Mont d’an endalc’had

Eil pennad — VII

Eus Wikimammenn
R. Prud’homme, 1903  (p. 28-30)



VII


Piou eo an Tad Bailly.


Pa na n’euz ken a bedenno *liduz da laret, e roer d’imp eun all bennag gant an Tad Bailly, penn-rener ar pelerinaj, a zo ’paouez arruout euz a Bariz.

Komzet d’in eus heman, pa po c’hoant da gomz d’in euz eun den. Da gentan, en e yaouankiz, e fellaz d’ean bean eun den a vrezel, ha, fe vad, daoust pegement a oa da ziskrapan, na c’hwitaz ket war skol ar Mil Micher[1]. Serviji ’reaz goude an impalaer Napoleon ’ve eun offiser leal ha gwiziek. Mes c’hoant d’ean da zerviji eur mestr brasoc’h c’hoaz, an Autro Doue, en em oestlaz d’ean, ’vel manac’h, ’barz Urz an Assomption, a oa neuze neve zavet. Hag aboue nan euz ket kollet e amzer. Heñ ’zo bet ambrouger evit kas beb bla euz Frans da Jeruzalem pelerined dre gantcho ha bete dre viliero ; ouspenn ugent gwech eo bet wardro gante.

Heñ ive an euz bet ar boan hag an enor da zevel gazeten Ar Groaz, he deuz graet beteg-hen kement a vad e-touez ar Fransizien, hag a dalc’h c’hoaz d’ober d’ê kalz a vad, goude koulskoude na ’man ken etre e zaouarn. Goasket hep gwir gant ar gouarnamant, marvad ’balamour d’an droug a ræ d’ar Franmasouned, an euz renket, tremen eur bla zo, leuskel e Groaz, e verc’h karet. A drugare Doue, koueet eo etre daouarn tud a benn hag a galon, a oar delc’hen enni bue ha nerz : bemde zoken ec’h a war greski.

Dinec’h ’ta eo an Tad Bailly, — da vihanan, evit ’pez a zell e Groaz ; rag bec’hiet eo e galon o sonjal penauz ’benn an de kentan a viz here, e renko, ’vit harz da vean chadennet ’vel eun den fallagr, kwitaat douar Frans e vro, gant e relijiused.

Da c’hortoz, e ple ganimp ’vel eun tad gant e vugale. Meur a wech hon defo da welet penauz ec’h eo eun den a bouez, ’pez na vir ket outan da vean dalc’hmad seder hag enebour d’ar velkoni. Pa dremen ’n hon mesk, bepred diskabel, e varo gwenn hir hijet gant an avel, e koue warnomp euz e zaoulagad glaz sello eün hag *hegarad, a lak anomp holl da vean *futet.


————

  1. En gallek : Ecole Polytechnique.