Naved pennad — IV
Kentan tra a ran goude hadlein, eo mont da zaoulinan en kao don ar Gredo : eno, war a larer, en em vodaz an daouzek abostol, ’rauk en em dispartian, evit urzan, en daouzek artikl, ar pez a dle da gredi eur c’hristen mad.
Ac’hane e savan war griben ar mene. Uheloc’h c’hoaz e safjen mar drofe ’n em fenn : rak neb a gar a c’hell pignal dre eur *viñz-tro bete beg eun tour uhel ha moan a zo aman, sonn en e zav, ’uz d’eun iliz Russian.
Mes re a amzer ac’h afe ganin, ha re e koustfe ze d’am diouhar.
Petra bennak e welan ma goalc’h deus ’traou. Daoust piou, goude bean savet war Vene Bre, a fellje d’ean pignal war doen pe war dour chapel sant Herve, war digare dizolo muioc’h a vro ?
C’hwel du-ont, ’tresek ar zav-heol, ar Mor Maro gant e liou glaz-plomm. Bean ’zo etrezan ha me tosenno ac’h a war zisken ’n eur ziskoel d’in o c’heino gwenn-louet.
Bean ’n euz ar Mor Maro pemp leo war-nugent a hed, ha pemp en e vrasan ledander. Ha pegeit eman ac’han ? Kalz pelloc’h ’vit na larfe ’nen : nao leo, hag-eñ na zeblant ket bean e-tuont da daer. Seblantout a ra ive bean kalz izeloc’h evidon. Ze, avad, n’eo nemet ar wirione. Eur mil metr bennak en em gavan a-uz d’ean, penegwir e tisken heñ 400 metr izeloc’h ’vit ar Mor Kreizdouarek, a zo d’e dro 600 metr izeloc’h evid mene ar Gwe Oliv.
Na zo ’neblæc’h e-kreiz an douar, na dour sall, na dour dous hag a chomfe ken izel dindan dour ar Mor Braz.
Na zo ’neblæc’h kennebeut dour hag a vefe blazet ken fall ha hini ar Mor Maro : larout a rafe ’nen a vefe *eoul-men ha dour sall mesk ha mesk. Bean ’zo ennan bep sort treo mad da gemer tan : bitum, asphalt, nitr, soud, hag all. Ha noazuz int holl ’vit an ælan ha ’vit ar goad.
Setu perak na weler ket a besked beo er mor-ze. Pesked maro, ’vad, na laran ket : goaz d’ar re en em ankoua da zont eno gant dour ar Jourden : mervel ’reont dioustu, hag o c’horf d’an *deun : rak an dour a zo ponner-ponner ha poan ’nefe an treo o chom war-var. Setu perak ive ec’h a war helpenn neb a glask nanvial er Mor Maro, ’met bean vefe eun diskraper euz ar c’hentan.
’Vel ma weler eta, n’an euz ket laeret ar mor-man e hano ; n’hell netra bevan ennan.
’Barz ar Skritur Sakr e komzer euz ar Mor Maro ’vel euz eur mor milliget. Marteze e oar ma lennerien evit petra. Mar n’ouzont ket, setu aman.
Amzer ar patriarch Abraham (bean ’zo aboue pevar mil vla) e koueaz malloz an Autro Doue war eur gær hanvet Sodom, an em gave war ribl ar Mor Maro. Æt droug ennan o welet he zud en em vreinan gant ar goasan dizurzo, e lauskaz warni tan euz krec’h, ha tan euz traou : ha setu ’nei en ludu. An *hevelep darvoud an euz neve zistrujet (er blavez 1902) kær Sant-Per ar Martinik. Mar na ve ket adsavet, ha mar dalc’h c’hoaz eur pennad ar mene Peilhet, hec’h amezek, da zislonkan tan ha moged, petra vo gwelet ’benn pevar mil vla euz kær Sant-Per ? Netra, hep mar e-bed.
’Vit Sodom, na chom ket diouti an disteran tra. Klasket ’zo bet war ribl al lagen, klasket en he *goeled. Poan golled : kavaden e-bed.
Fe, n’eo ket ni, Bretoned, a vo souezet euz ze. Eur gær ive hon deuz kolled, kær Is. He dizurzo ha dreist-holl dizurzo ar brinsez Dahut, merc’h he roue Grallon, a dalveaz d’ei bean lonket gant ar Mor : euz a ze ec’h omp sur. Mes n’ouzomp ket pelæc’h e oa. N’he deuz lezet netra war he lerc’h : biskoaz men euz he mogerio n’an euz roet krog da zant an *heor. Larout a rer ec’h int bet gwelet a-dreuz d’an dour gant lagad lemm ar *verdidi : eul laraden eo ze, ha netra ken.