Mont d’an endalc’had

Eizved pennad — V

Eus Wikimammenn
R. Prud’homme, 1903  (p. 239-242)



V


Diabarz iliz Santez-Anna. — Digemer græt da *Gannad Frans.


Marteze ’ver bet feuket o lenn bremazonn ar girio-man « koz iliz ». Muioc’h deread e vijent bet kavet, mar vijent bet helpennet gant ma fluen er c’hiz-man « iliz koz ». Ar wirione am ije skrivet, a dra zur, pe da vihanan eul loden euz ar wirione : rak an diou iliz a gomzomp anê a zo noadet braz : bet int savet gant pautred ar C’hroazadeier, hon zado koz. N’am ije ket, ’vit-se, laret ar wirione penn da benn. N’am ije ket roet da c’hout, ’n’eur skrivan evelse, ne oa an ilizo-man nemet kos treo, pan int bet laket etre daouarn Frans.

Hini Abou-Gosch n’he deuz ket c’hoaz chenchet a zoare.

Hini Santez-Anna, ’vad, a zo bet laket d’ei eur gwiskamant neve, hag unan euz ar c’haeran. Ha taulet ple n’eo ket bet gwisket herve ar c’hiz neve. An tenner-planio a oa bet karget gant hon gouarnamant d’he hadneveât an euz klasket he henvelât ouz ’pez a oa breman ’zo eiz kant vla. Deut eo a-benn euz e daul. Talvoudusan ha c’houekan pez labour a zo en Jeruzalem eo, sur mad, iliz Santez-Anna. Oh ! ma vije græt kement all d’iliz-veur ar Be Santel ! Mes, siouaz ! N’eo ket hi da Frans. Re a berc’henno he deuz ! Vel eman, eo red d’ei chom.

War gont hon gouarnamant eo bet græt, en Santez-Anna, an darn vuian euz an dispigno. Mes bet eo sikouret gant meur a vadoberour ha dreist-holl gant an Tado Gwenn n’o deuz espernet ’vit se nag o foan nag o yalc’h. O fenn-rener, ha krouer o Urz, ar c’hardinal Lavijeri, an euz roet ’vit e lod an auter-veur, he deuz eun dalvoudegez dreist-muzul : eun tammo marbr a hep sort liou a zo æt d’ober ’nei, a zo bet tennet euz mengleuio an Aljeri, ha kizellet eno gant micherourien dornet euz ar gwellan.

Ker ive, sur mad, an euz koustet ’pez a weler a-hent-all o kempen diabarz an iliz. Meur a daulen a zo deut euz a Baris. Daou bod gouket-hir, hag i braz braz, ha lived en glaz-eñv, eo ar yec’hed o gwelet. Mes hast am euz da laret n’int ket bet poac’hed en eur boderi ’vel hini Pabu, ’kichen Gwengamp. An danve anê a zo pri porselen, hini glan, bet meret, troet, ha stummet en poderi Sèvres, eur boderi broaduz, da laret eo he deuz ’vit perc’hen Bro-C’hall hec’h-unan. O daou int marellet euz ar kroec’h[sic] d’an traou, ha war o c’hof e lenner distag, daoust d’ê da vean an eil war eben, diou lizeren veur : eun S, an hini gentan euz ar gir Santez, hag eun A, an hini gentan euz ar gir Anna.

’Vel ma welet, kement tra ’zo aman a digas d’imp sonj euz Frans, ya kement tra, betek skeuden an Itron Varia Lourd hon deuz enoret ’barz ar chapelik kleuz, betek min-be an Au. Ledoulx, o zo marvet pevar bla ’zo *kannad Frans en Jeruzalem, hag a zo bet, herve e c’hoant, douaret en iliz Santez-Anna. c’hoant gantan da rei e gorf da douar Franz, e pedaz e dud d’hen lezel en Santez-Anna : evitan chom eno na vije ket bean divroet.

Ar c’hannad a zo deut war e lerc’h, an Au. Auzépy en em zell aman ive ’vel er gær. Dont a ra aman aliez, dreist-holl bep sul evit heuilh an oferen bred.

Hirie, eün mad, ec’h eo sul : na c’houito ket a dra zur ar c’hannad da dont da Zantez-Anna, Na pa na vije ket sul, e teuje memez tra, o vean m’eo berziet aman gouel Ginidigez ar Werc’hez ’vel eur pardon. Ha neuze, mar ’n euz gwelet ar c’hannad pelerined e Vro en iliz ar Be Santel, e fell d’ean digemer ’nê e ti Frans, he vamm hag o hini, ’vel ma tigemerfe eur map enan e vreudeur en ti e vamm.

War dro eiz heur hanter, ’koulz an oferen bred, ’ver en gortoz anean : birvi ’ra an dud er porz. Ar skolaerien a zo ’n eur regen, tost da nor-dal an iliz. Breman ’welan emeint eur hanter-kant bennag, a bep seurt noad hag a bep seurt ment. Darn anê, benvio muzik en o daouarn, a c’hortoz ar mare ma vo laret d’ê c’houean ebarz.

Berr eo o gortoz. Setu pevar gawas ar c’honsul o tont er porz, hag ar belerined o lemel o zoko, hag ar muzik o son. Dont ’ra ganti ar Marseillaise, kan bro Frans, ’vel pa vije enni c’hoarierien euz an dibab. Me da vihanan a gav ze d’in : kement a vad a ra d’in o silaou ! Ma c’halon a drid, ha ma speret, kemeret gantan an tec’h, a zo nijet a denn askel ’trezek Frans, ma bro garet.

Koulskoude ar c’honsul a dalc’h da gerzet, e dok gant an ’n e zorn, ambrouget gant an Tad Rener ; tri autro all, e zieler, e guzuilher hag e *juben, a deu war e lerc’h. Eun den krenn eo, korfed kaer, ha sello seder d’ean ; dougen ’ra dilhad marigellet gant arc’hant, a ro da c’hout an euz eur garg uhel.

Mont a ra eün d’an iliz, ’læc’h ma kav, dirak ar c’heur, kadorio a enor ’vitan ha ’vit e heuilherien.


————