Mont d’an endalc’had

Naved pennad — V

Eus Wikimammenn
R. Prud’homme, 1903  (p. 277-278)



V


Petra c’hoaz en gwel : ar Jourden. — Perak e plij badei gant dour ar ster-ze.


Pa zellan euz Mene ar Gwe Oliv ’trezek ar Mor Maro, e kav ive ma daoulagad ster ar Jourden, a gas d’ean he dour. D’ar Jourden eo an dour glaz du a red duont, er pellder, etre diou regennad koat.

Ober a ra e *gan vel eul lost d’ar Mor Maro, eul lost an em asten ’vel eul *lieten war du an hanter-noz.

Na skwizan ket o sellet ar ster-ze, gant a goant he c’havan. Ha neuze seblantout a ra d’in klevet ’nei o kontan d’in, ’vel eun test an euz sonj euz a bell, an holl vurzudo a zo c’hoarveet gwech-all goz en he c’hichen, ha beteg en he *c’han. Eun de e fellaz da Jozue treuzan ’nei gant an Hebreed, evit mont d’ar vro binvik a oa bet prometed d’ê gant an Au. Doue. Dal ma tostaaz d’ar ster ar re a douge an arc’h zantel, e tec’haz an dour euz an daou du, evit lezel ’nê hag ar re all da dremen war ar zec’h.

Eun de all (pevarzek kant vla goude) e kemere Sant Yan Vadezour euz an dour-ze hag e vadee gantan hon Zalver Jezus-Krist.

Setu perak, goude e c’heller rei ar vadeiant gristen gant n’euz forz petore dour gwerc’h, e plij koulskoude da veur a dad ha da veur a vamm ober badei o bugale gant dour ar Jourden. N’euz d’ober evit se nemet skuilhan eun daken bennag anean ’barz an dour-bade.

Me ma-unan na zistroin ket d’ar gær hep kas ganin eur bannac’hik dioutan. Rak goud a ran na oufen ket ober d’am c’hoar brasoc’h plijadur evit badei gant an dour-ze, en Iliz Kervorc’h[1], ar bugel eman o c’hortoz.

Allo ! mad ! setu ma speret, an ibilh ’zo anean, æt adarre da Vreiz. Koulskoude ma karje bean gant ’pez a ziskoue d’ean ma daoulagad, e kavfe aman, war vene ar Gwe Oliv, peadra d’hen delc’hel a-gær.

Ken aliez a dra a weler ac’han ! Ha laret c’hoaz am ije c’hoant da welet muioc’h ! Ya, duont a dre d’an tosenno, eun neubeudik tostoc’h *eget ar Jourden, en em guz eur gær a vije eun dudi ’vit ma daoulagad kouean warni : kær pe gentoc’h kærik Jeriko.

Mes n’o deuz nemet gortoz eun tammik, hag o defo o *goalc’h. Arc’hoaz, mar be bolante Doue, ec’h efont di — ha me gante. Arc’hoaz e tlean mont di da gousket.


————

  1. Eur barrouz eus bro Wengamp.