzalem, e plijo d’ean ’n em gavout aliez en hon zouez.


————