Mont d’an endalc’had

Seizved pennad — X

Eus Wikimammenn
R. Prud’homme, 1903  (p. 206-208)



X


War azen da Vetani : N’in ket me bepred. — Perak.


’Vit ’n inderv e kemeran gant tri belerin all hent Betani. Daou hent a gas di : an hini berran, n’an euz ket ouspenn eul leo, a dremen a-dreist da Vene ar Gwe Oliv. Hennez a blijfe d’in ar muian ober, penegwir e tremen ive dre Vetfaje, hag ec’h eo bet pleustret meur a wech gant hon Zalver pac’h æ euz a Jeruzalem da di Lazar e vignon, a chome en Betani. Mes n’eo nemet eur wenojen, ha hi sonn-sonn an daou du d’an dosen. War droad hepken pe war azen e c’hell an nen tremen dre eno. ’Vit war azen, ne c’houlan ket me mont, dreist-holl ’boue ’m euz gwelet ’pez ’zo digoueet gant an Doktor Fauvel en e veaj Betleem. Mes meur a hini a zo, ha n’int ket ken aonek ha me : c’hoant gante d’ober an hent a zo etre Jeruzalem ha Betfaje war gein azen ’vel ma reaz Jezus an de a-genver Sul-’leuio, mes war an tu enep, e feurmont bep a loen skouarned-hir. Neubeud a dra a gousto d’ê : wardro eur skouet.

Mes unan anê an euz pæet e hini kals keroc’h : hanter kant lur. — « Divadin ? » a laro d’in ma lenner « Ya, 50 lur, ha c’hoaz eo arabad d’ean ’n em glemm. Kenkouls an ije pæet e azen 50 skouet, mar nije bet ’nê en godel e zoudanen. — Bet eo ’ta laeret ar belek paour ? — Ya, ha biskoaz a vravoc’h. »

N’eo ket an azen hepken a feurmer, mes ive e berc’hen, ac’h a dalc’hmad d’hen heuilh. Rekouret ’ve ’nen gantan a-wejo : rak aliez e ra moji-loriken e benn fall. Panevet eman ar moukr ’n e gichen ’vit rei d’ean taulio baz ha boutan ’nean gant e zivræc’h, ec’h afe e-souz elæc’h mont war rauk. Gwejo all eun taul gwink, pa zonjet an nebeutan : mes bezet dinec’h : dorn ar moukr a harp anoc’h hag a harzo anoc’h da gouean. Betek breman, kwita ? n’ho peuz nemet d’en em veuli dioutan : mes gortozet. War digare delc’hel anoc’h stard war ho torchen, e kav an tu da voutan e zorn en ho kodel, ha hep gout d’ac’h, Goaz d’ho yalc’h, mar ’man eno : dilojet eo goustadig ha laket dizeblant en kerc’hen ar filouter.

Emberr, pac’h efet da gousket, e taulfet ple d’an dro vil a vo bet c’hoariet d’ac’h ; mes neuze ’vefet re divezad.

Setu ’pez a c’hoarveaz gant unan euz ar belerined, an nefoa kemeret eun azen ’vit ober e dro Betani.

Kenkouls e vije digoueet kement-all ganin.

N’am euz ket keu eta da vean lezet an ezen da vont endro hep kemer hini ’bed anê.


————