Mont d’an endalc’had

Seizved pennad — II

Eus Wikimammenn
R. Prud’homme, 1903  (p. 180-183)



II


Kolisted hep mez. — Lein soudard. — ’Læc’h ma ouelaz sant Per.


Epad an oferen bred hag ar zalud, e talc’her da laret oferenno ouz an auterio vihan an efoa ar veleien war lestr Ar Zilvidigez. N’eo ket kolisted kennebeut, a vank d’ê : ouz pep-hini euz an daouzek auter, e zo daou pe dri grennard pe zoken tud yaouank hag a glask respont an oferen, *helibini gante. Ha respont a reont ’vel m’eo dleet. Ar bautred dre aman eo eun enor evite serviji an oferen, hag a disk hen ober an abretan ma c’hallont. Peadra c’hoaz, kwita ? da lakat kristenien hon bro Breiz da ruian ; nag a hini en o zouez hag e vije fæ gante respont an oferen. Marteze int *abof eun tammik : mes me ’gred ive na c’houlont ket hen ober… dre vez.

Mez direiz, en gwirione. Lezet anon da laret diouti zoken : mez milliget ! Ar vez vil-ze a ve dalc’het ganti aliez ar Vretoned, hag o harz a ra aliez d’ober ar vad. Kent ober an dra-man pe an dra-ont, e ve sellet ha græt e ve gant ar re all, pe na ve ket, ha talveout a rei d’imp meulodi pe goaperez : na ve sellet ’met ouz ze. Bean eo mad an dra-ze, bean eo fall, bean eo herve, pe enep lezen Doue hag ar goustians ? N’euz forz ! « ’Vel ar re all, ha dalc’h-mad ’vel ar re all, — ya, dalc’h-mad, na pac’h afe ar re all d’en em goll. » Setu ’pez a zeblant laret kalz o Vretoned, ha ’pez a dalve d’ê meur a wech ober ar fall, ’vite da vean kristenien vad. Pa vent divroet dreist-holl, ha pa bleustront tud dife, neuze int paket da vad gant diaoul ar vez diwir. ’Læc’h bean eur skouer ’vit ar re all, en em gomportont a-wejo, siouaz ! goasoc’h evite. Lezont anon eta da hadlaret ec’h eo o zech fall eur oalen ’vit hon bro. Mes, setu me græt eur brezegen, hep gout d’in, hag æt da Vreiz-Izel ’vit ober ’nei. Distroomp krenn d’ar Mene Sion.

Goude an ofis ec’h eomp dindan eun delten vihanoc’h, savet ’kichen an delten-Iliz, hag eno e kavomp peadra da leinan : kafe tom ha lez tom, mar plij, bet auzet hep oaled na fournoz : tri ven ’vit trebe, eur gauter war c’houre, ha tan dindan. Eul laeraden a lein, kouls laret, ’vel hini Yan Soudard pa ve o tornan bro.

Fe, ni, goude n’hon deuz leo e-bed da dibuni ar beure-man, hon deuz koulskoude meur a dro d’ober, ha na fell ket d’imp koll hon amzer.

Kentan tra ’reomp eo ober eur bale ’barz ar park braz o deuz neve brenet menec’h an « Assomption » : c’hoaz ’zo stag outan eul logel bennak hag e fellfe d’ê kaout ; mes an douar ac’h a bepred aman war geraat, ha n’o deuz ken peadra da bæan prenao-all. A boan o deuz peadra da vevan ’boue int bet argaset eus Bro-c’hall ’balamour d’ar vad a rænt enni.

’Pez a lak enne kement ar c’hoant da gaout aman eun toullad kerden douar, eo emaint en sell da zevel aman divezatoc’h eun iliz vraz en enor da Galon Jezuz, hag eur chapel en enor da daelo sant Per. Aman en em gave gwech-all palez Anna ha Kaif, e vab kaer, an daou arc’hbelek o defoa ar Judevien, amzer hon Zalver. Dirake e kasaz ar zoudarded Jezuz noz ar yaou umblid, p’o devoa ereet d’ean e zaouarn ’vel d’eun torfetour. Epad ma oa Anna oc’h interroji ’nean en e gampr-varn, e c’hoarveaz er porz eun dro hag a ziskoue d’imp pegen sempl eo an den paour ha pegement an euz da evesaat ’vit na goueo ket ’barz ar pec’het.

Daou diskibl hepken, Per ha Yan, o defoa heuilhet Jezuz betek eno : ar re all o doa kemeret an tec’h, aon gante rak ar Judevien. An daou-man, avad, a zeblante bean *goest da chom dalc’hmad a du gantan, ha Per, dreist-holl. N’euz ket pell, e lare ec’h aje warlerc’h Jezuz na pa vije d’ar maro. E oa zoken o paouez troc’han el liorz ar Gwe Oliv eur skouarn d’unan euz mevelien an arc’hbelek, gant a zrouk a oa ennan e-keñver enebourien e vestr.

’C’hanta ! Per, pac’h eaz tud an arc’hbelek, dre daer gwech, da damall d’ean e oa unan euz diskibien Jezuz, e lavaraz d’ê bep gwech : « Me ? ’mean : biken biken ! « Me hen tou d’ac’h, n’anvean ket zoken an den-ze. »

Goude bean nac’het Jezuz an daerved gwech, e klevaz Per ar c’hilhok o kanan. Kerkent en em envoraz ar gomz an efoa laret Jezuz d’ean : « ’Rauk ma kano ar *c’hilhok, ez tefo nac’het anon taer gwech. » Kerkent ive e tigoueaz da Jezuz tremen, bepred etre daouarn ar vevelien. Hag heñ o trei ’trezek Per ’n eur ober d’ean eur zell glac’haruz. Per a daulaz ple d’ean. Mont a reaz e-mæz, *anoazed, hag a zirollaz da ouelan c’houerf. Bean ’oa neuze peder heur euz ar beure.

Evit en em rei muioc’h d’e geu, en em dennaz ’barz eur c’hao dilezet, unan euz an toullo ’ve kleuzet dre aman evit digemer an dour glao.

Aboue, ’zo bet savet eno eun iliz : mes deut eo e-traou pell ’zo. C’hoant a vije breman da zevel eur chapelik el læc’h ma oa, da laret eo, el læc’h mac’h omp breman.


————