Pennad kentan — IV
Koulskoude ma speret hepken an euz græt ar poz-ze. Ma c’horf an euz dalc’het da vont war-rauk, jechet gant ar marc’h-tan. Ar paour kæz marc’h ! Krog on breman da gaout true outan. Dic’houean ’ra ’vel pa ’n ije ar berr-alan.
Setu, ’vit-se, epad eman oc’h ehanan en eur garik, sklerijen ar golo o kouean warnomp euz kroec’h. Ha nan eo ket noz c’hoaz koulskoude. Daoust ’ta petra a zo ? Na vin ket pell hep hen gout. Kazi dioustu goude, e tevala an treo endro d’imp evel pa vije noz du-dall ; eun drouz spontuz a ra ar rojo, ha moged, eur moged fleriuz, a deuje da gargan hon *c’hombot, panevert e serromp kloz ar prenestro gwer.
Ec’h omp ’barz eun toull hir, bolzet euz kroec’h, a zo bet kleuzet dindan mene ar Gost-Aour, evit lakat an hent-houarn d’hen treuzi. Tunnel Blaisy a ve græt euz heman en gallek, abalamour d’ar gærik vihan a zo war lein an toull. Eul leo a hed an euz. Er c’hreiz en em gav ar c’hein a ra an dispari etre an dour a red ’trezek mor ar Manch, dre ster ar Sên, hag an dour ac’h a da gouean er mor Kreizdouarek dre ster ar Rhon. Santout a reomp pegoulz eo krog an disken : kalz primoc’h e tro ar rojo, hag eur wech hadkavet ganimp ar sklerijen, e welomp o tremen dirag hon daoulagad, gant *herr al luc’hed, rec’hel garo euz eun tu ha toullo don-don euz an tu-all. Nijal a reomp, koulz laret, a-uz da draouien an Ouch. Amzer hag amzer, ’vel eur go du a vefe tro-ha-tro lonket ha dislonket gant e doull, hon marc’h du, ha ni d’e heul, a zeblant ive bean lonket ha dislonket gant an tunnelo e tremen enne. Poncho doug-hent, uhel spontuz, a dreuzomp ive eleiz, Ha gant eun drouz, ma Doue ! eun drouz kurun ! Evel bouzaret omp ha ’vel mezevennet epad eun hanter heur, ken o teu an tren da gaout skoilh en gar Dijon.