Mont d’an endalc’had

Naved pennad — VI

Eus Wikimammenn
R. Prud’homme, 1903  (p. 278-281)



VI


Diabarz eun iliz Russian. — Jeruzalem, dindan heol-kreiste, gwelet euz hent Betfaje.


’Rauk disken euz mene ar Gwe Oliv ec’h an d’ober eur weladen d’eun iliz russian, eman he zour aman ’uz d’in, hag he dor en em c’hichen. A-ziabarz eo henvel ouz hon re, nemet skeudenno ar Werc’hez hag ar zent a zo holl livet : hini ’bed anê na zo kizellet. An darn vuian anê a zo en tu ’rauk d’an auter, hag en o zouez en em zistag, ’vel en holl ilizo gresian[1] skeuden eun æl, en tu kle, ha skeuden sant Yan Vadezour, gant diou askel, en tu deo.

An auter, avad, gant e zabernakl, n’on ket ’vit he gwelet. Kuzet eo gant *speuren ar skeudenno (ikonostaz), ha difennet eo d’ar zellerien mont d’he *c’hæ.

Dre ze ’pez am euz d’ober breman, eo mont e-mæz, evit adkemer hent Jeruzalem. War droad e tiskennan di, dre wenojenno meinek an euz poan an nen o kerzet enne. Koulskoude, kaer ’m euz kaout ma hent da zibab, e savan ma daoulagad aliez war ar gær zantel, a ziskoe d’in, en tu all da draouien Jozafat, he mogerio uhel, he bolzio hag he zourio ’kelc’het : beuet int en eur mor a sklerijen, ha gwennet gant an heol ’vel eur forn tommet d’ar gwenn. Ac’han e lezaz Jezuz e valloz da gouean war an Templ, a oa duont ’læc’h e welan breman o luc’han moskeen Omar. Rak dre aman e tremene bemde en e amzer zivezan evit mont ha dont etre Betani, Betfaje ha Jeruzalem. N’hellan ket lemel ze euz ma speret ha, kazi hep goud d’in, e treuzan *froud ar Sedron, hag e savan en kær dre dor an Itron-Varia (Sitti Mariam). Tost eo da gouls meren, ’benn e tigouean en em hostaliri.

Goude kreiste hirie, n’in ket da redek : diskwizan a feil d’in evit bean *goest arc’hoaz d’ober beaj Jeriko.

’Pez a ran, eo mont d’ober eun dro ’barz *mirdi ar Pere, eur zal vraz euz ti Itron Varia Frans : an Tad Germer an euz dastumet eno eur bern treo koz, bet kavet en Bro-Bere, en tu all d’ar Jourden. Eun dra hag a ra plijadur d’in kavout eno, eo eun daul ven, ’balamour e tigas d’in sonj euz an taulio mein a gaver ken stank en Breiz-Izel : tost da Blouneour-Trez e zo pikolo re.

N’ec’h an en kær nemet ’vit ober eur weladen da daer iliz, hini ar Be Santel, hini ar Patriarch, ha hini Sant-Salver. Diou wech c’hoaz, pa c’hellin, ec’h in da bedi enne, ha neuze ’mo goneet induljans vraz ar Jubile. Eur c’hras kaer, ’vit nebeud a boan, kwita ? Petra bennag eman tost an taer iliz an eil d’eben. Mes ar boan hon deuz kemeret evit dont eus Frans beteg aman, he deuz ive he zalvoudegez.

D’am distro, ec’h an, herve ma c’hustum, da evan eur bannac’h tizan tro-heol ’ti C’hoar Jozefinan, hag e-skeud se e kemeran ’n hec’h apolikeri eur pakadik louzo enep d’an derzien : kinin, a gav d’in, hag antipirin.

’N eur stagan gant ma c’hoan e lonkin ’nê, ha marteze na vervo ket kement ma goad an noz a deu hag en deuz græt an nozio all.


————
  1. An ilizo russian, a heuilher enne doare kredi ha doare pedi an ilizo gresian.