Seizved pennad — III
Meur a bez lojeiz a zo bet distrujet aman wardro gant iliz Sant-Per. Ar vuzulmaded, c’hoant gante d’ober euz Jeruzalem eur gær grenv, o deuz troc’het d’ei he lost, kouls laret, ’n eul lezel diavæz ar mogerio neve tu ar c’hreiste, da laret eo ar c’harter-man. Meur a dra koz a zo kuzet aman, dreist-holl treo bet græt gant ar Romaned. N’euz d’ober nemet lemel ar gwiskad douar a zo war c’houre, hag e kaver ’leiz a dreo a zo eun desteni euz doare bevan ar re goz. Tado an « Assomption », ’boue o deuz prenet o fark, o deuz laboured deuz o gwellan ’vit dizolo darn anê ; bernio douar o deuz difoeltred evit furchal. Red eo laret n’o deuz ket kollet o foan nag an arc’hant a zo bet roet d’ê evit se. Kavet o deuz eun hent paveet gant ar Romaned, posto ’vel ar re a lakent d’ober diarauk o stalio, kavo-dour, ha me ’oar petra c’hoaz ?
Gant eur c’hao-dour koz koz o deuz græt an Tado eur gambr da lakat archedo, hanval ouz eur garnel : toullo hir o deuz kleuzet en eur c’hoste anei, hag enne e voutont korfo maro o leaned ha re ar belerined euz Frans a deu da vervel en Jeruzalem. Bean ’zo enni breman pevarzek arched.
Me ive, mar digouefe d’in mervel en Douar Santel, a rofe a greiz kalon ma c’horf da c’harnel ar Mene Sion. Eno e teu kazi bemde Tado an « Assomption » da bedi, hag ac’hane, goude bean bet *dazorc’het de ar varn general, am ije neubeud a hent d’ober ’vit ’n em dougen da draouien Jozafat.
C’hwel ar penn izelan anei aze, dindanomp : n’hon deuz ’met ’n em lezel da vont war draou, hag ec’h omp en he *deun. Hedan ’ra mogerio kær en tu ar c’hreiste ha dispartian ’ra ’nei deuz mene ar Gwe Oliv, ’vel e tisparti traouien Gouedik kær Sant-Briek deuz parrouz Cesson. Ken don, avad, n’eo ket. E-tuont da ze, he goaz, ar Sedron, a red ’trezek ar c’hreiste, elæc’h hini eben, ar Gouedik, a red ’trezek an hanter-noz. Mes n’anvean en Breiz kær e-bed hag a digasfe d’in sonj euz Jeruzalem kenkouls ha Sant-Briek. Roet da homan eur ment diou wech brasoc’h, ha laket endro d’ei mogerio uhel ha teo, gant c’houæc’h pe zeiz dor : bean ’po neuze eur gær hanval aoalc’h, a-ziavæz, ouz ar Gær Zantel.
Mar lezet e-mæz ho kær ti-gar Sant-Briek, e c’hellfet gwelet ennan, gant ho fantazi, ti ar Senakl war ar mene Sion. Breman, n’ho peuz ’met sellet ac’hane gant ho taoulagad ’trezek an hanter-noz, hag e welfet, pell duont, en tu deo d’an draouien hag e-keñver bered koz Sant-Briek, eur c’hoadik a rer anean koat Toupin.
Roet da heman eun hano-all, an hano a Jetsemani, ha setu c’hwi kavet ganac’h al liorz koadek ec’h eaz Jezuz enni gant e ebestel, goude bean græt, ’barz ar Senakl, sakramant an Auter.
’Vit mont di e tremenaz dre aman, ’læc’h mac’h omp chomet da zellet endro d’imp, Ac’han e tiskennaz betek ar Sedron, ha neuze e savaz da liorz ar Gwe Oliv.
’Leiz a veio, beio Judevien ha beio muzulmaned, a zo en daou du da draouien Jozafat. Darn anê, ’vel re Absalon, Zakari ha Jozafat, a zo koz koz ha hanval ouz chapeligo. Petra bennag a viskoaz e zo bet intered eno. Meur a den eta a deuio da hadvevan eno an de divezan euz ar bed, evit bean dioustu barnet gant hon Zalver Jezuz. Setu perak, a van da van, ec’h eaz en kreden ar Judevien, hag en o goude en kreden ar gristenien, e vije dastumet eno an holl dud evit ar varnidigez vraz. Gellout a reomp delc’hel d’hen kredi : mes n’euz pec’het ebed evit hen nac’h. Ar Judevien hag ar Vuzulmaned hen kred ken stard ken e teuont en o beo da zibab ’barz an draouien al læc’h e plijo ar muian d’ê bean barnet ennan.
Me na gemeran ket ar boan da zisken ’vit ober ’vel Muzulmis. Forz ’zo d’in pelæc’h aman bean barnet ? Forz ’zo d’in zoken bean barnet aman pe e læc’h-all ?
An drompilh a vezo klevet |
Eun dra hepken a c’houlennan : ma teurveo ar Barner
Braz kaout true ouzin.
Ar poz a ver o paouez lenn a zo tennet euz ar pedenno kaer dispar a ve laret en Breiz-Izel dirak ar c’horfo maro. Nag a wech, en em yaouankiz, e zo digoueet d’int mont da gemer lod enne ! Na varve den endro da Wern-Lanrodek[1], hep n’ajen goude koan da bedi dirakan. Ha me ’lar d’ac’h na vije ket poaniuz evidon na ’vit ar re all chom war benno an daoulin epad eun hanter heur pe ouspenn. Speret ha kalon e vije ’nen gant komzo ar beden.
Oh ! ma chomo beo ar c’hiz-ze dre-holl en hon bro Breiz-lzel, ’vit ma teuio Doue da bardoni abretoc’h d’anaon ar purgator.
- ↑ Ar Wern a zo eur vereri vraz euz parrouz Lanrodek, o deuz bevet enni epad kant ’la tud Kloarek ar Wern.