Mont d’an endalc’had

Eizved pennad — II

Eus Wikimammenn
R. Prud’homme, 1903  (p. 232-234)



II


Læc’h m’eo bet ganet ar Werc’hez Vari gant santez Anna


Ha me eün d’ar sekretiri. « Na ’po ket pell da c’hortoz » eme ar zakrist, eur belek barvek, d’ean eur gwiskamant hanval aoalc’h ouz hini an Arabed, nemet eo a liou gwenn. Diskabel eo : panevet se e toukje war e benn eun tarbouch (eur boned mezer ru, e-pign outan eur bombelen du).

Eveltan eo gwisket renerien ar c’hloerdi, mes i hepken : o skolaerien, braz ha bihan, a doug dilhad du gant bevenno glaz, stipet a-hent-all e giz ar vro.

Kavout a ran ar re-man en iliz, daoulinet dirak an auter vraz hag o heuilh gant *aket eun oferen. Mes na c’houlan ket e vefe breman ma fenn gante ha gant o ofis.

Da c’hortoz sevel me ma-unan ouz an auter, e fell d’in, ’vit tomman ma c’halon, ober a spered eun adtremen war ’bez a c’hoarveaz el læc’h santel-man, breman ’zo ouspenn naontek kant vla.

Aman ’ta eo bet ganet an Itron Varia hag aman he deuz tremenet an deio kentan euz he bue, betek an de ma oe bet ambrouget d’an Templ, a oa aze en tu all d’an hent, gant he zad ha gant he mamm.

Setu en petra e sonjan pa deu ar zakrist da laret d’in eo deut ma digoue d’en em wiskan ’vit an oferen.

« Aman ’c’h efet » a lavar d’in ’n eur ziskoel d’in eun auter vihan a zo e-keñver an auter-veur. « Ha n’hallfen ket, emeon, ofisan ’barz ar chapel-dindan ? » (Homan ’zo kuzet dindan an auter vraz, ’læc’h en em gave gwech-all ti zantez Anna). — « Nan, ’me ar zakrist : auterio ar gleuzen zakr a zo bet miret ’rauk hirie, ’vit ar beurevez a-bez. — Ma ! ’meon. N’euz fors. Bean ’vin a spered e kleuzen ar Gonsepsion Dinam. — C’hwel aze eun hosti vihan da gonsakri war ar marc’had, — Na ’vit piou ? emon-me. — ’Vit eur wreg, eur gatolikez latin, he deuz c’hoant da gommunian ha n’hell ket gortoz ken ma vo achu ofis ar C’hresianed ouz an Auter vraz. Pad a ra ken pell ! »

N’eo ket achu c’hoaz an ofis-ze ’benn e tistroan d’ar sekretiri, laret ganin ma oferen.

’Vit laret trugare d’an Autro Doue, a zo o paouez disken em c’halon, en em dennan neuze ’barz ar chapelik a zo en kleuz dindan an auter veur.

Pebez dudi ’vit ar galon pedi aman ! Aman eo bet konsevet hep pec’het ha ganet ar Werc’hez glorius Vari. Ha, ’vit digas ar zonj d’in a gement-se, e welan diragon, ’uz d’eun auterik, skeuden wenn ar Werc’hez dinam gant ar girio-man skrivet en gallek endro d’he fenn : « Me eo ar Gonsepsion didach. » An Itron Varia Lourd, ’michans. Al læc’h ma teuaz ennan ar Werc’hezik war an douar a zo merket gant eur c’havelik kempennet brao, ennan skeuden eur bugelik koant a hanver aman Santa Bambina, da laret eo ar Boupigez Zantel : an hano-ze, marvad, a roer d’ei ’n askont da skeuden ar Mabik Jezuz a gaver en Rom, en eur c’havelik, hag a rer anei Santo Bambino, ar Poupik Santel

’Vel ma welet, e zo peadra aman da vagan ma devosion. N’eo ket diæz d’in miret ma speret er gær, ha na skwizan ket o pedi.

Mes fellout a ra d’in troc’han ma feden, ha pignal en Iliz-kroec’h, evit tapout eur peurrest euz oferen ar C’hresianed, a dle achui hep dale.


————