Seizved pennad — IV
Na vo ken a burkator goude ’vo bet barnet an holl dud en traouien Jozafat, — pe e læc’h-all. Da c’hortoz, aman, en *deun an draouien, e zo tud hag a ra, kouls laret, o furkator en o beo. ’N eur ziskoel d’imp, izeloc’h ’vit ar berejo, eur regennad tier bihan euz an disteran, e lavar d’imp hon ambrouger : « C’hwel aze, ’mean, eur gakousiri. » Eno en em denn hag e ve maget gant kær ar gakoused a ve ganet enni. Ken e oa ar bla 1875, e c’hellent bevan diabarz ar mogerio, diwar an aluzen. Breman eo red d’ê chom e-mæz ar gær evit klask o zammik boed. Eur glozen ac’h astennont d’imp gant eun dorn, pe eur hanter-dorn : rak mons int kazi holl, kollet gante eur biz, pe a-wejo eun dorn a-bez. Pa c’hellont distagan eur gomz bennak, da laret eo, pa ne ve ket peurdebret o muzello gant ar brein-krign, e laront d’imp ar gomz-man, a zo eur gomz c’hallek dislivet : « Fatemi la carita ! Græt d’in ar garante, pe, mar geo gwell ganac’h : roet d’in an aluzen ! » Ar gir « bakchij » a deu gante ezetoc’h, ’n askont m’eo eur gir arabek.
Ha nag a boan o de o kerzet ! Mont a ra en dismantr o zreid hag o diouhar. O c’hroc’hen paour, aliez, n’eo nemet eur paste goro. Setu perak ec’h eo ken heusuz o gwelet. Ha setu perak, aboue pemp pla war-nugent ’zo, na lez ket ar gouarnamant ’nê da vale en kær. Boutet ’n euz ’nê ’barz an toull don a zo aze dindan hon daoulagad, ha rei a ra d’ê eun draik bennag vit o harz da vervel. Koulskoude ec’h int c’hoaz ezomek : ar re a c’hell kerzet ac’h a en dro, mes hep mont en kær, ha pa vent distro d’o c’hlanvdi, an abarde, e lodennont gant ar re all ’pez o de dastumet. Ar garante vrasan a ren etreze.
Den na ’c’h a d’o c’hæ nemet ar gristenien katolik. Relijion ar re-man hepken a c’hell rei kalon aoalc’h evit hen ober. Koulskoude an Turked n’int ket ’vit lezel an dud laour dalc’hmad en o breinadur. Abalamour da ze, a-beurz ar gouarnamant, ec’h a diou wech ar zun diou leanez euz Urz ar Garante da oalc’hi goulio ar gakoused, ha da gas d’ê dilhad da chanj. N’eo ket avad ar memez re ac’h a bep tro ; anez e c’hallfe al lornez stagan oute, ’vel m’eo bet staget ouz an Tad Damien, a zo neve varo en e gakousiri en bro an Oseani. Eur gwir sant, bet merzeriet gant ar garante ’vit Doue hag e nesan !
Bep pla ive, pac’h arru, da viz mæ, en Jeruzalem pelerinaj ar Binijen, e ve gwelet itronezed ha dimezelled o kas d’an dud laour dilhad neve hag o serviji d’ê eur pred euz ar gwellan. N’am euz ket ezom da laret pegement eo binniget an dud vad-ze gant ar glanvourien baour. Doue, d’e dro, n’ankouao ket ar vad a ve græt gante en e hano : e vennoz a goueo warne er bed all ha ’dalek ar bed-man.
Mar ’me amzer, kent kwitaat Jeruzalem, ec’h in d’ober eun dro betek ar gakousiri, na welan ac’han nemet euz a-bell.