Eil pennad — XII
Lein a ve pa garer. Servijet e vo ennan kafe, the pe chokola, ha tammigo bara tanau ’vel bara mamm-gaer, ha ledan ’vel eur pez ugent real, Pemp munuten a zo traoalc’h evit lipat ar predik-man : petra-bennag na ve gwech ebed re dom an treo : aliesoc’h o vent klouar evit na vent tom.
’Vit laret ar wirione, n’eo ket prejan a reomp breman, mes dibri eur begad da c’hortoz meren, a ve, d’an ordinal, da 10 heur hanter,
Hirie en-deün e vo eun hanter heur abretoc’h, en askont d’enezen Kors a welfomp hep dale hag a hedfomp al lost anei eur pennadig, adaleg kær Bonifasio beteg ar *raz a doug hec’h hano.
Da c’hortoz meren petra ’ta ’refomp pa na n’euz tamm douar ebed en gwel ? Endro d’imp, netra nemet ar mor, gantan liou glaz-du, troc’het duman ha duhont gant linenno eon gwenn. ’Uz d’imp an oabl ha d’ean eul liou glaz war wenn. Ha dindanomp ? Eun donder spontus a dour : etre tri ha pemp kant troatad. Peadra d’hon lonkan chouk, chouk, kwita ?
Mes n’hon deuz ket amzer da zonjal en ze. Da nav eur e vo eur Chapeled, gant eur brezegen evit peb degen. Ha neuze, anoudegez hon deuz d’ober an eil gant egile, ha gant hon batimant.