Mont d’an endalc’had

Seizved pennad — I

Eus Wikimammenn
R. Prud’homme, 1903  (p. 177-179)



SEIZVED PENNAD


————


EN JERUZALEM : PEVARED DEVEZ


————


WAR AR MENE SION. — BETANI. — JETSEMANI


————


I


Ar mene Sion : mene diou wech santel.


D’ar Zadorn, ar zeizved a Wengolo. — Hirie eo evidomp gouel ar Pentekost. D’ar mene Sion, læc’h ma oa ar Senakl, da laret eo, ar zal a oa diskennet enni ar Speret Santel war an ebestel, e fell d’in mont d’oferenni, ha d’an holl belerined mont da gleved an oferen bred.

Ar mene-ze, ’vit laret ar wirione, n’eo ket uheloc’h ’vit al loden vrasan euz ar gær, penegwir Jeruzalem, goude bean bet azeet en *goeled eun draouien ha war griben diou grec’hien, an Ofel hag ar Sion, a-raug amzer hon Zalver, he deuz bet pignet uheloc’h aboue, ha souzet war du an hanter-noz hag ar c’huz-heol. Ar Sion a oa er c’hreiste d’ei ; setu perak, pell ’zo, n’eman ken diabarz ar mogerio.

Hedan ar re-man a reomp evit mont d’ar Senakl. ’Benn eur c’hard heur e kavomp en eur park eun *delten *kelc’hek ha warni eun drapo a dri liou. Honnez eo hon iliz : evidomp eo bet saved hag an deio-man e vo adarre dispennet, ’vit bean adsaved pac’h arruo eur pelerinaj all. Na c’holo ket al læc’h ma ’n em gave ar Senakl ennan ; al læc’h-ze, deut da vean da Vuzulmiz, a zo bet græt gantan eur voskeen. Mes park an delten a zo ’stok d’ean. Hag er park-man ec’h omp, koulz laret, er gær : e berc’hen eo Urz an « Assomption » an euz bet prenet ’nean tamm ha tamm ’boue eun dek vla ’zo bennak, gant aluzenno roet evit se. Eman en sell ar venec’h, mar deu d’ê c’hoaz aluzenno digant ar bed katolik, da zevel aman eun iliz a vo goestlet da Galon Jezus.

Hag abalamour da betra ? Perak aman kentoc’h ’vit el læc’h all ? ’Toue sur, ma teuer aman en pelerinaj, n’eo ket hepken ’n askont d’ar Speret-Santel, a zo diskennet aman gwech-all war an ebestel, mes ive ’n askont d’hon Zalver Jezus-Krist, a chenchaz aman ’vit ar wech kentan, de ar yaou humblid, ar bara hag ar gwin en e gorf hag en e oad adorabl. Ha sakramant an Auter, daoust hag heñ n’eo ket, goude maro hon Zalver, an desteni vrasan euz ar garante an euz diskoueet en hon c’heñver ? Ya, mar zo eul læc’h war an douar hag a digas d’imp envor euz ar garante dreist-muzul a deve Kalon Jezuz evidomp, ec’h eo, hep mar e-bed, ar mene Sion, mene ar Senakl.

Stad vraz eta a zo bet en kalono ar belerined pa o deuz kleved laret gant an Tad Leopold, goude an Aviel, ha gant an Tad Bailly, goude an oferen, e zo c’hoant da zevel aman eun iliz en enor d’ar Galon Zakr. Evit enori Kalon Jezuz, ha ’vit goestlan d’ei hon bro ec’h omp deut aman, ni pautred Frans, ar blavez kentan euz an ugentved kantved.

« Herve ’pez a lennomp en histor, ’me an Tad Leopold, Janed Ark, goude bean lemet digant ar Zauzon rouantelez Frans, a rentaz ’nei d’e ferc’hen, ar roue Charlez VII, mes ’n eur laret d’ean : « Autro jentil, c’hwel aze ho rouantelez a roan d’ac’h a-beurz Doue. Mes penegwir eo Frans ho tra, e pedan anoc’h breman da hadrei ’nei d’in-me. — Na d’ober petra ? ’me ar roue. — Roet ’nei d’in bepred : bremazonn e welfet. » Ober a reaz Charlez c’hoant Janed. Ha homan dioustu da daoulinan ha da laret a vouez uhel : « Jezus-Krist, ma Autro, rei a ran d’ac’h bro Frans. » Pep-hini ac’hanoc’h, pelerined ker, a fell d’ean laret aman hirie ar c’homzo-ze : Jezus-Krist, ma Autro, rei a ran d’ac’h ma bro Frans. »


————